Le Dault, 1950  (p. 5-10)



Raklavar


A-viskoaz eo bet troet ar Vretoned gant an traou burzudus hag ar c’hontadennou kaer. Soñj am eus, d’ar mare m’edod oc’h ober al linenn hent-houarn etre Karaez ha Kastellin, da veza klevet gant mevelien va zad, e korn an oaled goude koan, koñchennou sebezus hag a lakae va c’halon a vugel da strafuilha gant ar spont, da sabatui gant ar souez pe da dridal gant ar blijadur hag al levenez.

Bremañ n’o deus hor c’henvroiz, an darn vrasa anezo da vihana, nemet dispriz evit ar c’hontadennou-se, mat, war a gredont, evit bugale nemet ken. Ober a reont fae warno, o soñjal n’eo ket gant kaoziou babig ha marvailhou gwrac’h koz e c’hell beza diduet o c’halon ha maget o spered da Vretoned an ugentvet kantved.

Ne gredan ket e vefe ar wirionez ganto penn-da-benn rak, daoust ma ’z a hor c’henvroiz war zesketa muioc’h-mui, n’eo ket kement-se eun digarez da soñjal eo didalvoud kaer ar seurt koñchennou da dud hag o deus deskadurez. N’em eus ket ankouaet c’hoaz pegement e vourre, eun nebeud bloaveziou ’zo, tud a bep seurt hag a bep renk, en o zouesk hiniennou desket mat, o selaou konterien distagellet o tibuna marvailhou bet klevet pe ijinet ganto.

Nag a vall a veze ivez da gaout « Feiz ha Breiz », bep miz, hag ar « C’hourrier » pe « Ar Bobl », bep sizun, abalamour moarvat d’ar c’heleier ha d’ar gelennadurez a gaved enno, hogen abalamour muioc’h c’hoaz marteze d’an istoriou burzudus, skrijus pe fentus a veze warno da lenn !

Bremañ, pa ’z eo maro hor c’honterien goz, e c’hellomp c’hoaz, a drugarez da skrivagnerien ’zo, kaout an tañva eus ar c’hontadennou o deus hon diduet e-doug bloaveziou tenera hor yaouankiz. Piou ac’hanomp n’eo ket bet deverret e spered, ha n’en deus ket bet e walc’h a blijadur, o lenn « Pipi Gonto », « E Korn an Oaled », « Eur Sac’had Marvailhou », levriou bourrus kenañ hor c’henvroiz Dir-na-Dor, an aotrou beleg Jezegou hag Ivan Crocq (Doue d’e bardono), dastumet ganto enno ar brava ha plijusa istoriou a zo bet klevet morse en hor bro ?

Hogen, ouspenn ar skrivagnerien-se, e oa c’hoaz re-all, peuz-kollet an eñvor anezo bremañ, hag o deus dastumet pe, marteze, savet evit ar bobl kontadennou dispar hag a zo bet moulet war ar c’hazetennou emaoun o paouez ober meneg anezo. Met kement a vez embannet, netra nemet war ar c’helaouennou, a vez ankouaet ha kollet buan a-walc’h peurvuia. Rak-se ma n’eo ket muioc’h anavezet, hirio an deiz, ar gonterien a skrive er c’hazetennou, eo abalamour ma n’eo ket bet miret o skridou e levriou.

Ar c’hontadennou a zo amañ war-lerc’h a zo bet skrivet gant eur skrivagner eus ar rummad-se, gant va c’henvroad ha mignon Yann ar Floc’h (Doue d’e bardono). O c’havet em eus e dornskridou savet gantañ hag a zo miret gant e intañvez hag e vugale. D’am meno eo bet Yann ar Floc’h unan eus hor gwella konterien, ha setu perak em eus soñjet lakaat moula en eul levr marvailhou a zibunas gwechall dre skrid, evit didui e genvroiz hag a blijas kement d’ezo.

Roet o deus intañvez ha bugale va mignon Yann ar Floc’h aotre da gas al labour-se da benn, hag a drugarez d’un den brokus ha largentezus, mignon gwirion ha feal d’ar brezoneg, e c’hello beza sevenet kement-se.

Ra vint trugarekaet en ano Breiz evit ar skoazell a roont evel-se d’hor yez, ken gwallgaset bremañ a bep tu, ha ra gouezo puilh warno bennoz an Aotrou Doue ha Sent koz hor Bro !


Anavezet mat em eus Yann ar Floc’h. E ano en ti-kêr a oa Jean Le Page, hogen an holl e Pleiben a rae Jañ Pach anezañ. P’en em lakeas da skriva e komz-plean e troas a ano e brezoneg rik ha setu ma teuas da veza brudet e Leon hag e Kerne, er penn kenta eus ar c’hantved-mañ, dindan al lesano a Yann ar Floc’h. Sevel a reas ivez gwerziou, soniou ha barzonegou hag, e-touesk ar varzed, e voe anvet « Pintig », eun ano hag a zeree mat outañ. Ken seder ha ken laouen e veze atao hag al labousig-se hag a voe evel e batrom hag e baeron.

Ganet e voe Yann ar Floc’h e Pleiben, d’ar 25 a viz c’houevrer 1881 ha mab e oa da Gaourantin pe Gaou ar Pach ha da Frañseza Suignard.

Er bloaz 1894, goude beza bet er skol e Pleiben betek e drizek vloaz, e voa kaset Yann ar Floc’h da studia d’ar Folgoad, evit beza mestr-skol kristen. Tri bloaz diwezatoc’h, e 1897, e yeas da beurechui e studi da skolaj Breudeur an Deskadurez Kristen, e Ploermel. Ac’hano, er bloaz 1900, e tistroas d’ar Folgoad, hogen evel kelenner ar wech-mañ.

Mont a reas ivez d’ober skol da Berwenan (Bro-Dreger) e-pad eur pennad amzer. N’ouzon ket pegeit e chomas eno ; pell a-walc’h da vihana evit deski brezoneg ar c’hornad-bro-se a gavomp poziou anezañ skignet en e skridou.

N’en devoa ket Yann ar Floc’h nemeur a yec’hed ha dihet e veze alies gant ar verr-alan. Setu ma rankas nac’h e vicher kelenner e-doug ar bloaz 1908. Neuze e yeas da Sant-Fregant, e-pad eun nebeud miziou, da zerc’hel ar c’hoñchou en eun heskennerez. A-benn ar bloaz war-lerc’h e voe goulennet da gloc’her (sakrist) gant aotrou person Pleiben hag e tistroas d’e barrez c’hinidik. Dimezi ha reas eno hag en devoe peder merc’h ; unan eus ar re-mañ a varvas yaouankik-tre. E-ser ober e labour war-dro an iliz e savas eur stal-goñverz e-lec’h ma kaved priach, gwer, paper, ha traou-all evel-se, da brena.

D’am meno e chomo beo e-pad pell, e-touesk Pleibeniz, an eñvor eus Yann ar Floc’h. Hegarat e veze hemañ atao ouz an holl, ha prest bepred da sikour ha da heñcha ar re o deveze ezomm da veza skoazellet. N’en devoa ket e bar da lakaat ar fiziañs hag al levenez da ren en-dro d’ezañ. Ne veze ket morse teñval e benn, daoust d’ezañ da veza klañv pe brederiet a-wechou.

Ne zisplije ket d’ezañ ar politikerez, ha gouzout mat a ouzon e save pennadou flemmus hag entanet, koulz e brezoneg hag e galleg, evit difenn e gredennou hag e wiriou a gristen dispont ha kalonek ha diarbenn e enebourien, pa falveze d’ar re-mañ kavout abeg en e venoziou, pe stourm ouz ar gostezenn a veze skoazellet gantañ da geñver ar votadegou. Ha pa veze tremenet ar reuz a lakae ar politikerez da sevel e-touesk Bretoned hon tolead, e tistane da Yann ar Floc’h, hag ec’h adkroge da skriva, evit e genvroiz, ar c’hontadennou kaer-se am eus komzet anezo hag a lennoc’h bremaik el levr-mañ.

Hogen ouspenn eun dastumer pe aozer marvailhou e oa Yann ar Floc’h. Anaout a ran eur pez-c’hoari farsus, bet savet gantañ ha chomet diembann, « An trên marc’had-mat ». Savet en deus bet ivez eur romant, « An Divroet », bet embannet dre bennadou war ar « C’hourrier », adalek mezeven betek miz here 1908, hag a gaver displeget ennañ chañsou mat ha fall eur paotr yaouank eus Pleiben, aet da foeta bro da Bariz ha d’an Amerik. Er romant-se, koulz hag e soniou, gwerziou ha barzonegou hor skrivagner, n’eus ken ano nemet eus ar garantez e dlefe ar Vretoned maga e-keñver o bro c’hinidik. Eur galv int d’ezo da veza feal d’o Breiz, d’o yez ha d’o c’hustumoù ha da veza difennourien kalonek ha gredus an herez deuet d’ezo a-berz o zadou.

Daoust d’ezo da gaout an holl berziou mat-se, ha da veza savet brao ha frammet a-zoare, n’eo ar skridou-se, koulskoude, na gwelloc’h na falloc’h eget ar re a veze savet gant ar skrivagnerien vrezonek-all, d’ar mare-se. Hogen e-lec’h ma ’z eo en em ziskouezet Yann ar Floc’h eur mestr, eo war dachenn ar c’hontadennou. Eno edo en e vleud ha gouezet en deus teurnia dispar an traou burzudus en devoa da zibuna. N’eo ket ijin ha faltazi a rae diouer d’ezañ ha lemm hag ampart e veze e bluenn da liva taolennou ha da zisplega darvoudou.

Arabat soñjal, evelato, eo didalvoud ar pez en deus skrivet hor mignon, estreget e gontadennou. E varzonegou, o veza ma n’int ket stummet hervez an doare nevez de sevel gwerziou, ne vint ket prizet, marteze, gant barzed an amzer-vremañ. Ha, koulskoude, nag a nerz hag a vuhez en e werz kaer « Ar Re Unanet » :

E miz here pemzek kant dek ha pevar-ugent,
Tud holl barreziou Kerne, dispont a oa en hent
O kerzout war Garaez laeret gant eun treitour,
Gant an Tregeriad Leskoad, gwerzet d’an enebour…

Evel eur gwir Vreton e kare Yann ar Floc’h Breiz, e vro. Hogen an tolead tosta d’e galon a oa korn-bro Pleiben, hep mar ebet. Hen diskouez a ra be wech ma kav an tu da gomz eus e barrez c’hinidik, ha neuze e ra fougasou ganti. N’he deus ket he far tro-war-dro gant he iliz, he c’halvar, he chapeliou… Fouge a zo en hor skrivagner pa vez ano gantañ eus he zud veur, Buzid, Leinlouet, ar Balb…, hep gouzout d’ezañ n’eo ket aotrou ar Vuzid, hogen hini ar Birid, a oa e penn tud Pleiben pa ’z ajont da Garaez da stourm ouz Liskoad, ha n’eo ket e Pleiben e oa noter ar Balb, mestr ar Bonedou Ruz, met e Kerglov, tost da Garaez.

Plijout a rae d’ezañ giziou ar vro ha bepred, e-keit ha ma ’z eo bet e Pleiben, en deus bet douget gwiskamant e barrez, dilhad mezer ha voulouz du gant eur gouriz glas, anvet turban. Setu perak, en e gontadenn « Oferenn an Anaon », o komz eus liou gouriz ar beleg a zo o vont da bignat d’an neñv, e lavar e oa « glas evel hon turban ».

Er penn kenta eus ar bloaz 1914 e oa ano da sevel, e-touesk ar bobl, eun emgleo da strolla mignoned ar brezoneg hag a vije anvet « Kendirvi Breiz ». Yann ar Floc’h eo a dlee kemerout ar penn eus ar strollad e Pleiben. Goulenn a ris digantañ beza lakaet war roll ar « gendirvi », ar pez a voe asantet kerkent. Hogen dizale e strakas ar brezel bras ha setu m’en em gavas diskaret an emgleo nevez a-raok beza bet savet mat a-walc’h.

Diwar an deiz ma krogas ar brezel ec’h ehanas Yann ar Floc’h da skriva. Bez’ e oa traou hag a zisplije d’ezañ. Da genta doare-skriva Vallée ha da c’houde brezoneg « Gwalarn », kalz re-bell, war e veno, diouz brezoneg ar bobl. Setu, war a gredan, darn eus an abegou a reas d’ezañ diskregi diouz e bluenn.

Mervel a eure d’an 2 a viz gouere 1936, e bourc’h Pleiben, e skeud an iliz kaer a gare kement hag en devoa tremenet enni an darn vrasa eus e vuhez oc’h ober war-dro al lec’h santel, en e vicher a gloc’her.

C’hoant am eus bet da rei ar skrivagner da anaout ar muia ’r gwella hag e welan bremañ e chom nebeut a blas ganin da gomz eus e skridou.

Disheñvel war ze diouz ar skrivagnerien vreton-all hag o deus bet graet implij eus yez o c’horn-bro evit sevel o labouriou, re Gerne ne skrivont nemet e brezoneg Leon a zo abaoe pell ’zo, yez lennek Kerneviz. Heuliet en deus ivez Yann ar Floc’h ar c’hiz-se evel kalz re-all araozañ, daoust ma plije d’ezañ lakaat en e skridou poziou tennet eus yez Kerne hag ivez eus hini Bro-Dreger.

Darn marteze a vo o klask gouzout e pe lec’h eo bet kavet danvez e gontadennou gant Yann ar Floc’h. N’oun ket evit respont d’ar goulenn-se, hogen kredi a ran en deus bet klevet meur a hini gant tud eus ar vro ha diskoachet hiniennou-all, marteze, e skridou bet savet a-raok e re, evel « Gwrac’h an Enezenn » a gaver e Foyer Breton Souetr.

Ne vern ket kement-se, avat, gouzout an orin eus ar c’hontadennou-se. Ar pez a zo talvoudusoc’h eo en deus gouezet Yann ar Floc’h o dibuna e brezoneg mat hag en eun doare plijus. Skridou int da zidui ha diouz ret, da gentelia, rak holl, war bouez unanig evel « Tri Mab ar Merour », ec’h echuont mat : digollet e vez ar re vat ha kastizet ar re fall.

Alies ivez e kaver enno aliou fur a-eneb ar vezventi. Kement-se holl a ziskouez en deus klasket Yann ar Floc’h kelenn e lennerien eus ar bobl e-ser didui o spered ha laouenaat o c’halon.

Eur pec’hed a vije bet chom hep advoula, e stumm eul levr, marvailhou ar Breton mat-se a zere beza enoret evel eur gwir skrivagner. Ha bremañ pa ’z eo deuet, a drugarez Doue, al levr-se er-maez eus ar wask, e kavo hor c’henvroiz ennañ brezoneg yac’h hag aes da lenn, ar pez na oa ket bet c’hoarvezet pell a oa, siouaz d’eomp !

YEUN AR GO.

D.S. — Aotreet oun bet, gant intañvez ha bugale Yann ar Floc’h, da embann e gontadennou e doare-skriva K.L.T.

War-lerc’h pep kontadenn em eus lakaet war be gazetenn ha pe da vare eo bet moulet kent.

Y. G.