Quenta quevren - Ar seizvet Meditation hac ar pemzecvet Chabistr

troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 52-54)





AR SEIZVET MEDITATION
hac an pemzecvet chabistr,
Var an Ifern.


Ar Breparation da vedita.

1. En em liquit e presanç Doue.
2. En em humiliit ha goulennit e asistanç.
3. Imaginit en ho speret ur kear tenval hac hi oll o tevi gant ar foultr hac ar pec flerius, ha leun a dud pere ne ellont quet sortial anezi.


Considerationou ha Reflexionou.

1.
AR re zaunet a so ebarz en abym infernal evel ebarz er guear maleürus-se p’en hini e souffront, dre guement santimant ha dre guement mempr o deveus, tourmanchou pere a so impossibl da zisclerya ; rac ec’his ma o deveus impliget o oll santimanchou hac o oll memprou da bec’hi, evelse ivez e souffrint en o oll memprou hac en e oll santimanchou ar poaniou dleet d’ar pechet ; an daoulagat evit o sellou malicius ha lubric a souffro ar guel horribl eus an diaoulou hac eus an Ifern ; an diouscouarn evit beza quemeret plijadur e discoursou fals, ne gleffint jamæs nemet ur goelvan, ul leonv hac ur c’hri a zisesper, ha toudememes ar santimanchou hac ar memprou-all.

2. Ouzpen an oll dourmanchou-se ez eus c’hoaz un all brassoc’h, pehini eo ar brivation hac ar c’holl eus ar c’hloar a Zoue pe en hini n’o devezo jamæs perz ebet. Mar cafas Absalon oa sansiploc’h hac insupportaploc’h beza privet eus ar guel hac ar brefanç eus e Dad, eguet beza banisset eus ar guear, va Doue, peguer sansibl ha peguen insupportabl vezo beza privet da jamæs eus ar guel ac’hanoc’hu !

3. Considerit dreist peb-tra an eternite eus ar poaniou-se pehini hepquen a rent an Ifern insupportabl. Allas ! mar de ur c’hoanen en hor scouarn pe an domder eus a un derzien vian eo a rent un nosvez ver queit ha quen enouus deomp, petra vezo an nosvez horribl eus an eternite gant quement a dourmanchou ? Eus an eternite maleürus-se eo e teu an disesper eternel, ar blasfemou hac an arraich hep fin.

Affectionou ha Resolutionou.

Spontit hoc’h ene dre ar c’homsou-mâ eus a Job : O va ene ! o va ene, ha me a alle beva eternellamant gant an ardeur eternel eus ar flammou devorant-se ? ha te a so contant da guitaat da Zoue evit jamæs ?

Avouit penaus hoc’h eus-èn meritet, mæs peguen alies a veich ! Hivisiquen eta me a fell din ober ar c’hontrol-beo ha beva guell eguet n’am eus great. Peadra en em angagin-me da zisquen en abymou-se ? Me a raï eta an effort-m’an-effort evit evita ar pec’het pehini hepquen a ell rei din ar maro eternel-se.

Trugarecaït, offrit, pedit, ha grit ho Poquet spirituel.