Reflexionou christen var revolution Franç/a-bezh


REFLEXIONOU


CHRISTEN


VAR


REVOLUTION FRANÇ


RIMET


EVIT INSTRUCTION AR VRETONET,


Gant an A. Lay,


PERSON PERROS-GUIREC,


EPAD E EXIL E BRÔ-SAUZ.



Convenerunt in unum adversus Dominum et adversus Christum ejus. (Ps, 2.)



E MONTROULEZ, EUS A IMPRIMERI LÉDAN,
1850
D’AL LENNER
————


An Autrou Lay a erruas eus a Vrô-Sauz e Perros-Guirec, ar 14 eus a vis gouere 1801. Mervel a eure en Perros, ar 14 eus a vis here 1802.

Epad e exil, e chomme e qever depot prisonnerien Franç, dastumet e castel Porchester, tost da Bortsmouth, e Brô-Sauz, evit ellout essoc’h rêi sicour d’hor breudeur maleürus.

Adalec ma voe contraignet, evit savetai e vuez en amzer euzus-ze, da güittât ar Franç, ar bêleg venerabl-se a seblante beza un æl a gonsolation digasset gant ar Brovidanç divin evit soulaji ar brisonnerien hac o laqat da zouten eur vuez an trista.

An den vertuzus-se, sqüer leal eus a S. Viçant a Baul, a voa bepret occupet da glasq an oll moyenou evit procuri dezo eun douçder benac.

E gundu santel en devoa gounezet dezàn istim ha memes carantez ar c’hommisser eus an depot, an A. Homouth ; evelse ivez bep dervez a voa merqet demeus eur vadelez benac en andret ar brisonnerien. E oaz da ober ar vad a yê bete da bedi an AA. a chomme tost d’ar prison, da rêi eul labour benac dezo, evel a c’hoarvez dillad, bouteyer, gamachou, chaussonneyer, etc. An actou a vadelez-se en andret e guenvroïs maleürus, a denne dezàn mil ha mil benediction.

An dranquilite o veza deut en Franç, an A. Lay ne voe qet an diveza ouz en em renta en e vam-brô. An A. Cafarelly, Escop St-Briec, a c’hoantas en ober e viqel-vras ; mes scuiz ouz an oll drubuill en devoa anduret, er pedas d’en lezel da zistrei etouez e barossionis côz, evit echui e vuez, ar pez a voe accordet dezàn, gant an titr a viqel-vras a enor. Rentet etouez e zanvad, o veza grêt eur c’hlènved hir, hac ouz en ém velet tost da zilezel eur vuez a voa bet carguet a groasiou hac a vertuziou, e laqas qemen eun darn eus e barossionis, evit ober dezo e guimiadou diveza. O fedi a eure d’e gundui d’an ilis, e pelec’h, en despet d’e doc’horidiguez, e reas e bedennou, en eur visita an men-fond, ar gador sermon hac an auteriou. E gompagnunez a voa mantret gant ar glac’har ha beuzet oll en daelou, o contempli an den santel-se oc’h adressi e beden a galon da Zoue en e Dempl, evit ar vech diveza. Neuze e voe cunduet d’ar vêred ; ha rentet en eur certen plaç, e c’houlennas eur faver goude e varo, pehini, emezàn, na zaleje qet. Autrou Persou, emezo, pellait ar sònjesonou drist-se deus ho speret. — Va bugale baour, accordi a reot-hu din-me ar pez e zàn da c’houlen diganêc’h ? — Qement oll a elfe plijout dêc’h, Autrou Person. — Eh bien, va mignonet, amâ eo e meus c’hoant beza anterret, en eur disqüez ar plaç ; hac ec’h ajoutas : Va mignonet, varc’hoas va c’horf paour a reposo amâ. Ar pez a zigouezas evel en devoa lavaret.

En eur antren en e dy, e pedas e berson (an A. B.), d'en em zisposi da rêi dezàn e oll sacramanchou ; hac ar ceremoni achuet, goude eur gomz benac adresset d’an asistantet, e rentas e ene etre daouarn e Grouer.

Petra a elfemp-ni ajouti a gaeroc’h var sujet eur pastor qer venerabl, eguet ar recit güirion-mâ, pehini a zalc’homp demeus a eun Tregueriat a voa prisonnier e Brô-Sauz, hac a zo bet test patant eus a vad-oberou divuzur autor ar Reflexionou-mâ ? Admiromp e garantez ardant evit e vam-brô. Bepret e lagad troet varzu ar Franç, e tepord gant ardor ar moment eürus e pehini ec’h allo teuler e dreid var an douar prometet.

Credi a reomp e vezo lennet al lêvr-mâ gant interest, dre ma zeo œuvr eur pastor exilet, meurbet capabl da drêti eur seurt sujet.

A. L. M. L.

————

« Talantchou bras en devoa recevet diouz an Eé ;
» Mes lavarat a eller gant pep seurt güirione :
» Biscoas den na veritas mui eguet en deus grêt,
An titr eus a Abostol a vrô ar Vretonet... »
« Conscripsit sermones rectissimos,
ac veritate plenos. »

Y. M. L. G.


REFLEXIONOU CHRISTEN

VAR

REVOLUTION FRANÇ

————

P’eur eta, ô va Doue, e teuyo an termen
Ma velin c’hoas va c’hontre, douar ar Francisien !
Va c’horf zo pell diouto ; mes, nôs-de va speret,
Gant qement o deus grêt din, a sonj enne bepret.

Pemp bloas zo dija achu ma zon deut da Vrô-Sauz :
Pa zezir calz ar galon, e sqüizer o chortos ;
Mes, herve’r brud a glêvàn, labour huanadi
Am bo c’hoas, ha marteze biqen Franç na velin.

En bord an aud azezet bemdez var eur garec
E sqüizàn va daoulagad, ouz o derchel fixet,
Da c’hout ha me a velo eul lestr benac a Franç
Éru evit annonç din qêlou va delivranç.


Mes, e mâ reus ar pec’het hac hini ar muntrou
Hep na fin, na chenchamant, o ravaji va brô.
Petra dal din-me pelloc’h sònjal tremen ar môr?
Allas ! en Franç na souffrer na bêleg, na pastor.

Ah ! va maleur va-unan a vez nebeut a dra ;
Mes maleur ar gristeniez, ennes eo a laca
Da redec var va diou chod eur feunten a zaelou,
Pa sònjàn en abandon eus va denvedigou.

Truezus eo va doare, ha pitoyabl va stat :
Chasseet eus va c’hontre, ha collet va oll vat ;
Mes ar chagrin am devor, eo clêvet a bep tu,
Ar feiz, ar religion, en Franç a zo achu.

Ne allàn qet a gompren eur bobl qer gracius,
Qen poli, qen amiabl, güechal qer vertuzus,
En qen nebeut a amzer en deffe collet crenn
Pep santimant a enor, e c’hisjou, e greden.

Da zizamma va c’halon, da æza va speret,
E meus sònjet composi eur c’hantic brezonec,
Var maleuriou an amzer, dre ma credàn e vo
Util evit gloar Doue, ha profitabl d’am bro.

Dre agremant ar rimou, eur vouëz melodius
E deus calmet avichou sperejou furius,
Ha tennet huanadou deus calon eur mechant
A vije bet difficil da c’hounit autramant.

Mar dezirit soulaji eur buguel a zo clàn,
Invantit eur rismadel, canit eur son dezàn ;
Frotit gant dexterite mel deus bordou an tas,
Hac ec’h evo e remed, hep ma santo e vlas.


En dezir-ze, va broïs, e meus grêt ar verz-mâ,
Da essa c’hoas ho counid ; mes na ouffen cana,
Rac en eur vrô estranjour, va zeod stag ouz va staon,
Va oll rimou zo chenchet en canticou a gaon.

Avoalc’h eo din rapporti ; clasqet eun all an ton
Abominationou ar Revolution.
Neb a eure ar c’hrimou a lezàn d’o c’hana ;
Nemet re a velconi na meus eus o rima.

Tonniou ceder ha touchant, pellait eus va memoar,
Ne ma mui amzer ar joa, mes hini ar glac’har ;
Ne glêvan a bep costez nemet son an tocsin,
Trompill ar brezel civil ha trouz ar guillotin.

Ne velàn nemet monstrou dirac va daoulagad ;
Franç, goloed a bennou, ha rivierou a voad,
Dre oll o tivoguedi : an oll zo gant maleur
Gourvet en sqeud ar maro, hac o c’hortos e heur.

Dre urz tud veo a grimou, e reder d’an ifern,
Evel pa na ve na corf, nac ene da espern.
Ne fell dezo, er bed-mâ, na Roue d’o gouarn,
Nac er bed all, ma elfent, Doue ebet d’o barn.

O remors ! preòn an ene ha compagnun ar c’hrim,
Dibab din comzou picant hac heuill bremâ va rim ;
Gra santout d’ar Francisien o dizurz milliguet,
Ar sujet eus va daelou hac a rebech ar bed.

Disqüel dê ar grevustet eus o sacrilejou,
Mes hep ho disesperi, rac Doue da viro ;
D’am avisou charitabl mar prestont audianç,
M’o distroyo, marteze, hac a ya da gommanç.

————


ABREGE


EUS A GRIMOU AR REVOLUTION

————

In terrâ polluerunt tabernaculum nominis tui.
Dixerunt in corde suo cognatio eorum simul : quiescere faciamus omnes dies festos Dei à terrâ. Psalm 73.

————


Qent blam nep particulier, en em gondaonomp oll,
Rac dibaud eo an hini n’en deffe grêt e roll
Da denna maleur e vrô : darn evit domina,
Darn all vit en em venji, darn all evit pilla.

Darn all, hac an darn-vuia, zo manqet d’o dever,
En defaut en em oppos en poent hac en amzer ;
N’o deus grêt nep resistanç, gant morhed, emeze,
Da goll buez ha madou, hac o c’holl gouscoude.

An dud mechant a zisqeuz, pa ve drouc da ober,
Art ha couraj an ifern, ha james ne veler
Da zifen ar virionez ar memes interest,
Nac ar memes union etouez an dud honest.


Nombr a re-mâ ordinal zo bian en peb brô ;
Mes en Franç, ispicial, eur pennad amzer zo,
Ne rêr nemeur a estim eus a lezen Doue :
Ar Feiz a ziminue visiblamant bemde.

Eur societe secret eus a dud dibreder,
Hanvet ar framaçonet, a zalc’he en peb qær
Assambleou danjerus, ha leun a brejudiç
Da droajou ar Rouane ha da re an Ilis.

En nôs en em dastument evel ar sorcerien,
Nebeut avoalc’h da guenta, mes bremâ o banden
A voa er rouantelez cresqet en eur fêçon,
Dibaud e voa ar c’hlubist na vije framaçon.



Re a speret zo noazus, pa ve goal implijet.
Pell zo ar scridou infam eus ar philosophet,
Oc’h attaqi an Ilis pe ar Gouarnamant,
A gontribue muioc’h c’hoas d’an debordamant.

Levriou qer pernicius a voa lennet partout
Gant mall ha gant plijadur ; d’an oll, hervez o gout,
E tebitent mâximou impi pe ridicul,
Hac hep sonj en em gavet a la fin incredul.

An darn-vuia an noblanç n’o devoa qen studi ;
Hac ar gommun ignorant, evit en instrui,
A glasqe tud a justiç, rag experimantet
En art da liva guevier ha da billa ar bed.


Da c’hounit al labourer, eo plantet en e benn
Na baeje deog, na cargou, na redevanç da zen :
Ne vanqe mui d’ar revolt nemet clêvet en templ
An intru eus e frezeg hac o rêi an exempl.

An Ilis a remercas ar bâr-mâ o tostât ;
Mes en oll parlamantchou ral voa ar magistrat
A roje dorn d’an Ilis ; an oll a voa gatet :
Ar gouli a voa daro, ar gôr a zo crevet.

Preparet voe o maleur d’ar bobl ha d’e Roue
Gant eur ministr heretiq, o fiout ennàn re,
A gonvocas d’ar stadou, nonpas evel güechal,
Tud-gentil, tud a enor, mes tud fêbl ha tud fall.

Clasq an tu da acqüitta dle ar rouantelez,
Sicour ar prinç da lacat ar bed oll en e êz,
N’o devoa qen qevredi, e gouieguez an dud ;
Var ar c’hrimou da ober e voat secret ha mud.

Teir assamble en Paris, an eil varlerc’h eben,
Dangerussoc’h d’ar c’hontre eguet an teir goalen,
Tud incapabl da c’houarn, mes habil da deceo,
Var digare reformi, o deus collet o brô.

Dispartial ar Roue diouc’h e sujedet vad,
Ar Pastor diouc’h e zénved, ar buguel diouc’h e dad,
An ezec’h diouc’h o graguez, ha Doue diouc’h an oll :
Dre eno, va broïs paour, int commancet d’ho coll.

Fouilla, confisca madou, lanterni o ferc’hen,
Spolia an dud-jentil, denonç ar vêleyen,
Disarmi an dud hônest, institui clubou ;
Ne veler, ne glêver qen decretet er stadou.


Qement a zisplich dezo, hep sujet na rêson,
A zo ractal cunduet d’an arrestation,
Pautr ha plac’h, nobl ha partabl, ar famillou a bez,
Ha pa vez leun ar prison, casset d’ar guigueres.

Gopret o deus canailles da veza fals-testou,
Da suscita ar revolt, da dâna noblançou,
Da billa, var digare eun accaparamant,
Magazin ar marc’hadour, grignel ar paysant.

Prodig a voad o breudeur, gant eun orgouill barbar
E tisclêryont ar brezel d’an ên ha d’an douar ;
Ha da c’hortos ar voyen, eo ganto dre avanç
Laqet dija ar famin en rouantelez Franç.

Qellies a antechrist int, siouas, me a gred,
Dislonqet gant an ifern da hasta fin ar bed,
D’er zamma a vlasfêmou, d’er golo a vizer,
Hac anfin da ranversi an tron hac an auter.

Prononcet eo an arrêt, formet eo ar c’homplot ;
Ret vo da Louis-C’hoezec pignat var ar chaffot ;
E grim eo e vadelez, e setanç ar maro ;
En tribunal ar bleizi an oan a berisso.

Me vel dija ar victim cunduet var ar plaç,
Divisq en corf e roched, e benn royal en noas,
Gant eur visach gracius hac a greiz e galon
E ro c’hoas d’e bobl ingrat mil benediction.

Son a rêr an tabourin, gant aon na ve clêvet
An adieu carantezus a ra d’e sujedet.
Savet eo an instrumant... ar razouer a goue :
E benn a ya d’an douar, hac e ene d’an eê.


Evelse-ta e trêter mab an Ducqes Anna !
Roue mad, mignon fidel, an den an honesta !
Biscoas e syn na roas da gondaoni den all,
Biscoas var maro hini ne synas qement all.

Trista fin, ô va Roue ! goude destum ar vrô
Evit goulen e avis ha selaou e c’hlêmou !
Gant güir dezir da renta justiç da bep-hini,
N’hoc’h eus evit recompanç nemet eur maro cri !

Deut arauc, tud aheurtet ; avancit, judevien,
Da velet c’hoas eun den just dirac e vourrevien,
Victim deus e vadelez, oc’h ober sacrifiç
Deus e vuez precius. Marvit... Adieu, Louis !!!...

Ne gredàn qet, va broïs, ho pije roet carg
Na mouez d’ho teputeet da laza ho monarq ;
Mes lach oc’h bet d’en difen : an oll, bras ha bian,
Me ho cüelo, bep dale, maleürus oc’h-unan.

Gant differi punissa revolteri tud fall,
Hoc’h eus collet ho puez, ha millionou re-all.
Re a zouçter alies zo goas eguet rigueur,
Hac eun tol autorite a arrêt mil maleur.

Goude eun torfet qer bras, a rest eus ar c’hrimou
A gommeter divorc’het. Mil ha mil a varvo
Dindan ar fals muntrerez : maleur da biou benac
A zo en Franç pinvidic, pe nobl, pe christen mad.

Pourmen a rêr dre’r c’hæriou instrumant ar maro,
Da dibenna’r Francisien. Gar d’an neb a garo.
En hano al liberte, dre oll en o forcer
Pe da vervel er brezel, pe da vervel er guær.


Crimou all zo da ober, ha da renta an oll
Effrontetoc’h da bec’hi, hardissoc’h d’en em goll,
E renonçont assambles, dre’r santimant public,
Da religion o zud côs, d’an Ilis catholiq.

Rac-se ouz ar vêleyen ema’r brassa furor ;
Ma na reont ar sermant, ha prelat ha pastor,
Oll e vint exterminet, ha mar prestont al le,
Int livret d’an disesper, d’ar vez, d’ar baourente.

Qement seurt calomniou a eller da sònjal,
Traou impossubl da gredi a glêver da damal
D’ar re santela memes deus an dud a Ilis,
Evit lacat ar gommun da gaout outo maliç.

Ar barossiou eur veach privet a vêleyen,
An Ilis a vo pillet, hac ar bobl n’o deo den
Capabl pelloc’h d’o c’helen, na da zisqeuz deze
Ar precipiç a valeur a gleuzer dindanne.

Cetu aze ar myster a glasqer da guzat :
Al le zo eun digare ; mes gout a rêr ervad
Pa na sònjer da ober nemet peb fallente,
Tud a Ilis en eur vrô a zo bepret a re.

Ar guær infam a Baris a ro dre gonsecant
Ar signal da arrêti en peb departamant
An oll glerge catholiq. Urz ar Gonvantion
Eo alumi’n o enep ar bersecution.

O Ministret an Ilis ! c’houi oll, pastoret mad,
Prest eo ar gurunennou ; digor eo ar gombat.
Qimiadit deus ho ténved hac antreit en liss :
Ho puez a c’houlenner bremâ en sacrifiç.


Qent affronti ar maro, servicherien fidel,
Heuillit d’abord gant prudanç lezen an Aviel.
Persecutet en eur plaç, clasqit eur refuch all :
Util ec’h ellit beza marteze en plaç all.

Mes pelec’h e yeot-hu arauc hoc’h adversour ?
Franç n’en deo carguet bremâ nemet a dud traitour.
Goerzet oc’h oll, dre avanç ; me vel trêgont diner
Offret d’ar c’henta Judas a laqai ho qemer.

Clasqit en tu ma qerot eur plaç a savete ;
Allas ! nemet er c’hoajou, etouez al loened goe
N’ho po pelloc’h qen repu ; ne gredfe den ebet
Rêi dêc’h eun nosvez memes eur c’horn deus e oalet.

Ret vo souffr an dienez, an naon hac ar sec’het,
Cousqet ermès alies. Mes en em remettet :
Jesus ne veve ive nemet dre aluzen,
Ha n’en devoa qet memes plaç da repos e benn.

Pebes bue, va Doue ! mes, ne bado qet pell :
Dre oll e voar o fouilla, impossubl eo tec’hel.
Êruout ra bêleyen a gargou d’ar prison ;
Staguet, treinet, insultet, hep nep compassion.

Goelet ho pije neuze pastoret venerabl,
Grizet gant ar binijen, errêt o daouarn sacr,
O renta d’an Aviel enor ha testeni ;
Gant joa int prest da vervel, e zêr d’o ezumi.

Nombr a zo a vourrevien. Calz a yêl d’ar maro,
Nonpas hini hac hini, mes a vandennadou ;
Bete seiz, eiz cant bêleg, en Paris, deiz a ve,
A vassacrer, balamour ma tifennont ar fe.


Ne zeus na form, na proces diarauc ar suppliç :
Peb bourreo en e guever a vassacr en e c’his.
Assommi, beuzi, tenna, o drailla a beziou,
Hac ar rest, sqüis o laza, exilet deus o brô.

Enor dêc’h, ô va c’hontre ! n’en doun pelloc’h qer trist ;
Pourvei a rit merzerien da Ilis Jesus-Christ.
Plijet gant Doue, outrajet dre guellies a grim,
Ho pardoni en faveur qellies a victim.

O merzerien jenerus ! ne voa qet dign ar bed
D’ho possedi davantach. Allas ! ni zo chommet
En draounien-mâ a c’hlac’har, ha ne ouzomp doare
P’eur deus prison ar c’horf-mâ en em velet pare.

Ma na ellomp, eveldoc’h, rêi da Zoue hor goad,
Ni en chencho en daerou, ha dre hon daoulagad
Evit hon merzerenti a garre en sqüilla
Hac appesi e goler dre al lom diveza.

O Religion santel a Jesus, va Doue !
O tron meurbed venerabl a Vourbon, va Roue !
Abaoue daouzec cant vloas ma voac’h ganemp o rën,
E rec’h consolation ha gloar ar Francisien.

Mes tremenet eo amzer ar peoc’h hac ar justiç.
Franç, va brô, n’en dout pelloc’h nemet repu ar viç ;
Lazet ec’h eus da Roue. Renonç a res d’ar fe :
Er bed oll e tetester da vaximou ha te.

A guichen ma sav an eol bete plaç e gousqet,
An hano sacr a Jesus a zo glorifiet.
Ne adorer qen Doue nemetàn en Europ :
Franç e-unan zo payan... Franç a zo hugunot.


En Franç eo bremâ eur c’hrim instrui ha prezeg,
Na receo nep sacramant deus a zorn eur bêleg :
Eureuji a rér hepqen gant eur municipal,
Evel ma tiseureujer, pa deu eur sorhen all.

Ne gredte den en public lavarat e Bater,
Nac ober sin ar c’hristen, pe en e zenoncer ;
Rac eur güir republican zo eun den possedet,
Coueza ra en e varriou, pa vel traou beniguet.

Drasta ra an ilizou, briza imachou’r zent,
Bete beyou’r re varo, oll e maint var e hent.
Eur c’hloc’h hepqen zo miret evit son an alarm.
O Doue ! rêson o deus : sonet-àn d’an daou lam.

Evit na vo mui memor deus ar bloa nac an de
Ma c’hanas pe ma varvas evidomp Mab Doue,
Eus grêt eur c’halandrier ne all den da entent,
N’en deus na mis, na sêson e hano diaguent.

Ar sul, ar gouël precius, qen ancien hac ar bed,
Gouël consacret ha berzet, memes gant an Drindet,
Zo substituei dezàn, evel d’an oll gouëliou,
Assambleou milliguet, hanvet an decadou.

Ar goulou hon egare en nos deus ar pec’het,
Ourgouill ar speret humen a zo diviniset ;
Templ ar Furnes eternel, an ty a orêson,
A zo, gant tud insanset, dediet d’ar Rêson !

Divar dron e garantez eo lancet Sent ar Zent
Gant dorn an Apostasi ; hac ar c’hlubou qerqent
O deus fixet en ilis o assignation.
O abomination an desolation !...


Mouguet e’r goulou el lamp, ha ranverset ar Groas
En ilis, er bêrejou, ha dre an hentchou bras ;
Abrojet e’n Aviel : ne vo prezeguet qen
Nemet doctrin Lucifer, hanvet Droajou an Den.

Da c’hortos rêi da gredi ne zeus Doue ebet,
O deus chenchet e hano, ha bremâ en gallec,
Hac er sans ma ententont eo anat ar blasfêm,
Lacat en plaç an Drindet ar guer a Etr-Suprêm.

Laqet eo var an trebe crim an idolatri ;
N’en deo pelloc’h ar C’hrouer a zo da adori ;
Mes sottizou ar Rêson, eur Vezen, eur Bonet,
Diviniteou femel, benfiou framaçonet.

Savet e’r yeot en hentchou, Sion a sqüil daelou ;
Ne deu den, eme’r Profet, d’ar solemniteou.
Allas ! deomp-ni eo goela : ar güir Doue en Franç
N’en deus pelloc’h sacrifiç, nac auter, nac ezanç.

Pardon, pardon, va Doue ! me a zoug em ene
Hoc’h imach, hac em c’halon eun templ d’ho Majeste.
Eno me rai dêc’h bemdez mil amand a enor,
Pa na gavàn d’o ober an ilisou digor.

Na gollit qet, m’ho suppli, etouez ar re vechant
Eun niver a Francisien, pere d’o badiziant
Ha da greden an Ilis a zo chommet fidel ;
Mes dindan poan ar maro, int forcet da devel.

Excusit-e, va Doue, mar reqetont ar fouldr
Da güeza visiblamant ha da laqat en poultr
An hugunodet impi. Allas ! ne ouzont qet
Pa ves brassa ho coler, na rit seblant abet.


D’o squientchou reprouvet, hac en o dallente,
Dre eur miracl a justiç e lest an dud fall-ze ;
Ha mar digor ho calon da rêi dê c’hoas support,
E vo ret eur miracl all deus ho misericord.

O Convantion milliguet ! ar vech-mâ, m’en assur,
Ne alles qet mont hirroc’h : barrec eo ar musur...
Gortos da bunition, ne c’heus qen da ober ;
Doue zo just. E receo a ri en bêr amzer.

Ar re zo c’hoas da c’henel o de’o poan o credi
Extravaganç da grimou ; mes, me ell assuri
Ha qemeret da destou an douar hac an êe
Ne meus qet c’hoas rapportet an drederen anê.

Gra entretant vanteson d’ar bobl frenesiet ;
Lavar ne zeus neb abus na c’heus-e reformet ;
Pa laqes an Aviel en renq an abusou,
Ganes ar vertu zo vis, ar virionez zo gaou.

Mes, el lec’h en em dale da ober ar recit
Deus qellies a dorfet, me ya bremâ dre scrit
Da lacat güirioneou ha rêsoniou patant
D’ho tenna, va broïs paour, diouch hoc’h egaramant.

Ret eo din, var bep gouli, applica ar remed,
Despeigni dêc’h ar monstrou gant pere oc’h tromplet,
Hac ar maleuriou nevez a dleit da c’hortos,
Ma n’ho pe qet a gourach avoalc’h d’en em oppos.

Qenta a meus-da ober eo ho tizabuzi
Diouz bavardach tud mechant, o deus grét, a sonj din,
Marc’hat gant an drouc-speret, ha pact da renia
An Aviel a gredas an oll bete vremâ.


Ne fell dê qen sclêrijen evit o chundui
Nemet hini ar Rêson. Deomp-ta de c’honsulti ;
Examinomp eur veach, hep ober dei affront,
Petra ’ lavar ar Rêson, ha pegueit ec’h ell mont.

————


Gentes, quæ legem non habent, naturaliter ea, quæ legis sunt, faciunt... Ipsi sibi sunt lex... Testimonium reddente illis conscientia ipsorum, et inter se invicem cogitationibus accusantibus, aut etiam defendentibus. Ad Rom. 2.

————


QENTA GUIRIONE

————

EXISTANÇ DOUE

————

Vani autem sunt omnes homines, in quibus non subest scientia Dei : et de his quæ videntur bona, non potuerunt intellegere eum qui est. Sap. 13.

————

Biscoas pobl civiliset, nemet ar Francisien,
N’en devoa imajinet ober d’an dud tremen
Hep nep seurt Religion, hac o fersuadi
Eo ingal caret Doue pe dont d’en outragi.

Nemet en Franç na glêver langach tud reneet,
Brutal avoalc’h da gredi ne zeus Doue abet :
Corf hac ene, emezo, e varver assambles ;
Evit an innoçantet eo grêt ar gristenes.

Eun den savet er scol-ze, a lazo hep remors
E dad, e vam, e vignon, pa zeo güir ne ra fors.
Neus barados, nac ifern, na vertu, na dever ;
Ne chommo crim e zilac’h, na torfet da ober.


Ne vo qen eus en derc’hel nemet Droajou an Den,
Decrejou impuissant, ordonnançou payen,
Grêt gant tud hep qalite falloc’h tud egueta ;
Mar guell cuzat e grimou, ne risq eta netra.

Da refuti blasfêmou eur seurt hugunodet,
N’en deo qet ret, va broïs, mont da glasq doctoret :
Ar sans-commun a lavar d’an oll eus un Doue,
Ha conscianç peb-hini a brouv eus un ene.

D’abord, en qement contre na bro zo habitet,
Ellec’h ma poaz an domder, ellec’h ma frim bepret,
Etouez an dud sovacha e veler gouscoude
Eun anaoudeguez benac deus an Divinite.

An dud a goll er bed-mâ sonj eus a guement zo ;
Varia ra o langach, chench a reont a vrô,
Ha dishanaout o ferc’hen memes, gant an amzer ;
Mes biscoas n’o deus gallet dishanav eur c’hrouer.

Mont a ras deus o memor meur a virionez all ;
Abred e voe neglijet meur a vertus moral ;
Mes e qeit ha ma chommas tam sqiant en o fenn,
Biscoas an Divinite na voe ancouêt a grenn.

Evit güir, ar bayanet ne vouient qet a sur
Ne zeus nemet un Doue, hac eo eur speret pur ;
Sot avoalc’h e voent memes, qent tremen hep hini,
D’er multiplia, siouas, ha d’en difiguri.

Ma vijent bet er greden eus eur seurt tromplêson,
E vijent bet attantif rac langach ar rêson ;
Oumâ, pa gomz ouz Doue, a lavar c’hoas ouc’hpen
Ne zeus effectivamant nemet unan hepqen.


Nan, ne zeus nemet unan, na ne ouffe beza ;
Ar re a vez en tuont, na vent mad da netra ;
Rac Doue, dre e natur, pa zeo oll buissant,
Qement a rayo unan evel a rae cant.

Daou Doue indepandant a rayo labour fall,
Rac unan a ell dispen ar pez a ray eun all ;
Ha ma na ellont ober mann, hep en em selaou,
Int, en o farticulier, impuissant o daou.

An neb a lavar Doue, a lavar dre eno
An hini zo infinit en perfectionou ;
Or, e guenta privilach eo beza heb e bar :
Ne zeus-ta nemet unan en ên hac en douar.

Eur vez eo dêch, va broïs, exija digane
Prouvi dêc’h eus un Doue, rac ar bed oll, nos-de
A bubli e c’hrandeuriou : an traou insansipla
Sclêroc’h eguet a rin-me a gomz dêc’h anezâ.

Digorit levr an natur ha tollit ho sellou
Var an oll grouadurien : O pebes burzudou !
Pebes gallout infinit en e oberianç !
Pebes art ! pebes furnes ! savanta Providanc !

Impossubl eo niveri ped espeç differant
A nij, a neu, a vale, a remu hac a zant ;
Hep conta millionou, pere zo destinet
Da brodui, da zivoan, heb beza animet.

Piou a ouffe explica penos na pez fêçon
E ve formet ar c’horfou dre generation,
Na penos, ispicial, ec’h erru ar myster,
Ma ve pe mal, pe femel, ar frouez a goncever.


Eur sqiant digoncevapl eo a renc presida
D’an traou-ze, rac an natur ne voar qet petra ra ;
Pe mar e deus eur speret da rêi dei sclêrijen,
Ar speret-se eo memes an Doue a glasqen.

Peb crouadur zo formet gant an dimansion
A dere deus e natur ha deus e fonction,
Propr d’en em vultiplia, capapl d’en em divoal,
Evit ornamant ar bed hac an urz general.

Beza zo var an douar nombr a grouadurien,
A zo mil güech biannoc’h eguet eur fubuen,
O deus mellou, goaziet, penn ha treid peb unan,
Aliessoc’h a ezel eguet an olifan.

Etoues ar memes espeç hac ar memes natur,
Ne gaffac’h qet gouscoude hanval daou grouadur ;
An eil zo deus eguile anavezet bepret,
Hac oll, fêçon pe fêçon, int differanciet.

Ne zeus hini anezo a ve crouet en vên :
Peb-hini, en e fêçon, a zo util d’an den :
Darn evit en exerci, darn evit e vezur,
Darn all evit e zicour, darn all d’e blijadur.

Ar marc’h na drein an arar, ar vioc’h ne ro amann,
Al lapousset na c’hôront, ne ra mel ar güenan,
Ne zeus gloan var an dénved, na trevat er parcou
Nemet evit fournissa d’an den e ezomou.

Peb amzer ha peb sêson, an eil varlerc’h eben,
A erru, hep varia, da recrei an den ;
Hac evel da un Doue, peb-hini en deus c’hoant
Da rêi dezàn eun tribut ha da offr e bresant.


Ar fleur, en nevez-amzer, a guinic o ezanç,
An hân, prodig a vadou, a offr en abondanç
Victimou var e auter, qen n’an deu alafin
An eost da réi ar bara, hac ar gouân ar güin.

An tân a brodu dezàn sclêrijen ha tómder,
An avel en rafrechis, an dour en dizalter,
An ear a form e aelan, ha d’e vagadurez
Ar môr a ro e besqet, hac an douar e frouez.

Pebes generosite er grouadurien all !
An den, siouas, e-unan a zo cri ha gadal ;
Ne avis qet, an ingrat ! examina memes
A belec’h a teu dezàn eur seurt pinvidiguez.

An eol a bign bep mintin er volz celestiel,
Da zispanç ar sclêrijen d’ar bed universel.
Difun, sav diouc’h da vele, den mortel, emezâ,
An deiz zo grêt d’al labour ; ret eo gounit bara.

Me a meus anavezet da raç ha da ligne ;
N’en dout qet eus a voelloc’h condition eguete ;
Ar re-ze a laboure. Perac n’er rit-te qet ?
Me meus tro’r bed da ober, ha n’en em glêmàn qet.

Me ro ar fleur d’ar prajou hac o deillou d’ar goe,
Me ra d’an ed qellida, d’ar frouez beza dare ;
Va zellou a rent fertil ha joaüs an natur :
El lec’h ma veli ezom, rent ivez plijadur.

Bep mintin e tigoràn, evel eur marc’hadour,
Ar stal vras eus ar bed-màn dre va fales a aour ;
Choas, qemer, me ro gratis ; mes sonj trugarecât
An hini zo dreist-oun-me, da Autrou ha da Dad.


Al loar, bep abardaevez, gant e bisach arc’hant,
Qen caer hac ar berlezen etouez mil diamant,
A ra cessi ar vacarm a labouriou an de,
Evit rêi plaç d’ar repos ha d’an dranqilite.

Disqüis, emei, va mignon, ha qemer da repos,
En dro da ty me veillo bremàn epad an nos ;
Ha mar renqes, dre valeur, interrompi da ûn,
Ha mont en hent adarre, me vo da gompagnun.

An eol a renq e-unan brilla epad an de ;
Troubli rai da zaoulagad, ma selles outàn re ;
Mes, me zo graciussoc’h : mar gra did plijadur,
Ec’h elles, hep acccidant, contempli va figur.

Va sclêrijen zo commod. Na meus avi ebet
Evit güelet o luiya endro din ar stered ;
Betec ar preòn-goulaouyer a lezàn da sqeudi ;
Divoal, evel a ràn-me, da goncev jalousi.

An astrou all zo sqignet dre bévar c’horn an êe
Evel goulaou alumet, pa ve tec’het an de,
Da zisqüel d’ar merdead e roujou er môr don,
Ma ello mont, hep danjer, d’e zestination.

Ravisset en em gavàn, o velet mouvamant
Hac eqilibr an astrou ebars er firmamant.
Abaoue ma zint crouet, hep cessi eur moment,
Peb-hini a ra e dro, ha dre eur memes hent.

Ma teuffent d’en em stoca ha d’en em arrêti,
Ma vanqfe eur vech memes an deiz da c’houlaoui,
Pebes trubuill en natur ! pebes confusion !
Ar bed oll en em gafe sezisset a spouron.


Eur miracl cuntinuel eo güelet ar bed-mâ
O chom en e bes picol, hep crevi, na frailla,
Hac én formet gouscoude a bêvar elemant
A ra an eil d’eguile brezel incessamant.

Ruilla a ra an astrou, hep coeza diouz an ée ;
Ar môr, gant e reversi, a chom en e vele,
An douar ferm a rezist d’an avel o c’hoeza,
Hac an tân cuzet dre oll a chom hep flamina.

Ma coefe eur stereden, ar bed oll ve fraillet ;
An tân, ma teufe d’achap, an oll ve ambrâset ;
Lounqet ar vrô, ma teufe ar môr d’en em dirol,
Hac an ear, ma ve tevoc’h, cetu mouguet an oll.

Labour am be discoursi var qement zo crouet,
Ha pourmen deus an eil penn da eguile ar bed,
Evit rêi dêc’h da entent ar vertu, an natur,
Ha qement utilite en deus peb crouadur.

Mes piou eo an injiner hac ar speret subtil,
An dorn experimantet, hac ar sculpter habil
En deus crouet an traou-ze ? Rac, hep un artisan
Impossubl eo dê bezâ en em grêt o-unan.

Eur c’hastel caer batisset gant reglennou an art,
Den fur na gredfe avanç e ve grêt dre hazard,
E ve ar mein beneres, ar c’hoat hac an doen
Diazezet, esqennet ha taillet hep dorn den.

Ajustet eo ar c’hamprou d’ar vinç a gundu dê,
Ar prenestrou zo placet gant regularite ;
Ar gueguin a zo bolaet, lambrusqet e’r salon :
N’en dê qet grêt an traou-ze hep calvez, na maçon.


Ret ê bea insanset evit imajina
N’e zeus den nac imprimet, na scrifet ar Vers-mâ ;
Mes eo anê o-unan int coeet var ar paper
Al liou, al lizerennou, ar rim hac ar matier.

Qemerit eur boezellad lizerennou moullet,
Ha sqüillit var plat eur gambr anezo a dol-jet ;
Caer ho pe c’hoari’n dinçou er fêçon-ze gante,
Biqen tri guer rêsonabl ne formfet evelse.

Ret eo gant combinêson placi peb lizeren,
Da represanti gueriou ha goude eur phrasen,
Eur bagen, hac eur chabistr, hac eul levr alafin ;
Mes ne rêr qet qementse hep studi hac injin.

Ar vech qenta ma veler eur montr o labourat,
A verq gant precision an heur, an de, an dat,
Dre introdu eun noade a varch var ar c’hadran,
E sonj dêc’h e deus bue hac e ya e-unan.

Mes pa zit d’e digueri, pa velit ar ressort,
Ar chaden, ar balancier, ar mouvamant accord
Etre rodjou qer mibin, ractal ec’h anzavet :
Emàn zo eur pez achu grêt gant eun den adret.

Mes na ell eta eun ti, eul levr, eur bandulen,
Bea grêt hep artisan ? Piou a ouffe compren
E ve formet ar bed-màn ha qement a veler
Hep artisan, na model, na danvez d’o ober ?

Mes, o supposi memes an danvez var ar plaç,
Ha prest an oll materiou ; ret ê devina c’hoas
Piou en deus o animet, nac o laqet en trein,
Darn da vont varzu ar fond, darn da sevel d’al lein.


Ar matier, dre e natur, a zo pounner ha lach ;
Ma na ve qet remuet, biqen ne deu da flach.
Piou en deus roet deàn ar mouvamant qenta,
Ar form, an direction, ar stum en deus bremâ ?

Ar mouvamant naturel, pa gommançer finval,
Eo qemer an eon-linen, mont var eon ordinal.
Piou en deus grêt d’an astrou dilezel ar rout-se,
Ha trêi endro d’ar bed-màn, pe ar bed endro dê ?

E meur a sans differant o goelàn oll o trêi ;
Piou en deus determinet e varch da bep-hini ?
Piou a ra d’ar bed bale gant qement a gadanç,
Nemedoc’h, ô va Doue ! dre hoc’h oll buissanç ?

O incredul ! dibourvez a feiz hac a sqient :
Ha te a ello bremàn dont abenn da entent
Eo eur speret infinit, eun intellijanç pur
En deus crouet ar bed-màn hac a rën en natur ?

D’en em groui e-unan ne zeus capabl netra,
Rac evit en em groui eo ret bea dija ;
Ar pez a ve supposi e zoar ha ne zoar qet,
E zoar crouet d’an ampoent ne zoar qet c’hoas crouet.

Mes en rêsonniou qer simpl, pa na ententes mann,
Goulen eta eur veach diganet da-unan,
Piou en deus da zigasset, da laqet er bed-mân ;
Rac eus da benn da-unan n’en dout qet deut amàn.

Etrezomp, crouadurien, n’en domp qet a viscoas :
Hirio omp, dec’h ne voamp qet, ha ne vimp qet varc’hoas,
Ne zeus netra er bed-màn a ve qen necesser
Nac a guen bras importanç, na eller en divoer.


Bremàn e zeus daou c’hant vloas ne voas qet en bue ;
Qentoc’h ec’h allies guenel, divezatoc’h ive,
En Indes, pe er Japon, evel en Breiz-Izel,
Dindan lezen Mahomet pe scol an Aviel.

Var nicun eus an traou-ze n’en dout bet consultet :
Gant piou-ta, e sonj dide, out-te bet deputet
Da zont da recev bue ? rac imajin ervad
Ne voe roet dit ounnes na gant mam, na gant tad.

O incredul ! dibourvez a feiz hac a sqient,
Ha te ello bremàn dont abenn da entent
Eo eur speret infinit, eur Brovidanç reel
A groue, a gonfère ar bed universel !

Mes ar C’hrouer, emedout, a belec’h eo-én deut ?
— Arrêt aze, ignorant. Consider eun nebeud ;
Deus an oll güirioneou oumâ eo ar sourcen :
Crouer an oll ne ouffe beza crouet gant den.

Evit compren qement-màn dre eur barabolen,
Deus an êe bete’n douar supposomp eur chaden
En em zouten maill ha maill bete’r maill huella ;
Mes lavar din : ar maill-ze, piou a zalc’h aneza ?

Mar leveres eo dalc’het en tu benac ouz crec’h,
Bep tol me a c’houlenno gant piou, nac en pelec’h ?
Hac herves a responti, me c’houlenno ouspen,
Piou a zalc’h ar firmamant memes aziouc’h da benn ?

Forcet e vi da anzav eus eur maill principal,
Dre e vertuz e-unan a zouten ar re-all.
Me a entent eun Doue, eur princip souveren,
Eternel dre e natur, ha na zepant diouc’h den.


Al labour a remerqes, nonpas an artisan ;
Ar bed-mâ a zo matier. Ar c’hrouer e-unan,
A zo vertuz ha buez, speret pur ha parfet :
N’en deo na corf, na massif, evit beza güelet.

Eternel dre e natur, ec’h exist a viscoas,
E pado da virviqen hac e màn en e choas
Ober evel a garo. An oll, bras ha bian,
A zo conservet gantàn : ne zeus netra heptàn.

————


Omnia per ipsum facta sunt ; et sine ipso factum est nihil, quod factum est. Joan. Cap. 1.
Benedicam Dominum qui tribuit mihi intellectum. Ps. 15.

————


EILVET GUIRIONE

————

IMMORTALITE AN ENE

————

Nolite fieri sicut equus et mulus, quibus non est intellectus. Ps. 51.

————

Me hoc’h ador, va Doue, hac ho trugareca.
Ha possubl eo ho pe-hu grêt qellies a dra,
Na qement a zispignou evit antretien,
Eun dra a zo da velet qen dister hac an den !

Mes, petra lavaràn-me ? an den eo er bed-màn
Ho parfeta crouadur. Roet oc’h eus deàn
Eun ene intellijant, capabl d’hoc’h anaout,
Hac eur galon d’ho carout, ar pez zo güella tout.

An ene-ze, eveldoc’h, a grou mil sònjeson,
A gompren ar virionez, a ajis dre rêson,
E memor, e bolontez hac e ententamant
Eo ho poltret veritabl hac hoc’h imach patant.


Gout a voar examina, doueti, deliberi,
Choas, en em determina ; gout a ra preferi
Eun action vertuzus da eun all a zo fall :
Ne veler netra evel er grouadurien all.

Pet micher avantajus, na pet secret util,
Pet calcul, pet instrumant, pet benfeg, pet oustil
E deus forjet an ene, evit ar blijadur
Da imita, da drec’hi memes var an natur !

Poezet e deus an avel ha mezuret an eê,
Arpantet an Ocean, domptet al loenet goe,
Desqet teuzi ar metal ha chench natur ar plant,
Ha troet en e frofit ar pêvar elemant.

Pa deu dei c’hoant musical, hep implija ar vouez,
Var ar c’hoevr hac an orjal e fredon en e èz ;
Dre scrit, hep offiç an teod, e convers en peb bro ;
Ha bremàn ar re varo a gomz gant ar re veo.

Disqet e deus d’al lagad güelet dre ar c’hristal
Astrou en tu-all d’an eol ha meur a vurzud-all
Invisibl bete vremàn. Anfin, gant ar c’hompas
Eus cavet eur bed neve na hanaviet qet c’hoas.

Nac a bed invantion o deus crouet an dud,
E qeit ha na remerqer en anevaled mud
Na gout, na capacite da ober voell na voas :
Ar pez a reont bremàn, er rejont a viscoas.

Gaou oc’h eus eta credi en deus darn al loenet
Rêson hac ententamant, balamour m’o güelet
O soigni o re vunud, o clasq magadurez,
Pe oc’h ober o neizou gant qement a adres.


Ar rêson a zisqüelont n’en deo qet o hini ;
Mes rêson ar Mestr habil a deu d’o c’hundui
Evel eur montr a zisqüel sqiant an artisan
En deus-àn grêt, ha nonpas e sqiant e-unan.

Coulz e ve dêc’h pretanti en deus sqiant ar goue
A lèz o greun da goueza goustadic dindanne,
O golo gant o deillou, da jermi er gouân,
Hac a fleuris adarre d’o abria en hân.

Differant bras eo ober, ha gout perac e rer,
Rac an oll elemanchou, an natur en antier
A ra, mes hep gout perac, parfetamant peb tra :
An den hepqen e-unan a voar perac er gra.

Lezomp-ta al loened mud evel ma zint crouet,
Pe int o deus eun instinc, pe int-hi n’o deus qet :
N’oun doare. Mes cunduet dre dorn ar Brovidanç,
Ec’h ellont ober traou fur, hep caout intellijanç.

An den memes avichou a ra mil action
Hep consulti e ene hac hep reflexion :
Crafat e benn, remui, hac en em dic’hourda,
Cranchat, frotta e zaouarn, hep gout petra a ra.

Evelse’ teu al loened da imita an den ;
Mes, dre guement a reont, e remerqer hepqen
Int corfou grét dre ressort, instrumanchou fragil,
A ro demp anaoudeguez da betra int util.

Corf an den zo e-unan evel hini al loen,
Eun instrumant d’an ene, evit, dre e voyen,
Remui ha dirija ar grouadurien all
Var bere eo deputet cabiten general.


O caera privilachou a zo roet d’an den !
Ar rêson evit partach, an droat hac an domen
Var guement a zo crouet, hac en tu-all da ze,
Ar faveur preciussa : an immortalite !

An articl-mâ a brouver dre ar metaphisiq,
Gant rêsonniou na eller ober dê nep repliq ;
Difficil int da entent d’an nep zo hep studi ;
Mes me o laqai amân ar sclerra ma ellin.

Ar membr an admirapla, an utilla ezel
Deus an den, eo e lagad. Ennes e’r santinel
A vel deus e c’heriden, hep en em diezàn,
Qement tra, qement objet a zo endro deàn.

An traou na ell qet an dorn da douch na da drapout,
Mab al lagad o digass en eur moment d’e gaout,
Hac evel en e guichen dezàn da gontempli
Petra a ell da denna a vad eus peb-hini.

Al lagad, evit bea qer parfet e labour,
D’en em velet e-unan a renc eur mezellour ;
Er memes tra, an ene ne vel nemet dre boan
Anes mezellour ar feiz e guenet e-unan.

Gouscoude, evit prouvi e immortalite,
Ne meus sonj da implija nemet autorite
Ar sclêrijen naturel, ma vo güelet patant
Eo ar feiz hac ar rêson accord parfetamant.

Me voar ervad, va Doue, just eo en avoui,
Eus eun distanç infinit etre’n ene ha c’houi ;
C’houi ra peb tra gant eur guer en heur a leveret :
Dra vo grêt ar sclêrijen, ar sclêrijen zo grêt.


Mes an ene eveldòn a ell en eun instant
Ha concev ha produi en e ententamant
Mil dra extraordinal. Mar chommont da ober,
Eo n’o deus qet a bouvoar avoalc’h var ar matier.

Allas ! ha treid ha daouarn, hostillou ha danve,
Assambles pe bep eil güech a zo deus e dale ;
Ha nemet dre hir-amzer na ell executi
Mil projet a imagin ha mil zonj a deu dei.

Pes labour eun artisan a ve grêt en e benn,
Ha forjet en e speret arauc en antrepren.
Ma ve an dorn a yae qer pront hac an ene,
Na ell den imagina nac a draou a rae.

Sònjal ha bepret sònjal eo natur an ene ;
Sònjal a ra en difun, ha sònjal dre unvre ;
Or, ar zonj a renc beza eun dra spirituel,
Rac ne goez dindan ini’r sqientchou naturel.

Imaginit eur boultren, eun dra an distera,
Caout a reot gouscoude diou dimansion dezâ :
Eun dindan, eur varc’houre, eur c’hreiz etre’n daou benn ;
Mes biqen ze ne guevot en sònjeson an den.

Ar sonj, na sqüer, na compas na ell e mezuri ;
N’en deo na bras, na bian ; n’e deus na deo, na clei,
Na costez, na paramant, na liou, na vent abed,
Na neb henvelidiguez gant qement zo er bed.

An den n’en deo gouscoude qen assur eus netra
Evel eus e sònjeson, rac e remerq a ra
Evel eur verelaouen a vrill en e ene,
Hep james disparessi nac en nôs, nac en de.


Attribui d’ar cervel, d’ar goat, na d’an enpen
Ar faculte da sònjal, ar vertu da gompren,
A zo injust ; rac anfin, perac e privet-hu
An troad, an dorn, an elin eus ar memes vertu ?

Mar leverit eo commun ar vertus-se d’ar c’horf,
Ar c’hoad, ar meïn, an houarn, eur pôd, eur vaz, ur forc’h,
A vo capabl da sònjal, rac corfou int ive,
Ha pa zònjont, a rêson coulz ha c’houi, marteze.

Mes, nan : ne ell qet divoan eus ar gorruption
Eur guenel qer precius evel ar sònjeson.
Ar matier nemet matier ne all da brodui,
Hac ar zònj na goncever matier ebet enni.

Gouir eo, an den a veler egaret e rêson,
Pa erru, siouas deàn, nep alteration
Er fibrou eus e cervel ; rac an ene a cess
E operationou neuze en diaves.

Ar c’horf a zo viciet, ha nonpas an ene.
An horolach a labour hep ma verq an noade.
An ene a guntinu da gaout sònjou bepret ;
Mes, allas ! renta rêson aneze ne ell qet.

An habilla organist, mar dirench e ogrou,
E vo faus ha disacord an ton a c’hoario ;
Pa vez distign ar c’herden, ar violonç zo mud :
En eur guer, hep benfiou ne labour qet an dud.

Mes pa zoc’h qen obstinet da réi deomp da gredi
Eo ar c’horf, hep an ene, capabl da rêsoni,
Grit eta demp eur machin a vo eus ho fêçon,
Ha communiqit deàn talant ar sònjeson.


Choasit evit e ober an ingredianchou ;
Diouc’h ar matier subtila, grit deàn ressortchou ;
Organisit aneàn er fêçon ma qerret :
Petra’ zisqot-hu deàn, p’o pezo’n achuet ?

Gout a rayo, marteze, ober reverançou,
Mont ha dont, cana, dansal ha prononç guiriennou,
Evel ar pompinellou eus ar marionet ;
Mes ober deàn sònjal, men tou, na reot qet.

Pa vo capapl da entent ar mathematicou,
An dessin, pe al logiq gant e oll reglennou,
Grit din güelet eur machin qen extraordinal,
Me accordo d’ar matier ar vertus da sònjal.

Ar son hac ar sclêrijen eo an traou ar scavàn,
An nebeuta corporel ; mes pa o c’homparàn
Gant ar sònj hac an ene, int grossier en effet,
An ear livet gant an eol, pe an ear ajitet.

Art an electricite, vertus ar men emant,
Liou ar ros, c’hoes ar parfum, eclat an diamant,
Charmou an eol o sevel, pourpr ar ganeveden
A zo cras ha vileni etal eur zònj hepqen.

An traou caera er bed-mâ n’o deus talvoudeguez,
Na pris, na realite calz anezo memes,
Nemet a broportion ma zint consideret
Gant fantasi an ene ha sònjou ar speret.

Pa zeo qer pur, qer parfet, qer simpl ar sònjeson,
An ene e orijin, gant muioc’h a rêson,
A zo caeroc’h e guened, ha ze abalamour
An artisan zo noploc’h c’hoas eguet e labour.


An ene a zo ive simpl, immateriel ;
Ne deus na poez, na lec’het, na figur, nac ezel :
Immortel dre gonsecant ; rac, nemet ar c’horfou
Ne ellont bea sujet da lezen ar maro.

Ar maro, var a ouzoc’h, eo an destruction
Eus ar substanç corporel, ar separation
Eus ar memprou etrezo ; ac’hano concluet
Ne ell an ene mervel, pa ne deus mempr abet.

D’ar c’horf ec’h eller trec’hi hac eun ezel ha daou,
Hep ma ve grêt d’an ene na prejudiç, na gaou.
Ar c’horf a ziminuer, ha nonpas an ene :
Oumàn a chom ordinal en e integrite.

Mar boa an den-ze savant, habil ha disqet mad
Qent ma voe troc’het deàn eur vrec’h pe eur vorzad,
E chom gantàn, o goude, e injin, e sqient,
Hac an oll habilete en devoa diaguent.

Güelet a rêr tud infirm ha tud estropiet
O caout muioc’h a vemor, delicatoc’h speret,
Eur jujamant so1itoc’h, eur rêson muioc’h just
Eguet darn zo divac’haign, corpulant ha robust.

Pa ve ar c’horf o repos eo scànva an ene ;
Var diouesqel e zònjou a pign neuze en êe,
Pe e tisqen en ifern ; hac hep en em fixa,
Promptoc’h eguet an avel e ra tro ar bed-mâ.

Anfin, pa deu, dre gosni, an den da gaducât,
E màn amzer o furnez hac e avisou mad ;
E vemprou a zo gourdet, n’en deus pelloc’h a nerz ;
Mes e rêson zo assur, hac e ene zo serz.


Goude rêsonniou qer sclêr, an neb a lavarfe
Eo deus eur memes substanç ar c’horf hac an ene,
A zo eun den vicius hac etourdi e benn,
Evit gallout diremors, beva evel al loen.

Ar bayanet o-unan a immortalisas
En o guis an eneou, hac a imaginas
E ranqent deus an eil corf tremen en eguile,
Da vea purifiet qent mont d’an Elisee.

Instruet gant ar rêson, an oll dud ancien
O deus credet e c’haje, goude maro an den,
En eur vrô all e ene, evit receo eno
Chatimant pe recompanç, hervez e meritou.

Er fond, an dud vertuzus a veler alies
O souffr a hed o amzer miser ha dienes ;
Hac ar re detestapla o caout prosperite,
Chanç, boneur hac enoriou etro pad o bue.

Ne aller concilia daou dizurs qer contrel
Gant madelez eun Doue hac e justiç santel,
Nemet ni a supposse e zeus eur vuez all
Evurus d’an dud honest, maleurus d’an dud fall.

Dre eun desir naturel pep-hini a reqet
Ma vo grêt e veuleudi c’hoas goude e zeced ;
Rac rêi a ra da gredi dezàn e santimant
Evit beza decedet, n’en deo nemet absant.

Na Doue, nac an natur ne ra netra en vên ;
Pa o deus eta gravet an dezir-se en den,
Eo evit rêi da entent an ene na dle qet
Perissa gant ar c’horfou, mes subsista bepret.


O excellanç an ene ! n’en dout qet esclaves,
Na sujet da vizeriou ar c’horf a animes ;
Pa deu emâ da vervel, e chenches a vue,
Pa ve an ty discaret, ar mestr a ya pare.

Cetu eta, va broïs, dre ar rêsonnamant,
Rancontret diou virionez ha daou dra important :
Da guenta, eus un Doue, Crouer universel ;
D’an eil, natur an ene eo bea immortel.

————


Signatum est super nos lumen vultûs tui, Domine ; dedisti lætitiam in corde meo. Psalm 4.

————


TEIRVET GUIRIONE

————

NECESSITE AR REVELATION

————

.... Eruipit nos Deus de potestate tenebrarum et transtulit in regnum filii dilectionis suæ. Coloss, 1.

————

Na scuizomp qet, va broïs, eus en em instrui,
Rac nemet an ignoranç ne ra d’an dud impi
Cazout evel a reont lezen an Aviel,
Pehini eo gouscoude al lezen naturel.

Mad-oberou ar C’hrouer ha dever ar rêson
A brouv an necessite eus ar Religion ;
Rac netra rêsonaploc’h eguet trugarecât
Ha renta gloar hac enor d’ar zourcen a bep mad.

Pa zeo an den composet a gorf hac a ene,
Eo just e contribufe an eil hac eguile
Da renta, en o fêçon, d’ar Mestr oll-buissant,
Homachou interior hac eur c’hult apparant.


Mes ar rêson e-unan ne lavar qet d’an den
Petore cult a dleer d’an Autrou souveren,
Na peseurt sacrifiçou a zo ret d’e galmi,
Pa hor bo bet ar maleur, siouas, d’en offanci.

Ouspen-ze, ar goal exempl, dallentez ar speret
Hac inclinationou ar galon corrompet,
Alies trec’h d’ar rêson, a ell chench an homach
Eus an adoration en pur hugunodach.

En qeit ha ma voe lêzet an den gant e rêson,
Hep sicour, nac assistanç a revelation,
E voe güelet gant horrol, ouspen en eur c’hontre,
An drouc-speret adoret en plaç ar güir Doue.

An drouc-speret, dre orgouill, a felvezas deàn
Bea egal da Zoue ha parfet eveltàn ;
An den, dre gorruption, a forjas, er c’hontrel,
Doueou hanval outàn, vicius ha charnel.

Da oll viçou e galon ha da re e ene,
E choasas peb a batron, e ras peb a zoue ;
Hac evit caout eun excus en e oll disurzou,
E qemeras da vodel exempl e zoueou.

Evelse gant an amzer e voe placet en eê
Ar c’hrim hac e gompliçou, ha dre eun dallente
A zizenor ar rêson, e veljac’h adori
Doueou ne garjac’h qet da loja en ho ti.

Jupiter an impudic, an infam Cupidon,
Venus ar vreg debordet, Mercur, tad al laeron,
Bacchus, patron an deboch, Mars, diaoul ar muntrou,
Hac an oll sceleradet a voe grêt doueou.


Dindan mil figur estranch e voe represantet
Idolou mâl ha femel, darn tud, darn serpantet ;
Hac ar payan d’an daoulin, evel eun imbicil,
El lec’h un Doue hepqen a hanaveas mil.

Pep Doue da imita a rê d’an hugunot
Bea seul-viciussoc’h, seul-vui ma voa devot ;
Ha dre ma rê e bossubl evit gounit an eê,
E creiz goelet an ifern en em brecipite.

Ac’hane e commanças ar supertition
Da invanti mil espeç abomination :
Sorcerez, divinerez, ceremoniou vên,
Observançou impudic, sacrifiçou humen.

Ni hon-unan, va broïs, qent ma voe annoncet
En hon toues an Aviel, a voa ive plonjet
Er brassa tevalijen eus an idolatri :
Ne voa qet var an douar sottoc’h eguetomp-ni.

Qement enezen neve ha qement continant
A zo bet dizoloet betec an heur bresant,
A voe cavet habitet gant tud goe ha sovach,
Na nemet da idolou na rentent o homach.

Darn o devoa eur serpant evit en adori,
Hac a gasse bugale deàn da zevori ;
Darn all voa ar c’his gante, hac a gave abeg
Pa ve maro an ozac’h ma na lazet ar vreg.

En eur vrô, eur merdaat, pa deuje d’en em goll,
E ve casset e galon beo-buec d’an idol ;
El lec’h-all ec’h ordrenet d’an dud yaouanq mouga
O zad, o mam, pa choment re bell da languissa.


Gant mez ha confusion ne greten qet parlant
Eus al lubriciteou, an ardou indeçant,
Ar praticou infernal a voe imajinet
Gant an dud evit renta enor d’an drouc-speret.

Poan ho pe eus va c’hredi, mes güir eo gouscoude,
Qement action barbar, qement brutalite,
Qement crim, qement torfet a eller da ober
A voe cavet vertuziou ha grét dê eun auter.

Estrancha impiete ! peguen dibalamour,
Peguen dall, peguer coupabl eo rêson an den paour !
C’hoant am be da lavarat eo coulz tremen hep-di ;
Al loened gant o instinc a zo muioc’h dissi.

Ralamant eo e zever accord gant e banchant ;
Avoalc’h eo difen eun dra, ennes just en deus c’hoant
Da ober dre breferanç, hac evel ma ve grêt,
E zorc’hen a goust deàn alies mil regret.

Carout ar mad ne ra qet, cazout an drouc a ra,
Blam, hac eur moment goude meuli ar memes tra,
Na james bea contant, cetu aze an den,
Gant ar rêson inconstant a zo carguet d’e rën.

Dre oll e clasq e voneur, hep e gaout en nep lec’h ;
Eus eun dra en rejouis, eus cant all hac en nec’h.
Hirio var rod ar fortun, varc’hoas e ma dindan ;
Guenel a ra en daelou, mervel a ra er boan.

C’hoas ma vije ar boneur reservet d’ar vertu !
Mes, allas ! peur-liessa ar c’hontrel a erru.
Eur gombat cuntinuel, eur vicher meurbet rust
Eo pratic ar vertuziou ha buez an den just.


Paourente, collou, clénved a deu d’en eprouvi ;
Ar bed hac e vaximou a zo eus en tenti ;
Hac ar pez a ro deàn c’hoas muioc’h a labour,
Eo dompti e voal banchant, e vrassa adversour.

An den a zo er bed-mâ eur roue didronet ;
Grêt voa evit commandi d’e siou direglet ;
Mes revoltet eo outàn ar sujedou fall-mâ,
Ha bremâ, e lec’h gouarn, e renq oboissa.

Ar rêson c’hoas avichou a bretant eo mestrez ;
Mes deziriou ar galon a c’holo dei e mouez,
Hac a refus e zelaou qen na vont contantet.
Ar gonçianç a reproch ; mes an drouc a ve grêt.

Ha possubl ve e vije an den qen variant,
Qen diantel, qen follec en e gommançamant !
Salocras ! rac ar C’hrouer a ras peb tra parfet :
E oll œuvrou zo dissi, hac an den n’en deo qet.

An den zo dijeneret eta eur c’houlz benac,
Ha ne voar qet e-unan na penos, na perac.
Piou a revelo demp-ni a betore sourcen
Eo deut ar c’henta dizurs eus an natur humen ?

Al loened mud a velàn, hac ar bed en antièr,
Oc’h ober incessammant bolonte o C’hrouer :
An den hepqen antettet en e revolteres,
Na zelaou den, na Doue, na conscianç memes.

Piou a reconcilio an den gant e Zoue ?
Na piou a remedio da glénvet e ene ?
Allas ! doun eo ar gouli, an drouc a deu a bell ;
Me meus aoun bras e bec’het a zo orijinel.


O sapianç eternel ! disqennit diouz an eê :
Laqit c’hoas ho crouadur var hent ar virione ;
Sicourit-àn hoc’h-unan da bresanti enfin
Eun homach pur ha parfet d’ho Majeste divin !

Considerit gant true frenesi e rêson,
Tevalijen e speret, gouliou e galon,
D’en tenna eus an neant, pa zoc’h bet e Grouer,
D’en tenna diouc’h ar pec’het, bezit c’hoas e Salver.

Ar beden-ze, va broïs, a zo bet exaucet ;
Eus e dron celestiel, Mab Doue disqennet,
En deus prenet an ene dre e varo er groas,
Hac instruet ar rêson dre al lezen a c’hraç.

Al lezen-màn, c’hoas eur vech, eo lezen an natur,
D’abord gravet en calon ar c’henta crouadur ;
Eun eil güech gant Moyses e voa bet publiet,
Eun deirvet gant Jesus-Christ eo bet sanctionet.

Da dribunal ho rêson en ho calvàn bremâ ;
Consultet-hi, mar qeret, evit gout var betra
Eo fontet ar virionez eus ar Religion,
Nonpas evit penetri ar revelation.

Just eo dêc’h examina, rac ne bretantàn qet
Gounit hoch assantamant, qen em bo disqüelet
Ha grêt d’ho rêson memes santout qement preuven
A dle rêi dêc’h da gredi lezên ar gristenien.

An implich eus ar rêson emuiqen a gonsist
Da c’hout hac én zo Doue hor Zalver Jesus-Christ ;
Hac én a ras d’er prouvi qellies a vurzud,
Anfin, hac én a lezas eul lezen gant an dud.


D’abord, ne zeus neb douetanç na ell Doue parlant
Langach an oll dud marvel, pa zeo oll-buissant ;
Hac an dud, eus o c’hostez, n’o deus bet ar rêson
Nemet evit ma eljent receo instruction.

Naturel eo d’an autrou parlant ouz e vevel,
Ar roue eus e sujet, an tad ouz e vuguel.
N’en deo qet injurius qen nebeud d’ar C’hrouer
Parlant ouz e grouadur, qelen e servicher.

Ne eller eta oppos d’ar revelation
Nac impossibilite, na contradiction.
Ne meus ive da brouvi nemet eun dra hepqen :
Eo Doue deut, en effet da redima an den.

Var an douar ne arru netra dre accidant,
Dre chanç, na dre avantur ; just eo dre gonsecant
Anaout eo ar Brovidanç en deus ho preservet
Bars an oll danjeriou-màn : anes voac’h oll collet.

An dud a voe gant Doue crouet expressamant,
D’e anaout, ha d’e garet ; mes allas ! ar serpant
O dallas, hac e sònjont stourm ouz Doue memes ;
Mes, allas ! victim int bet eus o dallidiguez.

Mes ar C’hrouer a voezo repari e labour,
Humilia’n drouc-speret ha rêi demp c’hoas sicour :
Infinit eo e c’halloud, leun eo a drugare,
Jalous eo diouz e enor, ne vanco qet da ze.

Me rayo var ar poent-se moyen d’ho contanti ;
Mes teulet plê dre avanç : ar rêson ne dle mui
Contesti lezen Doue, eur veach ma parlant ;
Ar rêson a dle tevel indubitablamant.


Mes ar feiz, emedoc’h-hu, a bropos da gredin
Mysteriou inconcevabl ha me ne fell qet din
Contraria va rêson, nac ajouti creden
Da draou a zo d’am speret impossubl da gompren.

Coulz e ve dêc’h lavaret na gredit netra tout
Eus a guement a velit ; rac ne allit qet gout
Penos ec’h ell al lagad goelet ar pez a vel ;
Ennes a zo evidoc’h eur myster naturel.

Mil dra zo var an douar a draou commun avoalc’h,
Na ellit qet da goncev : chom a ra ho tilac’h
Da c’hout penos eo crouet ha formet pep-hini :
An natur e deus miret ar secret eviti.

Var rapport ho taoulagad o c’hredit gouscoude ;
Perac eta disfiout eus rapport eun Doue ?
Ho taoulagad zo tromplus, mes Doue nen deo qet ;
Na ell na bea tromplet, na trompla den ebet.

Speret ar Zent assambles, ha speret an Æle
Birviqen na gomprenint qement a voar Doue.
Penos eta ec’h elfe eun den var au douar
Dizolo e vysteriou, na sondi e bouvoar ?

Ouspen-ze : ar mysteriou a ro dêc’h da gredi,
Mar dint calz dreist ar rêson, n’en dint qet control dei.
Pa na vel qet ar rêson sclêramant e vent fos,
Var gomz Doue humblamant e tle en em repos.

Eur buguel prest da c’henel, ha c’hoas en côf e vam,
Ma elfen conta deàn eus eur vrô nevez-flam
Ha carguet a varvaillou grêt d’en receo amàn,
Ennes a ve, m’en assur, eur myster evitàn.


Rêson am be, gouscoude ; ha pa ve deut er bed
Da gontempli e-unan an eol hac ar stered,
Hac oll charmou an natur, neuze ec’h anzafe
Em boa rapportet deàn conform d’ar virione.

Allas ! me a zo ive c’hoas an devalijen ;
Côf ar vam eo an douar a zo eus hon douguen.
Dre ar maro e teuimp da c’henel a neve,
Ha neuze e comprenfomp sclêroc’h comzou Doue.

Pa glêvàn tud dirêson bremàn o lavaret
Eo re gôs an Aviel evit bea credet,
Hac ec’h eller contesti traou a deu a guer pell,
Ne oun pe me dle respont, pe me a dle tevel.

An eol biscoas brillantoc’h ne voe e sclêrijen,
Gouscoude eo ar c’hossa eus ar grouadurien :
Lavaret a reot-hu eo re bell diouzoc’h
Evit gallout assuri e sclerra ac’hanoc’h ?

An Aviel zo ive sclêrijen an ene,
Doctrin an oll vertuziou, ha levr ar virione ;
An traou zo merqet ennàn, caer o deus beza cÔs,
Pa voant güechal averet, n’en dint qet bremàn fos.

C’houi hac ho tud dirazoc’h, supposomp mil bloas zo,
A bossed eur gommanant a feiz vad en ho pro ;
Hac én a ve dereat dont d’e gontesti dêc’h,
Var digare eus re bell aboe ma màn ganêc’h ?

Seul-gossoc’h eo ho toman hac ho possession,
Seul lejitimoc’h ive eo ar brescription,
Dreist oll pa oc’h eus titrou hac obtenet setanç
Var ar re o deus clasqet troubli ho jouissanç.


De-memes an Aviel, seul-vui eo ancien,
Seul-vui e verit ive creanç ar gristenien ;
Seul-hirroc’h ma zeo padet ha ma pad e zoctrin,
Ha seul-patantoch ive e veler eo divin.

Ne zeus articl er Gredo n’en deo bet contestet
An eil goude eguile gant an heretiqet ;
Mes gant o antetamant int tremenet pell zo :
An Aviel zo chommet hac ar memes Credo.

Peb neventi zo eur c’hrim en doctrin an Ilis ;
A bep amzer e veler chasseal deus e c’hreiz
Piou benac en e c’hreden a alteras netra,
Pas eur guer, eur syllaben, memes eun iota.

Maleur, eme’n Abostol, mallos d’an den impi
A brezeg eun Aviel differant d’an hini
A meus-me prezeguet dêc’h ; ho preveni a ràn,
Ha pa ve eun æl memes, na gredit qet deàn.

Mes perac, a replico amàn tud insolant,
Ne deu qet Doue bremàn e-unan da barlant
Eus peb-hini ac’hanomp, evel ma ras goechal ?
Rac ne zeus den oblijet da gredi eun den all.

Evit respont en daou c’her : Goulennomp digante
Hac én a gontrevener da urzou eur Roue
Pa na zeu qet beveach en e bersonach propr
Da gomz en particulier eus peb-hini e bobl ?

Eur rum tud a zo hirie, ha varc’hoas eur rum all ;
Mar car peb rum pretexti eun digare qen fall,
Ar prinç eta a renco bea bemde en hent
O colporti e urzou hep repos eur moment ?


D’ar Gonvantion e cafac’h e ve re a fatiq
Ma ranqfe en em dransport a bez en peb distriq,
En peb bourg, en peb famill, var ar meaz hac en qær,
Da notifia dezo qement decret a rêr.

Mes, salocras, eur Roue evel eur Republiq,
O deus en peb tribunal officerien jurdiq
Da intima o urzou d’ar rest ar sujedet :
Maleur neuze d’an hini n’o executo qet.

Er fêçon-ze, Mab Doue, qen qüittât ar bed-màn,
En deus choazet ministret carguet da bublia
Ar maximou important eus ar zilvidiguez,
Hac urz d’an oll da zelaou evel Doue memes.

Ar soumission, ar respet, ar memes deferanç
Dleet d’al legislatour, a zo, en conscianç,
Dleet d’ar re zo ive carguet eus e urzou,
Pa zeo güir ne labourout nemet en e hano.

Doue zo oll-galloudus, hac a ell, evit güir,
Parlant ouzoc’h e-unan, hac hervez ho tezir ;
Mes goulen ze zo injust, eur veach ma ouzoc’h
Eo deus e bers assuret e parlanter ouzoc’h.

Avanç, n’oc’h eus neb oblich da gredi an dud all,
Eo disclêria d’ar publiq oc’h eun orijinal ;
Rac nac a rapport bemde na selaouit-hu qet,
Hac a gredit gouscoude, hep o beza güelet !

N’oc’h eus grêt nemet clêvet histor Spagn ha Brô-Sauz,
Ha biscoas n’oc’h eus credet ec’h ellient beza faus.
Réson oc’h eus ; mes ive ne zeus histor abet
Credaploc’h eguet hini Legislatour ar bed.


Remerqit pebez urz caer zo er grouidiguez !
An eol, tad ar sclêrijen, o rêi an deiz bemdez ;
Al loar d’e mouvamanchou na vancas qet biscoas ;
Ar stered er firmamant attest eur C’hrouer bras.

Güelit ar pêvar sêson o c’harru en o foent,
Hac o laqat produi peb tra, hervez o hent ;
Anfin, sellit endro dêc’h, peb-tra a brouvo sur
Eun artisan oll-buissant, Crouer an oll natur.

————


Videlis sermo, at omni acceptione dignus : quod Christus Jesus venit in hunc mundum peccatores salvos facere. T. I.

————


PEDERVET GUIRIONE

————

DIVINITE AR RELIGION GRISTEN.

————

.... Magnum est pietatis Sacramentum, quod manifestatum est in carne ;... predicatum est Gentibus, creditum est in mundo. 1. Tim. 3.

————

Ne zeus netra da gredi er bed universel,
Mar deo ar Bibl supposet ha faus an Aviel.
Mar domp tromplet er poent-se, eme sant Cyprian,
An neb en deus hon tromplet eo Doue e-unan.

Daou bobl privilejiet a ra profession
Da gredi eo revelet o diou religion.
An titrou a bresantont a zo incontestabl ;
Eun niver zo a destou, hac oll irrecusabl.

An daou bobl-màn, en effet, evel o diou lezen,
Ne dlefent beza contet nemet unan hepqen,
Pa zeo güir an eil lezen n’e deus qet abrojet
Totalamant ar guenta, mes perfectionet.


An assamble general eus an oll gristenien
Eo ar furra portion, ar savanta loden
Eus a oll dud ar bed-màn, hep contestation :
Biscoas n’o deus meritet qen reputation.

De-memes ar judevien, qent eguet ar re-mâ,
A voe, deus tud o amzer, ar judiciussa ;
De-memes, divezatoc’h, test an Tadou Santel
A-unan e deus fontet maxim an Aviel.

Al levriou religius, scrifet gant Moyses
Ha re an oll Brofetet a zo c’hoas en hon touez,
Hep falsification conservet gant respet
Abaoue pêvar mil bloas dre bêvar c’horn ar bed.

En daouarn ar judevien evel en hon re-ni
E maint conform da velet. Impossubl eo prouvi
E ve ganemp na gante chenchet eur guer hepqen :
Var ze ne zeus etrezomp reproch abet agren.

An oll ilizou christen, evite da vea
Var meur a boent disaccord, o deus ar memes tra
Conservet fidelamant ar pêvar Aviel
Evel ma voent recevet digant an Ebestel.

Ar Sacramant adorabl hac an Avielou
A voa referet dezo ar memes respejou
Gant ar gristenien guenta. Eun torfet e vije
Alteri, na profani, na livra aneze.

Ma vije, nac ajoutet, na supprimet netra
Er pêvar Avieler, lavarit demp eta
Gant piou, pelec’h, pea goulz, na penos an Ilis
N’e deus-hi qet abretoc’h santet an artifiç ?


An Ilis eo va goarant, eme sant Augustin ;
Anes e autorite, nac en levriou divin,
Nac en Aviel memes, n’em bo creden abet ;
Mes var e c’homz, impossubl eo din bea tromplet.

Mar doc’h bremàn rêsonabl, bezit, mar plij ganêc’h,
Ar gomplesanç d’am selaou, ha me zisqüelo déc’h
Na ellit qet, gant justiç, supposi e ve fos
Nac an Testamant nevez, nac an Testamant côs.

Ar Bibl eo an archivou general eus ar bed,
Histor an Tadou qenta hac ar Batriarchet
Abraham, Isaac, Jacob hac e zaouzec buguel,
A bere eo sortiet ar bobl a Israël.

Al lêvr-mâ eo an depot hac ar proces verbal
Eus ar miraclou public hac extraordinal
A eure a bers Doue Moyses hac Aaron
Da zelivra o breudeur eus daouarn Pharaon.

El lêvr-màn eo relatet hano ar famillou,
Ar partaj grêt entrezo, urz ar sacrifiçou,
Tenor on offiç divin, ar goüeliou annuel,
An droat hac ar c’hustumou civil ha criminel.

Remerqit, en eur dremen, penos an traou-màn tout
A voe fontet én memor hac evit rêi da c’hout
Ar burzudou estonus a voe grêt gant Doue
Evit tenna ar bobl-mâ eus e gaptivite.

Peb gouël berz, peb reglamant, peb institution
En em rapport d’ar miracl a voe’n an occasion
Eus o etablissamant ha dre ar rêson-ze
Na ell den anzao eur poent a recus egile.


Mar doc’h eta antêtet da revoqui en douet
Rapportjou miraculus an Israëlitet,
Eo qercoulz dêc’h, en daou c’hir, protesti a vremâ
Biscoas pobl a Israël ne zeus bet er bed-mâ.

Goab a vo grêt ac’hanoc’h ; mes hoc’h extravaganç
A ve insupportaploc’h, ma teufe deoc’h avanç
E ve Doue incapabl da ober nep burzud :
Mar doc’h fur eta, cedit gant testeni an dud.

C’hoec’h-cant-mil den, hep conta an oll dud ancien ;
Ar graguez, ar vugale, a ya en eur vanden ;
Gant Moyses d’an desert, hac a zo, a gredàn,
Testou avoalc’h da guinnic d’an den incredula.

Daou pe dri den, marteze, pa vent bas a speret,
A eller c’hoas da drompla : mes n’en deo qet êzet
Trompla eun niver qer bras a velas alies,
Hac a attest assambles miraclou Moyses.

Ar pez zo remercapla, ar Profet a scrifas
An traou, dre ma erruent, ha memes var ar plaç,
Hac o lennas alies d’ar bobl oll assamblet,
Evit na vije pretext a ignorans ebet.

Hac e vije ar zant-màn an trompler ar finna,
Gant e oll finesseou, impossubl voa dezâ
Rêi da gredi da eur vrô, d’an oll, bian ha bras,
O deus güelet ha clêvet traou na veljont biscoas.

Penos da c’hoec’h-cant-mil den gallout persuadi
O deus güelet en Egypt nao goalen a gasti
A extermin Pharaon hac e oll sujedet,
Mar deo güir ne anduras Pharaon domach ebet ?


Var droad o deus, emezo, treuzet fonç ar Môr-Ru,
Ar mân hepqen o bevas daou-uguent bloas diouch-tu.
Eur goabren o rëne hac en deiz hac en nos.
Penos o deffe credet an traou-ze, mar boant faus ?

Maro int gant ar sec’het, hac evit o recour,
Moyses deus eur garrec a ra sailla an dour.
Côs ha yaouanq ec’h evont eur ar memes sourcen ;
Eun avantur qer public ne deo qet eur fablen.

Doue, e creiz ar gurun, a ra entent e vouez ;
Divar menez Sinaï, tout en e c’hlêvont frès,
O publia e Lezen : ne gollont qet eur guir ;
Ret e vijent oll sorcet, ma n’en deo qet se güir.

Mes qement a dud sorcet a zo marvaillou all,
Ha marvaill evit marvaill, e ve ret beza dall
Imajina eur voyen a zo impi ha foll,
Evit contest miraclou attestet gant an oll.

Ne avancin qet hirroc’h, rac va intantion
N’en deo qet ober amàn eun dissertation.
Hac ar pez, ispicial, a zisplij muia din,
Eo rancout qen alies rêi dêc’h an demanti.

Mar qerit lenn hoc’h-unan gant eur speret poset
Levriou ar Scritur-Santel, e vezot didromplet :
Ne remercot qet eno langach an trompleres,
Mes langach ar virione hac hini ar furnes.

Dalc’hit da examina ha lennit pen-da-ben
Doctrin an Hebreanet, hac e velot ouspen
Ne zeus qet eur figuren, na memes eur chabist
Na gundu directamant da lezen Jesus-Christ.


Emâ just eo an alc’hoez a zigor hac a zer
Intellijanç ar Scritur : hep emàn ne veler
En traou zo profetiset na suit, na sclêrijen ;
En deffot anzav emàn eo dall ar judevien.

Anfin, an ton, al langach, ar maximou, ar stil
Eus al levriou revelet, a ra guelet facil
En deus ar memes Speret dictet an diou lezen,
Hac eo an eil necesser da explica eben.

Confrontit an Aviel gant ar brofession,
Oll sacrifiçou Aaron gant ar gouir Mysteriou,
An Testamant ancien gant an hini Neve :
Impossubl eo dêc’h doueti na vent ouvrach Doue.

Daou vil bloas qent ma c’hanas Mab Doue, hon Zalver,
Ar Brofetet a verqe en termeniou qer sclêr
E vuez hac e varo, e c’hloar, e bassion,
Ma zeo ret e parlantjent dre inspiration.

A bell lezen Moyses, a dost lezen ar c’hras,
A annonç en peb pajen ar memes Messias :
Ounnes dre figurennou a roe demp avis
Ec’h arruje, hac oumàn e disqüel gant ar bis.

Mes fin zo d’al lezen gôs : ne ve qet davantach
Dirac ar realite ezom eus e imach.
Mudal a ra an ecleo, pa ve tostêt ar vouez,
Pa deu an eol da bara, ar squeud a dispares.

An donidiguez divin eus ar Verb eternel
E deus evit testeni miraclou qen reel,
En qer bras nombr, qen anasd, ma forçont ar rêson
Hac an natur estonet da anzav int güirion.


Ar miraclou-màn ive ne voent qet operet
Diou pe deir güech hep muiqen en coach hac en secret,
Mes bemdez publicamant, hac en presanç ar re
A garje o c’hontesti, ma vije possubl dê.

Er guær a Jerusalem, ha partout tro var dro,
Hor Zalver, hed e vuez, a eure burzudou ;
Hac e Zisqibien goude, armet eus e bouvoar,
Ne rejont qet nebeutoc’h dre oll var an douar.

Millionou merzerien, eus peb brô, eus peb oad,
Ha tud ar re savanta o deus scuillet o goad
Qent renonç da Jesus-Christ ; rac qer sclêr hac an de
En e bersonach santel e velent un Doue.

An den, gant e oll rêson, ne voar qet da betra
Attribui ar vizer a andur er bed-mâ,
Na gout pelec’h e zayo, nac a belec’h eo deut :
Allas ! deus ar virionez ne vel nemet ar sqeud.

Mes Doctrin Salver ar bed a expliq d’ar rêson
Hor maleur orijinel, ar pris eus hon rançon,
Excellanç hon eneou, planeden hor c’horfou
Natur an Divinite hac hon oll deveriou.

Commandi a ra peb mad, difen a ra peb droug ;
Ar recompanç a bropos, ar bunition a zoug ;
O diou e zint eternel : peb tra a vo poezet,
Eul lom dour roet d’ar paour, eur gomz vên proferet.

Eun disqibl da Vab Doue a dle douguen e Groas,
Renonç deàn e-unan, carout an neb en cas,
Renta’r mad evit an droug, rêi memes e vue
Evit hini e nessa, pa vo necesser ze.


Biscoas orgouiil ar speret, na panchant ar galon
N’o deus ellet invanti eur seurt Religion.
An den, goude ar pec’het, a zo re gizidic
Evit, anes graç Doue, el laqat en pratic.

Deus an eil penn d’eguile, pa velàn-ta ar bed
Soumettet d’an Aviel, chenchet, convertisset
Gant daouzec den, nonobstant ar c’hiq hac an natur,
E velàn dorn ar C’hrouer o rën er c’hrouadur.

Da ober an tol caer-mâ, n’o deus an Ebestel,
Nac armeou, nac arc’hant, na talant naturel.
Mar senter diouz o chomzou, anzavomp ar burzud :
Un Doue, dre o guinou, a gomze diouc’h an dud.

Ne voe promettet dezo, n’o deus recevet qen
Nemet trubuill ha croasiou eus an eil brô d’eben ;
Mes, en despit d’an ifern, d’ar bed ha d’e valiç,
Dre o goad hac o doctrin e fontont an Ilis.

An Aviel zo clêvet hac en Nord hac er Sud,
An idolou discaret, an oraclou zo mud ;
Rom anfin a zo christen, hac e impalaer
A vel trec’h d’e armeou daouzec pesqetaer.

Pa gomzont, int comprenet en qement langach zo ;
Pa gueront, int ententet memes gant ar maro.
Ar sqeud anê, o tremen, a rent yac’h ar re glàn,
Ha betec an ærouant dezo a renq doujàn.

Gouscoude e protestont d’an oll a vouez huel
Int o-unan pec’herien, tud paour ha tud mortel.
Dre c’hraç Doue, emezo, hac en hano Jesus,
Nonpas dreizomp hon-unan, e zomp qer galloudus.


En porchet Templ Salomon me vel Pêr arretet
Gant eur paour : biscoas camed na pas n’en devoa grêt.
« Ne meus nac aour, nac archant, eme Pêr da rêi dit ;
« Mes sao, en hano Jesus, divac’haign var da dreit. »

An oeuvrou miraculus hac extraordinal
A rê Paul ha Barnabas, a roas da sònjal
D’an dud e voant daou Doue. Dija e proposer
Offr dezo eur sacrifiç ha sevel eun auter.

Petra’ rit-hu, emezo, tud foll ha diavis,
Renta d’ar grouadurien enor ar sacrifiç !
Da brezeg ar gouir Doue omp deut en ho presanç ;
Crouet, prened oc’h gantàn ; roit deàn hoc’h ezanç.

Dre ar memes burzudou, o deus, o disqibien,
Perpetuet an Ilis, astennet e domen,
Miret e Sacramantchou, ha gant fidelite
Conservet bete vremàn an depot eus ar Fe.

Nan, nan ; ne ell qet Doue na presta e hano,
Na cedi e buissanç da laqat hon deceo
Dre dud qen religius, dre viraclou qer sclêr,
Dre eun doctrin qer parfet, nac epad qeit amzer.

Petra oc’h eus-hu bremâ da replica d’ho tro ?
En em glêm a reet-hu eus fin d’ar miraclou ?
Ha pa na velit pelloc’h hini grêt gant Doue,
E zoc’h tentet da goeza en incredulite !

Ah ! petra leverit-hu ? ne ra miracl abet !...
Piou e’n den var an douar n’en deo en em gavet
Coulz pe goulz eus e vuez en risq da berissa,
Anes eun espeç miracl zo deut d’en delivra ?


N’en deo qet da gontanti curiosite an den
E tle Doue implija e c’halloud souveren.
Ma teufe ar miraclou da vea re gommun,
Ne raent impression var daoulagad nicun.

Dre ma zeo eur rallentez, e teu’t da admira
Pêvar-mil den en dezert bevet gant pemp bara,
Hac ar bed oll conservet ha sustantet bemde
Dre eur miracl cuntinu, den ne ra vàn a ze.

Doue-ta en deus sònjet difuni ar pec’her,
Ha disqüel ar virionez a amzer da amzer,
Dre œuvrou dreist-naturel, pere, pa vent prouvet,
Evurus neb o c’hredo hep o beza güelet.

Nen deo qet ar miraclou qen rar a sònjfe dêc’h ;
Rac na veler plaç devot frecantet en nep lec’h
N’o deve ar miraclou roet occasion
Deus o etablissamant hac o erection.

Mes daou seurt a remerqer operet gant Doue :
Darn a ra en e goler, darn all dre garante.
Dishanaout e asistanç eo micher eun ingrat,
Ha resista d’e doliou, hini eur selerat.

Oh ! nac a dud a veler obstinet, bete’r poent
Na den, na Doue pelloc’h ne fell dê da entent !
Eun niver a viraclou a velas Pharaon,
Hini anê gouscoude na douchas e galon.

Miraclou a c’houlennit ? Mes eiz pe nao bloas zo
Ema’r voalen a gastis astennet var ho pro ;
Hac hoc’h obstination, siouas, bete vremâ,
Eo deus an oll miraclou an epouvantapla.


Ar bed a vel gant eston ar boan a guemeret
Evit beza maleurus. An oll a zo tentet
Da lavaret eo coezet mallos Doue var Franç.
Ha n’en deo qet ar re-ze miraclou a venjanç ?

Acharnet ouz on Ilis, e carrac’h e dispen.
A guichen ar men qenta. Gouscoude birviqen
Ne deuot a benn d’e discar, rac, dre eur miracl all
Doue, fidel d’e gomzou, a zo eus e divoal.

E creiz an debordamant eus a bep seurt viçou
A zo deus e attaqi hac a attaq d’e zro,
Goerzet ha disenoret gant darn e bêleyen ;
Ha n’en deo qet eur miracl a zo eus he zouten ?

Puissanç ar rouane, otorite ar bed
A ell varia, siouas, test ar pez a velet
Arruet en ho contre. Caer zo politica,
An oll lezennou humen zo sujet da faya.

Mes an Ilis catholiq ne deus qet trivilet ;
Fidel d’ar memes doctrin, biscoas n’e deus dictet
Gourc’hemen pernicius, na decision contrel :
Ret eo e ve cunduet gant ar Speret-Santel.

Abaoue trivac’h-cant vloas betec an heur bresant,
Ordinal persecutet ha bepret triomphant,
E ra d’e adversourien verifia bemde
Pronostic an Aviel, promesse Mab Doue.
 
Me e’r goarant, emezàn, an Ilis, va fried,
E d’eo evit fondamant ar roc’h hac ar garrec ;
Oll buissanç an Ifern ne drec’ho qet varni ;
Bete fin an amzeriou bepret me vo ganti.


Cessit eta, tyrantet, rac poan gollet ho pe
Esse beuzi an Ilis en goad he bugale.
Ar goad pur-ze a sqüillit eo ar greun hac an had
A boblo c’hoas an douar eus a gristenien vad.

Caer en deus an avel foll hac ar môr tourmanti,
Bag Pêr ne rai qet naufrach. Pa deuyo da galmi
Reuz ar bersecution, e tiscoelo e fenn
Evel an eol pa zispac demeus a eur goabren.

James an eol beniguet ne baoues da vrilla :
El lec’h al e ve savet pa ve cuzet amâ.
Ar Feiz, evel an astrou, caer zo en em oppos,
Eclipset en Oriant, a sqeud en Anter-Nos.

Commanç a eure para en Asi, en Afriq,
Ha bremâ eus an Europ e ya d’an Ameriq.
Deus a Franç e tremeno marteze en plaç all,
El lec’h ma vo recevet ha gant frouez ha gant mall.

Pourmen a ra e flamboes dre bêvar c’horn ar bed ;
Deus e sclêrijen divin pa na brofiter qet,
E dilez ar bec’herien ec’h abandon o brô ;
Divoallit, va broïs paour, ne ve arru ho tro.

Ar pastoret-se memes oc’h eus forbaniset,
A zo gant ar Brovidanç, marteze, destinet
Da gass hano Jesus-Christ etouez ar bobl payen :
Alies maleur eur vro a ra boneur eben.

Justiç Doue a-unan gant e visericord
A lèz darn ar bec’herien da berissa er port,
Hac a bourvez asistanç d’ar re zo er môr bras.
Adoromp e oll-buissanç ha menajomp e c’hraç.


Piou a lavarje demp-ni deg vloas zo tremenet,
Neuze c’hoas, en apparanç, e voamp Catholiqet,
E vije, abars nebeut, grêt ouzomp eun difen
Da veza, da gaout memes an hano a Gristen !

Cetu ni rentet eno, ha guir ne leverer.
Allas ! hac a nebeudou en em accustumer
Da dilezel praticou ar güir Religion
Evit heuill neventiou impi ha dirêson.

Entretant an drouc-speret a avanç e labour ;
Caout a ra tud d’en selaou, ha darn all d’en sicour ;
De ha de ar goal exempl, siouas, a c’honezo,
Ha pa dilezimp Doue, Doue hon dilezo.

————


Vidit Dominus, et ad tracundiam conciliatus est : et ait : Abscondum faciem meam ab eis.... Ipsi irretaverunt me in vanitabus suis, et ego in gente stulta irritabo illos. Can. Moy. Deut. 32.

————


PEMPET GUIRIONE

————

REFUTATION AR VÊLEYEN SERMANTET.

————

Si autem Ecclesiam non audierit, sit tibi sicut et nicus et
Publicanus. Math. 18.

————

Trista generation, va Doue, eo oumâ !
Goëchal, ferm ha courajus, ar gristenien guenta
A yê d’ar verzerenti, qent supporti biqen
Chench an disterra articl eus an doctrin gristen.

Bremàn en e ranverser adal e fondamant,
Ha gouscoude d’e difen nemeur n’en em bresant.
An oll a vev disourci, hep na feiz, na lezen,
Bete ma ello divoal peb-hini e voyen.

Eur bêleg touer benac a lezer c’hoas er vro
Da ober e abostol ha da goll eneou ;
Mes grai evel a garo, sqüiza raer gantàn ;
C’hoant zo da laza ar c’hi, hac er fond e mâ clàn.


Amâ en ho cortozen, bêleyen sermantet :
Poent eo rêi dêc’h eur guentel ; ma na brofitit qet,
Ar bobl fidel, marteze, a brizo va selaou :
O interest eo gouzout gant piou e mâ ar gaou.

Pa voamp-ni ouz en em glêm ec’h attaqet ar Fe,
C’houi bretante, er c’hontrel, bremâ e divije
Mui a lustr hac a enor, hac e voa’r barados
Digor franc, gant m’ho pije peb-hini eur barros.

Mes avoui a renqit, en ho confusion,
Mar mâ ar schism en Ilis hac ar viç var an tron,
Ne zeus den caus nemedoc’h, hac e fin ar c’habal,
N’en doc’h qet güelloc’h trettet eguet ho preudeur all.

An ignoranç, an ourgouill, ar goall gomportamant
O deus dallet ac’hanoc’h da ober ar sermant.
D’abord oc’h bet regalet, meulet, salariet,
Ha bremàn oc’h miserabl, rebutet gant ar bed.

An dud honest, gant rêson, a deu d’oc’h evita,
An dud fall d’ho pouffoni, goude c’hoas ho trompla,
Hac ho conscianç bemdez a zo ouz ho picat.
Trista desolation ! insupportapla stat !

Ne rit pelloc’h eur c’hlerje, nac eun urz distinguet ;
Ne zouguer d’ho caracter nac enor na respet ;
En un ilis polluet, mar grit fonctionou,
Ne gonfier qet ennoc’h memes ar registrou.

Da annonç hoc’h offiçou ne zon mui ar c’hleyer,
Qer bras eo ar gassoni, qement e tetester
Betec ar fals meuleudi a rentit da Zoue,
Anfin, gant ho soutanen na ellit mui bale.


Evel pa ve mez anzav ar Mestr a servichet,
Oc’h oblijet da zouguen en coach hac en secret
Corf precius un Doue, hep na croas, na letern,
Pa ho pe, dre sacrilach, lavaret an ofern.

Demp-ni e ve d’en em glêm ; mes dêc’h-hu, salocras,
C’houi dle tremen dre eno, pa oc’h eus grêt ar choas
Hac al le da accepti, hep reservation,
An oll decrejou impi eus ar Gonvantion.

O Jesus, oll adorabl, mar deud da renia
Dirac ho Tad eternel piou benac er bed-mâ
A rusio en o servich, petore trêtamant
D’ar bêleg a renonç dêc’h memes dre eur sermant !

Ne dlefen qet mont hirroc’h da brouvi grevustet
Eul le qen abominabl ; gouscoude, mar qeret,
Me a offr da exposi sclêroc’h ar guestion
Dre boez an autorite hac an discussion.

En eun affer important, maxim an oll dud fur
Eo qemeret ar barti a zo muia assur,
Ar barti lejitima, an hini adoptet
Muia generalamant en scol an doctoret.

Ma vijac’h en em reglet gant ar memes prudanç,
Ho poa güelet ar sermant refuset crenn en Franç
Gant cant Escop ha trêgont, gant ar muia moueziou,
Hac an niver habilla eus bêleyen ho pro.

D’an nebeuta e tleyec’h consulti levriou mad,
Goulen avis tud savant, heuill exempl ho Prelat,
Sònjal ho poa promettet en ordination
Peb fidelite deàn, ha pep soumission.


Ne zeus nemet un Doue, ur Feiz hac un Ilis ;
Mes facil eo dêc’h entent ma elfe tud Paris
E reformi bep daou vloas dre actou fantastiq,
E ve güelet, hep dale, un Ilis bep distriq.

Cesar en deus e zomen, an Ilis e hini ;
Droet an eil var eguile na dle qet usurpi.
Ar stol a zo d’an Ilis, da Cesar ar c’hleze ;
Emàn a rën ar c’horfou, hac eben an ene.

Salver ar bed a roas hepqen d’an Ebestel
Ar presidanç en Ilis, an dalc’h spirituel,
Ha da Bêr an alc’hoeziou, ar garg hac ar sourci
Da c’houarn ar bastoret evel er bergeri.

Ne allit qet ignori emâ’r memes pouvoar
Gant e oll successoret bepret var an douar ;
An Esqibien zo bremâ en plaç an Ebestel,
Hac ar Pab e plaç sant Pêr, viqel universel.

Ar Pab eo eus an Ilis ar men fondamantal.
Inutil eo dêc’h essa batissa var eun all.
An Ilis eo’r güinien, ar Pab eo ar souchen ;
Ar branq distag ac’hane ne ra mui pourseven.

Ar Pab hac ar Preladet a form an Tribunal
Infayabl eus an Ilis. Ar poliç general
O deus eus ar gristenies ; dezo e referer,
Pa ve abus da lemel, ha reform da ober.

En hent ar zilvidiguez, hep risq d’en em drompla,
Dre ar rout o de’o merqet an oll a dle marcha ;
Rac dezo eo promettet, pa gomzont a ur vouez,
Ar Speret a virionez, a nerz hac a furnez.


Dezo eo ec’h apparchant ober ordrenançou,
Instrui publicamant, accordi dispançou,
Delegui ar bastoret, hac ordren gant justiç
An implij zo da ober eus madou an Ilis.

Dezo eo ec’h apparchant prononç var ar vœuyou,
Sqei an excumunuguen, regli an offiçou,
Interpreti ar Scritur ha fixa ar greden,
Formi o bergeriou ha choas o bêleyen.

Eun Esoop a zo galvet evit eun dioces,
Eur Person da eur barros, eur Bêleg da gôves ;
Ne ellont qet exerci, anez an depri mat,
Ar re-mâ eus o Escop, an Escop eus ar Pab.

Evit beza grêt Bêleg, n’en doc’h qet c’hoas Pastor ;
Ha pa errufac’h eno, antreit dre an nÔr,
Ha dre approbation ho superioret,
Nonpas dre election eur c’hlub hugunodet.

Biscoas decret an divors n’en deo bet eur rêson
Da eun den da gaout diou vreg ; nac hoc’h election
Ne ro qet dêc’h qenebeut an droat da sourcial
Deus parros hoc’h amezèg, nac eus dênved re-all.

An Ilis eus ho recev en renq e bêleyen,
Da certen fonctionou ho teputas hepqen
Evit eur certen amzer hac en eur certeh lec’h ;
Na dleyac’h qet mont hirroc’h, pa na bermette dêc’h.

Ne ro qet e alc’hoeziou hep reservi an droat
Da reclami adarre evit rêsonniou mat ;
Ha pa zoc’h en e c’hever coupabl a drahison,
E lanç ive’n hoc’h eneb an interdiction.


Eur bêleg goal renommet, mar der d’e oferen,
Ne bec’her qet, ha memes, pa ro an absolven,
E absolven zo valid, e qeit ha ma consant
An Ilis e approuvi ; mes nonpas autramant.

Ar c’hân a ro dour yac’hus hac a zalc’h da redet,
Pa ya betec ar zourcen ; mes gout avoalc’h a ret
Pa ve distro ac’hane, e chom da zizec’ha :
Inutil eo dêc’h goulen digantâ da eva.

An Ilis eo ar zourcen, ar bêleg eo ar c’hân ;
Mes ar bêleg separet dre e le e-unan
Eus communion an Ilis, adieu d’e bouvoariou ;
Ne ro mui dour a vuez ; mes hini ar maro.

An affer zo decidet : Rom a verq en e bul
Eo hoc’h oll fonctionou pe sacrilech, pe nul ;
Eo ho constitution carguet a heresi,
Ho minister schismatiq, hac ho sermant impi.

Na c’houi, nac ar fos esqeb o deus ho teleguet,
Nac hini ar vêleyen o defe ordrenet,
N’en doc’h netra en Ilis : noc’h eus commission
Nemet abeurs eun decret deus ar Gonvantion.

Hoguen, na puissanç civil, na neb galloud humen
N’o deus bet var an douar droat da rêi absolven ;
Êt eo ar Gonvantion eta calz re-vuan,
Rei dêc’h eun autorite n’e deus qet e-unan.

Na Sinagog ar Judeo, nac ar Senat Romen,
Nac Areopach ar Greg, n’o deus grêt Esqibien ;
Gouscoude en o amzer, hac en despet deze,
E voe fontet ar c’henta Ilisou eus ar Fe.


Dindan lanç an tyrantet, hac hep e c’honsulti,
E conferet an urzou, e voa ret deputi
Ar Bastoret d’ar c’houlz-se, evel a lenn an oll
En Actou an Ebestel, e Lizerou Sant Pol.

Hierarchi an Ilis hac e oll degreou
A so qercoulz revelet evel ar mysteriou.
Refus credi ar re-mâ, eo bea heretiq,
Ha dishanaout ar re-ze, eo bea schismatiq.

Eus ar schism d’an heresi ne zeus nemet ur pas,
Hac ac’hane d’an ifern e zeus nebeutoc’h c’hoas :
Unan a zistruj ar Feiz, un all ar Charite.
Ne zeus qet a varados hep an diou vertuz-se.

Ne ouffen a guement-màn cita dêc’h guell garant
Eguet ar Scritur-Santel hac ar C’honcil a Drant.
C’houi oc’h-unan ganemp-ni ho poa, bete vremâ,
Ha credet ha prezeguet ar güirioneou-mâ.

Derc’hel-ta da assuri ne zeus netra chenchet
Ebars er Religion, hac hoc’h Catholiqet,
Ha Ministret d’an Ilis, evel ma voac’h güechal,
Eo langach eun ignorant, pe eun den a feiz all.

Eur paysant, eur buguel, a voar e Gatekis,
A brouvo dêc’h, en daou c’her, n’en doc’h mui en Ilis ;
Rac, mar goulen diganêc’h a belec’h e teu’t-hu ?
Nac a bes autorite : petra’ respontot-hu ?

Deus a Baris, emedoc’h, ha deus a beurs tud liq,
O deus lazet o Roue ha grêt eur Republiq,
Revinet an dud honest, chasseet o esqibien,
Ha grêt eun Ilis nevez pemp bloas zo hep muiqen.


Ar buguel a responto : Ha ni zo eus a Rom,
Eus abeurs an Ebestel. Evit beza o chom
Hor Pastoret en exil, o dênved omp bepret :
C’houi a zo schismatiqet ; n’oc’h anavezomp qet.

Noc’h eus na Pab, na Concil, emeàn, doc’h anzao ;
Renoncet oc’h eus dezo, ha memes d’an hano
A Bastoret Catholiq, evit caout an hini
A Gonstitutionnel. Pebes apostasi !

Gant tud liq oc’h bet choaset, ha dies gout gant piou,
Rac eur payan, eur judeo, ha tud a bep seurt liou,
Gant ma vint citoyanet, ha pa vent divade,
O deus, hervez an decret, o mouez en assamble.

Ar bley etouez an dênved, al laer er bergeri,
Ne zeu, eme hor Zalver, nemet da zevori ;
Hep agremant an Ilis, en ho fonctionou
Ne reet ive, siouas, nemet coll eneou.

Pemp bloas e deus hoc’h Ilis ; anat eo gout ervat
Ne deo qet abeurs Doue, pa na deus hirroc’h dat ;
Mes œuvr an antechristet, repu ar volerien,
Er bed oll mez e anzav, nemet en Franç hepqen.

Hon Ilis-ni zo fontet daou vil bloas zo dija,
D’ar memes chef a lezen e talc’h hep varia ;
Dre oll e mâ disperset ; d’an oll e tisq an hent
Eus an Eê, ha nemetti na ell produi sent.

Collet eo hor Pastoret ; mes Doue o c’havo,
Pe a suscito re all en o flaç, pa garro.
Meur a bersecution a zo bet qent houmâ,
Ha bepret ar güir Ilis zo chommet en e za.


Ar schism a ra mil ravach ; mes, piou a zo da vlam
Nemet hoc’h ambition hac ho sermant iffam ?
A rent ac’hanoc’h henvel eus Luther ha Calvin,
Hac o separ evelto diouc’h an Ilis Latin.

Ar Judevien ne glasqent ober d’an Ebestel
Noaz ebet, gant ma rajent promesse da devel ;
Mes, salocras, emezo, mervel qent a ve ret :
Just eo senti ouz Doue en preferanç d’ar bed.

C’houi, siouas, a ra leou hep nombr hac a bep speç.
Prest da gomz, prest da devel, prest da livra memes
Titrou ho pêleguiach evit heuill an idol,
Prest da laqat an turban qer buan hac ar stol.

Evit hoc’h antre qenta oc’h deut en hon templou
Evel Judas er jardin, escortet a drouplou ;
Hac o sònjal profita, oc’h eus güerzet ive
Hac ho mam hac ho preudeur d’ar Sinagog neve.

Pell zo dija eo douguet ar setanç hoc’h enep
Gant ar Pab hac an Ilis, ha n’o selaouit qet.
Mar gouzoc’h an Aviel, mar prisit c’hoas en lenn,
Clévit-én diouc’h ho qervel qellies a bayen.

Pebes qentel evidoc’h, va breudeur egaret !
Mar deo dies supporti rebechou qer calet,
Sònjit ho po da receo en tribunal Doue
Effroyaploc’h gourdrouzou, mar marvit en ho le.

Elec’h eta demezi ha mont da zoudardet,
Ha ! scoit var boull ho calon ha diassermantet.
Goulennit digant Doue graç ho conversion,
Ha grit pinijen publiq da obten ho pardon.


Exposet en em guevot marteze dre eno
Da veza persecutet ; mes eur voyen ho po
Da bêa justiç Doue. Allas ! bete vremâ
Qement oc’h eus anduret ne servich da netra.

Dija oc’h bet condaonet d’an arrestation.
Noc’h eus mui na paeamant, na retribution
Nemet hoc’h oferennou da vaga paourente ;
Ne vezot qet goas-trêtet ha pa dorfac’h ho le.

Sellit pet rouantelez a zo collet en Nord,
Siouas, dre antettamant schismatiqet ho sort !
Er maleur-ze, m’ho conjur, na dreinit qet ho pro,
Distroit c’hoas : dor an Ilis zo digor d’ho receo.

Bremàn, dre eun dislavar pront hac edifiant,
E rofot gloar da Zoue, d’an oll contantamant,
Reparation d’an Ilis, plijadur d’ho preudeur
Ha sqüer vad d’ar bec’herien da güittat o erreur.

Mes, mar daleit pelloc’h, e velot de ha de
Ar schism memes o coeza, Franç o chom divade ;
C’houi oc’h-unan hep auter, na templ, na fonction :
Petra’ servicho neuze ho retractation ?

Allas ! neb a ra divors gant an Ilis, e vam,
N’en devo qet Doue da dad ; mont a rai lam ha lam,
Hac a error da error e coezo hep dale
Er precipiç tevalla, en incredulite.

Mes c’houi, Pastoret fidel, memes en hoc’h exil,
Ho fonctionou divin a vo bepret util.
Pa zoc’h libr da exauci, e c’honezot bemde
Da Zoue servicherien, d’an Ilis bugale.


E sanctual ho calon me o clêv o c’houlen
Beza etouez ho preudeur choazet da anathem
Gant ar memes charite evel goechal Sant Pol,
Bete n’en dayo hini deus ho tênved da goll.

Avichou gant Moyses, divar crec’h ar mene,
Hac ho taouarn goureet e suppliit an Eê
Da ranversi Amalec, a fell deàn oppos
Ne antrefe Israël en douar e dud côs.

Mes, pa bignit d’an auter, e cresq ho carante :
Eno, calon ouz calon, e comzit ouz Doue,
Hac evit crimou ar bobl, o reqet divea
Eo dont ive gant Jesus d’en em sacrifia.

Courach eta, Pastoret, evel deiz an diluch ;
Conservet en arc’h Noë, oc’h eus cavet refuch
En Brô-Sauz, elec’h biscoas na gredjec’h diaguent,
En Brô-Sauz, a vo diou vech hanvet Enez ar Zent.

O Sauzon ! tud jenerus ! Samaritanet mad !
Grêt vo eus ho charite eur memor enorab,
Hac eur chabistr en histor. Graç dêc’h da gaout ouspen
Ar güir Feiz da recompanç evit hoc’h aluzen.

O Roue ! dign da c’houarn eur bobl compatissant ;
Georch, mar bez anterinet hor pedennou fervant,
Pinvidiguez an douar ha faveuriou an Eê
A vo saler da vertuz ha partach da ligne.

Partiit, va Ebestel, eme Salver ar bed ;
Annoncit va Aviel, ha n’en em nec’hit qet
Evit hoc’h antretien ; me a laqai pourve
Pep tra d’an neb a glasqo Rouantelez an Eê.


Er gôut a rit, va breudeur, en Franç e voa dessin
D’ho laqat da berissa er môr, pe dre famin ;
Mes, a drugare’r Sauzon, ha graç d’ar Brovidanç,
Cetu c’houi hep dienes hac oll en assuranç.

Hoc’h exil en eun triomph evidoc’h zo chenchet,
Hac ar bersecution, e mez ho tyrantet,
A zervich da bublia d’an oll nationou
Ha santelez ho puez, ha fallente ho pro.

————


Deus nos novissimus ostendit tanquam morti destinatos : quia facti sumus spectaculum mundo et angelis et hominibus. Ad. Philip. Cap. 5

————


C’HOEC’HVET GUIRIONE

————

DIZURZOU AR GOUARNAMANT.

————

...... Veloces pedes eorum ad effundentun sanguinem. Contritio et infelicitas in viis eorum, et viam pacis non cognoverunt. Psalm 13.

————

Perac n’en dòn-me clêvet er c’hoste-all d’ar Manch,
Pa ellàn d’ar virione rêi bremâ e revanch ?
Me grife a vouez huel : Bretonet, m’ho conjur,
Disqüisit eus ho crimou, ha disqit bea fur.

Pegueit en ho qüelin-me o tale hoc’h amzer
Da zelaou tud etourdi gant rêsonniou dister ;
Oc’h ober o doctoret, hep gout o A, B, C,
Hac o comz gant insolanç, diouz an Divinite ?

Prouvet a meus, dre avanç, int hugunodet pur,
A sell evel eun netra ar blasfêm, an injur ;
Mes c’hoas int affronterien ha güir charlatanet,
A ra goab en o c’halon eus ar citoyanet.


A dra zur, bete vremàn n’o deus grêt netra qen
Nemet trompla ac’hanoc’h dre ar bromessa vên
Eus a eur brosperite birviqen ne arru,
Nac em amzer-me, siouas, nac en hoc’h amzer-hu.

E qeit ha na vo casset d’ar Stadou-General
Nemet tud o deus laeret madou national,
Jacobinet averet, tud hep religion,
Biqen en Franç na velot nemet division.

Hep enor, na santimant o deus prenet moueziou,
Pa voa qestion da veza implijet er c’hargou,
Hep justiç, na lealdet e voerzont goude ze
Da unan e liberte, da eun all e vue.

Ar bed oll a zo collet en Franç, mar o c’hreder,
En heur ma zaï digante an dorn hac an ober ;
Hac evit derc’hel o fost, o publiont bepret
E ve ar vrô en danjer, pa na ve risq ebet.

An dud credul ha timid n’o deus qet a amzer
Da examina pelec’h e mâ o güïr danjer :
Den na flach, den na remu, allas ! hac etretant
E talc’hont, dre guntunu, an oll dindan o dant.

Gouscoude, mar zeus danjer, piou a dlefe crena ?
N’en deo qet c’houi, va broïs, rac na risqit netra
Nemet beza eurussoc’h, ma erru chenchamant,
Hac ar c’henta e’r goella : ennes so evidant.

Mes, ar cheffou principal, an assassinerien,
O deus grêt hac a ra c’hoas maleur ar Francisien,
Just eo d’ar re-ze crena : gout a reont ervat
E coezo venjanç varne abret pe diveat.


Aoun o deus pa retorno an armeou d’ar guêr,
Pe re zammet a lore, pe sqüis gant ar vizer,
N’o defe ar fantasi, marteze alafin,
Da chench buguel er c’havel ha bas var tabourin.

Cetu eno ar rêson ma tifferont ar peoc’h,
Qen a vo exterminet an tri ferz ac’hanoc’h,
Evit ma chommo gante qement o deus laeret,
Ha qüittes da bartaji gant ar re decedet.

Hit neuze gant confianç, hit ermès ho contre
Da laqat en em laza evit tud ar seurt-se !
Mar deu ganêc’h ar victor, e vezot aviet :
Ha mar collit ar gombat, e zoc’h disgraciet.

Grêt o deus le da gazout ap oll rouane all.
Var guementse o dessign eo douguen an tan-goall
Eus ar Revolution en pêvar c’horn ar bed.
Labour ho po, va brois ; nemet commanç na ret.

Pobl abed var an douar na ell a levri vat
Ober gante eun trête, nac eun accord da bad ;
Rac el lec’h pacifia, ne glasqont, er c’hontrel,
Nemet brouilla ar c’hartou hac asten ar brezel.

Gout a ouzont manifiq alaouri o c’homzou,
Rêi d’ar viç liou ar vertu, ha clasq troïdellou
Da essa justifia dirac tud imbicil
Hac ar brezel estranjour hac an hini civil.

En termeniou bombançus e reont an detaill
Eus victoriou dibrofit ; mes na güennec na maill
N’o devez ar zoudardet evit o faeamant,
Ha pa vez lazet deg-mil, na gonter nemet cant.


Da rêi beuz d’ar ganailles, e leverer deze
Eo deus ar bobl e tepant an oll autorite,
Ha gouscoude e veler violi hep rêson
O droajou naturella, droat o election.

Pa vez choaset tud honest evit mont da Baris,
Mar goulennont netra just, int casset var o c’his,
Hac alies deportet var eun douar a dan
Da c’hrilla, pe da bastur sovajet ar Guian.

Ar memes rum a gommand ; e mâ o zroad er scleuq :
Na bourc’his, nac artisan, na dijentil, na cleuq
N’o deus guir da lavarat. Caer a zo en em drei,
Ar bobl a ya ordinal droat en guenou ar blei.

Dindan an hipocrisi eus o fraternite,
E vagont an disfianç hac an duplicite.
Eun arme ispionet a zo bemdez var droad
Da glasq tud da bunissa, pa na vez den coupabl.

Detestapla assamble ! injusta tribunal !
N’o deus na religion, na vertuziou moral.
Pillach ha sacrilachou, ne c’houlennont qen roll ;
Impi e qever Doue, ha cruel diouz an oll.

O-unan nemet massacr ne veler entreze,
Rac an eil goal aneval a zevor eguile :
Dallet gant ambition, peb-hini’ nê d’e dro.
A gass, evit bea mestr, e gonsort d’ar maro.

Ar faction zo crénva a extermin eben,
Hac en avantaj ar bobl n’en em interest den.
Caer zo ober decrejou, ar bed n’en da qet voell :
N’en em ententont pelloc’h muiguet en Tour Babel.


N’oun pet Constitution zo bet var an tapis ;
Peb assamble a bretant ober unan d’e guis,
Ha goude mil le touet da vea fidel dê,
Dre qelies a barjur ec’h abrojer anê.

D’abord, e zoat contraignet da vont d’an oferen ;
Goude zeus bet eun amzer ne avanture den
Mont dei, nac e celebri ; bremâ eo permettet,
Gant na vet qet Catholiq, beza’r pez a gueret.

Da guenta, e pretante tud an intrusion
Beza’n, despet d’an Ilis, en e c’hommunion,
Ha bremàn e pretanter, en despet da Zoue,
Renta, dre’n idolatri, enor d’e Vajeste.

Avichou e supposer, pa vo fin d’ar brezel,
E vo roet liberte d’ar Bastoret fidel
Da retorn c’hoas d’o dénved ; mes, allas ! da zale
Ha da drompla ar public eo a leverer se.

Forjet e vo adarre mil ha mil teodad fall,
Pe d’o ampech da retorn, pe d’o adchasseat.
Trei a rêr da beb avel evel girouetou :
Hirio sent, en apparanç, varc’hoas drouc-sperejou.

A dud zo qen dientent, qen dallet, siouas dê,
Ma lavarfet en Paris e ve nôs da greiz-de,
Den na gredte contesti, gant aoun d’en em laqat
En risq da veza trêtet evel aristocrat.

E conscianç, va broïs, hac én a voe biscoas
Eun doctrin qer vicius, eur Gouarpamant voas,
Na ridiculoc’h sabat ? Ne gredàn qet er fond ;
Ne anavezàn nicun var an douar tro-rond.


Bet o deus ar frenesi da brometi d’ar bed
En e rentjent evurus, pa o dije laqet
Liberte, egalite : daou dra qen impossub
Evel prejudiciabl, en qeit ha ma vo tud.

Avis a ra din clêvet eun eil güech ar serpant
En arz goezen ar revolt, ouzoc’h oll o parlant.
N’ho po na Mestr, nac Autrou : immortel, emezàn,
Ha sqient oll e vezot, mar debrit ar froüez-màn.

Güir vugale da Adam, oc’h eus credet ractal
Beza ive Doueou, rentet libr hac ingal.
Hit gant ar vez da guzat... A vremâ e velet
Oc’h en noaz, evel Adam, eveltàn decevet.

An nerz, ar vent, ar yec’hed, ar madou, ar sqiant,
N’en dint qet distribuet d’an oll ingalamant.
Ac’han di, va broïs paour, ho calcul zo manqet ;
Crec’h ha traòn, mestr ha mevel zo necesser er bed.

Refus a rit an homach da noblanç ho contre :
Mes plega renqit bremâ gant laeron o danve,
Hac al laer fieffeta en deus ar pas aroc :
D’an neb en deve madou e ve lamet an toq.

Ne voa qet an dud jentil a voa dêc’h da damal,
Mes recevourien injust, procurorien-fiscal,
A revine ar gouiqen, hac aben fin ar gont
O deus chasseet bremàn an Autrou deus e fond.

Avocadet col-cozou, ha cliq ar briserien,
Marc’hadourien foët-boutic, raç ar valtouterien,
Rebut ar bobl, en eur guer, a vo bremâ en Franc,
Baronet ha Marqisien. O Doue, pez noblanç !


Evel chass ar guiguerien endro da eur charin
E velàn Franç exposet d’ar scrab ha d’ar rapin.
Fortun a rêr en un deiz gant faus assignalou ;
Ar pillach a zo digor... Deut an neb a garo.

Da savetai o buez, an dud honest bremâ
A ra dilès d’o moyen hac a renq emigra.
Ha qement distoladen a erru a lec’h-all,
A zo trêlet gant enor ha pinvidic ractal.

An oll gargou zo gante, hac ar maniamant
Deus madou ar Francisien hac eus o oll arc’hant.
Darn a zalc’h, darn all a guign, hac etre o daouarn
Al loen, ouspen e groc’hen, a lès c’hoas e ouarn.

Eur menez aour hac arc’hant a ve grêt, hep douetanç,
Eus depouillou ar c’hlerge, ar venac’h, an noblanç,
Madou ar famill royal, ar presantchou civiq,
Ha cont abet anezo na renter d’ar publiq.

Clêm a rêc’h var an taxou, michanc ho poa rêson ;
Mes, ha c’houi a vel bremàn nep diminution ?
Nemet en ho pugale, ho trafic, ho micher,
A renqit da zivoeret dre ma cresq ho mizer.

Elec’h o diminui, eo triplet an taxou ;
Bemdez e rêr re nevez da beur-zamma ar vrô.
Dija e vo goulennet ar yalc’h pe ar vue,
Hac ar prest, pa zeo forcet, a zo evel ouz se.

Er gommançamant qenta, da laqat ober brud,
E voe pris ar güin-ardant diminuet d’an dud,
Permetet laza gibier, lamet ar such melin,
An tennadec d’ar billet, ha dever ar butin.


Mes ho maladen bremàn ne ra qet goell rapport ;
Bremân, var boez ho collier, ha non pas dre ar sort,
Oc’h var yun ha diarc’hen cunduet d’an arme :
Qer mad eo dêc’h ho putin ha riscus ho chasse.

Menel a ra al labour, pa na chom den er guêr ;
Revinet eo ar c’hommerç, ar beva a zo qer ;
Paper eo an oll moneiz, ar Gonvantion ho pill,
Ha c’houi ne chom ganêc’h qen nemet daelou da sqüill.

Mezuret eo dêc’h ho creun, ha poezet ho para ;
Goude dastum ho trevat, n’en doc’h mestr a netra :
Roit ho tud, ho loened, p’e yêr d’ho poursiou,
Ha c’hoas, mar en em glêmit, divoallit dirac piou.

Deus ho qevere er parq, deus ho qerent nessa,
Deus hoc’h oll devezourien teulit evez bremâ.
A boan ec’h ellit fiziout en ho prassa mignon ;
Betec ho mevel en ty a zo hoc’h espion.

Na d’ar bourg evit affer, nac en qær d’ar marc’hat
Ne zit qet, var va c’hredi, hep eur certificat.
Da ober hoc’h ezomou, mar pellait diouc’h ho ty,
Anez caout eur passeport, eus urz d’hoc’h arrêti.

O Goezen al Liberte ! anat eo deus da frouez
Out greffet divar hini ar barados terres ;
Evel en jardin Eden, ne brodui en Franç
Nemet ar gaptivite, an trubuill, ar venjanç.

Pez differanç, va broïs, etre’n amzer a rën
Hac an hini a velemp deg vloas zo e muiqen !
Etre’n hân hac ar gouân, etre’n nôs hac an de
Eus nebeutoc’h, m’en assur, peb den fur a vel ze.


Ma ve bremàn da gommanç ar Revolution,
Den ne garfe chench Roue, na chench Religion.
Calz o deus prenet sqient, hac a anzao ervat
E voa goell da bep-hini chom en e guenta stat.

Er maleur eo e santer pris ar brosperite,
E scol an experianç e comprenot ive
Oc’h eus grêt eun troc fachus o clasq mal-a-propos
Eun egalite noazus hac eul liberte fos.

En Franç, eme ar proverb, ne voa esclav ebet ;
Mes bepret an dud mechant a gav da lavaret
E ve ar Prinç eun tyrant, ha pa vent en e blaç,
Int ar c’henta tyrantet ha crioc’h eguet chass.

Sellit Franç en e splandeur, sellit Franç en e gloar
Dindan Louis-Pêvarzec, dindan Herri-Pêvar !
Piou na dle beza choqet, pa rêr comparêson
Etre caout Robespier da vestr, pe eur Bourbon !

Oh ! hano carantezus ! birvi a ra va goad,
Louis, pa sònjàn ennout. Te voa Roue ha Tad
Assambles d’ar Francisien, hac idol o c’halon
Betec an deiz milliguet deus o rebellion.

Franç a voa scol an enor, sejour ar joaüstet,
Grignol e amezeyen, brô an dud a speret,
Maguerez ar Rouane, merc’h ena an Ilis,
Custum da rên en Europ pell zo en e divis.

Evel goenan er jardin da gomposi o mel,
E velet estranjourien hac a dost hac a bell
O tont en Franç da ober o academiou,
Ha da guemeret model betec eus e guiziou.


Ar c’hommerç, an industri, an navigation,
A rê d’an archant roulla en peb condition.
An oll o devoa labour ha bara da zebri,
Assuranç eus o moyen, ha repos en o zi.

Mes boneur ar Francisien, o freciussa graç,
Ar Feiz Catholiq Romen a voa bet a viscoas
Seul Religion o c’hontre. O deiziou a vertu !
Amzer a zoujanç Doue ! peur e tistroot-hu !

Allas ! biqen marteze. E màn en abandon
An ilisou dirapar. An exil, ar prison
A ra d’ar güir Bastoret bemdez disparissa,
Hac adieu d’ar gristenies aben deg vloas amâ.

Sovach memes e vezor, rac ne zeus espernet
Na scolach d’ar yaouanqis, na coùent d’ar merc’het.
D’ar re-màn ec’h inspirer art ar gorruption,
Hac er re-ze e c’hoezer tan ar rebellion.

Dre ar Reqisition, ar grennardet hirrie,
Casset d’ar scol ar muntrou hac an impiete,
N’o d’eo na stat, na micher, na qen condition
Nemet beza hugunod, libertin ha fripon.

O cruella planeden evidoc’h, bugale !
Pebes domach d’ar perc’hen ! d’an oll pebes qerse !
En dianvès ar brezel, persecutet er guêr,
A bep tu displijadur ha lec’h a zizesper.

E màn ganêc’h, va broïs, ar c’har arauc an denn,
Ar masq var o taoulagad, an treid o rên ar penn,
Ar vatimant hep pilot, hac ar bed ranverset ;
Biqen gant ho Republiq evurus na vezet.


Caer oc’h eus dissimuli, an oll a vel patant
A boan deus mil ac’hanoc’h unan a zo contant.
Jacobinet a zifun pa gousg ar chouantet ;
Pa ve tranqil eur brovinç, eun all zo revoltet.

A viscoas e meus clêvet eo difficil laqat,
Pa vez re o commandi, e nep lec’h an urz vad ;
Seul-vui a ve a vestrou, seul-vui a zispignou,
Seul-nebeutoc’h a accord, seul-vuioc’h a grimou.

A dal ar gommançamant, lennit histor ho prô ;
Contit ar goad zo scuillet, ar saccach, ar muntrou,
En amzer ho rouane, epad mil bloas diouc’h-tu :
Ar Republiq, en tri bloas, e deus grêt deg güech mu.

Ne ouffe den niveri, rac urz zo da devel,
An nombr a dud zo lazet seiz bloas zo er brezel,
Nac ar re zo da laza, evit caout nebeutoc’h
A lodennou da ober, pa erruo ar peoc’h.

Neuze just e vo güelet a voas eguet biscoas
Eur c’hemesq all o sevel, ar revolt hac al laz ;
Pa vo partaji ar preiz eus an injüstiçou,
Piou a zònj dêch-hu neuze en d’eo ar profitou ?

Me meus güelet eun amzer ma cernet a bep tu
Eur c’hoad carguet a laeron : an oll a yê d’an hu ;
Mes bremàn, penos erzel, va Doue ! penos pad ?
En Franç eus deus a laeron eur rouantelezad.

Eur veach deut an decret ma vo an oll egal,
Ar madou a laer eur rum o deus droat eur rum all
D’o adlaeres adarre ; den na ell assuri
An dra-ze a zo dêc’h-hu, an dra-màn a zo din.


Mar da madou an Ilis, leveou an noblanç
Gant canfartet an distric, c’houi, pa guefot ho lanç,
Var an distric e-unan ho po lec’h da goeza,
Da c’hortos ive, d’ho tro, eur rum all d’ho pilla.

Marcha eta, va broïs, a renqfot ho tispit.
Ha derc’hel d’en em laza, hep henor na profit ;
Ar c’hrog a vo d’ar c’hrénva, ha c’houi, evit loden,
Pa vo lonqet an histren, ho pezo ar groguen.

————


Furium, homicidum, adulterium inundaverunt terram, et sanguis sanguinem teligit. Jer.

————


SEIZVET GUIRIONE

————

ENOR D’AR GÜIR DOUE.

————

Propitius sit nobis Deus : non est nobis utile relinquere legem et justitias Dei... ut eamus alterâ viâ. 1. Mach. 2.

————

Ordinal ar Francisien a voa bet reputet
Da gaout eur speret volach ; mes biqen ne gredjet
E vijent qen dirêson da choas evit mestrou
Qen alies a vandrin da revina o bro.

O Doue ! pez dallentez eo hini ar gommun !
Pe a goulz eus e unvre er güelin-me difun ?
Mont a rêr, a greiz olla, ha gratis d’ar gombat,
Hep gout dre urz pehini, evit piou, na perac.

En despit d’o zantimant e tougont an armou
Ha gouscoude, gant eur guir, o c’hasser d’ar maro
Evel ar griminalet, mouchet o daoulagad,
Pe evel tud counnaret, n’o deus mui a sans vad.


Tud dallet, tud variant, consultet a levri
Evit piou eo ret mervel, evit piou combatti ;
Goude ar poltret fidel a meus grêt deus a Franç
N’oc’h eus affer da zelaou nemet ho conscianç.

Ho Roue var an douar, hac o Toue en Eê
A outrajer dirazoc’h. Ret eo venji anê ;
Enor ho Religion, droajou ar gurunen,
Ho Toue hac ho Roue, n’oc’h eus qen da zifen.

Dindan domination muntrerien ho Roue,
Ne zeus hini ac’hanoc’h assur eus e vue,
Ha nebeutoc’h assuret da gonservi ho tra
Gant tud n’en dint revoltet nemet evit pilla.

Mes, hac o pe ar bed-màn da bartaji gante,
Petra’ zervicho dêc’h-u, mar collit hoc’h ene ?
Or, daonet sur e vezot, ma heuillit maximou
Ar bayanet zo bremàn o cundui ho prô.

Ar buissanç tamporel a ell, me a gonsant,
Pa vez fontet gant justiç, caout furmou differant ;
Mes doctrin an Aviel eo ar güella souten
Da bep seurt gouarnamant, memes Republiqen.

En risq eta da veza esclav d’ar Republiq,
Dalc’hit mad da viana d’an Ilis Catholiq.
Maleur dêc’h anes ounnes. Hac ar pez zo tristoc’h,
Qement a deuy ho coude a vo voas ac’hanoc’h.

Ar vugale maleurus a zo c’hoas da c’henel,
A grio venjanç varnoc’h gant daerou eternel,
Da veza serret outo dôr ar zilvidiguez,
En defot, bete’r maro, souten ar c’hristenies.


Ha pa ho pez mil buez, e tlefac’h o livra
Da zifen caus Jesus-Christ a varvas d’ho prena.
Sevel a ra bleo va fenn, pa sònjàn e veet
An diveza Christenien eus raç ar Vretonet.

O Doue oll buissant ! discarguit assambles
Varnomp, mar deo necesser, brezel, vocen, qernes ;
Hor c’horfou a amanto. Contantit ho justiç,
Mes list ganemp ho toujanç ha feiz ar guir Ilis.

Penos ! renonç a raer d’ar güir Religion,
Gant aoun eus eun dornad tud zo er Gonvantion !
Piou a ro dê an droat-se qen extraordinal
D’ho laqat-hu, va broïs, en renq loened brutal ?

Penos ! n’en d’eo an Drindet na gloar, na melodi,
Na Jesus adorator, na servicher Mari ?
Na den beo sacramantchou ? nac anaon soulajet ?
Daoni’n oll corf hac ene eta zo lavaret ?

Penos ! en guis d’an oc’hen pleguet dindan ar yeo,
Pe ar mul dindan e zam, nemet d’an tol ne gleo,
Ho quelan dija rentet ! ô pebes dismeganç
Da vugale an Ilis, da dud ganet en Franç !

Eul lachete qer coupabl a laqaï var ho cont
Maleur an amzer bresant hac an hini da zont.
An histor a rapporto, ha lec’h vo da gredi,
E voac’h eus ar Francisien hac ar fanq hac al li.

N’oun ped roue d’ho sicour a velàn zo armet,
Hac evel tud furius, siouas, e preferet
Mestroniach al laeron, eur Republiq payen
Da autorite ho prinç lejitim ha christen !


Sònjit ervad na istim tud ar Gonvantion
Evit netra exposi buez deg million ;
Bete ma vint en Paris, gant ar veren en dorn,
C’houi vo casset d’ar brezel d’en em laza en form.

Gounit qenta, coll goude ; caout a reot trec’h par ;
Goude qellies a bompad, qellies a victoar,
Rod ar fortun a droyo, hac e vezot goassa :
Briatta re assambles zo dies da starda.

Prosperite ar c’hrimou ne bad qet ordinal :
Goude m’ho po servichet da gastiza re-all,
Ar voalen a vo brizet gant Doue e-unan,
E vrec’h en em zizarmo hac ho tolo en tan.

Evel ar foeltr o coeza e lessot var ho lerc’h
An natur epouvantet, hac en douar ar c’herc’h,
Ho corfou hep sepultur, ho memor execret,
Hac ar bed oll en triomph d’ho cüelet perisset.

An nemorant ac’hanoc’h dirollet var al lan,
Hep eur goennec da anzav, ha marteze hep tam.
Chommet hep ti, na tôen, nemet gant eur bonet
Ha goezen al liberte ne vezot abritet.

Ho mestrou eus ho cüelet er pare diveza,
Eur môr daelou o redec, netra qen da billa,
Gant hoc’h aour hac hoc’h arc’hant a guemero an tec’h,
Hac ho lezo, va broïs, oc’h-unan dindan bec’h.

Cetu aze ar profit ho p’o bet o selaou
Cabitenet ar revolt ha doctoret ar gaou.
Promettet mad o devoa, qent ma vijent achu,
E vije Franç eur vêred hac ar vrô en ludu.


O Francisien afflijet ! ganet oc’h en heur fall,
Da derri ho planeden, qemerit eur rout all
Assuretoch d’hoc’h ene ; rac evit ho pue,
Chommit en tu ma qerret, risq zo en daou goste.

N’oc’h eus nemet eur voyen da ellout repari
Hoc’h avantajou collet : hep dale, m’ho suppli,
Antreit en ho tever, retornit da Zoue,
Hac implijit hoc’h armou en servich ho Roue.

Hac ho pe, en nep fêçon, grêt gaou, na prejudiç
D’an noblanç, en o madou, na d’an dud a Ilis,
An oll a vo pardonet, pa vo ar Roue Mest ;
Graç Doue hac an amzer a reparo ar rest.

Ar bed a zo gouiec n’oc’h eus roet na lec’h
Nac occasion d’ar revolt, hac e zeo’n despit dêc’h
Oc’h oblijet da varcha dre reqisition,
Ha da servicha control d’hoc’h inclination.

Biscoas güell deud d’an noblanç, fidelloc’h d’ar Roue,
Preciussoc’h d’an Ilis, ne voec’h en ho pue
Eguet bremàn, mar qirit distrei a greiz calon
D’ar gaus vad, ha dilezel parti an drahison.

Peguer citoyen benac e vec’h bet betec henn,
Ne güezo qet, m’en assur, eur vlêven deus ho penn ;
Contrel da gaout rebechou, ho po mil amitie,
Hac alafin mil bennos digant tud ho contre.

Massacri tud a eur vrô en em rent d’ar rêson,
Eo micher hugunodet zo er Gonvantion :
Ober vad ha pardoni eur bobl paour zo tromplet
Eo maxim an Aviel, dever ar Bourbonet.


Francisien, qerent, breudeur, ha christenien omp oll :
Güell eo distrei diveat eguet mont crenn da goll ;
Ha mervel evit mervel, mar deo necesser ze,
Gant guiton ar fleur-de-lis marvomp evit ar Fe.

Abaoue ma zeus ranqet caout recours d’an armou
Evit difen ar justiç ha poursiou ar c’hrimou,
Biscoas caus lejitimoc’h ne voa bet difennet,
Biscoas ne voe da venji qellies a dorfet.

Ha possubl ve, Bretonet, e velfac’h en ho pro
Renia ar gouir Doue, dispen e auteriou,
Egorji e vinistret, tana, pilla, violi,
Ha chom croasiet ho tivrac’h hep en em opposi ?

Piou a velo, hep murmur, spolia e zanve,
Anlevi e vugale, dibobli e gontre ?
Ar Roue assassinet, an Dauphin er prison,
A rêr dezàn e broces qent usach e rêson.

O Louis ! va frinç yaouanq ! an nopla crouadur
Eus a raç ar rouane ! pebes displijadur
A meus-me eus ho qüe1et er prison o voela,
Én renq ar griminalet ! A boan oc’h eus deg vla !

Ho tad paour hac o mam guer, ho moereb vertuzus,
Eo eus ho huanadou ar sujet lamantus ;
Collet o deus o buez, hac ho lezet minor :
Ar Brovidanç e-unan a vo ho curator.

Sec’hit ho taelou, va mestr, hac êchuit ho caon,
Ni varvo, pe hep dale, ho tyrantet d’an traon
A zervicho da scabel dêc’h da vont var ho tron,
Da laqat rën ar justiç hac ar religion.


Mes, petra a glêvàn-me ? Eur poeson lent ha yen
A red en ho coaziet hac a fix an termen
Eus ho puez innoçant ! Va dorn, arrêt amâ ;
An natur zo revoltet.... Achuomp da rima.

O Doue ! ne oun pelloc’h petra da reqeti,
Pe paciantet da zouffr, pe nerz d’en em venji ;
Gouscoude rêson, enor, justiç, ha conscianç,
Oll a eur voüez e criont ! Venjanç zo ret... Venjanç !

Ne gaffac’h qet eur famill var douar Breiz-Izel
Ne mâ en affliction. C’houi a goll ho puguel,
Me va zad, c’houi ho pried, hac eun all e vara ;
Pep-hini en e guever en deus calz da ouela.

En eur maleur qer commun e vije grêt goechal
Processionou publiq ha yuniou general ;
Güelet e vije bemdez ar bobl en ilisou
Prosternet bete’n douar ha beuzet en daelou.

Mes, n’o deus, ar Francisien, pelloc’h permission
D’en em gonsoli memes dre ar Religion.
Poent eo eta, va broïs, hac en tuont da goulz,
D’an oll redec d’an armou, pa n’o deus qen recours.

Mar boe biscoas eun dever d’ar bobl en em zevel,
Venjanç eta, Francisien ! poent eo en em disqüel ;
Pep christen a zo soudard, pa attaqer ar Fe,
Peb soudard a dle mervel da venji e Roue.

An oll zo interesset. Ar gaus a zo commun ;
Ne zeus mui da venaji na buez, na fortun ;
Ret eo en em disober, cousto dêc’h a gousto,
Eus adversourien Doue ha bourrevien ho prô.


Biqen, anes eur Roue, Franç na ve en repos ;
Anes ar Feiz Catholiq, birviqen barados.
Maleur eta d’an den lach a drahis e Roue ;
Brassoc’h maleur d’ar c’hristen a renonç d’e Zoue.

Ar môr a vo hep mare, hac an eol hep sclerder ;
Ar stered var an douar, hac ar pesqet en aer,
Qent ma chenchfen santimant nac a Religion :
Güir Catholiq em ene, Royalist em c’halon.

Beza zo c’hoas Bourbonet ; me vel unan anê
Instruet evel David dre an adversite ;
Religius eveltàn ; ne ouffen qet e nac’h
Evit hor prinç naturel. Vive Louis-Trivac’h !

Allòn, Bretonet vaillant, gant ar gocarden venn,
Hac armet a sin ar groas, paressit en dachen ;
E mâ eno ar victor pell zo deus ho qervel,
En eun dorn ar vas royal, en all an Aviel.

Gravit var ho quittonou Doue hac ar Roue,
Da ditrou qer precius conformit ho pue ;
Bevit en doujanç ar mestr, pa zifennit e gaus ;
Trist eo gounit ar victor ha coll ar Barados.

Er gombat, Doue memes, evit gloar e hano
A bresido e-unan. An hugunod d’e dro
A velfot leun a spouron o qemeret an tec’h,
Pe, ar remors er galon, ous em renta dêc’h.

Fin eur zoudard hugunod eo o zaonation ;
Mervel a ra renegat, qiriec a drahison ;
Mes c’houi memes, o coeza, a vo victorius,
Ho recompanç assuret, ho maro precius.


O Doue an armeou, hon Autrou souveren !
Hep asistanç pehini e combatter en væn,
Roit ho pennos d’hon armou, soutenit hoc’h Ilis,
Ha conservit var an tron heritour Sant Louis.

Grit santout ho puissanç da adversour ho cloar ;
Laqit-àn en ho presanç da fonta evel coar ;
Grit santout ho madelez d’ho pugale fidel ;
Roit ar peoc’h en hon amzer da Franç, da Vreiz-Izel.

O Douar a Vreiz-Izel ! ô brô qen desiret !
Portion qer precius ! dénved abandonet !
Avanç a ra va bloaziou, eur chanç mar ho qüelàn ;
Mes mervel a rin contant, m’am bez ar mennat-màn.

Franç a zo c’hoas Catholiq. An templou digoret,
Ar bobl a red d’ar pardon ; rentet ar Bastoret.
Ne glêver a bep costez nemet cantiq a joa,
An Te Deum Laudamus, vive, vive, le Roi !

Beniguet ra vo an heur m’am bo eur seurt qêlou :
Disposit, ô va Doue ! neuze eus va deiziou.
N’em bo qet hirroc’h beach da vont d’ar Barados,
Pe me yel dre Vreiz-Izel, pe me yel dre Vro Sauz.

————


Det nobis Deus jucunditatem cordis et fieri pacem in diebus nostris. Eccl. 50.

————


AVIS D’AR BOBL FIDEL

EPAD AR BERSECUTION

————

Viriliter agite, et confortetur cor vestrum, omnes qui speratis in Domino. Psalm 30.

————

O va orphelinet paour ! va faressionis !
Mar cüez etre ho taouarn ar c’hantiq-mâ en Breiz,
Disqit principalamant ha grit attantion
D’ar pez a meus lavaret var ar Religion.

C’houi oll, tadou ha mamou, mestrou ha mestrezet,
N’ho calvin qet d’ar brezel ; me voar oc’h oblijet
Da chom var ho tieguez. Mes m’ho suppli, er guêr,
Roit deus an oll vertuz an exempl hac ar scoër.

Na zispartiit biqen, arruet a garo,
Diouz feiz an Ilis Romen. Ne zit james vardro
Offiçou an touerrien, ho pugale na c’houi :
Pastoret oc’h d’ho famill ; hoc’h ilis eo ho ti.


Da sul, en coulz an offiç, en commun grit peden ;
Goulennit participa en qement oferen
A celebrer en deiz-se. Dreist peb tra grit reqis
Diou pe deir güech ar sizun d’ho tud ar c’hatekis.

Badezit ho pugale, ha grit dê abredic
Anaout ha beza fidel d’an Ilis Catholiq,
Apostoliq ha Romen, ermès a behini
Eo impossubl d’ar C’hristen en em savetei.

D’ar scolliou national, na da scol an intru
Na gassit qet anezo. N’en deo qet absolu
Ret dezo beza savant ; mes, carout o ferc’hen
Ha gout servicha Doue, n’o deus affer a guen.

Pa gavint tud vertuzus, lest-e da demezi
En presanç Catholiqet, ha gant na vo hini
Deus an ampechamanchou oc’h oppos aneze,
Sauf da supplei formou an Ilis goude ze.

Observit ar Vigilou evel ar C’horaïs,
Ha qement solennite a virer en Ilis,
Nonpas an hugunodach a rêr en decadou,
Rac n’eller qet assambles servicha daou Autrou.

D’en em reconcilia, laqit ho poan da glasq
Eur beleg fidel benac, hep gortos amzer Pasq ;
Ha ma na zeus, dre valeur, hini dre ar c’hontre
Communiit a galon, côvessit ouz Doue.

Evel ar Sunamites, pe maouez Jerico,
Roit support hac asistanç ; mes serrit ho qinou.
Bez o p’o da repui, marteze profetet,
Ho tigollo amplamant. Va entent a dleet.


Hac ho pez da restoli memes intantion,
Na brenit qet a vadou digant an nation.
Dies eo restitui goude-ze d’ar perc’hen ;
Madou goal acquisitet ne brosperont gant den.

Prometti mar grit paea ho preudeur en arc’hant,
Lest ar paper a goste. Er fêçon m’oc’h eus c’hoant
E ve grêt dêc’h, grit ive. Mirit ho mandajou
Da baea ar Republiq, pa na ro qen gajou.

Evitit, mar be possubl, ar bersecution ;
Mes pa vezot arrêtet, gant resination
It dirac ho parnerien. Ho cüella avocat
Eo ar mestr a zervichit hac ho conscianç vad.

Na droublit qet ho speret da essa gout pénos
Na petra da lavarat evit difen ho caus.
Prudant evel ar serpant, douç evel ar goulmet,
Pardonit a greiz calon, hep discuill den abet.

Lavarit oc’h Catholiq, ha na lavarit qen
Bêr ha bêr, hac hep respont da guestionou vên,
Goulennit digant Doue, hervez e bromesse,
Inspira dêc’h respontchou convenabl en heur-ze.

Mar bec’h neuze condaonet en tribunal impi :
Comzomp voell, mar bec’h cavet dign a verzerenti,
O Christen predestinet ! rentit gloar da Zoue,
Ha grit jenerusamant sacrifiç ho pue.

Me a vel an Eê digor prest d’ho tiguemeret.
Pebes joa ! pebes triomph ! dija eus preparet
Eun tron evit ho receo. Courach, servicher mat :
Ne zeus saler hep victor, na victor hep combat.


Ar vue ne dal pelloc’h ar boan d’e menaji,
Evit ar pez zo bremâ a blijadur enni.
Ret vo dêc’h mervel eun deiz, ha biqen, me zo sur,
Ne ouffac’h caout d’hoc’h ene Barados qen assur.

Gant joa e tlefac’h dridal, ha nonpas bea trist,
Souffr evit ar virione hac evit Jesus Christ ;
Rei bue evit bue. O mil bennos en heur
Hac evurus ar moment m’oc’h eus eur seurt faveur !

Ma ve capabl an Æles da goncev jalousi,
E vent güelet avius eus ar verzerenti ;
Rac eus ar güir garantez eo ar merq visipla,
Hac en gloar ar Barados an degre huella.

Coulz eo ar verzerenti evel ar vadiziant,
Hac enoraploch memes. Mar deus poan violant
Da zouffr, n’en deo qet padus. Ar c’hraç, trec’h d’an natur,
A chench alies memes ar boan en plijadur.

Eur pez terrubl a etof a ro eur marc’hadour
Evit caout en paeamant eur pez bian a aour ;
Ha c’houi, evit eur momant a boan var an douar,
Ho po en eternite eur gurunen a c’hloar.

Hastit eta, bugale, disposi dre avanç
Peb tra evit ar gombat ; reglit ho conscianç ;
Pedit Doue da derri ho coall habitujou ;
Renoncit, ispicial, d’hoc’h attach d’ar madou.

Antretenit etrezoch ar charite vrassa ;
Amzer ho curunamant marteze a dosta.
Ancourajit ho preudeur, ha soutenit ar re
A zo, siouas dê, risqet da drahissa ar Fe.


Eun dra a meus da c’houlen, hac a recommandàn :
Bisitit, me ho suppli, exortit ar re glàn ;
Exercit en o c’hever an offiç a bastor :
Eun amezec vertuzus zo bremâ eun tenzor.

Allas ! pa deu ar c’hlénved eo brassa an danjer
Da vont hep Sacramantchou. Difficil e qever
Eur bêleg mad da ober eur güir gôvession,
Ispicial en amzer ar bersecution.

Me voar ervad en faveur eur paour agonisant,
Gant aoun na zizesperre, an Ilis a gonsant
Ma teuyo d’e absolvi eur bêleg sermantet,
Pa zeo impossubl dezàn caout hini all ebet.

Mes, nemet an absolven, hep nep Sacramant all,
Na ell an den-ze receo digant ar bêleg fall ;
Ha c’hoas divoall da veza pervertisset gantâ,
Na rei sujei da gristen d’en em scandilisa.

Eur Prinç a voe güell gantàn goechall souffr ar maro
Ha cedi e gurunen, eguet na voe receo
Ar gommunion deus daouarn eur bêleg heretiq ;
Graç d’an neb a laqayo e exempl en pratiq.

Evidoc’h-u, pa deuyo clénved d’oc’h afflija,
Sònjit dindan dorn Doue en em humilia,
Ha goulennit digantàn graç ar Sacramantchou,
Mar n’ho pe qet en effet ar boneur d’o receo,

Ar maro hep eur pilot a zo eur goal bassach.
Nac a hini, va Doue ! a ra bremâ naufrach !
Mes, hep caout presomption, m’ho conjur, me ho ped,
Ho Tad a vo ho parner ; na zizesperit qet.


En meritou Jesus-Christ, lagit ho confianç ;
Gant eur gred evel ennes bezit en assuranç.
Fidel oc’h bet d’e Ilis, fidel e vo d’e dro :
Misericord a glasqit, misericord ho po.

Mes ar gontrition barfet, en defaut absolven,
Dreist peb tra zo necesser. Allas ! ha na ell den
Meritout eur seurt faveur ; mes den ne dle ive
Disfiout deus a buisssanç na madelez Doue.

En speret a binijen recevit ho clénvet,
Da expia pec’hejou ho pue tremenet.
Redoublit hoc’h esperanç, nevezait ho Fe,
Ha grit alies actou a garante Doue.

Hep gortos na ve arru hoch amzer divea,
Pa vo poent testamanti, goulennit da guenta
Sermant eus ho pugale, ma vint a re a re
Catholiqet eveldoc’h ha fidel d’ar güir Fe.

Pa deuyo déc’h anduri caouajou poan grevus,
En ho torn ar Grucifi, poqit da dreid Jesus,
Hac ho panniou unissit gant re e bassion ;
En em excitit neuze d’ar güir gontrition.

Lavarit gant confianç ha gant eur feiz parfet
Dêc’h o-unan : Va Doue, pa n’am eus eur bêleg,
Ec’h anzavàn va c’hrimou ha va direglamant :
N’am list qet da berissa var defot Sacramant.

Evel ar paralitic, d’am goalc’hi er pincin
Ne meus den ; mes, va Doue, c’houi zo eur medecin
Hep applica remejou a rent salo an oll :
Sellit ouzin a drue, ha n’am list qet da goll.


Me ho car a vir galon, hac a zo glac’haret
Da veza bet eur moment memes hep ho caret.
Ho madelez infinit, va bue sacrilech,
Ho touçder ha va maliç am eston bep eil güech.

Penos e meus-me gallet hoc’h ancouât, va zad ?
Ah ! n’ho poa grét em c’hever biscoas nemet peb mat ;
Va c’hroui, va chonservi, ha digass d’am prena
Ho Mab, eus ho complesanç an objet santela.

C’houi eo an urz eternel, ar Mestr oll-buissant,
Sourcen ar berfection, ha me poultr ha neant,
A meus troublet an urz-se, manqet d’ho servichi,
Ha neglijet d’ho carout evel eun etourdi.

Pardon, va Mestr binniguet : ar vez, ar garante
Hac ar remors assambles a occup va ene.
Me voar e rit eur miracl o tont d’am acqüitta ;
Mes eur miracl evidoc’h a zo nebeut a dra.

Castiit, sqòit er bed-màn ; n’en deo qet ho tolliou,
Mes aoun d’ho coll, va Doue, a ra din sqüill daelou :
Chatimant a veritàn, a acceptan memes,
Rac ho justiç a garàn evel ho madelez.

Sònjit en ho crouadur, ha dre adoption
Unan deus ho pugale ; va c’hred, va c’hotion
Eo Jesus-Christ e-unan, ho Mab muia-caret :
N’en doc’h evit refusi netra en e reqet.

Nan, birviqen, va Doue, deus ho miscricord,
Va ene na zizesper, pa meus evit support
Jesus, va mediator : mar deo bras va fec’het,
Brassoc’h eo e veritou. Va accord a zo grêt.


Resolvet oun a vremàn, cousto din o gousto,
Da dremen en ho servich ar rest eus va deiziou.
Va zicourit, m’ho suppli, da chom bepret fidel,
Evit, en ho carantez, beva, souffr, ha mervel.

Graç demp, en heur divea, da gaout en hor c’halon,
Abeurs ar Speret-Santel, eur seurt contrition.
Goulennomp-hi a vremàn dre bedennou fervant,
Hac evit mervel ervad, bevomp santelamant.

Pedit evit an Ilis, yunit, grit œuvrou mat ;
An dorn e deus ho scòet a ell c’hoas ho cüellât.
Secrejou ar Brovidanç a zo cuzet ouzoc’h :
Pa ve brassa ar brezel, e ve tosta d’ar peoc’h.

Pa sònjàn ho cüelin c’hoas, gant joa e teu ar gliz
Da c’hlebia va daoulagad ; mes, allas ! evel piz
E red anê an daelou, pa sònjàn qimiada :
Pardonit din, va Doue, ar sempladurez-mâ.

Da soulaji eun nebeud va glac’har naturel,
Greomp, en presanç Doue, promesse mutuel
Da offr hor sacrifiçou ha bemdez orêson,
Me evidoc’h, bugale, c’houi evit ho Person.

Na eller hon separi an eil ouz eguile
Nemet evit eun amzer. En Barados Doue
Hep dale en em velfomp, ha cetu tremenet
Exil, daelou, nec’hamant, oll trubuillou ar bed.

Courach-ta, nombric bian, ho tad a blich gantàn
Rei dêc’h e rouantelez. An dud just er bed-màn
A renq beza eprouvet, evel ma renq an aour
Tremen dre dân ar fournies. Adieu, bugale baour...


En hano an Tad, ar Mab, hac ar Speret-Santel,
Un Doue en tri Ferson, a behini an eil
En deus souffret evidomp maro ha passion,
Recevit, deus va exil, va benediction.

————


Memor esto (Domine) congregationis tuæ, quam possedisti ab initio. Psalm 73.

————


FIN