Pontplancoat
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Pontplankoad.
— Marc’haridik, ma merc’hik koant,
Komz ho timizi am euz c’hoant,
Ho timizi da Bontplancoat,
A gafann ’zo un intanv mad. —
— M’am dimezet da Bontplancoat,
Adieu d’ann dans ha d’ann ebat ;
Adieu d’ann ebat ha d’ann dans ;
Adieu d’am holl rejouissans ! —
Tri miz hanter e bet padet
Ar solennite ann eured,
Solennite, ar bal, ann dans,
Visito bemde d’ann noblans……
Digwet ’zo lizer d’ann aotro,
Da vont da Razon, d’ar stado ;
Da vont da Razon d’ar stado,
Dilezell holl, groeg ha mado.
’Nn aotro Pontplancoat ’lavare,
D’he baj-bihan, un noz a oe :
— Un hunvre ’m euz bet en noz-man,
Am laka en nec’h, a gredann ;
Ema ann Itron war oenklo,
Tri dewez ha ter nozwez ’zo ! —
Ar paj-bihan a lavaras
Da Bontplancoat ’vel m’hen klewas :
— Ma mestrik mad, kouskomp hon daou,
Ha n’ gredomp ket en hunvreou ;
Na gredomp ket en hunvreou,
Ann hunvreou a zo holl gaou ! —
’Nn aotro Pontplancoat ’lavare
D’he bajik-bihan en noz-se :
— Laket ar marc’h a-rok ar c’hoch,
Me renk mont d’ Bontplancoat fenoz. —
’Nn aotro Pontplancoat ’lavare,
En Pontplancoat pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Petra newentis ’zo ama ? —
Ar vates vihan ’respontas
D’ann aotro Pontplancoat p’hen klewas :
— Na newentis a-walc’h a zo,
Eman ann itron war oenklo !
Ema ’r Varones war oenklo,
Tri dewez ha ter nozwez ’zo. —
’Nn aotro Pontplancoat a lare
D’ar Varones, p’hi zalude :
— Ma fried paour, em gourajet,
Arru e ’n noblans d’ho kwelet ;
Arru eo ann impalaër,
Ha merc’h ar roue da gommer ! —
— Na euz na aotro na itron
Lakafe joaüs ma c’halon,
Mar n’hen gret-c’hui, aotro ’r Baron,
Pe c’hoas ma breur, eskop Leon.
Aotro ’r Baron, ma vec’h kontant,
Me raë brema m’ zestamant ? —
— Gret ann testamant a garfet,
Arc’hant ’zo, beza vo paëet. —
— Ma habit eured, ar gwella,
’Roann d’itron santes Anna :
Ma habit satinn-gwenn da santes Katell,
Ma varwin tri de goude genell. —
N’oa ket he gir peurlavaret,
’R Werc’hes en ti ’zo antreet ;
Eo antreet ’r Werc’hes en ti,
Ewit gwelet hi digori.
— Arret ! arret ! chirurgiann,
Un tammik ’out-te re vuhan ;
Laka ’l loa arc’hant ’n hi geno,
Ha flanch d’e-z-hi ’r c’hoste deho !
Ha flanch d’e-ez-hi ’r c’hoste deho,
Gwell eo koll unan ’wit koll daou ! —
Ar chirurgiann a lare
D’ann aotro ar Baron, neuze :
— Setu ’r mabik bihan aman
’Zo leiz ann diou-vrec’h ann-ez-han ;
’Zo leiz ann diou-vrec’h ann-ez-han,
Med badeziant na vank d’ez-han ! —
— Me garrie ma mab badezet,
Hag en douar tric’houec’h goured ;
Hag en douar tric’houec’h goured,
He vamm o vale war ar bed ! —
— Me ’m euz tri mab en Pontplankoat,
Melenn ho bleo, glaz ho lagad,
Hag ’hell gant gwirionez laret
Biskoas mamm na d’euz ho ganet ;
Biskoas mamm na d’euz ho ganet,
Dre ho c’hoste int bet tennet.
Ter Marc’harit am euz-me bet,
Hag ho zer es int-hi marwet :
Ter groeg Marc’harit am euz bet,
Siouas ! ho zer am euz kollet ;
Marc’harit Rohan, ’nn diweza,
Laka ma c’halon da ranna ! — [1]
Kanet gant Mari-Job Kerival.
Kerarbrorn, 1848.
— Marc’haridik ma merc’hik koant,
Komz ho timizin am euz c’hoant,
Ho timizi da Bonplancoat,
A gafann ’zo un intanv mad. —
— Raison, ma mamm e ho klewet,
Oboïssa d’ac’h, ’zo dleet ;
Met d’ Bonplancoat mar timezann,
Adieu da joaïo ar bed-man !
Peder fried Marc’harit ’n euz bet,
Ho feder int bet digoret ;
Ho feder int bet digoret,
Siouas ! ha me vo ar bempvet. —
Dimezet int hag eureujet,
Ha tri miz hanter e padet,
Ha tri miz hanter e padet
Ar solennite ann euret.
Pa ’z ee Pontplancoat d’ar stadou,
Hen a reseve lizerou ;
Hen a reseve lizerou
« Ez oa ann itron war oenklou :
» Ez oa ann itron war oenklo,
» (Santes Marc’harit d’hi delivro ! )
» O klask genell ur mab bihan,
» Mill aoun am euz bikenn n’hen gan ! »
He baj-bihan a lavare
Da Bontplancoat, un dez a oe :
— Glao-puill a ra, duz eo ann noz,
Ma mestrik, eomp da repoz. —
— Fenoz em gwele na gouskann,
Nag en nep-lec’h na repozann ;
Nag en nep-lec’h na repozann,
N’am bo gwelet nep a garann ;
Hag ’vougfe ur marc’h bep-kammed,
Me a renk, gwelet ma fried ;
Me a renk gwelet ma fried,
Un dra ’zo ’nec’hi ma speret —
Ha Pontplancoat a lavare
En-tal he borz pa arrue :
— Petra ’zo ’newez bars ma zi,
Na zeu den da zigori d’in ? —
Ar c’houarneres a lare
Da Bontplancoat eno neuze :
— Newentiz ’walc’h a zo er vro,
Hag er parouziou tro-war-dro ;
Newentiz ’walc’h a zo er vro,
Ema ’r Varones war oenklo !
Ema ’r Varones war oenklo ;
Santes Marc’harit d’hi delivro ! —
Tri de ha ter nozwez a zo
A-baoue medi war oenklo,
O klask genell ur mab bihan,
Mill aoun am euz bikenn n’hen gan ! —
— Demad eme-z-hi, ma fried,
Pell-zo bras n’am boa ho kwelet ;
Aba ’m’oc’h et euz ann ti-man,
Me am euz bet gwall-galz a boan !
— Ma friedik, mar am c’haret,
Kasset ho paotr da Sant-Briek,
A-c’hane ’teui da Sant-Ervoan, [2]
Hennes am delivro a boan. —
— Pajik, pajik, ma faj bihan,
Petra ’n euz laret sant Ervoan ? —
— Sant Ervoan hen euz laret d’in
E vije red hi digori ;
Laket ’r vill arc’hant ’n hi geno
Hag ann aotenn ’n hi c’hoste deho ;
Hag ann aotenn ’n hi c’hoste deho,
’Kavfet ur mabik hag hen beo. —
— N’ lakaï den kontant ma speret,
Pa na ret-c’hui ket ma friet ;
N’ lakaï den kontant ma c’halon,
Nemet ma breur, eskop Leon.
Ma friet, skrivet ul lizer
Da eskop Leon ’ dont d’ar ger ;
Laket war ’n-ez-han war un dro
Digass medesinn war ma zro ;
Digass medesinn war ma zro,
Gwell ’ve koll unan ’wit koll daou ;
Gwell ’ve koll unan badezet
Ewit un all ha na ve ket !
Ma friet paour, mar am c’haret,
Ganin d’ar vratel a teufet ;
Ganin d’ar vratel a teufet,
’Wit ma zestamant ’ vezo gret. —
Bars ar vratel pa ’z eo digwet,
Ur bouket d’ez-han d’euz roet,
Ur bouket gret a dri seurt plant,
Chagrin, melkoni ha tourmant.
— Ma friedik, mar dimezet,
Dimezelled n’ gommerret ket,
Kommerret merc’h un ozac’h-mad,
A vo kustum da dravellad.
Gwella buc’h-leaz a zo em zi,
D’am mates vihan roët-hi ;
Roët-hi d’am mates vihan,
’Deuz bet ganin-me kals a boan ;
D’ ’r servijerienn-all pep a louis-aour,
M’ho do sonj ar Varones paour ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Kourajet, kourajet, m’ friet,
Arru’ ann noblans d’ho kwelet ;
Arru ma breur ’nn impalaër,
Ha merc’h ar roue da gommer ! —
— Digoret frank ann orojou,
Ma welinn o tont ma Ankou :
Digoret frank dor ar geginn,
Ma welinn ’ tont ar medesinn !
Un habit wenn euz ar gaera
A brofan da santes Anna,
Hag un-all da santes Katell,
Ma vewinn tri de goude genell. —
Pa oant o vont d’hi digori,
’Antreas diou werc’hes en ti,
Diou werc’hes euz ar re-gaera,
Ar Werc’hes ha santes Anna :
’Antreas diou werc’hes en ti,
A gelennas hi digori :
— Laket ’r vil-arc’hant ’n hi geno
Ann aotenn ’n hi c’hoste deho ;
Ann aotenn ’n hi c’hoste deho,
’Kavfet ur mabik hag hen beo ;
Gret tri c’hraf noazde ’n hi c’hoste,
Gan-imp e teui a-benn tri de ! —
— Baron, savet euz ho kwele,
Ur mab d’ac’h ken kaer hag ann de ;
Ur mab d’ac’h ken kaer hag ann de,
Ho pried iac’h war hi gwele ! —
— Me garrie ma mab badezet,
Indann ann douar tregont goured ;
Indann ann douar tregont goured,
Ar vamm hen dougas o kerzet !
Me ’m euz pewar mab en arme,
A ’hell laret en gwirione,
A ’hell en gwirione laret
Biskoas gant mamm n’int bet ganet ! —
Kanet gant Anna Salik.
Plouaret, 1865.