Reier Plougastell
D’an A. Iliou, Person Plougastell.
Piou n’en deuz en eur dremen e kenver Plougastell
Var beg douar ar vro-ze gwechou taolet eur zell,
Evit gwelet ar c’herrek, peulvaned great gand mein,
Savet gantho en envou linen rouzet ho c’hein ?
Kemeret ’vent ’vit leac’hiou armet d’en em zifen
Ouz eonennerien ar mor, a stleje an anken…
Ar reier-ma p’ho gwelan a ra d’in-me sonjal
E brezellou Breiz-Izel oc’h ar Zaozon gwechall.
Divarnezho marteze euz bet Plougastelliz
O stourm eneb an estren ’vit miret ho frankiz.
O ! nag int renket braoik var ribl ster Landerne
Gand eun dorn oll c’hallouduz, dorn nerzuz hon Doue !
Me ’vel reier ar Measiou, larkoc’h Roc’h-Nivelen,
Roc’h-an-Impalaerez, ive Roc’h-Kerezen.
Ar pez zo bet lavaret, gwechall a Vreiz-Izel,
A c’hell beza lavaret, me gred, a Blougastell :
Breiz-Izel na kaera bro !
Koat en he c’hreiz, mor en he zro !
Peb bro hen deuz he madou, traou ha traou-all kaeroc’h,
Nikun, an holl am c’hredo, n’he deuz reier koantoc’h…
O diou roc’h wenn va c’hearik, ô reier Kerzadiou,
Ho kwelet ’meuz n’ouz ped gwech em c’haera bloaveziou ;
O tiouall va banden zaout var ieod ho letounen
M’em beuz gand va mignoned great meur a abaden.
C’houi gemere ho loden en hon flijaduriou,
Hag a respounte skiltruz d’hon oll c’hoarzadennou.
Gwaskedet en ho kostou, al labousedigou
A rea eun trouz dudiuz oc’h ober ho neizou.
Ma tigoueze d’eomp monet el leac’hiou-ze riskluz
Prestik e veze klevet kriadennou doaniuz.
En ho kerc’hen ni bigne pa ’z oa tomm an amzer,
Evit gwelet an neizou ha gwelet ar pellder.
Abredik en ho faoutou al labousedigou
A gane, a ziskane mil gwech ho c’houblajou ;
Hor c’halon el levenez, ni a rea eveldho,
Hor mouez veze kaset pell braz gand an ekleo.
Na kaer e vez d’an hanvou reier braz Kerzadiou
Goloet oll a c’hlazez, a vruk, a vokedou !
Plijaduruz eo gwelet ar gwesped, ar gwenan,
O vonet d’ar bokedou, ho c’hlevet o richan !
Var gerrek braz Plougastell e kaver ar bleun aour,
Boked hirbad Breiz-Izel, boked liorz ar paour ;
Al lann melen, ar balan, ar bruk ruz a ziouan
Var gerrek braz Plougastell anezho ho-unan.
Da zeiz ar pardon brudet e sant Iann Plougastell
Koz ha iaouank Kerzadiou a red var an huel,
Beteg kern Roc’h-ar-Measiou evit gwelet ar ster
Goloet oll a vagou o vont varzu ar ger.
Pet gwech em euz evet var gerrek ar Measiou
Ear iac’huz ar ster goant a walc’h mein hon aochou !
Divar Roc’h-Nivelen an dudiusa sell
Var Vrest ha var ar porz, var barrez Plougastell !
Eno an den a zo ’vel pa larfen mezo,
Ker kaer e kaver peb tra er pellder tro var dro ;
Hag hep goulen perag he galon, he spered,
Evel an alc’houeder a lez an traou krouet,
Evit pignat huel, en env, da gaout Doue
Hen deuz great ker brao ar bed evit he vugale !
Livirit d’eomp, ô reier, ha n’hoc’h ket bet laket
Vardro parrez Plougastell, evel eur gouriz kalet,
Evit miret ’touez an dud kiziou ha feiz gwechall
Eneb tud fall ar c’heariou ha gwaskerien Bro-C’hall ?
C’houi, reier, hoc’h euz gwelet var zouar Plougastell
N’ouzoc’h dare ped remzi o vont a zivar wel ;
Livirit deomp-ni eta hag henvel homp hirio
Oc’h ar Plougastelliz koz, pell braz a zo maro.
Ah ! reier, livirit c’hoaz hag ar Plougastelliz
En amzeriou dremenet a ioa ker krenv ho feiz ;
Ha gwelet vezent neuze var gorfou ho roched
O vont pell da bardona, ’giz guir belerined ?
Ha douget ez oa gwechall doujans ’vit ar bleo gwenn
Evel ma ez euz hirio en hon tiez kristen ?
Ah ! mirit, Plougastelliz, ho kiziou enoruz,
Mirit ho prageier gwenn, hag ho ponedou ruz,
Ho chupennou glaz an env, dillad an amzer goz,
Bet douget gand ho tudou pell zo er baradoz.
Mirit ho feiz birvidik meulet e Breiz-Izel,
Ha mirit ho prezonek evel eun dra zantel.
Egiz ho reier kalet, ho parrez benniget
A jommo sounn en he zav, eüruz hag enoret,
Pa vo kalz-all marteze kouezet izel, siouaz !
Dre m’ho devo kemeret kiziou ar c’heariou braz !…