Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Robart an Diaoul.

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 24-28)



ROBART ANN DIAOUL.
________


I


  Pemzek vloaz è bet ann Dukes
Hep donet da brezek he frouez,
Ha bemdez e pede Doue
Ewit ma dije bugale.

  Un de pa oa ouz hen pedi,
’Teuas ann Diaoul d’hi zrompli,
Ma lavaras d’ezhi a-grenn
Na dalve netra he fedenn.

  Mont a rez da gambr ann otro,
A oa er memeuz pedenno,
Offansi Doue dre he leïo,
Ken a oa horreur d’ann envo.

  Ha ma ’n eûz ann Dukes douget,
Hep na mab na merc’h ’deûz ganet [1] ;
Herve ma rapport ar werz-man,
Ur miz è bet ’n poan anehan.

  Pa deue Robart war ar bed-man,
’Ree glao hag awel, a gredan !
Glao hag awel en un instant,
Kement ma sponte peb-unan.

  Ha pa ’z è bet Robart ganet,
Na gave mageres a-bet ;
Gant he dent e kroge en-he,
’Vel ul loen spontuz e krie.

  Ken braz a oa Robart d’ur bloaz,
Ma ’z è ’r vugale a bemp bloaz.
Kreski ’ree ’vel ann drouk-louzou
’Ve o tioan er jardinou,

  He dad neuze, pa ’n eûz gwelet
D’un den santel ’n eûz hen kaset,
Da diski serviji Doue,
Ma kuitaje he wall-vuhe.


  Hag hen o vont, en bezr-amzer,
’Torri he vrec’h da vab Hubert.
Ar mab Hubert na vankas ket
Da vont d’hen flatal d’ar bêlek.

  — Nebaon, ’me Robart, me harzo
D’am c’horrija ; c’hui n’hen graïo.
Hag hen o tenna he gontel,
Hag o lac’ha ann den-santel.

  Na pa ’c’h ée Robart war ar ru,
’Krene ’r paveo en daou-du ;
N’oa hini er gêr a Rouan,
N’ho stleje holl, braz ha bihan.

  A-c’hane hec’h eas neuze
Da ur forest hanvet Guibre,
E-lec’h ma savas ur vandenn
A laeron hag a volerrienn.


II


  Un de, ’welet ur mesaër
’Vesa he denved tost da gêr,
’Vesa he denved tost da gêr,
Hag hen o vont hag hen gelwer.

  — Tostàd d’ac’h-c’hui na gredan ket,
Eman ar gwad ouz ho tilled ;
Map karjac’h bea den-santel,
Da Doue servijer fidel,

  A vefac’h un de pardonet,
Hag ho pe lod ar joaüsted.
— Bennoz Doue d’id, mesaër,
Parlant a rez evel un êl ;

  Setu, wit da drugarekâd,
Hanter kant louiz-aour ’n ur ialc’had ;
Na garfenn netra da gavet,
Met ma zad, ma mamm da welet.

  — Da dad, da vamm ’weli fete,
Er gêr a Rouan, war ar pave.
Er gêr a Rouan p’eo arruet,
He dad, he vamm ’n eùz rankontret.


  Et int d’ann daoulinn dirazhan,
D’ c’houlenn ho buhe digant-han.
— Ma zad, ma mamm, savet n’ ho sà
Prest eo ma c’halon da ranna ;

  Prest eo ma c’halon da ranna,
Em gonvertiset ’on brema ;
Me c’houlenn pardon hag iskuz,
D’ar pec’her paour ken maleüruz !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


Kanet gant Marc’harit Fulup.
a Blûnet, (Aodou ann hanter-noz.)


___________
  1. Ce vers me paraît obscur.