Remed an amourous clanv
Clewet hoc’h euz gant an dud fur
Eo mad corrija an natur ;
Eo mad corrija an natur,
Rei an amitié dre vuzur.
Biscoaz glao n’eus grêt na dawje,
Awel grenv na diminuje ;
Amitié domm entre daou den
Gant an amzer a nem gav ién.
Gwell eo amitié leiz an dorn,
’Wit na eo madô leiz ar forn ;
Gant amitié ’zo plijadur,
Ha gant madô tammaladur.
Genet ma mestrès a zo braz ;
Eun diou-jod ru, daoulagad glaz,
Hac eur geno ken direet
Ma ra mil vad d’in hi gwelet.
Eun daoulagad a zo ’n he fenn,
Ken sclezr ha dour en eur werenn ;
He zâl ’zo ’vel eun hanter loar ;
En creiz ma c’halon me hi c’har.
Evel eur graouen muscadès
Ez eo calonic ma mestrès ;
Gant eur graouen a zo c’houez mad,
Curante merc’h ’zo direat.
Pa vin clanv fall war ma guele,
Digasset ma dous ma bete,
Ha mar na ro d’in ar iec’het
N’am euz ezom a gen remed ;
Ma mestrès coant, pa arrio,
A bewar zra ma zoulajo,
Ma lemo a boan, a anvoui,
A chagrin hac a velconi.
Keranborn. — 1848.