◄   C’houec’hved Pennad.— Brouscon c’houennet a bep seurt Prajeier Eisved Pennad. - Prajeier a-ber-amzer   ►




SEISVET PENNAD.


————
PRAJEIER.


————
Neusquet a zouar lec’h neller caout prajeier en eur fesson bennag.
Ar prajeier a vag ar chatal ; ar chatal a rô an teil ; an teil a rô an id.
J. Bujault.


Disquianteguès ha digui evit dizac’ha ha doura ar foenneier.

Ar prajeier zo dilezet peurvuia, ha né roont nemet nebeut a foen en départaman-ni. An dour a zac’h enô, neus nemet broen ha ieotennou dourec, coulz lavar, oc’h hô zirienna. Hor tieien n’é ouzont na dizac’ha ar foenneier nac hô doura, couscoudé, en dro da guéraès, quarter a beuri vraz, ez int guelloc’h quempennet ha douret gât muioc’h a furnez. E meaz ar vro-zé, ar foenneier, nemet eunan bennag é gaver amâ ac a-ônt, nint quet foenneier, da lavarout mad. En oc’h quempen anezô gât eun tamic eves, Gueuniou ha stanquennou dourec mad dober foenneier.

alfemp cresqui calz ar foen enô ; ouspen, ar ieunou ac ar stanquennou doured hô-unan gât meur a oas, péré a zilezomp, alfent beza eas laqued é prajeier, péré a gresquéfé dan nebeuta daou quement al ar ré hon eus bremâ. Mes ar vélourien, pa né ouzont évit guir pé chomint pé né chomint quet en hô ziegues, prim, en eun doaré al, en arc’han, disquiant Perac tilezer ar prajou.

tré er c’hiz compessa, dizac’ha ha doura ar prajou, nellont ober nemet nebeut a guellidigues en doaré-zé.


Prajou doured é Trevarez gât an otrouien Kerjégu.

An otrouien Kerjégu, en hô zalc’h caër a Drevarez, quichen castel-névé, hô deus douret prajeier en eur c’hiz da veza euliet. Crédomp ar vugalé zo ô tisqui er scol labour-zé, é squignint eb dalé aru c’hiz mad-zé var meaz, ac a zigassint é peb lec’h, dré quelennou talvoudus, an doaré guellad ar prajeier.


Dizac’ha dar ar prajeier glip ac ar ieuniou.

Ar c’henta tra é renquer ober er foenneier laguennus, zo discarga an dour-zac’h, en oc’h fossia var an eillennou. Red eo toulla betec an douar dindan ac avechou en douar mélen zoquen, evit troc’ha an eillennou douna ; couzien, ma né toulfed quet izel avoalc’h, ar fossiou né zizec’hfent quet tré ar prat ; red eo ta toulla a iz ar guisc dré pini é teu an dour. Ar oassiou dissac’ha dléont beza toullet stanc avoalc’h evid dissec’ha piz ; paneveze ar broën ac ar ieotennou dourec a zeufent adarré da grienna ar prat. Foën ar prajou laguennus pé beuzet a zour alies, zo ato calet, lec’hidec, ha clanvus avechou. Goudé eo bet dizac’het an dour, ez eo mad doura var c’horré, paz euz dour red eaz dancha var ar foennec ; rac, mard eo fal an dour zac’h dar ieotennou, an dour red hô cresq ac hô vella calz. Dour ar vro-ni zo cri, peurvuia, An doura.

ha né vellaont quet ato hor foenneier ; eller caout dour druoc’h. ha, tomoc’h en oc’h destum anezâ en eul lenn, barz é leusqueur var ar prat ; pa vezont chomet daou pé dri deves ellenn zé, é vezont clouared ha guelled ; dont a raïnt mad meurbed en oc’h teurel ebarz déliou guez pé traou al envel, ha guelloc’h c’hoas teil, dour teil, pé loënnet maro. Evid doura mad, é zo red compessa da guenta ar prajeier Adal al lec'h uella, é reer anchou queit a queit an eil deus Quiz doura.

éguilé, péré a vezint digasset a dreuz néil a iz éguilé ; sulvuia a boëz traon a vezo, sul dosta é vezint gred. Avechou vezont gred ivez a ben pé a soubl. Ar vrassa eves da lacad, en oc’h ober an anchou, zo digas an dour var quement lec’h uella ha mirout né red ré vuan. Evit-zé, é reer, éguis a feller, ed a ed, en anchou sôn, pé soubiet, arzou gât tamou tirien ; an dour, dalc’het deus an eil arz d’éguilé, a red gostatoc’h ac eb toula ar prat. An anchou gred evit digas an dour er prat, vezont toulet var eun donder ac eul ledander braz avoalc’h evit an dour é rencont digas ; mes an anchou doura dléont beza bassoc’h ha troc’het a blen deus tu a scuil an dour, ma ello scuilla a led é peb lec’h. Pa zeus nebeut a boëstraon, an anchou dléont beza gred eun tamic a soubl ; en divez, en douarou na ré sôn na ré blen, é reer, doc’h ma ziscoës squiant an ini zo oc’h ober, an doaré quelennet evit ar prajou a saoiou ac evit ar ré gompez.


Red eo divoal doura ar prajeier abarz veza deut a ben da zizoura tré an dour sac’h a zo en douar.

Implich an dour glaoéger da badout nebeut.

Peurvuia é tilézer tenna talvoudegues eus an dour glaoeger né zeuont nemet a maréadou, péré vizent mad da vellad ar foenneier, en oc’h hô digas enô var éon, pé goudé e vizent bet dalc’het en eul lenn evit hô implijout erves an ezomou.


Doaré al dizac’ha ha doura.

Cetu eun doaré evit dizac’ha ha doura gred en départaman ar Vosges : lacat a reer an douar a irvi braz, evel dada it ; ober reer, pa elleur, al labour-zé gât an allar, en oc’h teurel eves da grouma muioc'h an irvi ; compeza reer goudé an daou du gât ar var. Ar c’hiz-zé zo mad ispicial er ieunou, couzien an anchou a reer étré an irvi, a zizec’h an dachen ac a zigas é méaz an dour doura. Eun ant a zigorer pen dar ben, creis peb erô, ac a zigas an dour en anchou a-dreuz, gred ed a ed ; dens an daou du, sâniou al a-ben a zigueméront an dour ac é scuillont a led é peb lec’h. Doura reer peb eil trô quement darn deus an êrô, en oc’h lacad tamou tirien é beg ar sâniou lec’h a feller éan an doura, péré a zigasser da stanca lec’h al, pa feller doura a nevez. An anchou a-ben, an eil a euc’h éguilé, dléont, ar muia eller, scuilla a ed queit a ma pad an dour ; né zourefed quet en doaré-zé, ma é losquéfod redec eb arz ebet betec ar pen-al, en oc’h clasq doura muioc’h doc’h tu evit neller ober gât an dour zo.


Droug a ra ar chatel en oc’h bressa ar prajeier er goan.

Né dleer quet cas al loënnet da beuri er goan, er prajeier glib ; en oc’h bressa ha pilpassa, queit a ma chom an dour ené, é réont calz droug. An douar gôz a dlé beza lédet abarz an névé-amzer. Talvoudus En névé-amzer ez eo mad cloẽda ar foenneier evit lemel ar c’henvi ha cas an tremp da gaout ar ieot.

eo ivez cloëda ar foenneier er maré-zé, ha da lacad goudé var ar prat eur bôd drein creô, var pini é lequeer poëz. Avechou reer gât ar bôd drein ep quen ; er guissé refresquer an tirien ha lemmer ar c’henvi zo oc’h ober gaou outâ ; bez eo c’hoas eun doaré da squigna ha da gas da gaout ar c’hriou an tremp tano pé poultrec é lequeer var ar prajou, da lavarout, ludu, scloag, uel mogued, mannou gred gât pel it, louzeier c’houennet ; en divez, quement tra alfé digas adou fal toëz an teil gred evit cas en douar labour. Ar foenneier douret gât dour dru, ar re doured er c’hiz em eus descoëzet en trede pennad (guellout uelloc’h), gât an dour bors a za da gol, nhô deus quet ezom a dremp al.


————