Saïk ar paotr fin
Kristen ha Breizad da virviken
Breiz karet, pez-c’hoari e tri arvest (kurunet gant Kevredigez broaduz Breiz).
Ar ialc’had aour, c’hoari farsuz enn eun arvest
Ar Mabig Jezuz, myster enn eun arvest.
Kristof ar C’hrenv, myster kristen enn eun arvest
An aotrou Flaminik, c’hoari farsuz e daou arvest
Tarsiziuz, myster kristen enn eun arvest
Saïk ar paotr fin, c’hoari farsuz enn eun arvest
E Brest, e ti an aotrou Derrien, ru Siam, hag e ti an
aotrou Tourmen, ru an ti-kear. — E Kemper, e ti an
aotrou Salaun, ru Kereon.
Le meunier Laouik, poursuivi pour dettes, est à la
veille du jour où ses meubles seront vendus. Il éconduit
adroitement ses créanciers, et, pour se procurer de
l’argent, il a recours à l’esprit rusé de Saïk, son garçon
de moulin. Celui-ci trouve sans peine l’homme qu’il
faut. C’est Guilcher, vieux médecin très riche et à moitié
fou, qui a juré de ne jamais soigner que des maladies
extraordinaires. Saïk en invente une absolument étonnante
et extorque mille francs à Guilcher. Il pousse
même la fourberie jusqu’à faire semblant d’être mort.
Au moment où tout se découvre, Laouik revient, les
poches gonflées d’argent. Par une de ces chances qu’on
voit dans les comédies, il vient d’hériter de sa grand'-tante. Il paie tous ses créanciers, Guilcher compris, et
tire la conclusion de l’aventure. Il faut payer ses dettes,
sous peine d’être réduit à des expédients dans lesquels la
probité court les plus grands dangers[1].
Laouik, miliner.
Jakez, e Vab.
Saïk, e vevel, louarn fin.
Bongors, kiger, teo ha lard.
Kerangal, kemener, denik koz, eun tammik tort.
Gwenn, boulonjer.
Guilcher, medisin, pinvidik braz.
Kraper, urcher koz.
An dra ma a dremen e Breiz-Izel, e milin Laouik. — Eun daol fall. — Kadoriou. — Eur c’hoz tamm gwele.
Unan, daou, tri, pevar, pemp real. Unan, daou, tri gwennek. Enn holl, eiz gwennek war-n-ugent. O furcha e gweled e ialc’h. Ia da, n’euz ken nemet eiz gwennek, war-n-ugent, enn holl. O c’hoarzin. Ha ! Iann batatezenn ma z’oun ! Ha va godellou ! N’em boa sonj ebed euz va godellou. Furcha a ra e godellou e jileten hag e gweled e voned ; sevel a ra hag e furch enn e c’houriz. Liardou a zon ebarz ; goude beza o c’hemeret, Laouik a azez adarre, en eur c’hoarzin. Ha, ha ha ha ! Eiz real ; unan, daou, tri, pevar, pemp, c’huec’h, seiz gwennek. An dra ze a ra, enn holl, gant ar pez am euz em ialc’hik… O sonjal. C’houezek real !… N’eo ket… An dra ze a ra, enn holl, eur skoued ha pemzek gwennek ; ker gwir ha ma z’oun badezet, n’oun ket re binvidik, feiz ! gant an danvez ma. Jakez ! Jakez !
Va gervel ho peuz great, va zad ?
Ia, Jakez. Traou braz am euz da lavaret d’id.
Ha me ive, va zad. Great eo gan-eomp ; great eo evit mad. Paket omp. En em gavet oun, eur pennad zo, gant an aotrou Kraper, an urcher koz ; lavaret en deuz d’in e vezo lekeat gwerz war-n-omp, warc’hoaz vintin, peo gwir e tleomp kalz a wenneien deur maread tud. O wela. Ha ni a ielo d’ar prizoun goude, sur, hi, hi, hi, hi !
Ha ni a ielo d’ar prizoun goude, sur, hi, hi, hi, hi ! Ro peoc’h ta, genaouek, eleac’h gwela evel eur plac’hik. Abarz ma z’in d’ar prizoun, me, e vezo kavet eun neiz logod e skouarn eur c’haz. Eun tamm brao a arc’hant hor beuz ezomm ; mad. Ni a vezo digouezet arc’hant gan-eomp kent an noz.
Ha penaoz ?
Bez dinec’h. Kalz troiou a bep seurt am euz em zac’h. Ha da genta, kea da gerc’hat paperiou ar varc’hadourien, ma welimp mad, hon daou, pegement e tleomp d’an dud se.
Peleac’h ema ar paperiou ze ?
E tireten an daol. Jakez a ia da gerc’hat.
Setu i, va zad.
N’euz ket kalz avad. N’euz ken nemet tri. O lenn. Dleet d’an aotrou Kerangal, kemener, daou vragez hag eur jileten, tri ugent lur. Mad ; amzer zo evit hennez. Dleet d’an aotrou Gwenn, boulonjer, daou ugent lur ha pevarzek gwennek. Dleet d’an aotrou
Bongors, kiger, pemp lur hag hanter kant.Red eo d’eomp paea ar c’higer da genta. Hennez eo, va zad, en deuz goulennet digant ar barner lakaat gwerz war-n-omp.
Hennez eo ! hennez eo ! tan kurun ! Hennez eo ! Laouen oun, avad, laouen braz o klevet kement-se. Ha ha! hennez a fell d’ez-han lakaat gwerz war an dud vad ? Me a lakaio da zansal evit mad ar c’higer reuzeudik, ar c’higer milliget se. Ra vo torret e c’houzouk gant-han ! Kea ta ! kiger teo, sac’had kik, foultren kiger an diaoul ! Ar c’higer a zeu, eur vaz deo gant-han. Laouik a denn e voned hag a ia d’her saludi.
Sell ta, selL ta ! gwir eo, feiz ! an aotrou Bongors ar c’higer eo ! va mignoun ker an aotrou Bongors eo ! Ha penaoz ema ar bed gan-ehoc’h, aotrou Bongors ? Hag an itroun Bongors, ker koant, ken deread ? Mont a ra mad ? Pell zo abaoue n’em euz gwelet anez-hi. Hag ho pugaleigou, ker kaer, ker…
Awalc’h ! Na petra eo d’e-hoc’h iec’het va greg ha va bugale ? Me a fell d’in arc’hant. O skei taoliou baz war an daol. Me a feil d’in arc’hant dioc’htu. Klevet a rit ? O skei adarre. Me a fell d’in va gwenneien.
Just avad. Va mab ha me, n’euz ket pell, a
gomze ac’hanoc’h. Ha n’eo ket gwir, Jakez ?Eo, eo, va zad.
Me a lavare d’ez-han : Poent eo, va mab, poent eo d’eomp paea hon dle d’hor mignoun ker, an aotrou Bongors.
Mad ; pemp lur hag hanter kant eo.
Gwir ? pemp lur hag hanter kant ha netra ken ! Me a zonje d’in e tlienn d’e-hoc’h an hanter muioc’h ! Pemp lur hag hanter kant ! N’eo netra, ha warc’hoaz vintin e paein ac’hanoc’h betek an diner diveza.
A bell zo e kanit ar ganaouen ze d’in. A vouez hueloc’h. Selaouit mad, evit ar weach diveza. Ma n’em bezo ket arc’hant digan-ehoc’h warc’hoaz vintin, lakaat a rin gwerz war-n-oc’h, evel m’am euz lavaret.
Warc’hoaz vintin, sur, ha gwella zo, hirio, marteze diouc’h ar pardaez, rak o c’hortoz arc’hant dleet d’in emaoun.
Gwerz war-n-oc’h, warc’hoaz, gwerz war-n-oc’h ! Taolit evez ! Bongors a ia kuit.
Gwerz war-n-oc’h ! Gwerz war-n-oc’h. Klevet ec’h euz, Jakez, klevet ec’h euz an den lard se ? Ha da c’hortoz, n’em euz ket ar gwennek kenta. Red eo d’eomp, Jakez, kaout arc’hant araok an noz, kousto pe gousto. Peleac’h ema Saïk ar mevel ? Petra a ra hen ?
Netra ; kousket eo, dilabour ma z’eo.
Mad. Kea d’her dihuna, ha lavar d’ez-han dont aman dioc’htu. Hennez zo eul louarn euz ar re fina ; hennez en em droio enn tu pe du hag a ziluio hor c’hudenn evit ar gwella.
Mont a ran, va zad. Jakez a ia kuit
Nag a boan o deuz an dud vad o c’hounid o buez paour ! N’euz forz ; me am euz kaset kuit ar c’higer ; dinec’h oun gant-han betek warc’hoaz, da vihana. Mez hennez en deuz lavaret d’an holl e lakafe gwerz war-n-oun, hag ar re all, oc’h her c’hlevet, a zeuio ive ; marteze, d’am zrubuilha. Ar boulonjer, ma tlean d’ez-han daon ugent lur, a c’houlenno digan-en, sur, e liardou ; ha Kerangal ive, ar c’hemener, ma tlean d’ez-han tri ugent lur. Peleac’h e kavin me, kement alla arc’hant ?
Ha d’id ive, Kerangal. Mont a ra mad atao, gan-ez, Kerangal ? Hag an itroun Kerangal ? Mad ez a ar bed gant-hi ?
N’oun ket dimezet.
Gwir ? Pegen diot oun me ! N’em boa sonj ebed. euz a gement-se. Mar ec’h euz c’hoant da gaout eur c’huzul fur, dimez, Kerangal, dimez buhan. Me zo diou weach intanv, mes ne jomin ket pell va unan evelse. C’hoant awalc’h am euz da gemeret eun deirved maouez ; ia Kerangal, ia, ha te zeuio d’ar friko.
Me zo deuet da c’houlenn ouz-id…
Te zo mad dreist an holl da zimezi. Te zo eun tamm bouzar da skouarn ; gwell a ze. Er c’hiz se ne glevi ket da hini goz o krial, o c’hlabouza hed an deiz penn da benn.
Me zo deuet da c’houlenn…
Da zillad eureud, Kerangal, ne goustint ket ker d’id. Te zo kemener, eur c’hemener fin, eur c’hemener lemm e spered. Da zillad eureud a vezo great evit ar gwella gan-ez, hag evit netra, kouls lavaret. Ne ket ta ?
Me zo deuet…
Me zo da vignoun a greiz va c’haloun, Kerangal. Oc’h ober neuz da zellet war zu ar meaz, hag o krial a bouez penn. Sell ! Ha ! gwaz a ze d’in me ! Siouaz d’in ; Va fenn-moc’h brava kouezet er ster. Buhan ! buhan ! ema o vont da veuzi ! Va brava penn-moc’h ! Laouik a ia kuit d’an daou lamm.
Ra viot beuzet ho taou, te ha da benn-moc’h, den trubard, den fall. Me a lakaio an archerien da c’haloupat war da lerc’h, pez didalvez.
Petra a livirit, aotrou Kerangal ? Drouk ho peuz oc’h unan bennag ?
Leac’h am euz da gaout ive ta. Oc’h da dad eo am euz drouk ha drouk braz.
Perak ta ? Peleac’h ema va zad ?
Ha me a oar me ? Da denna euz an dour e benn-moc’h brava, kouezet ebarz, emez-han.
E benn-moc’h brava, mil diaoul ! Pell braz zo hor beuz gwerzet hor penn-moc’h diveza.
N’euz forz. Eun hanter-heur zo m’emaoun o
c’houlenn digant da dad an arc’hant dleet d’in.Ha petra en deuz respountet d’e-hoc’h ?
Dimez, Kerangal, dimez, ha diotachou all evelse.
Bezit dinec’h neat, aotrou Kerangal. Va zad, meur a weach, a vez pounner e benn, dreist holl pa vez eun tamm laouen gant ar banneou.
Warc’hoaz vintin, aotrou Kerangal, e paeimp ar pez zo dleet d’e-hoc’h.
Ne c’hellin ket dont warc’hoaz. An aotrou Guilcher, medisin, en deuz lavaret d’in mont enn e di, warc’hoaz da vintin, da gerc’hat eur bern gwiskamanchou koz.
Sellit ta ! Rei a raio d’e hoc’h eur bern koz dillajou. Perak ta ?
Perak ? Abalamour ma ne fell ket d’ez-han miret e druillou. N’oun ket pinvidik braz. Vad a rafe d’in kaout ha gwerza an holl draou koz se.
Klevet a ran. Mad ; ma ne c’hellit ket dont warc’hoaz, aotrou Kerangal, deuit hirio, etro an abardaez. Arc’hant ho pezo. Laouik a zeu. Chom a ra e gweled an teatr.
Bennoz Doue. Dont a rin. Kerangal a ia kuit.
Eat eo kuit. Ne ket re abred.
Ia va zad, mes kent an noz e teuio enn dro da c’houlenn e arc’hant,
Amzer zo, betek an noz. Lavaret em euz d’id mont da zihuna Saïk.
Her dihunet am euz. Saïk ! Saïk !
Labour ho peuz da rei d’in ?
Ia da, eul labour euz ar re vrasa. N’em euz ket a arc’hant, Saïk.
M’oarvad. C’huec’h miz zo n’oun ket bet paeet digan-ehoc’h.
Paeet e vezi, va moutik, paeet e vezi. Mes red eo d’id rei eur skoazell vad d’eomp. Ni a dle arc’hant leiz an daouarn.
Da genta da Vongors, ar c’higer. Hennez a lakaio gwerz war-n-omp, hep truez ebed, ma ne baeomp ket warc’hoaz vintin.
Ha da biou c’hoaz e tleit ?
D’ar boulonjer, mez hennez n’en deuz goulennet tra bete vreman.
Ha da biou c’hoaz e tleit?
Da Gerangal, ar c’hemener. Hennez zo deuet.
Ia, hennez zo deuet, hag e teuio adarre, ha zoken kentoc’h eget Bongors. Hennez a zeuio enn dro, da gerc’hat e arc’hant, hirio, etro an abardaez. Lavaret em boa d’ez-han dont warc’hoaz, evel Bongors. Mes ne c’hell ket, emez-han, rak traou en devezo da gemeret warc’hoaz e ti an aotrou Guilcher, ar medisin.
E ti an aotrou Guilcher ? Setu avad eun den hag a ve goest da bresta d’e-hoc’h eun tamm brao a arc’hant. Anaoud a ran mad an den ze, me, o veza bet e vevel epad tri bloaz. Hennez zo pinvidik mor, hagen deuz, atao, tri pe bevar mil lur, gant-han, enn e c’hodell.
petra ta, petra ta ? o parea an dud klanv eo en deuz gounezet kement all a arc’hant ?
N’eo ket. E dad eo en deuz lezet d’ez-han, war e lerc’h, eun danvez ha n’o deuz ket o far. Ugent vloaz zo m’ema o choum an aotrou Guilcher er vro ma, ha n’eo ket bet nemet eur weach, o welet eur c’hlanvour.
Perak? Den n’en deuz biskoaz her galvet ?
Ar c’hontrol eo ; goulennet eo bet digant-han, gant n’ousped den, ma teufe d’o farea ; en deuz respontet atao hag atao : Nan ! Nan !
Diaoula medisin !
Hennez ne fell d’ez-han parea nemet klenvejou dispar, klenvejou souezuz, klenvejou dreist natur. Evel m’am euz lavaret d’e-hoc’h, ez eaz, eur weach hepken, da di eur c’hlanvour koz ha paour. An den klanv se, o veza mezo, pe foll enn tammik, en devoa lounket eul loa houarn ken hir hag ar vreac’h. Guilcher a c’hoantaaz stard da gaout eul loa er c’hiz se, bet epad eur pennad brao a amzer e stomok eun den. Prena a reaz anezhi digant an hini koz, evit daou c’hant lur. E kemeraz eur gountell lemm, e tigoraz korf ar paour keaz hag e tennaz al loa er meaz.
Ha petra a c’hoarvezaz gant an denik koz ?
Mervel a reaz raktal, lazet mik. Mez an heritourien a zigouezaz gant-o an daou c’hant lur. Laouik zo red d’ez-han ober neuz da gaout eur c’hlenved bennag nevez ha mantruz ; gervel a raimp Guilcher da zont hag e kavimp eun tu pe du da denna eur
zac’had mad a wenneien digant han.Ia da, mes n’em euz c’hoant ebed da lounka enl loa houarn ken hir hag ar vreac’h.
Ne vezo ket red ken nebeut. List da ober. Me a gavo enn dro bennag da zont a benn euz va zaol. Mes, dreist holl, grit penn da benn ar pez a livirin d’e-hoc’h, ha livirit atao evel-d’oun me.
Eaz eo.
Mad. Gwiskomp Laouik e doare enn den klanv.
Ne ket diez. Aman ez euz eur goz ballenn varc’h hag eur boned noz. Jakez a ro an traou.
Brao, brao. Lekeomp an truillou ze enn dro d’ezhan. Lakaat a ra ar ballenn enn dra d’ez-han gant eur gordenn, hag ar boned war e benn. E tirollont da c’hoarzin o zri.
Pegen farsuz eo va zad evelse !
Eur c’hlanvonr distinget eo, na petra ta ? C’hoarzin. a reont adarre. Ha breman, Jakez, kea buhan da lavaret d’an aotrou Guilcher dont aman.
Mont a ran dioc’htu. Jakez a ia kuit.
Da c’hortoz, labouromp hon daou, ma welimp ha c’houi a raio mad micher eun den klanv paket gant-han eur c’hlenved spountuz kenan.
Pe seurt klenved ?
Klenved eun den karget e benn hag e gof a boaniou. Laouik a azez hag en em laka da grial, da hirvoudi, ha d’en em zifteta.
Ahi ! va fenn ! Ahi ! va c’hof ! Nag a boan am euz ! Ha, ha ! Hi, hi ! Taoliou morzol em fenn ! Aiou, ahi, aiou ! Truez ! truez ! Kroget eo an tan em-c’hreiz ! Diskargit eur banne d’in ta ! Ahi ! ahi !
Brao. kenan, brao ! C’hoarzin a reont. Gwenn a zeu, eur vazik gant-han. Sell ta ! piou eo hennez ?
Ha c’houi eo, aotrou Gwenn ? C’hoant am euz e ve ho iec’het gwelloc’h eget va hini me. Oc’h hirvoudi goestad. Han, han, han !
Ahi ! va fenn ! Gant eur vouez klemmuz. Me a felle d’in mont hirio da baea d’e-hoc’h ar bara mad hoc’h euz gwerzet d’in ; ia, d’ho paea, d’ho pa… pa…, d’ho pa… pa… Mes ne c’hell… ne c’hellan ket kerzet… kerzet…
Mad eo, mad eo, Laouik, ne dleit d’in nemet daou ugent lur ha pevarzek gwennek. Amzer zo ; divezatoc’h e paeot.
Siouaz d’in ! me hag a felle d’in ho paea hirio ! Ahi ! ahi !
N’ho pezo kzt pzll da c’hedal, aotrou Gwenn. O c’hortoz ar medisin emaomp, o veza ma z’eo ker klanv va mestr paour. Bremaik dioc’htu a varvo, o lezel war-e-lec’h peadra d’ho paea, ha kalz muioc’h zoken.
Hi, hi, hi !
N’oun ket nec’het war gement se ; tamm ebed. Kenavo, ha iec’het gwelloc’h. Gwenn a ia kuit o lezel hep sonj, e vaz war an daol.
Eun all kaset kuit ive. Nosvez vad d’ez-han.
Te zo eul louarn fin, Saïk. Ni zo sioul breman evit eur pennad mad. C’hoarzomp eun tamm ta, Saïk ; deuz ta da c’hoari eun tamm ganen. Ec’h en em lekeont da zansal dourn a dourn an eil gant egile, en eur gana :
Poent zo bet, c’houi oar ervad |
Gwenn a zeu enn dro goestad da gerc’hat e vaz hag a jom e gweled an teatr.
|
Laouik ha Saïk a well Gwenn neuze. Chom a reont hep flach.
Sell ta, sell ta ! 1m den klanv ze, feiz ! ne ket ken tost d’ar maro hag e lavared.
Eo, eo, siouaz ! Pa vez kroget enn-han e glenved evelse, e spered a dro a bep tu, hag ober e rankan e lavariou, n’euz forz petra event, c’hoarzin, dansal, krial, kana, ha me oar me ? Anez e ven me marteze lazet gant-han. O sellet oc’h Laouik. Hola ! hola ! aoun am euz. Sellit out-han ta ! E zaoulagad a lugern ; hola ! hola !
Laouik oc’h ober an hini foll, hag oc’h ober neuz
da glask a bep tu ; Va fuzil ! Va fuzil a zaou denn !
Va c’hleze ! Va fenn-baz ! Peleac’h ema va fenn-baz ?
Redek a ra war zu ar Gwenn. Gwenn a ia
kuit buhan.
Mil kurun an diaoul ! Me zo skuiz maro gant ar jabadao ze.
Skuiz maro ! ne ket echu koulskoude, an abadenn. Red eo d’eomp derc’hel ar c’hoari-gaer ze eun nebeudik amzer c’hoaz. O sellet war zu ar meaz. Diwallit ; azezit buhan. Setu an aotrou Guilcher o tont. Diwallit mad.
Peleac’h ema an hini klanv ?
Setu hen, aotrou Guilcher.
Ha pe seurt klenved a zo kroget enn-han ? Mar d’eo an dersienn, ar vosenn, ar gor, ar rouign, an drouk-mean, an drouk Sant Anton pe draouigou all er c’hiz se, ne fell ket d’in e barea. Ne fell d’in me parea nemet klenvejou dibaot, klenvejou iskiz. ha ne weler ket anezo bemdez, klenvejou goest da rei eur vrud dispar d’am hano.
E glenved a zo dibaot evel ma c’houlennit, aotrou medisin. Hennez a fell d’ez-han mont da Baris raktal da werza da zaou vedisin brudet e gorf paour goude e varo. Ne c’hellomp ket e zerc’hel
sioul, Jakez na me.Den reuzeudik ma z’oun ! re glanv oun. O vont da vervel emaoun.
Ha perak ta an daou vedisin ze o deuz roet d’ez-han o ger da brena e gorf goude e varo ?
Evit kaout ar gwir da drouc’ha poull e galoun, ma z’euz ebarz, ni a oar, traou burzuduz meurbed.
Pere in ?
Eun neiz aered, eun neiz sarpanted ! Hennez, pell-pell zo, da vare n’ez oa nemet eur paotrik pemp pe c’huec’h vloaz, a lounkaz, enn eur c’hoari, eun dournad mad a viou aer. Pa vez lekeat viou enn eul leac’h tomm, c’houi oar vad, diglora a reont. Laouik pell zo, a zo eiz pe nao zarpant bihan beo buezek enn e gof.
Penaoz e oar Laouik ez int beo ?
Penaoz ? Ema ar re ze noz deiz o flemma, oc’h heskina e vouzellou. Hag oc’hpenn, dek vloaz bennag zo, Laouik en deuz dislounket unan anez-o, hag her c’haset d’ar vedisined. Ar reman o deuz kinniget da Laouik, hep marc’hata, c’huec’h kant lur evit kaout digant-han an aotre da zigeri e gorf goude e varo. Rak se Laouik a fell d’ez-han stard mont da Baris, da beur-ober ar marc’had. Ni a vir out-han ; re glanv, kalz re glanv eo da vont kuit.
Diskouezit ho teod d’in. Laouik a ziskouez e deod. Peger louz e deod ! Melen koar eo. Biskoaz kemend all ! Ma vije maro avad, e glenved ne vefe ket diez e zisplega sklear, hag ar pez a welfed enn e gorf a vefe talvouduz braz evit an dud wiziek. An daou vedisin o deuz kinniget c’huec’h kant lur. Me a ginnig mil lur.
Mad, great ar stal, great ar stal.
Ne ket evidoun me, sur, paour keaz ma z’oun oc’h ober va zalarou ; evit va mab benniget eo am euz c’hoant da gaout eun tammik peadra, d’her lakaat da zimezi.
N’hor beuz ket a amzer da goll. Mar d’hoc’h evit sina eur paper dioc’htu, me a baeo mil lur d’hoc’h heritourien goude ho maro.
Me a zino, aotrou.
Me, Laouik ar miliner, a werz d’an aotrou Guilcher, medisin, an aotre da zigeri va c’horf, pa varvin, evit ma welo sklear ar c’hlenved estlammuz a zo kouezet warn-oun pell zo. Evit ar gwir ze, an aotrou Guilcher a ro e c’her da baea mil lur d’am heritourien kerkent goude va maro.
Mad kenan.
Likiit hoc’h hano aman. Laouik a skriv e hano, oc’h ober neuz da veza skuiz maro. Mad, peur-c’hreat eo ar stal breman.
Saïk, galv Jakez da zont, ta.
Jakez, Jakez !
Selaou, va mab keaz ; gwerzet em euz, d’an aotrou Guilcher, va c’horf paour pa vezo maro, evit ma c’hello studia va c’hlenved dispar. Evit an dra ze an aotrou Guilcher a baeo mil lur d’am heritourien, da lavaret eo d’id-de. Hola ! hola ! va c’hof !
O, va zad keaz ! va zad keaz ! n’em euz ket ezomm a arc’hant.
Deomp kuit. Hirio, diouc’h ar pardaez, e teuin da welet penaoz ez ai ar bed gant hor c’hlanvour. Kenavo. Guilcher a ia kuit.
Ac’hanta ! Azen gornek a Zaïk ma z’oud ! labouret mad e peuz, ia, gant da zorc’hennou a bep seurt ! An traou ne d’eont ket mad enn dro p’eo gwir ne zigouezo ar mil lur gan-e-omp nemet goude va maro. Sac’h an diaoul, ne ket goude va maro eo am bezo ezomm da gaout arc’hant.
O c’hourdrouz Saïk. Klevet a rez, hein ? Hirio, hirio kent an noz eo am euz ezomm euz an arc’hant se.
Hirio ho pezo ive. Lavaret em euz d’e-hoc’h n’oa ket peur-c’hreat an abadenn. Red eo d’e-hoc’h ober neuz da veza maro hag en em astenn aze war ho kwele.
Ia ta ! Ha mar fell Guilcher d’ez-han digeri va c’horf ? A hend all, ne c’hellin ket me ober neuz da veza maro hep dirolla da c’hoarzin dirak ar medisin. Nan, Saïk, nan ; labouret fall ec’h euz, hag e rankan me kaout eun dro all buhana ma c’hellin. Emaoun o vont dioc’htu da di va mignoun Iann ar Skrill, miliner Sant Urvoan. Hennez a zo eur zac’had arc’hant teo enn e di. Presta a raio d’in eun nebeud anezho.
Ha, ha ha ha ! her c’hredi a rit ? Iann ar Skrill ne bresto d’e-hoc’h nemet liardou da gemeret el loar. Hennez zo piz-kagn ; hennez zo eur c’hoz krign-askourn ma choum e arc’hant da louedi. Ha, ha, ha ! Hennez a laz c’hoenn ha laou da werza o c’hrec’hin. N’ho pezo ket zoken eun diner toull digant-han.
Ro peoc’h ! glabouser, Ar Skrill a zo va gwella mignoun. Arc’hant am hezo digant-han, m’oarvad. Kenavo, e berr. Ema Laouik o vont kuit.
Mont a rit da di Iann gant an truillou ze enn dro
d’e-hoc’h, va zad ?Sell ta ! panezenn oun-me ! Gwir eo. Tenna a ra e ballenn-varc’h hag e voned noz.
Mad. It da gaout ho koumper Iann-billenn. Ni a labouro aman kalz gwelloc’h eged-hoc’h.
Ne gav ket d’in. Laouik a ia kuit.
Na jomomp ket da varc’hata, Jakez. Mall braz eo d’eomp dont a benn euz hon taol. N’euz forz piou a zeuio aman, lavar penn da benn eveldoun me . Anez e vefemp kollet.
Aoun am euz, evelato, o sellet warzu ar meaz, ha da genta, setu o tont an aotrou Kraper, urcher. Ne garan ket kalz an urcherien me, ha ne ket mad koueza e skilfou ar seurt tud se. Petra a fell d’ez-han ? Aoun am euz.
Aoun rak petra ? Ober a rin ar pez a vo red. Diwal mad, sell piz ouzin atao, ha bez dinec’h. Kraper a zeu.
Heu, heu, heu… da Jakez. En em laka da wela
te ive, ta !Heu, heu !…
Petra eo d’e-hoc’h ho-taou gwela evelse, va mignounedigou ?
Heu… va mestr mad Laouik…
Heu… va zad mad…
Heu ! maro… maro…
Ia, maro, evit mad…
Petra ta ? Gwenn, ar boulonjer, ha Guilcher, ar medisin o deuz lavaret d’in ez oa Laouik klanv braz, mes ne gave ket d’in e vije marvet ker buhan ze.
Eo, eo. Ar Gwenn en deuz lavaret ive d’e-hoc’h, hep mar ebed, ez oa troet neat spered Laouik ergentaou.
Her lavaret en deuz d’in, gwir eo.
Heu ! heu…
E follentez a zo eat war greski mui oc’h mui. Laouik zo eat kuit enn eun taol o redek pell pell diouz-omp hag en deuz faoutet e benn ouz eur wezen vraz. Bremaik, va faour keaz mestr maro a
vezo douget aman war eur c’hravaz.Ha perak ta n’emaoud ket te enn e gichen, Jakez ?
Evit ober… evit ober… evit…
Ni zo deuet aman buhan ha buhan da gempenn ar gwele ma vezo lekeat Laouik da c’hourvez war-n-han.
Mad. Me zo aman a berz an aotrou Guilcher evit teurel evez oc’h Laouik, beo pe varo. Guilcher, c’houi a oar, en deuz prenet ar gwir da ober eur studi gwiziek war gorf maro Laouik, o tiskouez eur paper. Setu ar paper sinet gant Laouik. Rak se : Enn hano al lezenn, me Paol, Stephan, Maze, Izidor Kraper, urcher, a vir ouz-oc’h da zebelia Laouik kent na zeuio Guilcher, medisin.
N’her graimp ket, ken nebeut.
Gwella zo ; me a jomo aman da c’hortoz korf Laouik da zont, ma welin mar d’eo maro evit gwir.
Ho ! la la ! diwallomp, taolomp evez. Ma ne c’hellomp ket kas kuit Kraper, eo great gan-eomp.
Ac’hanta ! pe seurt komzou eo m’emaoud o kroslllolat aze te ?
Emaoun o lavaret d’e-hoc’h mont kuit ac’halen raktal. Pe seurt gwir ho peuz da jom da c’hortoz aman an hini maro ? Daoust hag eo c’houi e dad, e dad koz, e vreur, e genderv, e baeroun ? Mil diaoul ! Livirit, ta, livirit.
N’oun ket, gwir eo.
Mad ; it er meaz, neuze, ha roit peoc’h da dud keiz a zo rannet o c’haloun gant maro eun den ker fur. A hend all, petra zo skrivet war ar paper ? Diskouezit anezhan d’in ta ? Kraper a ro. Lennit, er penn diveza.
Evit ar gwir ze, an aotrou Guilcher a ro e c’her da baea mil lur d’am heritourien kerkent goude va maro.
Hein ? Petra an dra ze ? Kerkent gonde va maro ! It da gaout an aotrou Guilcher ha na zeuit enn dro, hen ha c’houi, nemet o tigas mil lur gan-e-hoc’h. Anez ne zeuot ket aman. Klevet a rit hu ?
Lez da ober, va mignoun. Ne rin nemet mont ha dont enn dro, Guilcher gan-en. Kraper a ia kuit.
Kea ta, kea ta, koz tamm urcher grignouz !
Me a gave d’in ne vije ket eat kuit morse. Hastomp affo Jakez, rak n’em euz ket leinet ha naoun
du am euz.Diez e vezo d’eomp ober hon taol, am euz aoun.
Ha me n’em euz ket ; me a raio an hini maro Pa vezo paeet ar mil lur, krog mad enn-o, ha kea buhan d’o rei d’az tad. Me a gavo mad, goude, penn dioc’h lost d’ar gudenn.
Marteze, mes…
Hast affo! Ar re ze en em gavo aman enn eur serr-lagad. Hast affo ta ! Laka ar ballen enn dro d’in. Jakez a laka. Kea buhanoc’h ta. Mad. Peleac’h ema ar boned noz ? Jakez a laka ar boned noz war e benn da Zaïk. Saïk a c’hourvez er gwele. Laka bleud gwiniz oc’h va divoc’h, ma vezin drouk livet e doare eun den maro. Jakez a ra, Saïk en em laka da strefia. Diwal ta ! lakaat a rez bleud em fri. Mad. Breman tosta an daol oc’h va gwele, ha laka eur c’houlaouenn war elum war-n-hi. Jakez a ra.
Breman, avad, ez an da welet, enn tu all d’an ti, ma ne zeu ket enn dro Kraper ha Guilcher. Jahez a ia kuit.
Mervel a ran gant an naoun, kerniel diaoul ! Pebez c’hoant dibri am euz ! Me a zebrfe eur iar lard, eskern hag all, mar gellfenn e c’haout. O skrabat e benn, e zivreac’h, ha poull e galoun. Hag oc’hpenn, ar c’hoz tammik gwele ze a zo leun n’ouzoun ket a betra. Eur zac’had c’hoenn n’eo ken. Me a vo debret a bez, sur, gant an amprevaned daonet se. Skrabat a ra adarre. Sklerijen ar c’houlaouenn ze eo, hep mar, a laka anez-o d’am flemma evelse. Ma ve mouget ar goulou, ar re ze a jomfe siouloc’h, marteze. C’houeza a ra teir pe beder gweach da vouga ar c’houlaouenn, ha ne c’hell ket, o veza re bell. E kemer neuze eun tamm truillenn war e wele hag e voug ar c’houlaouenn o skei gant hi, krenv, gant an druillenn.
Diwal, Saïk, chom hep flach tamm. Kraper a welan o tont, du-hont.
Guilcher gant-han ?
N’eo ket. Kraper a zeu e unan.
Gwel aze. Mar en deuz an arc’hant gant-han ni zo diboaniet. Evez ! evez ! Saïk, a c’hourvez er gwele ha ne finv tamm.
An aotrou Guilcher ne ket deuet dioc’htu ganen, o veza eat e kear da brena eun eskenn nevez hag eur gountell vraz evit al labour en deuz d’ober aman. Bremaik e teuio, mes gourc’hemennet en deuz d’in teurel evez mad ken na zeuio, oc’h an hini maro. Evit ma c’hellin hen ober gant gwir vad, setu ar mil lur a berz an aotrou Guilcher. Ro an diskarg d’in. Jakez a gemer ar mil lur hag a skriv e hano war an tamm paper.
Mad. Mont a rami kuit evit eur pennad ; traou am euz da ober.
Gortoz eun nebeud, va mignoun. An hini a daol evez oc’h eun den maro, e tleer d’ez-han e voued, evel just. N’em euz debret an distera hirio. Me zo skuiz maro gant an naoun.
Ne ket diez rei boued d’e-hoc’h. Jakez a laka war an daol, eun tamm kik moc’h, eun tamm gwadegen, bara, eur voutaillad win.
Mil bennoz Doue d’id, va mab. Kenavo, bremaik. Jakez a ia kuit.
Mad. Ne ket re abred. Petra ta ? Kik moc’h ! Gwadegen ! brao, brao ! E laka an daol tostik tost da benn ar gwele, hag e tebr, e zremm war zu an dud. Nag eo eun dra vad dibri, pa vezer du gant an naoun. Dibri a ra. Ne ket falloc’h ober eur pennadik lenn en eur zibri. Kemeret a ra e c’hazetenn enn e c’hodell. Gwellomp petra zo a nevez. O lenn. Pegement a dud zo er Chin : Beteg hen e kredet e ioa er Chin pevar c’hant millioun a dud, pe ouspenn. Saïk euz e wele, a gemer, dre laer, eun tamm boued hag a zebr. Feiz ! n’eo ket gwal vrao ar c’helou. Ar gazetennou ze a laka an dud da gousket. Gwelomp pelloc’h. O lenn. Eur reuzeudik deuet da veza milliouner goude beza bet marc’hadour eskern. O c’hoarzin. Ha, ha, ha ! Peger farsuz e tle bez a ar gountadenn ma. Saïk a zebr adarre euz an traou lakeat war an daol hep beza gwelet gant Kraper. Lennomp : Eun den reuzeudik braz, paour Job, a oa savet gant-han. Dic’henaoui a ra, savet gant-han, c’hoant da veza pinvidik. Dic’henaoui a ra. Petra eo d’in me ta ? Mantruz eo ar c’hoant kousket am euz… skuiz maro oun… ia, ia… skuiz… maro… kousket a ra. Leuskel a ra e c’hazetenn da goueza. Saïk a grog er voutaill hag a ev eur banne. Goude beza evet, e fell d’ez-han lakaat ar voutaill war an daol, mez oc’h en aber, e laosk ar voutaill da goueza. Kraper a zihun enn eun taol, spountet neat, hag a zav enn e za. Saïk ne finv ket. Petra zo ta ? Petra zo ? Eun trouz spountuz am euz klevet. Daoust hag an hini maro, Santez Anna, eo, en deuz great an tiouz se ? O sellet oc’h Saïk.
Nan ! ken divalo, ken drouk livet eo hag ha diagent. Trouz er meaz. Trouz adarre ! enn tu all breman. N’euz nemet traou heuzuz enn dro d’in. O krial gant aoun. Piou zo aze ? Piou zo aze ?
Petra oc’h euz ta, aotrou Kraper ? me eo, deuet da ober ar studi am euz lavaret d’e-hoc’h.
Mad. O sellet oc’h gwele m’ema Saïk diflach atao enn-han. Setu hor paour keaz Laouik hag a oa ker klanv n’euz ket pell. N’eo ket dishenvel braz dioc’h ma oa araok. N’eo nemet eun tamm gwennoc’h. Hen anaout a ran, hep mar ebed. Lekeomp an daol pelloc’hik, aotrou Kraper, ma c’hellin tostaat mad out-han. Dougen a reont pelloc’h an daol hag e tostaont o daou oc’h ar gwele. Mad. Tennomp ar ballenn wele divar-n-han. Guilcher a gemer ar ballenn.
Hopp ! la la ! Goustadik ! va zud vad ! Goustadik. Petra ? Ne fell ket d’in, me, e ve trouc’het poull va c’haloun.
Mil foultr an diaoul gornek ha lostek ! Ne ket Laouik eo a zo aze ta ?
Ne ket Laouik eo, sur, p’eo gwir me eo.
Te, piou te ?
Saïk, e vevel.
Hag oc’h ober petra edoz er gwele ze, fri marmouz ?
O kousket. Pa vezan dilabour e kouskan.
N’ouzoun ket an distera.
Ha va mil lur ?
Ho mil lur ? Pe vil lur ?
Kre louarnik an ifern, me a drouc’ho da ziouskouarn d’id, ma ne leverez tra.
Ha ia, ia, sonj am euz. O tiskouez Kraper. Goulennit digant an hini koz a zo aze. Hennez eo hag en deuz roet ho mil lur da Jakez, mab Laouik. Ha n’eo ket gwir, paotr koz ?
N’oun ket evit her nac’h.
Mad. N’ho peuz ket taolet evez awalc’h, neuze, aotrou Kraper. Ha breman, panevedoc’h, piou a zistaolo d’in va mil lur, piou ?
Me, aotrou Guilcher, me ! setu ho mil lur, hag, ouspenn, kant bennoz Doue d’e-hoc’h. P’edoun o tont d’ar gear, n’euz nemet eur pennad, an aotrou Bernez, noter, en deuz va galvet enn e di, ha roet d’in eun dournad mad a arc’hant. Laouik a ro e vil lur da C’huilcher.
Perak ta, ha penaoz ?
Va zintin goz benniget, c’hoar va zad koz, a zo maro. Hounnez he doa he zammik peadra e ti an aotrou Bernez hag he deuz va lakeat da heritour war-he-lerc’h.
Pebez taol chans d’al lakipod se ! Da Laouik. Ha me, va mestr, ha nvem euz ket great labour vad evidoc’h ?
Te a zo dleet d’id arc’hant evit c’huec’h miz labour. Dal, va mab, hag ugent lur oc’hpenn. Rei a ra. Mes ne ket echu c’hoaz evit mad an traou. Jakez, setu arc’hant. Kea hep dale da gaout Bongors, Gwenn ha Kerangal, ha ro da bep hini anez-o ar pez zo dleet.
Ia va zad ; mont a ran dioc’htu. Jakez a ia kuit.
Ha diwar-vreman, ar pez a brenin, her paein raktal, hep gortoz eun dervez zoken. Pa jom evelse unan bennag hep paea, ar pae a zeu da veza diesoc’h a zeiz e deiz, e c’hellit kredi.
A hend all, eur maread tud zo ha ne zeu ket
d’ez-o liardou, eun dintin goz da baea o dle.
E gwirionez. Hag an hini a zo war-n-han beac’h pounner e zle, hennez a rank klask finesaou, korvigellou, troidellou ha troiou kamm. Ar seurt traou ze a zo noazuz ouz an honestiz.