Quenta quevren - Ar pevare Chabistr varnuguent

troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 77-79)





AR PEVARE CHABISTR
varnuguent.
Penaus e ranquer en em burgi diouz ar goual inclinationou.


BEza hon eus c’hoaz, Philotee, certen inclinationou natural pere, o veza ne dint quet sortiet eus hor pec’hejou hon-unan, ne dint quet propramant pec’hejou na marvel na veniel, mæs a so galvet imperfectionou, hac an acou anezo a so galvet defautou ha mancamanchou. Dre exempl, Santes Paula, hervez ma rapport Sant Jerom, e devoa un inclination vras d’an dristidiguez ha d’ar regret, en hevelep-fæçon ma veze ato e danger da vervel gant displijadur dre ma varve he bugale hac he fried diganti : an dra-se a yoa un imperfection ha non pas ur pechet, pa zoa a enep he meno hac he volontez. Beza ez eus meur a hini hac a so naturalamant scanv hac hedro, re-all o deveus un natural rust ha violant, re-all a so calet da receo avisou o hentez, darn a so inclinet d’ar fuperbite pe d’ar goler, darn-all d’ar garantez sansuel ; hac erfin ne gafer nemeur a dud na aller remercout enno un seurt bennâc a imperfectionou erc’hissè. Mæs peguement bennâc ma vent evel propr ha natural da bep-unan, cousgoude dre ar sourci a guemer un den da ober ar c’hontrol d’an imperfectionou-se, ec’hell o moderi hac o c’hourrija hac ec’hell so-quen en em zilivra hac en em burgi diouto : ha me a lavar deoc’h, Philotee, penaus eo ret memes e ober. Cafet ez eus moyen da geinch ar guez amandes chuero e guez amandes douç oc’h o zoulla hepquen en o grizien evit ober d’ar suco pe d’ar sustanç sortial anez Perac ne illimp-ni quet ivez ober d’hon humoriou ha d’hon inclinationou-fall sortial ac’hanomp evit dont da veza guell ? Ne deus natural, peguer mad bennâc ve, na ell beza rentet mechant dre ar goall habitudou : ne deus natural ive quer mechant na ell beza soupleat ha trec’het da guenta dre ar chraç a Zoue, ha goudese dre an diligeanç hac ar boan a laca un den d’en em gourrija. Me ya bremâ’ta da rei avisou ha da bropofi exerciçou, dre voyen pere e teuot a-ben da burgi hoc’h ene diouz an affectionou d’ar pec’hejou veniel, hac ec’hassurrot ive mui-ouz-vui ho coustianç a-enep peb seurt pec’het marvel. Doue ra roï deoc’h ar c’hraç d’o fratica ervat.