Santes Marc’harit

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Santez Marc’harid.

Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 170-176)



SANTES MARC’HARIT.
________


I


   M’ho suppli, kristenienn, da brestan ho silanz
Da zelaou ur c’hantik a zo a gonsekanz :
Buhez ur feumeulenn am euz antreprenet
Da zont da ziskleria aman en brezonek [1].

   Holl raned ann dour-dous deut da gonsideri,
Gant ho mouez triomfant bemdez o fredoni,
Pere lavar d’ann holl, er bed antieramant,
En em gonvertisan, eo arru ’r jujamant !

   Houma ’zo ’r feumeulenn euz a huël ligne,
Hag a deuz kuitaët noblanz ha kalite ;
Hag a deuz kuitaët noblanz ha kalite,
Wit dont da di hi moereb da vesa ann denved.

   Houma ’zo ’r feumeulenn euz a huël ligne,
Hag a gane bemde d’hi denved, er mene ;
Hag a gane bemde d’hi denved, er mene,
Kantikou d’ar Werc’hes, en enor da Zoue.

   Ur marc’heger iaouank, o tont euz ann arme,
Hen euz klewet hi mouez o kanan er mene,
Ma ’n euz pedet he baotr da vont da gomz out-hi,
Na wit goud piou a oa ’r giz-ze o fredoni.

   — Demad, merc’hik iaouank, meurbet e kanet ge !
Na eo ket c’hui a dle bout gant ann denved-ze.
Duhont war ann hent-braz ’ zo ’r marc’heger iaouank,
Hen euz klewet ho mouez ken kaer, ken ravisant ;

   Hen euz lavaret d’in donet beteg aman,
Un dezir braz hen euz ’teufac’h da gomz gant-han ;
Ma mestr ’zo un den brao, hen euz aour hag arc’hant,
Kement a blij d’ez-han a ve rentet kontant. —

   — Ho ! salv-ho-kraz, aotro, ho adres a zo mad,
Ha koulskoude n’eo ket henvel euz ho tillad ;
Ho tillad a zo brao, manifik alaouret,
C’hui a zeblant beza un trompler ar merc’hed.

   ’Wit on d’ vezan el lann o vesan ann denved,
Me n’an ket evel-se da c’heul ar C’hallaoued ;
Ewit-on da veza el lann o fredoni,
Me n’an ket evel-se da c’heul tremenidi. —


   — Salut d’ac’h, ma mestrik, ma beaj a zo bet
Un tammik hirvouduz, prompt ez on refuzet :
Honnont ’zo ur plac’h fur, promptamant gant ur ger
’Deuz ma rentet kontant, ha digasset d’ar ger :

   — Wit-on d’ veza el lann o vesa ma denved,
Me na ’z ann ket, ’me-z-hi, da c’heul ar C’hallaoued !
Ewit-on da veza el lann o fredoni,
Me n’an ket evel-se da c’heul tremenidi. —

   — Gallaoued ho deuz diouar, koulz ha tremenidi,
Mont a rann ma hunann ewit parlant gant-hi. —
— Demad d’ac’h, merc’h iaouank ; roguz braz a komzet,
Ewit beza el lann mesaëres-denved.

   Digasset ’m boa unann ewit komz diouzoc’h,
M’ho euz respontet rust, hen digasset d’ar ger ;
Taolet pled, merc’h iaouank, ann dewez a vrema,
Me em gavo ganec’h pa zonjfet neubeuta. —


II


   Me ’well arru el lann daou gavalier o tont ;
Pell-braz a zo ma oa ma c’halon endann spont ;
Me well arru ann heur ma vinn-me distrujet,
Met war ma ine paour n’ho deuz pouar a-bed !

   Monet a rann brema wat bennou ma daoulinn,
D’ laret ma chapeled devota ma hallinn ;
Jezuz am euz choazet ewit ma redemptor,
Jezuz am euz choazet ewit ma c’hurator. —

   — Distroët, merc’h iaouank, distroët a galon,
N’euz forz pegen soignuz ez oc’h en orezon —
— Jezuz am euz choazet ewit ma redemptor,
Jezuz am euz choazet ewit ma c’hurator. —

   Kasset a oa d’al lez, wit bout interrojet,
Da c’houd a be-lec’h oa, hag a be-lec’h deuet.
Lavaret a ra d’he, hep ober komplimant,
Piou lareur ann-ez-hi, neuze soudenn vatant :

   — Merc’h ’on d’ur ministr braz, zo mestr war al lezenn,
Elizak oa he hano, pa oa er bed o reen ;
Merc’h Elizak ’on zur, n’hen dizanzavann ket,
Wit servija Doue am euz-han kuitaët. —

   Taolet a oe er stank, na beteg hi diou-lez ;
Kana a ree eno evel ur rouanes.
Met un dewez a oe, oa gwelet o tiskenn,
Viziblamant d’ar bopl, uz d’ez-hi, ur goulm-wenn……

   Pa welaz ann aotro penaos na varwe ket,
’Teuaz da c’hourc’hemenn ’vije ’r stank dizec’het ;
Hag hen o c’hourc’hemenn da dizec’han ar stank,
Ma oe taolet ’n he doull da debri d’ur serpant !


   Taolet oe en un toull ken tefall hag ar glaou,
En pe-lec’h na wele sklezrijenn na goulaou……
Nep a welje Marc’harit en daou-benn hi frizon
Nag o essa tec’hel diarok ann dragon !……

   Met en noz-ma en tan hen deuz bet hi lonket,
Ha dre volonte Doue he vouellou ’zo freuzet !
Digwezout ’rez da dut dont da dremen dre ’r plaz,
Na pa oa Marc’harit o ambrasi hi c’hroaz.

   Hag ez iejont buhan da anons ar c’hezlou
D’ar ger a Vrelidi, lec’h ma oa ann aotrou.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Hogenn ann aotro-ma, pini na grede ket,
A zigassaz daou den euz he di da welet.
Pa welaz ann aotro penaoz na varwe ket,
’Chourc’hemenaz neuze ma vije dibennet.

   Arru war ar chafot ma vije dibennet,
Un anter-heur amzer en graz ’ deuz goulennet ;
Goulenn a ra en graz un anter-heur amzer
Ewit goulenn pardon ewit hi zri barner.

   — Oh ! ia zur, Marc’harit, m’ ho peed, ma fardonet,
Rag ewit-on, kredet, me n’ho tibenninn ket. —
— Salv-ho-kraz, micherour, na vanket ket da ze,
Rag c’hui ez eo ann or etre Doue ha me ! —

   Ha na oa ket hi gir gant-hi peurlavaret,
Daou el ann ef war ’r chafot a zo bet diskennet :
— Allon eta Marc’harit, Marc’harit, kourajet,
Rag arru eo ann heur ma vefet kurunet ! —

   Ha na oa ket ar gir gant-han peurlavaret
Hi c’hurunenn war hi skoaz a zo kerkent koezet ;
Hi c’hurunenn euz traon a goezaz war hi skoa,
Viziblament d’ar bopl ’z ia da gomerret joa !


Kanet gant ur vales, en bourk Pleubihan. — 1864.


──────────

VARIANTES


Une autre version, recueillie par-delà la forêt de Koat-an-noz, donne ainsi la seconde partie de ce gwerz :


. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
   Kroget ez eo en-hi, hag hi zaolet er stank……
Houman a gan eno evel en ur gouant.
Holl lapouzidigou ann el, p’int tremenet,
Margodik o kanan ho deveuz bet klewet :

   Hag ez ia ar re-ma da laret d’ann aotro
Penaoz na eo ket c’hoas Marc’haridik maro :
Nemet pa dremenent ebars ar mene glaz,
’Welent Marc’haridik o saludi ar groaz.

   Hag ez ia ar re-ma da laret d’ann aotro
Penaoz na eo ket c’hoas Marc’haridik maro.
Ha pa well ann aotro penaoz na varwe ket,
He ordrenaz neuze m’ vije ’r stank dizec’het.

   Ma ordrenaz neuze da dizec’han ar stank,
M’eo taolet Marc’harit en he doull d’ar serpant.
Nemet ar sarpant, ’vel ma ’z eo d’ez-han taolet,
Marc’haridik raktal hen euz-han bet lonket !

   Met pa ’ zeu brud un dez ar serpant a greuvaz ;
Marc’harit dre he gein ann ez-han a zeuaz :
Marc’harit dre he gein ann ez-han ’zo zavet,
En ur gana laouenn, hag hep kaout drouk a-bed.

   Ha pa well ann aotro penaoz na varwe ket,
He ordrenaz neuze ma vije dibennet……
Un anter-heur amzer a deuz bet goulennet,
Un el dimeuz ann ef a zo bet diskennet. —

   — Kendalc’het, Marc’harit, kendalc’het mad bepred,
Eman ho kurunenn bars ar baradoz gret ! —
Gret a eo hi froses ewit bout dibennet,
Nemet hini ann-he na eveuz bet kredet……

   — Deut d’ann traon, Marc’harit, al lec’h-se, pa garfet,
Rag ’wit-on, Marc’harit, me n’ho tibenninn ket ! —
— A-rabad d’ac’h, ’me-z-hi, mankout da ober-ze,
Rag c’hui eo ’nn or breman etre Jezuz ha me ! —

________


Dans plusieurs églises de nos campagnes bretonnes on voit sainte Marguerite figurée sur un serpent ou un dragon.

________
  1. Ce premier couplet m’a tout l’air d’une formule moderne appliquée à une vieille chanson, un de ces lieux communs qu’on rencontre fréquemment dans les productions contemporaines.