Prizonier ar republik



PRIZONIER AR REPUBLIK


————


(E prizoun Kemper. Eun toul tenval, sklerijennet hepken gant eun tamm prenestr barinier-houarn warnan ; en eur c’horn-tro, eun dornad plouz astennet war al leur-zi. E-kreiz ar prizoun, eun den koz, eul labourer-douar, gwisket e giz Kerne-Izel, a zo azezet war eur c’hoz skabel-goad, e benn etre e zaouarn.)


I


Ar Prizonier, e-unan


Labourer-douar kez, ar reuzeudik ma ’zoun !
Setu me, va unan, stlapet en eul toul doun,
En eur prizoun tenval, egiz eun torfetour…
Eur miz a zo ’n am euz nemed bara ha dour
Evit terri va naon ; va gwele yen ha louz,
Kalet d’am izili, zo eun dornadig plouz
Aman e tiwaskan poaniou ar c’haleta !
Peseurt torfed heuzus am euz me great eta,
P’emoun gant al laëron hag an torfedourien[sic]

En eur prizoun ken brein, en eur prizoun ken yen ?
— Peseurt torfed iskiz am euz-me great ? — Siouaz !
D’an amzer a vreman laëron an hentchou braz,
Muntrerien divalo, vez lezet da vale.
Pa vezont prizouniet, ar prizoun dizale
A zigor dirazo… hag e reont brasoc’h droug.
— Eur vam morse na gas he bugale d’ar groug ;
Ar Republik neuze penoz a c’hellfe kas
D’ar groug he bugale, holl potred a drabas ?
Nan, hor gouarnamant a lez gant plijadur
Ar seurt laboused-noz, dispac’herien hudur,
Da dana, da laërez Iliz ha maneriou,
Da laza war ar meaz kerkouls hag er c’heariou !
— Soudarded gall awalc’h zo deut d’hor Breiz-lzel,
N’eo ket da lakat peoc’h : Klask beleien zo gwell
Evit o c’has d’ar maro. — Ne glaskent ken labour,
Kavet o deus avad, e Breiz, eun enebour
Hag a sko taoliou mad, pounner a didruez.
Breiziz zo stard, kentoc’h e kollfent o buez
Eget na ehanfent da zifenn o Doue,
O beleien garet, o bro hag o Roue !
— Me, den koz, am eus great evel ar Vreiziz all,
Ha setu an torfed e c’heller d’in tamall…
Yenet edo va gwad gant va zriugent vloaz.
N’eus forz, kavet am eus nerz kalon awalc’h c’hoaz
Evit mont da zifenn hor madou hag hon tud
Ouz soudardet ar Republik, ken kriz, ken yud ;
Kals tud, (Doue, bezit truez ouz o ene !)
A zo zet diskaret gant va falc’h warlene.
Va mibien kalonek, e-kreiz o yaouankiz,
’Vije o nebeutât an dispac’herien griz
En hor bro, gant o zad ; potred ar Republik,
Dindan taoliou dispar Gweltas, Yan ha Laouik,
A zo bet kouezet stank. Siouaz ! eur miz a zo
Ez int bet holl o zri tizet gant ar maro !…
Ah ! Perak an ankou am lezas, me o zad,
Var o lerc’h d’o gouela ha da gaout kalonad ?…
C’hoant am eus d’en em glemm… D’eur c’hristen arabad
En em glemm ouz Doue ; ar pez a ra zo mad !
Abaoue m’eo kouezet an taol-ze war hor c’hein.
Ne c’hellan dizonjal ouz ar c’hallaoued brein,
Soudardet digalon, tud fall ha dizoue,
An diaoul en o c’hreiz, muntrerien o Roue !…
En nozvez-ze e oamp, me ha paotred Poullan,
Kuzet e maner-Stang en eur waremad lann ;
Skuiz oa hon divisker o c’haloupat ar vro.
Ha setu ni kousket dinec’h, rak tro-war-dro,
Hervez ma kave d’eomp, n’oa soudard glaz ebed…
— Eun trubard hor gwerzas… ha tennou stank meurbet
War dro an hanter-noz, hon lakeas war zao !
— « Bevet ar Republik ! » emezo ’c’hober dao…
— « Breiz ! Buez d’ar Roue ! » emezomp en eur vouez,
« Doue ha Breiz ! » Davad e tennomp en o zouez…
Evel kals a re all, va zri mab oa lazet,
Siouaz ! Me va unan oa tizet, gwall-c’hlazet…
Beleien hor parrez a oa d’hon heul ganeomp ;
Neuze ’kerzan d’o c’haout, o lavaret : « Tec’homp !
Ar buanna gwella, tec’homp kwit, hep gortoz

Ar sklerijen da zont : tec’homp dre ma ’zeo noz ! »
— Goude teuler eur zell war gorf va bugale
E redomp etresek ar c’hoad, hag bep dale
Emomp kuzet. dizaoun, dindan ar gwez hon tri.
Hogen kolled am oa kals gwad dre va gouli
O redek evelse ; ne oan mui mestr d’am fenn,
Boudinellet a ree va diouskouarn, hag ouzpenn
Eur boan vraz am loske ; va c’halon ’vankas d’in…
— Pa deuas va nerz d’in, e oa deut ar mintin :
An daou veleg, goude beza mad va gwelc’het,
A bede en dro d’in daoulinet ha nec’het.
E oan c’hoaz o trugarekat ar veleien,
P’am eus gwelet unan euz hon amezeien
O tont warzu ennomp, ar re c’hlaz war e lerc’h :
Ar re-man a dennas, ha neuze savas bec’h.
Ne c’hellen ket sevel : hon amezeg tizet.
Hep lavaret eur ger, a c’hourvezas, lazet.
Ar veleien dispont a redas war e dro.
Mez kerkent soudarded, gant kals komzou garo,
A grogas enno stard, a stagas o daouarn
A drenv o c’hein d’ezo ; hag eur potailh-houarn
A oa laket d’in-me, ha me ken dinerzet !
Goude kals gwall-daoliou, e oa red d’eomp kerzet
Dirak ar zoudarded, laouen ha lorc’h enno

O veza bet paket eun den hanter-varo
O veza bet paket daou veleg ken fidel
Da lezen an Iliz, kuzet e Breiz Izel
Dre ma karent o Bro ! — Klozet omp bet aman
E prizoun braz Kemper ; hor buez da vreman
A zo deut d’he zermenn, ha ra zeui hon Doue
D’hor gervel davetan, e veleien ha me !
Rak, me oar, kondaonet omp bet dec’h da vintin
Hag e vezimp kazet hirio d’ar « gwillotin ».
O klevout kementse, ne ran nemeur a van
Ne spont ket eur c’hristen mad war e dremenvan.
Gellet am eus kovez. — Saveteit va ene,
Doue ! — Rentit ar peoc’h da Vreiz, d’am bro Gerne !
(Daoulina’ra da bedi. An nor a zigor dirak eur gward o tont er prizoun).

II

Ar Prizounier, Ar Gward.

Ar Gward, etal an nor, goapaüs

N’out ket skuiz pa jommez aze war da zaoulin !
Ne glevez ket moueziou gant kroz an taboulin
O tregerni dre gear, e pep penn a Gemper ?…
Deus buan alese, ha war zav, va c’homper.
Dalc’h sonj, potr koz, a barz ma paro ken an de
E vezi er bed-all, duhont !…

(Tostât a ra ouz ar prizounier)

Ha koulskoude,
Evidon marteze n’eo ket brao, n’eo ket mad
Dont aman evelse, va den koz, d’ho koapât ;
Rak pa zellan ouzoc’h, laouen oll ho kavan,
Evel pa vijec’h bet er gear en dro d’ho tan :
Ho taoulagad zo bliou, ha me wel, war ho tal
Ez eo merket ez oc’h eun den eün ha leal.
Mouzc’hoarz eun den dinam zo war ho muzellou,
Droug a ra d’in gwelet ken habask ho sellou ;
Eun druez eo gwelet ho pleo hirr, ho pleo gwenn
A gouez a vouchadou evel eur gurunen
Laëron ha muntrerien a wisk liou ar maro
Pa zigouez an devez… Dishenvel ouz re-all,
C’houi ne c’hellit beza, me zo sur, eun den fall ;
Ha penoz ’ta emoc’h laouen en hoc’h anken ?

Ar Prizonier, o sevel.

Gant sikour va Doue deut d’in dre ar beden…
— Da bed eur e rankan mont hirio d’ar maro
Va den mad ? —
(Ar gward a ia d’ar prenestr da zellet ouz e baperiou)

Ar Gward

Da genta, lavarit hoc’h hano.

Ar Prizonier

Kadouan Losk ; euz a Boullan oun genidik.

Ar Gward, o lenn

Evit beza tennet war dud ar Republik,
C’houi a zo kondaonet da veza dibennet ;
Gant an trede karrad, da bemp eur oc’h merket…
— Vа den paour, pa zonjan, truez am eus ouzoc’h,
Ouz ho kwelet aman, c’houi koz evel ma ’z oc’h !
War an tamm paper-man hoc’h oad a zo douget,
Triugent vloaz a zo abaoue m’oc’h ganet.
Marteze n’ouzoc’h ket, eur wech deut d’an oad-ze
E lezer e frankiz gant pep hini : Kent-se
N’ho peus nemet eur ger da lavaret, kerkent
An nor a zigoro, hag e vezoc’h en hent
Evit distroï d’ho kear, da Boullan, pa garfoc’h.

Aг Prizonier

Trugarez, va den mad, ha bennoz Doue d’eoc’h !
Gwelet c’hoaz va c’hearig, va zi, va farkeier,
A blijfe d’in, kredit ; mez lavaret gevier,
Biken, zoken evit savetei va buez !
Mankout a ra d’in c'hoaz war dro pemzek devez
’Vit kaout triugent vloaz ; ha da c’houde penoz
Astenn c’hoaz va buez, da vreman ez oun koz !

Aг Gward

Sonjit, ho pugale war о zad a ouelo !

Aг Prizonier

Tri mab am oa : о zri siouaz ! ez int maro,
Mall am eus d’o gwelet… Goulenn a rin ouzoc’h,
Daoust ha ne c’hellfen ket mervel eun tamm kentoc’h
Eget pemp eur hirio ? — D’ar mare ma varvas
Hor zalver benniget evidomp war e groaz
E karfen me mervel : da deir eur e varvin
Laouen !

Aг Gward

Tremen ouzoc’h n’eo ket gwall ziez d’in :
Eur prizounier bennak a vo fouge ennan
Gouzout eo e vuez bet astennet d’ezan
A ziv eur ; an eil karrad, elec’h an trede,
A zammoc’h ac’hanoc’h, da deir eur.

Aг Prizonier

Gwell a ze !

Ar Gward, (outan e-unan)

Re vraz poan, me gred, a dro d’ezan e benn
(A vouez huel, d’ar prizounier)
Mad, neuze red eo d’in dont dioc’htu d’ho kempenn

Ar Prizounier

Hag e vezin gwelloc’h o veza kempennet
P’eo gwir, bremaïk zoken, e vezin dibennet ?

Ar Gward

Ya, kent mont d’ar maro, eo red troc’ha ho pleo
Evit dont da esat e labour d’ar bourreo.


Ar Prizounier

Ya, gwir a lavarit, c’houi a oar o micher,
Hastit buan eta, grit ar pez zo d’ober.
(Ar Gward a droc’h e vleo d’ezan diwar e chouk)
Ha bremaïk ar gontel, o koueza war ho kik,
A gastizo eun enebour d’ar Republik !
Tostat a ra teir eur.

Ar Prizounier

Echu eo ganeoc’h ?

Ar Gward

Ya.

Ar Prizounier

Mad ! me garfe teufec’h neuze d’am c’hentelia ;
P’eo gwir ho peus kaset da Varadoz Doue
Meur a Vreizad dispont, difennour e Roue
(C’houi zo eun den mad daoust d’ho micher divalo)
Lavarit d’in penoz gouzanv taol ar maro.

Ar Gward

Deuit aman : kalonek avad eo red beza
Evit c’hoantat deski ar gontel diveza
(Ar Prizounier, didrouz, a ra egiz ma gemenner d’ezan).
En em daolit buan d’an douar, me ho ped.
(Ar Prizounier a ya d’an daoulin)
N’eo ket awalc’h, red eo d’eoc’h gourvez en hoc’h hed.
— Ahed linen ho kein astennit ho taouarn,
Staget e vezint d’eoc’h gant eur potaill houarn.
(Ar Prizounier a c’hourvez, e zaouarn war e gein)
Mad ! Red eo c’hoaz tostat an eil ouz egile
Ho taou penn-glin : me gred emoc’h mad evelse…
Ha koulskoude, red eo tostat ive o treid,
Hag o lakat da zont da veza keit ha keit :
Arabad e vefe o flega kement-all
Rak war ar « gwillotin » ne c’helloc’h ket fringall.
Mad awalc’h evelse ! Chommit ditir avad ;
Red eo astenn ho koug breman ; n’emoc’h ket mad.
Ne zavit ket ho penn ; ho tal war ar planken
A die beza harpet. — Ha breman, hep anken
Mar gellit chomm, va den, da viana e peoc’h,
Gortozit ar gontel da ober ho stal d’eoc’h !
(Ar Gward a jomm sebezet o welet an den koz dispont,
Kadouan a zav war e zaoulin, dinec’h.)

Ar Prizounier

Trugarez d’eoc’h, va den !

Ar Gward

M’oarvad, gant eur gentel
E kollit ho skiant.

Ar Prizounier

Nan ! Rak taol ar gontel
Ne grenan tamm ebet : me reio ’vel eo red,
Dalc’hmad e sonj Doue e talc’hin va spered…
Pardon !… Betek an taol. Doue, me ho karo !


(Ar Prizounier a bed Doue war e zaoulin, e zaoulagad etrezek an Nenv, Kroaziet e zaouarn gantan. Ar Gward, en e gichen, en deus truez outan, anat eo. — Eur pennadik goude, e klever an taboulin o krozal or meaz ha moueziou, dam-henvel awalc’h ouz moueziou tud-houez, o hopal en dro d’ar Prizoun.)

« Buez d’ar Republik ! D’ar maro ! D’ar maro ! » (Dor ar prizoun a zigor : eur zoudard a deu da botailla e zaouarn d’ar prizounier ; ar Gward a bleg d’ezan c’hoaz gouzouken e roched, goude beza diwisket d’ezan e chupen : da c’houde, o daou krog ennan e voutont anezan e meaz ar prizoun).


Eostik KERINEK.