Sant Alar hag an Aotrou Doue






Sant Alar hag an Aotrou Doue


————


En bro Leon, pa ve fall an amzer, e ve lavaret ne ve ket an Aotrou Doue er gear. Eat e ve da bourmen. Sant Per a ve en e leac’h o kas ar bed en dro.

—o—

Hag eur vech, var a gonter, an Aotrou Doue oa o tremen e kichen ti Sant Alar. Var an nor a velaz skrivet :

Ama ’ma ti Alar,
Eun den gwiziek
Ha n’hen deuz ket e bar
Da houarna kezek.

— Oh ! Alar paour ! eme an Aotrou Doue. Setu aze boufounerez ! Eun den devot, koulskoude, mez mar ne chench ket, ne deufe ket d’ar baradoz.

Hag an Aotrou Doue, kemeret gantan stum eur c’hlasker-labour, a ia da govel Alar.

— De mad d’eoc’h, emezan. Me zo eun den hag a glask labour. N’elfoc’h ket va c’hemeret da vevel, mar plij.

— Eo da ! Eo da ! eme Sant Alar, gant eur vouez dous, ma n’oc’h ket eur faltaser. Ama, ar mestr a zo eun den arontet war e vicher, ha na fell d’ezan kaout en e di nemet marichaled dispar.

— Mad ! eme an Aotrou Doue. Var ar vicher oun koulz hag eun all.

—o—

Setu eun den o tont da zigas e varc’h evit beza houarnet.

— Sell, eme Alar, setu aze eul loen hag a zeu just d’e vare. Laka d’ezan eun houarn nevez, ma vo gwelet penaoz e labourez.

Hag an Aotrou Doue, o tenna deuz e c’hodel eur pez kontell vraz, a droche c’har d’ar marc’h keaz.

— Petra rez ? Petra rez ? eme Alar, strafuillet holl.

Mez an Aotrou Doue a lakeaz an troad troc’het war an anne. Staga reaz eun houarn nevez, ha goudeze e tougaz ar c’har troc’het da gaout he ferc’hen. Hi lakaat a reaz en he flas, heb ma vije chommet gouli ebet. Ar marc’h zoken a c’houirine hag a drimpe evel ma vije eüruz ha postur ennan.

— Tanfoeltr ! eme Alar, c’houi zo re bar d’in-me, emezan, avad.

— Oh ! eme an Aotrou Doue, n’o peuz ket nemet esa da ober kement-all.

—o—

Setu eur marc’hik all o tont d’ar c’hoel. Hag Alar, en eur grena, o troc’ha ive d’ezan e c’har. An houarn a lakeaz mad, mez pa ’z eaz da gass ar c’harr troc’het en he flas, oa eur c’hoari all. Ar marc’h keaz, hanter diwadet, a glemme hag a ziskoueze kaout poan.

— Chomm ta, chomm ta, loenik paour ! a lavare Alar. Hag e terme… an dour a ziruille diouz e dal.

Neuze Doue en em roaz da anaout.

— Alar, emezan, Alar keaz. Me zo o vont da lakat en he flas ar c’har e peuz troc’het, rag me e meuz lakeat ar vuez ennhi, ar vuez kenta pa deuz fichet. Alar ! an ourgouill eo ar pec’hed a zisplij d’in ar muia. Evit rei lojeiz d’an Elez o doa great ar pec’het-ze, e meuz o beuzet an ifern. E-pad ar rest deuz da vuez, Alar, n’eda mui da en em boujadi gant da vicher. Koll e raffez da lod er baradoz.

Alar a gouezaz d’an daoulin ; gwell bell a jommaz da c’houlenn pardon. Teina reaz ’kuit ar pez a oa skrivet war dor e di ; diwar neuze ne zeuaz mui biken da en em veuli.

Kalz meulerez,
Kalz gaouierez.

Doph an ti-all.


————