Sant Matelinn Moncontour

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Sant Matelin Monkontour.

Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 126-130)



SANT MATELINN MONCONTOUR.
________


I


   — Konje, tad ha mamm c’houlennan,
Ewit monet da bardonan ;

   D’ar pardon braz da Landreger,
Mont ’raï iwe ma breur-mager ;

   Mont ’raï iwe ma breur-mager,
Hag holl dut iaouank ar c’hartier. —

  — D’ar pardon-braz na iefet ket,
Rag ’ma ’nn awell di-war ’r Ieodet.

   Maleuriou braz ’zo c’hoarvezet,
Ur vagad tud a zo beuzet ;

   Zo beuzet ’r vagad tud iaouank,
A oa en-hi ur seiz ha kant !

   Hep na nouenn na zakramant,
Ha beza beleïenn prezant !

   Muia a roë d’in true,
Oa ur vroeg-iaouank oa ’nn ez-he ;

   Oa ur vroeg-iaouank oa ’nn ez-he,
A oa o tougenn bugale !

   Pa ’z ee ar vag da fonz ann dour,
A pede Doue d’hi zikour ;

   A pede Doue d’hi zikour,
Ha zant Matelinn Moncontour. —

   — Aotro sant Matelinn Moncontour,
’Zo mestr ann awell hag ann dour,

   Preservet d’in ma inosant,
’Zo ’n fonz ar mor hep badeziant ;

   Ha me reï dac’h un donezon
A vezo kaer de ho pardon :

   Me a reï d’ac’h ewit prezant
Ur c’haliz aour, ur zakramant ;

   Me a reï d’ac’h ur bannier-gwenn,
Gant seiz kloc’h-arc’hant ouz pep-penn ;

   Gant seiz kloc’h-arc’hant ouz pep-penn,
Hag ur c’har balenn d’hen dougenn ;

   Me a reï d’ac’h ur bannier-ru,
A vo alaouret en daou-du ;


   Me a reï d’ac’h ur c’houriz-koar,
Hag a reï ter zro d’ho touar ;

   Ter d’ho pered ha ter d’ho ti,
Ha ter d’a c’har ar grusifi ;

   Ha ter da c’har ar grusifi,
Ha war ann aoter d’allumi ! —

   N’oa ket hi gir peurlavaret,
En aod sant Iann a oa rentet.

   Gant hi bugel war hi barlenn,
En aod sant Iann, war an dreazenn ;

   En he dorn ur bar bizinn-glaz,
D’ zizkouez ’oa ganet er mor-braz.

   A-vriad en-han ’z eo kroget,
Ha d’ar ger gant-han ez eo et.

   Er ger gant-han p’eo arruet,
En he wele deuz-han laket :

   — Chomm aze brema, m’ bugel-me,
Me ia d’ Voncontour adarre,

   Diarc’henn, dilour, war ma zroad,
War ma daoulinn mar hallann pâd ! —


II


   En Moncontour p’eo arruet,
Ter dro d’ann iliz a deuz gret ;

   Ter dro d’ann iliz a deuz gret,
Hag euz ar goad ’vije c’heuillet ;

   Euz hi daoulinn ’koeze ar goad,
Ann daelou euz hi daoulagad !

   — Aotro sant Matelinn benniget,
Antrenn ’n ho ti na hallann ket,

   Serret-kloz eo ho torojou,
Kerkoulz evel ho prennestrou…… —

   N’oa ket hi gir peurlavaret,
Ar c’hleïer d’ zoon ’zo komanset.

   Ma lare holl dut ar c’hontre :
— Ur mirakl-bennag ’zo ’darre !

   Ur mirakl-bennag ’zo ’darre,
Sant Matelinn a ra bemde ! —

   Ann or-dal d’ez-hi ’zo digorret,
Ar prosession hi c’homerret ;


   Ar prosession hi c’homerret,
Hag hi c’halon a zo rannet !

   Doue d’ bardono ann anaon,
’Man hi c’horf-paour war ar var’-skaonv[1]!

   Setu hi liennet, laket ’n hi be,
Bennoz Doue war hi ine ! —


Kanet gant Fanch ar Roue, labourer-douar, 70 vloas.
Plouaret, 1847.


──────────

  1. Ce mot est composé de maro et de skaonv, mortis scamnum mot à mot : escabeau de la mort, tréteaux funèbres.