An noz a zo tenval ; glao hag avel a ra ;
E’n hanv Doue, Morvan, n’ da ket e’n hent brema
— Ha pa rafe luc’hed, kurun, avel ha glao,
Sell, troet eo e’m penn, d’ar ger me a ielo !
— Troet eo e’n da benn ; mad, Morvan gez diwal :
Diwal ’lavaran d’id. pe he tapi da fall ;
E’r poent-ma deuz an noz, ’vid deiziou morlarjez
Kred ac’hanon, Morvan, gwal jansou a c’hoarvez ;
Gouzoud a rez ar brud a ren, pell ’ zo, siouaz,
Var ar skrijou spontuz a glever e’r c’hoad braz !
— Setu te adarre ! Kea, va c’houmper Joen,
Ne d’eo ket gan-hen-me eo d’id c’hoari ’n azen :
N’euz diaoul e’n ifern, na Teuz var an douar
A c’halfe ober aoun da Vorvan Kergounnar !
— Guir eo, eur potr reud oud, hag eskobti Treger
N’hen d-euz ket marteze eur startoc’h gourener ;
N’euz forz ! Polik a ro meur a lamm-choug-a-benn
Da dud a zo gweziek koulz ha te da c’houren.
Sounj az peuz, a gredan, euz a Lan-ar-Glaouaer !
Unan all adarre ! Tan-foeltr, pe-bez tol kaer !
Pari, ma vez beuzet o koueza e’n eul lenn,
Arok herruoud e’r ger, e ve ien da zouben !
Ac’hanta ! Set’ heno penn-da-benn tro Alan.
E’n deiz all o tistrei deuz eured ker-al-lann,
En em gavaz trinket hag evel eur potr fin
E lounkaz re a zour evit trempa he vin.
— Piou ’ c’halfe he dammal ? Mez daonet ’ vin, a-vad,
Mar d-euz netra e’n-han goestl d’ober aoun d’eur c’had.
— Nann, Morvan, ma vefe ervez ma lavarez !
Mez o liva gevier ' oud adarre potr kez.
Mar d-e, var da veno, beuzet Alan e’l lenn
E tlefe kaout eun den kelou euz he groc’hen.
Perak ’ta, kaer ’ zo klask, n’her c’haver e nep tu
Mui eget ma ve deuet, korf hag ene ludu.
Red eo, n’euz mar hebed, pa jomm keit dianket,
An diaoul he unan hen defe her zammet.
Ha marteze, dampred, ’vit deski ober glaou
Pe d’hezan pe d’he c’hreg, pe evit ho daou.
Dalc’h mad aze, Joen.
— Kea, kaer ’ po kaketal
Na drec’ho ket da c’hoarz var greden ar re all ;
N’eo ket me hel lavar, mez goulen dioc’h Job koz
Ma n’hen d-euz ket klevet var dro an anter-noz
Eun dompi estlammuz, e kever ar c’hoad braz
Ha mouez Alan e touez, o krial forz, allaz !
Goulen c’hoaz digant-han, ma n’hen d-euz ket klevet,
Dre ma pellea he vouez evel skrijou loened
’Tal men-hir ar c’hroaz-hent, a unan o iudal :
« Eur vech all e teui ganheomp-ni da zansal ! »
N’her c’hredez ket, m’oar ’ vad ? re galed eo da benn
’Vit ma c’halfez kredi ’r pez a gred pep kristen.
Mez n’oud ket evid nac’h, anez eur gaou marvel,
Penoz eun dra benak ioa ’n noz-se e’n avel,
— « Sell ’ta, ne c’houien ket ! Mez n’euz fors petra ’voa
» Ar pez ’zo bet neuze n’ ma ket da zon’d brema. »
« Nann, mez allaz ! Morvan, ker gwaz ’ c’hall arruoud
» Ha n’ouzon ket perag e krenan evid-oud. »
« Mad, kren ’ta ; me roio amzer d’id da grena,
» Ne d-eo ket eur penn den, az peuz var da ziou skoa,
» Mez eun irvinen griz ma zeo guir e kredez
» Evel eur bugelik kement a ranerez.
» Guell eo gan-hen gouren gant an holl diaoulou
» Eged selaou pelloc’h eur seurt rimadellou
» Uvreou grac’hed koz, — rak-se kenavo :
» Mar teu Polik da m’ c’hlask, me hen diarbenno,
» Ha mar teu tost d’in-me, pe me vo daonet, sell
» Pe set’ ama eur vaz a grenno he gerniel.
« Ken a vo. »
Eur vouez all a griaz ken a vo :
Ne voa ket mouez Joen, nag hini nep den beo,
Mez mouez eun dra benâk, a voa euzuz, iskiz
Evel mouez an Ankou p’hen devez naoun he breiz.
Kement-ma ’ c’hoarvezaz da noz meurz an Evned.
Eat da vorlarjeza da di he vignouned
Morvan a zistroe gant he goumper Joen
Fazeaz e’n ti gant-han da dana he biben.
’Vit-han n’oa ket mezo, na zo ken tam tommed,
N’hen doa ket kollet c’hoaz ar guin en doa evet.
Mez ar pez a rente aounik he gamarad
Ne voa ket ’balamour n’hen dije re govad.
Rag gouzoud a rea mad, gant kalz muioc’h ouz-penn,
Morvan a zibradje he gar deuz ar vouillen.
Mez, allaz ! ne voa ket, ha ne deuz bet morse
Eun diaoul evel d’han evit toued Doue.
Bep kammed a raje ne voa deuz he c’hinou
Nemed tan ha kurun, malloz, droug-pedennou :
Poan a raje d’hezan ma vije e’n ifern
Eul leou-douet benag a rankje da espern.
Koulzgoude an deiz-se dreist an deveziou all
Ne voa nag he skiant nag he deod da damal,
Rak dond a reant gant-han, dindan envor, ar brava
A gichen ar c’henta beteg an diveza.
Kement-se hag ouz-penn tro ar paour keaz Alan
Eo a lakea Joen da grena ’vit Morvan.
’R pez a venne Joen, voa mennoz eun den fur.
Deuet e voa deiz ar varn, barrek e voa ’r muzur !
Morvan hen devoa c’hoaz eun troad var an treujou
Pa deuaz da derri unan euz he voutou
Ha dioc’h-tu e klevaz tostik e’n he gichen
Eur vouez skiltr o laoskeul evel eur choarzaden ;
Mez kaër hen devoa klask goudevez tro var dro
Ne c’hellaz ket tizoud ar c’hoarzer divalo ;
Rag-se goude beza peur-zresset he votez
Ez eaz gant-hi e’n hent ’vel ma vije nevez.
Avel, grizil, kazerc’h, glao ha kurun a ree
Ha ken teñval e voa ma ne vele banne.
A vechou, koulzgoude, e seblante kleved
Eun dra benag e’n hent tost d’hezan o kerzed.
Abenn eur pennadik, setu eul luc’haden
Hag a ziskouez dez’han, tostik tost d’he jupen
Eur pikol a gi du, ker braz hag eun ounner,
Daou lagad e’n he benn, kel lemm ha re eun aer.
— Fouet, fouet, boued an diaoul, a lavare Morvan
Fouet ’ta, boued ar gounnar : Mez ar c’hi ne ra van.
— Gortoz, gant va fenn-baz, me ’ lardo da groc’hen
E leac’h arzal, ar c’hi a reaz eur c’hoarzaden
— C’hoarzin, oh! oh ! potred ! C’hoarzin! eun aneval !
Mad, bremaik, marteze, te ’raio eur c’hoarz all,
Dao, dao, hag hen rak-tal o preder c’hoari ’r vaz
Evit bruzuna ’r c’hi a daoliou ; mez allaz !
Ar c’hi-ze ne voa ket deuz a jass an douar :
— Kea goustad, eme-zan, Morvanik Kergounnar ;
Espern da nerz, Morvan, ’vit ma c’helli e’n-berr
Diskouez d’heomp o tansal eo goeñv da ziwesker,
Kalz re a drouz a rez, guell ’ ve d’id beza sioul !
— Na pe a berz Doue, pe a berz an Diaoul
E teuez da brezeg d’in ? Piou ’oud, eme Vorvan ?
— Aberz Doue ? goapaer, na gredez ket e’n-han !
— Nann ! n’eo ket euz he berz e teuan, kamarad
Mez a berz an Diaoul a anavezez mad
Da b’hini ’ peuz guerzet da gorv ha da ene
Hag hen deuz eur c’hoant braz da d’ kueled eb dale.
— Lavar d’hezan gortoz ken a vo eun dro all ;
N’eo ket mad va boutou ! Mez piou oud-te, loen fall ?
— An ene a zo bet e’n Alan ar glaouaer !
« Mad ! dalc’het mad he c’heuz ar merk euz da vicher
» Rak du e z-oud ato, du pod evel al liou ?
« Ia, ia, roet ’ zo d’in labour da ober glaou,
» ’Vid da rosta duhont, te ha da vignouned ;
» Mez selaou mad, Morvan, setu ama ’n eured ! »
An eured-se a voa eur sabad diaoulou
Tro-var-dro d’ar men-hir o tifreza dansou.
Kaer hen devoa gouren, red mad ’ oa mon’d e’n dro
’N desped d’he vadiziant ha d’he benn-baz dero.
Rak-tal eur vouez nerzuz ’n em laka da gana
Ar ganaouen ifern a zo varlerc’h ama :
Dansomp potred,
Dansomp merc’hed,
Dansomp, fringomp, nijomp loened ! —
Dal a unan :
Prim a droad potred,
Dal a unan
Dansomp buhan ;
En em veskomp
Holl etre-z-omp,
Ken a baro al loar var’n-homp !
Ha dal a zaou :
Prim a droad potred ;
Ha dal a zaou :
Mad e za ’n traou ;
Dansal e’n noz,
Holl diaoulou koz,
Setu eno hor Baradoz !
Ha dal a dri :
Prim a droad potred ;
Ha dal a dri,
Chachomp var’n-hi ;
An noz teñval
A zo brao ral
D’heomp-ni da c’hoari, da zansal !
Dal a bevar :
Hejomp hor gar,
Prim a droad potred ;
Hejomp hor gar ;
Pa vez arneu
Da rei dour-beu,
Gant an higen pesked a deu.
Ha dal a bemp :
Prim a droad potred ;
Ha dal a bemp :
Brao ’za ganhemp ;
Meurz an evned
A ioa bepred
An deiz râl da douza deñved !
Ha dal a c’houec’h :
Prim a droad potred ;
Ha dal a c’houec’h :
Chachit ganhec’h ;
Ar c’horaïz,
Deuet var he giz,
Ne dalv netra gant he zouben piz !
Ha dal a zeiz :
Prim a droad potred ;
Ha dal a zeiz :
Guell eo kig preiz ;
Pa ve ’n deñved
Dishualet
’Vezont re ampart da gerzed !
Ha dal a eiz :
Prim a droad potred !
Ha dal a eiz :
Stardomp hor preiz
Eun droik c’hoaz,
Bihan ha braz,
Hag e chommo ganheomp ar goaz !
Ha dal a nao :
Prim a droad potred !
Ha dal a nao :
Dansomp atao,
Great eo ar stâl
Kerzomp rak-tâl
D’an ifern da echui ar bâl.
Neuze e voue klevet meur a darz kurunou
Evel taoliou klec’hier pa veñt o zoun glaziou.
A c’houdevez ne voa guelet skeud a Vorvan
Mui ’ged ma vije bet lounket gant eun tarz tân
Koulzgoude mar d’eo guir ’r pez a lavar Job koz
’Vije klevet bep bloaz da daol an anter-noz
Evit meurz an Evned, ’c’harz men-hir ar c’hoad-braz
Eur vouez skiltr o krial : « C’houi holl a zo beo c’hoaz
» Kemerit skouer var’nhon : na douit ket Doue
» Gant aoun da zon’d, siouaz ! da zaoni hoc’h ene ! »