Prometheus Ereet

(Adkaset eus Prometheus ereet)
Al Liamm, 1957  (p. 25-29)


PROMETHEUS EREET


Dihun a reas d’ar pellgent, blaz ar gwad war e deod. Klañvourien a doc’helle dre o c’housk. Genel a reas, e gouzoug ur c’hlañvour, ur glemmadenn izil. Gouyender en em sile er sal, dre ar prenestroù digor-frank. Ar stered a zaskrene en noz skedus. Ar menezioù euskarek a oa du war an oabl. Ar mor a vouboue…

Sellout a rae ouzh ar menezioù du, heñvel ouzh ar menezioù dizarempred, ma voe ereet war o lein, a-hed kantvedoù, Prometheus, Laer an Tan.

Hag e selle ouzh ar stered divarvel, hag e selaoue o vouskanañ, en noz ec’hon, anal c’halloudek ar mor.

Nerzh nevez en em sile en e wad. E ene a dride.

Un nozvezh, war ar menezioù, ahont, e oa deredet ar c’houmoul ; o doa lufret al luc’hed ; ha talmet ar gurun. Deut e oa tan an neñv da zeskiñ dezhañ skeudennaouiñ an drama doueel. Antronoz e stagas da engraviñ er c’hoad an Titan alouber.

C’hoant a zeuas dezhañ sevel ha distreiñ da Vreizh, da gizellañ, diouzh e vicher ; da dennañ eus kalon ar maen Prometheus Aesc’hulos.

Un arzour yaouank a oa anezhañ, diazezet war e ijin ul lodenn vras eus goanag ur vro nevez.

Siwazh ! tan ar vuhez ne vez ket aloubet.

Edo ar stered o vervel. Ur ruzell a lezenne dremmwel ar reter hag a vorlive liñserioù gwenn ar gweleoù. Ar sklerijenn a c’houneze an oabl. War lein ar menezioù e skedas mousc’hoarzh kentañ an heol. Ar c’hudoned e trouze o eskell en traoniennoù moredet.


« O Aether doueel, Avelioù prim hoc’h eskell, Doureier ar stêrioù, Mousc’hoarzh diniver an tonnoù mor ; ha te, Douar, mamm pep tra ; ha te hag a dizh gant da lagad kelc’h ar bed, o Heol… »


Ar glañvourien a zihun. An hini en em glemme, a zo staget da ganañ.

— Agur ! Asteorgi, a lavar un Euskarad.

— Ata ! Jorj, hag ar yec’hed ? Huñvreet em eus edos o vont kuit… war livenn da gein, ha da dreid a-raok. Ha ! ha !…

— Ha me am eus huñvreet, a lavaras unan all, edo diereet Prometheus.

— Diereet Prometheus !…


An doktor a zo tremenet er sal, ha, goude harpañ e skouarn ouzh e skevent, ha selaou roc’h e anal en eil hag egile, en deus lavaret dezhañ :

— Gwellaat a rit.

Gwellaat ? Ha n’eo ket bet morse ken morlivet !… Gwellaat ? Hag aner eo bet d’ar vedisined klask disec’hañ unan eus e skevent ha lazhañ ar c'hleñved !… Gwellaat ! pa en deus skopet gwad, a-hed an noz, ha p’emañ e galon o lammat en ur c’horf dizeriet…

An arzour yaouank, karour ar furmoù kenedus, ne gredas ket krediñ.

An heol a bar war leurenn ar sal. Hogen, difenn a zo dezhañ sevel ; ne welo mui lagad an heol. A-boan ma klev ar mor ; ne welo mui mousc’hoarzh diniver an tonnoù.


« …ma ne glevi mouezh, ma ne weli dremm gour ebet, ma kolli flourenn da groc’hen… »


Digeriñ a ra ul lizher. Emañ e geneiled o c’hortoz skeudennoù Prometheus.

Echu int. Emañ aze, war an daol-noz, ar c’hoadoù engravet enno an Titan ereet.

Eñ avat, gant e gontell, o foeltras unan hag unan, hag en em lakaas da engraviñ, war an tu gin anezho, engravadurioù all.


« …ma ne glevi mouezh, ma ne weli dremm gour ebet, ma kolli flourenn da groc’hen… »


Ur mouch-avel a bourmen frondoù tomm ar maezioù en-dro d’ar gweleoù gwenn. Ar menezioù heoliet a zo seder. Delioù ledan ar maiz a c’hlaz an diribinoù. An oabl-hañv a zo re skedus evit e zaoulagad kizidik. An aer a zo ken boull ha ken sklintin, ma klev du-hont, pell, pell, mouezhioù lirzhin o c’hervel. Ur gup a c’hournij. Spurmantiñ a ra, war an uhel, takadoù gwenn : deñved dieub noz ha deiz, o vevañ el laezioù.


Deizioù a dremenas, ha nozioù kenedus. Edo peurechu an engravadurioù.


« Kresket en deus danvez mab-den. »


E geneiled, avat, a chomas souezhet o welout an engravadurioù teñval, sklerijennet a-boan gant un dorn enkeniet : ur Prometheus yaouankik, dinerzh ha dilevenez, pa edont o c’hortoz ar Prometheus ramzel a lavare da vestr an Doueed : Netra n’am lakaio da blegañ.


Ael ar Marv a lavaras din :

Arvestit Tonkadur estrenvanus an arzour yaouank, displeget e levr Prometheus.

Evit e garidi en deus garanet er c’hoad e c’hoant hag e venoz diwezhañ. Gwelit taolennoù e blanedenn griz, re bar da blanedenn Prometheus.

I

« Prometheus a laer tan ar vuhez a ziwar an Doue Meur. Hogen, krenañ ’ra e zivrec’h. Re zinerzh eo e zargreiz, re strizh e vruched ; askornek eo e gorf hag aet da relegenn. Aon a zo en e sell. Anken en e gerzhed. »

II

« Ereet ouzh ar roc’h gant dek ere an Tonkadur. An tan en deus laeret ne dalvezo ket dezhañ. Prometheus a bleg d’e Blanedenn. Disac’het eo war e zivesker ; e benn a zo dinerzh, e zaoulagad serret. Ne harz mui ouzh ar Marv. »

III

« Astennet eo difiñv war an douar. Ar gup du a grign goustad — amzer en deus — naren avu an Titan, hogen skevent ho kariad. »


« Diframmet on bet diganin va-unan. »


Ael ar Marv a lavaras c’hoazh :

« Ho kariad a anaveze e Donkadur ; ne harzas ket outañ. Edo ouzh va gortoz pa ziskennis d’e gavout, un abardaevezh-hañv. »

Hag e sentis ouzh Ael ar Marv.

N’anavezis ket er skeudennoù stumm ramzel Laer an Tan, enebour Zeus. Dremm hor c’hariad marv, ne lavaran ket.

Dirazon e kane ar mor divarvel. Arouez arnev e oa. Ar wennili a nije war-du an aberioù.

Da garidi a leñv war da varv, Prometheus Ereet.