Quenta quevren - an navet Chabistr - ar Gonclusion

troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 32-34)


CONCLUSION.

Evit conclui hac echui ho Meditation pe hoc’h Oræson, Da guenta trugarecaït Doue,o lavaret gant ar Salmist. Benniguit ho Toue, o va Ene : ra zui quement so enon da veuli e Hano sacr ha santel ; rac e vadelez e deveus va zennet eus an neant, hac e drugarez e deveus va c’hrouet.

D’an [eil] en em offrit da Zoue. Va Doue, me a offr deoc’h quement hoc’h eus roet din gant va oll galon pehini a zedian hac a gonsacràn deoc’h.

D’an trede pidit Doue. O va Doue , pliget gueneoc’h va c’hrechât en affectionou hac er resolutionou-mâ. Guerc’hes santel, recommandit-y d’an trugarez eus ho Map quez gant an oll p’evit re oun obliget da bidi. Pater noster, Ave Maria.

Pa sortiot eus hoc’h oræson, oc’h en em bourmen un nebeut destumit ur bouquedic a zevotion eus an traou mad hoc’h eus consideret en-hi, evit ma er c’huezzaot ha ma talc’hot memor anezàn epad an deiz.

Chetu amâ ur fæçon all da gonclui an Oræson pe ar Veditation hac a allo ive servichout e fin peb-unan eus ar Meditationou all.


1. Action a C’hraç.


ME ho trugareca, o va Doue, a greis va c’halon eus an oll sclerigen hac eus an oll santimanchou mad a so pliget gueneoc’h da rei din en oræson-mâ, oc’h anaout er-vat penaus quement am eus a vad a zeu digueneoc’h.


2. Act a Ofranç.


ME a offr deoc’h, o va Doue, an oll inspirationou hac an oll affectionou mad-se pere hoc’h eus roet din en oræson-mâ : o lacât a ràn etre ho taouarn evit o c’honservi din : grit na vezzint jamæs effacet eus va memor. Me a offr deoc’h c’hoaz, o va Doue, va c’horf ha va ene gant va oll faculteou spirituel ha corporel, evit lacât e pratic ar resolutionou mad am eus quemeret enhi.


3. Act a C’houlen.


ME ho supli, va Doue, a greis va c’halon da gontinui bepret da rei din ho sclerigen hac ho craçou goude va oræson, evit ma c’haccomplissin ar resolutionou pere am eus great d’ho servicha. Quent ar maro ha mil maro ivez eguet coumeti jamæs ur pec’het marvel hepquen ; quent an oll gollou hac an oll droulanç a ouffe erruout guenèn var an douar, eguet coll ho craç evit ur moument hepquen.

Me a offr deoc’h c’hoaz, o va Doue, va fedennou humbl evit an exaltation eus hor Mam santel an Ilis, evit hon Tad santel ar Pap, evit an oll Preladet ha Pastoret eus an Ilis, evit an extirpation eus an Heresiou, evit ar Roue hac an oll Famill Royal, evit ar peoc’h hac an union etre ar Brincet hac ar Bopl Christen, evit ar gonvertissamant eus an eneou, ispicial eus va hini-me, evit va oll guerent, va oll mad-oberourien, mignounet hac adversourien, evit an oll Griftenien fldel quen beo quen maro, particulieramant evit ar re ma ouzoc’h, va Doue, em eus mui a obligation da bidi.

Guerc’hes sacr, Mam benniguet, glorius Sant Joseph, Pried dîn da Vari, va Eal-Gardien, ha c’hui va Faëron pe va Maërones guer, ha Sent-all ma em eus devotion deoc’h, obtenit din digant va Doue ar graçou ma em eus izom anezo, fournissit eleac’h an deffautou eus va oræson, ha va rentit participant en hini a rit dirac an Tron a Zoue, o c’hortos ma em bezo an eür d’e ober assambles gueneoc’h epad an eternite. Amen, Pater noster, Ave Maria, &c.


————