Sarmoun ar vesventi

Dizanv
Sarmoun ar vesventi, rimet evit instruction ar vretonet, er bloas 1839
e ty Lédan, imprimer ha librer, 1839  (p. Golo-48)




SARMOUN


AR VESVENTI,


RIMET
EVIT INSTRUCTION AR VRETONET,
Er bloas 1839.


Sarmoun etre farçz ha devri,
Composet var ar Vesventi
Gant an autrou Heb e Hano,
Eus a barres c’hui zivino ?

***

Lennit-y tout en ho tyes
En deiziou araoc Molarges ;
Ra vo ive d’ar Sul-Ænet
A boues penn dre-oll prezeguet.



E MONTROULEZ,
E ty Lédan, Imprimer ha Librer.






SARMOUN


AR VESVENTI.


————

Vœ vobis potatoribus ;
Mezierrien, c’hui zo malheurus !





Pell-amzer zo, auditoret,
Abaoue ma meus remerqet
Eur viçz oc’h ho tishenori
Hanvet dre oll Ar Vesventi
Eus an oll viçou a ravaich
Bremâ, siouas ! ar gristeniaich,
Oumâ eo an difficilla
Eus ar bed da zisc’hrisienna.
Un impudic hac un toùer
Convertisset ral a veler ;
Mes cant impudic a velfet
Qent eur Mezier convertisset.
Ar Vesventi zo eur sourcen
Eus a galz viçou disordren ;
Lenn a rear scrifet var e dal
E zeo eur pec’het capital,
Dishenor ar Religion,

A galz tud ar berdition,
Ar vuntrerez hac ar revin :
Chetu perac Sant Augustin
En deveus guechal lavaret
Eo ar Vesventi milliguet
Ar brassa eus an oll grimou
A gommetter er parressiou ;
Ebrietas est omnium
Majus flagitiorum
Gouscoude netra communoc’h,
Hirio an deiz netra stàncoc’h,
Rac ne veler var an douar,
Dre oll partout dre ma zear
Nemet lonqerrien distrounqet
Ha Mezierezet divezet.
Na vez eured ebet er vro
Na vez enni calz tud mezo,
Hac ar foar hac ar marc’had
A êchuer dre eur c’hofad
Ne vez qet memes eur pardon
Nac eur gouel a zevotion
Na vent oll bremâ profanet
Gant ar Vezierrien debordet.
Mes, siouas ! ar pez zo goassa
Hac am desol ive muya.
Eo guelet n’ous pet an hini
Dre’r blijadur seul da vesvi,
O tont d’en em renta envel

Oc’h an anevalet cruel !
Penaus eta, tud malheurus !
Penaus, Mezierezet flêrius !
N’ellor biqen disc’hrisienna
Eus ho toues an habitud-mâ !!!
Penaus ! biqen na gundufet
Eur vuez sobr, fur ha reglet !
Mes, assamblet amâ hirio,
Deoc’h oll souden me zisquezo
(Da viana m’am selaouit)
Ar monstr barbar a adorit ;
Ha ma n’ho convertissàn get
Eus hoc’h habitud milliguet,
E c’hanavesot dre avançz
Ar malheur hac an dismegançz
A dennit var ho famillou
Dre ar viçz eus ho tebauchou,
Ha ne vezot qet souezet
Pa o guelot oll erruet.
Nac y zo trist ha pernicius
D’al lounqesennet malheurus !
Rac certen ar malheur brassa
Evit an den var ar bed-mâ
Eo dont d’en em abandoni
D’an habitud a vesventi ;
Car ar viçz-se en discaro
A zeiz da zeiz bete’r maro
Da eun abim a zisursiou,

A valeur hac a bec’hejou,
A rann-galon hac a vizer
A chagrin hac a zisesper.
Malheurus vo en e zanvez,
En e henor, en e vuez,
Hac en e yec’het goude se,
En e silvidiguez ive ;
Rae peurvuya ar vesventi,
P’en em ro’n den da vad dezi,
A ra e valheur er bed-mâ
Hac er bed all er memes tra :
Rentet eta eur veich Mezier,
Chetu én ato er vizer.





QENTA POENT.


————


Evit commançz, me a lavar
Eo malheurus var an douar
An den a deu da gontracti
An habitud d’en em vesvi :
An tech-se eur veich gemeret,
Ral bras, siouas ! a vez torret,
Ha dont a ra e bêr amzer
D’ober oll malheur ar Mezier.
Peb den ar madou temporel
Gant rêson pretanti a hell

Guedal buez, prosperite,
Yec’het ha renom vad ive ;
Mes ar vesventi milliguet,
Envel oc’h eul laer affrontet,
A deu souden d’en depouilla
Eus an oll avantachou-mâ.
Dissipa ra e oll vadou
Oc’h en treina d’an debauchou ;
Discar a ra e oll renom
O tua e reputation,
Hac abregi ra e vuez
Oc’h en taul er fallagries :
Chetu an oll avantachou
A ro tizan an tavargniou,
Hac an tri effet ordinal
Eus ar vesventi criminal.
Qenta effet ar vesventi
Eo revina qement hini,
Poulset dre aliou Satan,
En tavargniou a glasq tizan.
Pell-amzer zo, auditoret,
Doue en deveus lavaret
Penaus ar Mezier renseudic
Ne vezo qet pell pinvidic ;
Rac an debauchou hac ar güin
Prest ha presta ray e rêvin :
Calz exemplou hor beus memes
A guement-mâ en hor parres.

Al lounqesen a supposàn
Pe ezommec, pe vondian :
Mar bez paour pa gommanço,
E vo paouroc’h pa êchuo ;
Caer ho pe rei madou dezàn,
Netra ne resisto outàn.
Rei aour, arc’hant da eur Mezier
A zo taul dour en eur c’hrouer,
Eur sac’h difoncz fallout carga,
Poan inutil da nebeuta.
Dre’r prennest en ty c’hui fourro,
Hac én dre an nôr a daulo ;
Rimplija rai en eun instant
Eus e zerves an oll arc’hant,
Ha gounidiguez ar sizun
A vezo lounget oll d’al lun,
Ha davantach, mar bez gallet
En ty bras fourra eur piqet.
Ac’hanta ! neo qet er c’his-se,
Doug e vorzol, eo a res-te ?
Ha te, pautr ar minaouedou ?
Ha te, bresser ar paveou ?
Ha te ive, den disouten ?
Ha c’houi dre, oll, micherourien ?
Neo qet ounnes eo ho custum
Peb deiz qenta eus ar sizun ?
Ne velomp-ni qet alies
Eur seurt disurz en hor parres ?

Na petra erru ac’hano ?
Auditoret, c’hui lavaro ?
C’hoarvesout a ra malheuriou,
Nec’hamantchou ha chagrinou.
Na petra helfe c’hoarvout qen ?
Ouzoc’h amâ me a c’houlen.
Al lounqer, goude ober re,
A rai nebeutoc’h goude se :
Goude ober eur re gorfad ;
E fritt mizer, e za goustad ;
En eun deves lounq e sizun,
Eiz dez goude a ranc yun.
Mes, siouas ! ar pes zo goassa,
Eo greg ha famill an den-mâ,
Ha qement a zo var e dro
Treina poan ha naoun a ranco ;
Gant ar riou oll e crenint,
Gant an astud e tisec’hint,
Ha ranna a rai o c’halon
Dindan poues o affliction.
Chetu aze sort ar Mezier
Paour en eur gommançz e vicher.
Mar deo pinvidic pe’n e æs,
E stat zo qen dign a druez !
Rac o c’heulia ar vesventi.
Netra pell ne hell prosperi :
Contchou renqet en tavargniou
Da zec a gaçz prest ar c’hantchou ;

Ha var guement-mâ, ma carren,
Me roffe deoc’h meur a breuven.
Mes an experiançz consultit,
C’hui etrezoc’h, tud pinvidic ;
Piou a velit o prosperi ?
Ar Vezierrien touet int-y ?
Salocras, rac ar seurt tud-se
Ne ouzont nemet bernia dle ;
E lec’h oza, oll e frêzont ;
E lêc’h destum, e fouillezont ;
Ha pell dioc’h prena levou,
E verzont re o familliou.
Comparachit ty eur Mezier.
Oc’h ar pez ma voa en amzer
E dad fur hac e vam reglet,
Hac en em gavot estonet.
E plaçz ar goüer er prennestou,
Plouz zo bremâ a dorchadou ;
Ar meubl caer a zo guerzet
Hac ar pris anezo lounqet ;
Ar marc’h, decor ar marchossi,
Zo qignet en hostaleri ;
Bioc’h ha danvad, yar hac eujen,
Tout int efet gant an dræsen ;
Tranch, car, alar, mar ha palou,
Oll int teuzet en tavargniou ;
An dillat, memes bete’n toc,
Zo tremenet dre e c’houzoc.

Da gommançz en devoa leve,
Ha bremâ eo sammet a zle ;
Neus netra gantàn evel qent,
An diaoul zo e plaçz ar Sænt.
Mes, va farrissionis qer,
Evit anaout mat ar Mezier,
Roit dezàn guella tiegues
A velit ebars er barres,
Da c’houzout pegueit e pado
Oc’h al lounqesen divalo !
Me zo sur pa zayo hirra,
Ne day qet tri marc’had nao bloa.
Er guelet a rafac’h souden
O tissippa hac o tisqen,
En e zaouarn o tisvanti,
O nijal d’an hostaleri,
Güir eo un nebeudic amzer
E velfac’h neuze ar Mezier
O c’hoari manific e roll,
Qen hac er parc, ha qen oc’h taul ;
Ar voul en e zorn a zalc’ho,
Ha brao eur pennad e ruillio ;
Biscoas ne voe guelet e bar
Tro var dro var e veg douar ;
Hep discuntinui da brena,
Da drafica, pe da verza,
E redo an oll marc’hajou,
Ha dreist peb tra dre ar foariou.

Caout a rayo calz consortet,
Hac heb douetançz commerezet,
Ha tout gantàn ar cholori
A vezo en hostaleri.
Hoguen, daoust pegueit e pado
Ar pot dispar var e veno ?
Qeit sur hac arc’hant ar re all,
Qeit-se just, non pas en tu all.
Guelit c’hoas un nebeut amzer,
Oh ! pebes chenchamant caer !
Al lounqesen collet e dân
A velot souden e noas gloan ;
Prest ha prest e vezo clèvet
Penaus a zle e zeo sammet :
Scoden amâ, scoden aont,
Dle en ty-mâ, dle en ennout,
Eur billet roet da Jacquetta,
Ha pêvar da Philipetta ;
Eur c’hreançour impatiant,
Da rattrappout lod e arc’hant,
A sao e benn, a deu arauc,
Arrêt a lacaer va ar pot ;
Chetu ar pillach en e dy,
Al lounqer couezet var e fri ;
Fouettet en deus pis e drantel,
Eat eo e stat gant an avel ;
Chetu én laqeat en noas,
Ha forcet marteze, siouas !

D’asten an dorn a dy da dy,
Da c’houlen bara da zebri !
Ennes eo ar fin ordinal
Eus an oll lounqesonnet fall,
Ha commun eo an exemplou
A guement-mâ dre’r parressiou.
Ia, guell eo ganén guelet
An tân-goal en un ty croguet,
Eguet guelet eul lounqesen
Placet ennàn da gabiten.
An tân evit güir en dêvo,
Mes an dræsen lous en teuzo.
Mar teu an tân d’en devori,
Ar Mezier er c’hass bete’l ly,
Hac an avantaich a gavàn
A zo tout e faveur an tân ;
Rac varlerc’h an tân peurvuya
E chom ludu da viana,
Ar found, ar vein hac an houarn ;
Mes, Mezier etre da zaouarn,
Dir hac houarn, found ha mein
A vez teuzet en eur c’hoarzin.
Te voar ar secret da deuzi
Qement zo en hostaleri,
An tân-goal en un ty croguet,
An droug a rayo hep pec’het,
Rac un hevelep accidant
Ne outraich qet an Oll-Buissant ;

Mes ar Mezier a zispigno,
A frippo tout hac er lounco,
Ha ne baoueso da bec’hi
Qen a vo erru gant al ly.
Nemet o tremen ar flammou
Ne droublont peoc’h ar famillou ;
En eur moment e tevorint
Ar madou hac o fulluc’hint,
Hac ar moment-se tremenet,
Chetu an alarm achuet :
Eur malheur eo da ajouti
Da galz c’hoas a valheuriou cri,
Ha ne ouzor petra rafet.
Mes dioc’h ar Mezier milliguet
Ne viot qet qer buan pare,
Rac qeit ha ma pad e vue
Abominabl ha criminel,
E pado gantàn ar brezel.
En a rayo oll an drougou,
Ha c’hui, espernit ho comzou ;
N’oc’h eus netra da lavaret
D’an dræsen pa vezo tommet :
En ty neuze tout e troublo,
Hac an oll a bersecuto.
Evit recompançz peurvuya
Na esperit qen digantâ
Nemet insult ha goaperes,
Taulliou teod ha muntreres ;

Ar vas d’al laz a zoug ato,
Ha massacri oll a rayo
Ma na vezit eus e avis,
C’hui, pried ha bugale gueiz.
Pebes disurs ! pebes truez !
Pebes malheur d’eun tieguez !
Pebes tourmant, pebes anqen
Zo e tyes ar Vezierrien !!!
Pebes dallentez criminal
Caret eur viçz zo qer fatal !
Caus a guement a valeuriou
Hac a chagrin er familliou !!
Penaus, træsennet, lounquerrien,
Penaus, ne gomprenot biqen
E frippit en hostaleri
Hoc’h oll madou dre’r vesventi ?
Penaus, ne gomprenot james
E laqit famill ha graguez
Var an teil, ha memes en noas,
Crissa tra a veljor biscoas !
O goad innoçant a surrit
Gant al liqeuriou a efit ;
Ar goad pur eus o c’halonou
Eo a rusch bord ho muzellou.
Da betra e servich dezo
C’hoezi nôs-deiz betec ar bleo,
O labourat d’en em souten,
D’an ampoent ma teues te, træsen,

Te, tad cruel ha detestabl.
Dre un tech gen abominabl,
D’o c’hass bemdez da fonçz an dour
O tevori pris o labour ?
Mes greomp silançz var ar poent-mâ,
Rac bez e zeo an distera
Deus effejou ar vesventi
Hac a froues an hostaleri.
Un effet all perniciussoc’h,
Mezierrien, eo dre ma ra deoc’h
Coll crenn ho reputation,
Peb santimant ha peb renom.
Al lounqerrien, peur-liessa,
En em gred tud eus ar c’haera,
Tud a speret ha tud güiziec,
Ha casimant oll-galloudec.
Nep a gleffe’n hostaleri
An dræsen en em bompadi
Demeus e oll actionou,
E droyou fin, e zantimantchou,
A lavarfe sur ne ve den
A guer bras consecançz hac en,
Ha ne zéus qet guelet e bar
Pell-amzer zo var an douar.
En em drompla res, rac-se tao ;
Va selaou, lounqer divalo :
Adalec ma zout deut Mezier,
Da sqiant bras e bêr amzer

Ha da henor a c’heus collet,
Gant ar güin e c’heus-y efet.
Auditoret, mar desirit
Anaout ar-Mezier, permetit
Ma rin deoc’h ar poltret fidel
Eus e bersonnaich disantel ;
Mes o tespeign deoc’h ar Mezier,
Na c’hedit qet eur poltret caer
Calz traou brao er found neus qet
Divar e benn da lavaret
Ar Mezier zo, peur-liessa,
Un den an insupportapla,
Un dieveset, un affronter ;
Fiziout ennàn netra n’eller,
Heb nac henor, na santimant,
An dout an dud dre gonsecant ;
N’en deus nac estim, na renom,
Dreist peb mez ha confusion,
Pa velo sqeud an eaudevi,
Ne rayo forçz piou da henti,
Gant piou en em associa
Ha mont d’an davargn da lounca.
Ober a rai mignouniaich
Gant peb seurt tud fall ha volaich,
An toullou ar re iffama
A frecanto heb tam rusia,
Ha guelet e vo ec’h ober
Qement action divoder

A zo propr d’en dishenori
En oll d’an oll d’en degradi.
Da ziaseza an taillou,
Mar en lacait er parressiou,
Diveset ha digoustiançz,
Ne gonsulto tam ar valançz ;
Discarg ho po, ma er c’harguit,
Rac ne glasq nemet e brofit,
Hac evit pris ur picherad
E c’hounesot eur varillad.
Mes ar barres farçz ar c’hanton,
Partout e ray e histrion ;
Control d’ar bolissonet all,
Pere d’ober o zroyou fall
Ordinal a glasq ar c’hoignou
En abri eus an oll sellou ;
Al lounqesen e façz an oll
A c’hoari e botr hac e roll.
Mar deus eur foar pe un eured,
Eur Sul, eur Gouel solemniset,
Eno just en em zistingo
Ha boufoun an oll e vezo.
Ne gredàn get memes rima
Qement a lavar hac a ra,
Rac o sonjal hebqen enne,
Auditoret, piou ne ruschfe ?
Na gontit qet var e gomzou,
Na mui var e bromessaou :

Dioc’h ar mintin e c’her a ro,
Dioc’h an nôs en dislavaro :
Hirio e rayo eur marc’had,
Varc’hoas en torro mintin mad ;
Eur grevidi fischit er pot
Hac abred en hanavesot ;
Dirac ar voutaill en ho ty
Hac ivez en hostaleri
E rayo deoc’h promessaou
Ar re gaera, a bep seurt liou ;
Eur mignon eo ar fidela,
Habil meurbet, na petra-ta ;
Al lezennou eus ar chican
A ane oll guitibunan ;
Mes fiziout en eur seurt bourc’his,
Va c’hredit, a zo eur sottis ;
Rac dioc’h-tu ma vo troet ho qein,
Ho qüerzo evit ul lom güin :
Evel Judas ho trahisso,
Rac un traitour detestapl eo.
Da veza potr, da veza mest
Eo incapapl, me en attest.
Petra reot-hu gant eur mezier ?
Petra elfac’h-hu da ober ?
P’o po mui ezom dioutàn ?
Bezit sur e viot heptàn,
Hac e gaout mar desirit
Ar c’hos tavargniou bisitit

Hac er bourcou hac er c’hærriou,
Ha goude ze er bouillennou
P’en deus ezom eus e speret
E vez peurvuya dianqet,
Ha pa dle en em zisqeuz den,
E vez aneval, netra qen.
Mar er c’hassit eun tu benac,
Bezit sur penaus e gorfad
Da zont d’ar guær en ampecho,
Rac var an hent e fazio ;
Na mar dit assambles gantâ,
Pebes histor e ve oumâ !
Brava jeu ! drolla obaden !!!
Var ho lerc’h evel un eugen
E rancot dre oll en treina,
Hac erfin gant truez ountâ,
Lacat er gorren a gostez,
Poursiou’n hent hep compagnunez,
Ha goude ze, pa deuot en dro,
Ho compagnon c’hui a gavo
Adare er memes etat :
Güella den ! surra camarad !!
Chetu aze, admirit-én,
Poltret güirion al lounqesen.
Na peseurt reputation,
Peseurt estim, peseurt renom
En do’n hevelep artisan ?
Casseat e vo gant peb-unan.

Mar deo domestiq ar mezier,
Partout rebutet er gueler ;
Abalamour d’an dishenor,
Den ne royo dezàn digor ;
Evel louzou oc’h an derzien
E vo qemeret, netra qen,
Ha qentoc’h dre necessite
Assur eguet dre garante.
Mar deo ive c’hoas den yaouanq,
Adieu d’e fortun hardimant
A ell souden da lavaret ;
Rac, peseurt merc’h fur a speret
A roi e dorn da eul lounqer
Anavezet evit mezier ?
Pe ma er gra, certanamant
Ar plac’hic-se e deveus c’hoant
Da gommançz e ifern er bed
Daou zeves goude e eured.
Mar de ivez eur penn a dy
A zo sujet d’ar vesventi,
En em zishenor e-unan,
Hac e dud assambles gantàn.
Ober a rayo farçz an oll,
A bep seurt guinaouadou drol
Anezàn a vo lavaret,
Dre oll e vo grèt e boltret :
Fouet e drantel hac eul lounqer
Un drœsen fall hac eul liper,

Un tapager, eul laffoueden,
Pot ar voutaill hac ar veren ;
Chetu lod eus an titrou brao
A roer d’ar mezier atao.
Mes ar pez a zo deplorabl,
Bugale baour ar mizerabl,
Allas ! a vezo victimou
Eus e viçz hac e zebauchou !
Ha c’hoant a zo d’o fortunia ?
Lavaret e vo da guenta :
An den-ze a zo mab e dad,
Eveltàn e car chopinad :
An tad a gav mad e vanne,
Hac ar mab er c’haro ive ;
An tad a zo eul lounqesen,
Un dræsen bur, eur sperbillien ;
Ar mab ive gant an amzer
A velot a vezo mezier :
Chetu petra vez lavaret
Dioc'h mibien, all lounqesennet.
Caer e vezo d’ar c’hrouadur
Beza reglet mad ha fur,
Viçz e dad en rento suspect
Da zaoulagad an dud honest :
Hanavezet eo viçz an tad,
Collet en deus fortun ar mab ;
A boan memes ec’h ell flaich,
Ma e zauler en e visaich.

Mar deo ar mezier eur chef bras,
Mear, pe ajant, pebes goas !
Ne vezo guelet var e dro
Nemet chicanerrien ar vro,
Troidellerrien filoutet,
Trufflennou ha laqipotet :
Paul-Piltout ha Pêr ar C’hannou,
Yan Carnaich ha Jacq an dançou ;
Gab Forban ha Marc Hugunot
Oc’h e heul partout a velot,
Henorapla compagnunez !
Coanta lapousset assambles !
Hac eur vaoues eo zo mezo ?
C’hoas, christenien, eur pez brao !
Eur vaoues, eur c’hreg mezieres,
Deplorapla loudouries !
Rac ma ne qet propr guelet Cou
Gant e gofad er bouilliennou,
Pebes mez guelet Yvona
Gant e zreus-gorfad o ruilla !
Eur veich c’hoas pebes horrol
Guelet Baptist hac Anathol
O vont a gleiz hac a zeo
Evel daou eugen oc’h ar yeo,
Hac erfin e creiz ar poullou,
O ruillia evel porc’hellou !
Mes eur c’hreg meo stoc e c’hroc’hen !
Oh vileni ! oh disqempen !

Eur vaoues tec’het d’e banne ?
Tavomp crenn an infamite !
Rac biscoas an Tadou Santel,
Na Jesus-Christ en Aviel,
Ne rojont deomp a dermeniou
Da rima e vileniou.
Petra goude da lavaret
Eus a grim hac eus a bec’het.
Ministr un Doue teir gueich santel
Sqüer ha doctor ar bobl fidel ?
Da Jesus pebes calonad
Rei e gorf sacr hac e c’hoad
Da eur Ministr qer criminal
Hac an treitour Judas gueichal !!
Mes, va fluen, paouez amâ,
Rac va c'halon a venn ranna…
Deus pez stat benac eo an den
A gar ar güin, a dra certen
Eo dre avançz dishenoret
Ha gant an dud fur disprijet.
Inutilamant a hend all
En deus an oll talantchou ral :
Adalec ma zeo deut mezier,
Adieu dezo tout en antier ;
Rac james c’hoas ar vesventi
Ne deus manqet d’o degradi,
Al lounqer infam marteze
Ganet a dud a galite,

A zo bet er scoliou savant
Hac instruet parfetamant ;
Mes paqet tech ar vesventi,
Deut pillier an hostaleri,
An den-ze a goues da netra,
Ne barlanter mui anezâ
Nemet seulamant d’en dispen
Ha d’en trêti a billioten.
Coll a ra henor ha danvez,
Eurus ma na goll e vuez.
Mes peseurt a zo communnoc’h,
(Respontit, m’er goulen ouzoc’h)
Eguet guelet ar vezierrien
O vervel aroc o zermen ?
Ar proverb sclær deomb a lavar
Penaus gourmandis a ziscar
Mui a dud eguet ar c’hleze ;
Chetu perac speret Doue
A lavar e bêr termeniou
Penaus calz dre o debauchou
A acquisit eur maro pront ;
Propter crapulam multi obierunt.
Nan, nan, lounqesen disantel,
Pell sur ne elli qet erzel ;
Rac, auditoret, penaus pad
Oc’h qenlies a re gorfad,
Oc’h qenlies a stocaden,
Ha dreist pep tra a nosves venn ?

Eul lam amâ, eul lam aont,
Eur gann amâ, eur gann duont
Er lacai e stat a varo
Ha var an dachen en dalc’ho.
Enos o veza re zammet,
Var eur bern erc’h en deus loget
E toul ar c’haë pe er fosiou,
P’e creiz ar pri er bouilliennou ;
Gant ar riou mil gueich sclacet,
E oll vemprou a zo sonnet.
Varc’hoas ive’ creiz al loaguen
E vo cavet a stoc croc’hen,
A bri hac a fanq, pe a c’hoad,
Palastrennet pen, qil ha troad ;
Qement e zeo defiguret,
Ma ve gant an oll qemeret
Evit un teus, pe ur spontal,
Pe memes evit aneval,
Qentoc’h eguet evit un den,
Ha dreist oll eguet ur c’hristen.
Brava tra ! caera taul-lagad !!
Guelet neuze va c’hamarad
En em chacha eus ar vouillien
Hac o bija e gailliaren.
An hent dezan a zo re stris,
Daou bas aroc, tri var ar c’his,
Eus eur c’hoste’ za d’eguile,
Coulz ha pa na velfe banne ;

D’ar vezen e ro un heurtad,
D’ar c’haë pe d’ar c’hleus un tourtad,
Hac a la fin e ruill er fos
En eur vriata e vam gos.
Capapla den ! guella ozac’h !!
Nopla pried, vantrebistac’h !!!
Ceit dre vertus an dour rêsin
Va c’homper eno var e guin,
O clêm evel eur possedet,
Pe Satan en dour beniguet.
Hoguen, ouzoc’h me a c’houlen
(Respontit eta, christenien)
Hac én a dle beza yac’hus
Eun trein buez qer vicius ?
Tout gouscoude oc’h eus guelet
Qement a zo amâ merqet ;
Rac, siouas ! ar seurt exemplou
Ne dint qet ral er paressiou.
Plijet gant Doue ne ve nicun
En ho toues nac en ho commun
Hac en deve biscoas ròet
Eur seurt arvest d’e vignonet !
Penaus e fell deoc’h e padfe
Eur c’horf trêtet er fèçon-se ?
Nan, biqen ne ello erzel,
Ha pa ve dir ne dai qet pell ;
Ha guelet a reomp alies
E creiz e vrud ar mezier qès

O vervel mizerablamant,
Accablet eus a vil dourmant
Emå dre languis a velit
O tisec’ha divar e dreit,
O crena var e izili
Gant ar güin hac an audevi.
Ennont a veler distronqet,
Broustet oll hac estropiet
O vont a drein varzu ar bez,
E creiz ar fleur eus a vuez,
Victim trist e zebauchou
Ha merzer eus e gôfadou.
Ia, va c’hredit, rac sur eo,
Meziereset lous, c’hui em c’hleo,
Ar re’ deu d’en em anroli
E breuries ar vesventi
A ziverra o bloaveziou
Dre an nerz eus al liqeuriou ;
Rac-se, mezier, n’en em fis qet
Var da gomplexion calet,
Var da demperamant nerzus,
Na var da yec’het galloudus :
Mar deuer d’en em abandoni
D’an debauch ha d’ar vesventi,
Adieu da c’henor, da tanves,
Adieu did, adieu da puez…
Rac pa estimi bianna
En em veli o tisec’ha

Da yec’het cre prest a golli,
Da gomplexion a ruini,
Da demperamant a soublo,
Hac ar maro a erruo ;
Diou veich coupapl ha maleurus
En da zebauchou scandalus,
Dre ma c’habrejes da vuez
Dre ar viçz eus da volontez.
Chetu aze trede effet
Ar vesventi erminennet :
E creiz o nerz, e creiz o brud
D’ar vêred e tigaçz an dud.
Goude qementse, mezierrien,
Redit d’an davargn a vanden ;
Vantit huel ho tebauchou,
Grit pompad eus ho côfadou,
Goalc’h ho calon en em vesvit,
Mes biqen n’ancounac’hait
E zit dre ho habitud fall
A benn ær varzu’n hospital ;
E rit, dre ho mesventiou,
Ruin ha malheur ho famillou,
E tistrujit pront ho yec’het.
Hac e toullit ho pez abret.
Chetu aze an oll madou
A brocur deoc’h ho tebauchou
Ho tiffammi, ho revina,
Hac a la fin ho tistruja.

Ah ! mesventi, viçz scandalus !!
Te zo fatal, pernicius !!!
Penaus, ne doute-e qet contant,
Ne gaves-te qet suffisant
Coll ene ar mezier touet,
Goude e varo erruet,
C’hoas e vadou ma tistrujes
Gant e henor bac e vuez ?
Ho parados, ô va Doue !
A dra sur ne goust qet qeit-se
D’ho servicherrien generus,
Na d’ho merzerrien glorius.
Ah ! mezier paour, antre eta
Ennout da-unan ar veich-mâ,
A visiqen chench a vuez,
Ha sorti eus da zallentez.
Rac da zebauchou milliguet,
Evel ma e c’heus er guelet
A ra er bed-mâ da valheur ;
Mes ar pez zo goassa, mezieur,
Eo ma’s privo eus ar gloar
A brocur Doue d’an nep er c’har
En e varados dudius
Etoues ar sperejou eurus.


————





EIL POENT.


————


Coll an êevou hac e oll gloar
En eur guimiada dioc’h an douar,
Disqen e fond an abimou
Evit souffr peb seur tourmantchou,
Chetu ar malheur preparet
Gant justiç un Doue d’ar pec’het,
Ha da beleac’h ho cunduo
Casi sur goude ho maro
An habitud a vesventi
Ma na dorrit qet anezi.
Seriusamant sonch-ta, mezier,
E redes da dy Lucifer
Pa zes d’an hostaleriou
D’en em livra d’an debaucbou ;
Rac deoc’h oll, me brouvo bremâ,
(Ha selaouit mat an dra-mâ,)
E zeo ar vesventi eur viçz
Opposet da bep honestis,
Dreisy ennàn pec’het bras,
(Evel a lavar Sant Thomas,)
E deveus avoalc’h a vilim
D’hor precipita en abim,
Avoalc’h a valiçz d’ho priva

Eus a c’hraçz Doue er bed-mâ,
Ar barados deoc’h da serri,
Hac an ifern da zigueri.
Balamour da ze ar Scritur,
Oll credit-y, mar doc’h-u fur,
A ro gant indignation
D’ar viçz-mâ reprobation ;
Hac e deus atao e gountet
E niver eus ar seiz pec’het,
Ma meus sonch mad, hanvet gueichal
Pec’hejou bras ha capital.
Isaï en deus declamet
Oc’h ar vesventi milliguet
Gant calz a nerz hac a gouraich,
Selaouit, chetu eur passaich
Eus e c’hourdrousou immortel,
Dictet gant ar Speret-Santel :
« Malheur d’an oll lounqesennet
» Ha da guement a sao abret
» Bete’n nôs d’en em abreuvi
» E feunteun an hostaleri !
» Malheur d’ar mezier arroutet,
» A bini ar penn zo calet
» Ha galloudus da gorfata
» Epad an derves hep coeza. »
Evel ma zeus hiniennou
Re stanc, siouas, er parressiou !!
Piou a zoùeto goude ze

Ne ve marvel ar pec’het-se,
P’en deus Doue, dre e Brofet,
Qen nerzus outàn declamet ?
Ia, træsen, ar vesventi,
Merc’h infam an hostaleri,
Dirac Doue da gondaono
Hac en tân da brecipito ;
Rac eus ar viçz-se ralamant
E tistroer parfetamant ;
Ha gouscoude p’lec’h erruout,
Peseurt termen da esperout
Nemet tourmantchou eternel
Goude eur vuez qer disantel,
Qen disordren, qer vicius,
Qer coupapl ha qer scandalus !
Divoal dreist oll da excusi
Ar pec’het eus da vesventi,
Var an digares ne res qet
Gaou da famil na da pried,
Dre ne vezes mezo james
Nemet bep bloa da Volarges,
Pe autramant d’an eureujou,
Pa vez gratis ar c’hofadou ;
Pe autramant abalamour
Ar rest ar bloa e c’hefes dour ;
Pe dre ne vezes qet goal glan,
Ha ne pez oa disput na cann,
Dre ne losqes a leiz guinou

Ar mallos hac ar sacreou ;
Dre ma zes evel un azen
D’ar guæer eün dre ar venojen ;
Pe’ balamour da vignonet
D’an davargn o deus da dreinet ;
P’evit mil rêson all dister
Invantet oll gant ar mezier
Da gusat e babitud fall
Oc’h e Bastor en tribunal :
Rac ganes ha pe n’errufe
Nicun an tout eus an traou-se,
Mar dout mezo e c’hoffanses
Da Zoue, hac e commettes
Eur pec’het grevus ha marvel
Ha heneb e lezen santel ;
Rac guezit ervad, mezierrien,
Gant ar ju eus ar vinien
Ha pa na veac’h bet trahisset,
C’hui a entent, meziereset,
Nemet eur veich en ho puez,
Ha pa na sacrefac’h james,
Ha pa na rafac’h gaou oc’h den,
Nac injur ebet da gristen,
Hep noasout na d’ho ty’ec’het
Na d’ho familliou qen neubet,
Eo eur pec’het bras evidoc’h
En em renta henvel oc’h moc’h,
O coll perlezen ho rêson

Ar breciussa donezon
A roas Doue dre garante
Da Adam ha d’e vugale :
Dre an debauch en em lacat
En eur fêçon hac en eur stat
Ma n’eller mui en em zouguen,
En em chacha eus ar vouillien,
En em zivoal, en em dreina,
Na bete’r guær en em renta,
A zo eur c’hrim hac eur pec’het
Grevus hac effroyapl meurbet.
Na repliqit qet, mezierrien,
Ne gollit james ho carten,
Ha seulvoas ma ho po efet
E vezit seulamant tommet ;
Rac hep coll ho rêson memes,
Hac amâ tout taulit eves,
Notablamant mar e zroublit,
Eur pec’het bras a gommettit ;
Ha seul ma zoc’h calet a benn
Ha galloudus bras da souten
Calz a vin hep dont da vada,
Oc’h eus ive leac’h da grena ;
Rac justamant d’eur seurt poltret
Isaï malheur a bromet.
Abalamour d’an disprijançz
O deus evit an demperançz :
Car outragi’ reont o C’hrouer,

Ha varne’ tennont e goler.
Mes ar vesventi malheurus,
Ouspen ma zeo pec’het grevus,
Evit consortet ordinal,
E deus atao calz viçou all.
Represanti pere amà,
A vez eul labour ar vrassa ;
Mes gouscoude, pa meus amzer
Hirio da instrui ar mezier,
Me ziscuezo e bêr gomzou
E transgress oll gourc’hemennou
Un Doue infinimant santel
Dre e babitud criminel.
A eneb ar feiz e pec’ho,
Rac eus a oll e toùeto ;
Netra eus ar Religion
Dezàn ne seblanto güirion :
Discredi raï an articlou
Fountet var galz a breuvennou
Solid, ha memes sciellet
Gant goad hor Salver benniguet.
Lacait dirac e zaoulagad
Ar varn e traonyen Josaphat,
Ar Barados gant e vonheur,
Hac an Ifern gant e valheur ;
Goab ac’hanoc’h prest a rayo,
Hac e ridicul ho troyo.
Hit, emezàn, ho historiou

Da gonta d’ar vugaligou ;
Spontaillou int, tout invantet
Evit trubuilla ar merc’het ;
Me ne doun pelloc’h eur buguel
Da grena rac an Aviel :
Ha mar fell deoc’h lavaret guer
Var gomportamant ar mezier,
E c’houlenno en eur c’hoarzin
Evit petra eo grêt ar güin
Nemet evit beza efet,
Ha nonpas beza disprijet.
Me, emezàn, er c’haf qer mad,
Ma peurlonqfen eur varilliad.
Balamour da ze ar Scritur
A recommand d’an oll dud fur
Cassât ar güin hac ar merc’het,
Pe autramant e vint collet.
Mes a eneb an esperançz
E pec’h ivez o coll fiziançz
Da erruout er Barados
Goude e varo da repos.
Eus an debauch, allas ! victim,
E lavar eo re vras e grim
Evit sonjal beza pardonet
Gant un Doue just ha coleret,
Chetu eta ar c'heas mezier
En abim eus an disesper.
Ma c’hesper en em savetei

Heb renonçz crenn d’ar vesventi :
Chetu én er bresomption,
Ha var hent an daonation,
Distruja ra ar garantez
Dleet d’e Zoue ha d’e hentes,
Heneb carantez da Grouer ;
Alies e pec’hes, mezier,
Dre ma teues d’en outragi
E mil fêçon er vesventi :
Ofansi a res da nessa
Dre’r goal exempl a roes dezâ
En da dy hac en da barres
Hac e qement plaçz ma valees
Ganes o chacha ar re all
Da gorfata en toullou fall ;
Hac ar Religion santel,
Dre da habitud criminel,
E partout a zishenores
Hac a peb poent a neglijes
Neglija’ res da bedennou
Hed ar sizun ha d’ar suliou ;
N’hanavezes Doue ebet
Nemet da gof, den debordet :
An davargn a zo da ilis,
Al liqeuriou da sacrifiçz ;
Ar voutailliou eo da gleyer,
Ha da gorist an tavargnier.
Eus ar Sacramantchou hini

Pelloc’h biqen ne frecanti,
Pe mar tostaes d’o receo,
Hep chench a vuez, te a gleo
E c’hen em rentes davantaich
Eur profanatour sacrilaich :
Chetu ar c’henta gourc’hemen
Nullet eta gant an dræezen.
A heneb an eil goude se
Stanc ha stanc e pedo ive,
Rac ar mezier peurliessa
N’enev, siouas ! qen rosera
Nemet ar valediction,
Ar foultr, en imprecation,
Ar mallos hac ar sacreou,
Chetu e oll litaniou ;
Car eur c’hristen divar ar güin
A bec’h evel eur sarrasin.
Pebes scol ! ô pebes sqüer fall !!
D’ar familliou pebes scandal !!!
Violi a res an drede
Eus a c’hourc’hemennou Doue ;
Rac ar Suliou a brofanes
Hac ar Goueliou santel ives.
Oc’h o zremen en tavargnou,
Mezier infam, en debauchou :
Dre’ breferançz en o choasi
Memes evit en em vesvi ;
Ha guelet a rear alies

Hiniennou’ pad an eiz des
Er güin betec o daoulagad :
Pebes buez ! terrupla stat !!
Transgressi res ar bêvare
Dre ar boan hac ar goal vue,
Ar chagrin hac ar rann-galon
A res, lounqesen ampoeson
D’as mam, d’as tad, mar bevont c’hoas,
Ha d’as creg miserabl, allas !
Qercouls ha d’as pugaligou,
Victimou eus da zebauchou.
Examinit mat ar mezier
O c’herruout mezo er guær ;
An ly dezàn zo re vian,
An oll a scrich forçz dirazàn,
En e rauc tout e vugale
E creiz un tân-goal a saillfe ;
Ha goude beza bet privet
Gant o zad cris ha debauchet
Eus ar pes a voa necesser,
Quitibunan maint e danger
Da rancout rinça eus an ty
Evel o c’henlies a guy,
Da loja e cambr ar steret
Pe e toues an anevalet
En eur c’hraou benac a gostes,
En danger da goll o buez,
Pried miserabl an dræsen,

Er chaich eus a greiz ar vouillien,
C’hoezi a ra n’ouz peguement
Oc’h en distreina dre an hent,
Hac a veac’h er guær erruet,
Ractal e vez recompanset :
Mes pebes recompans, siouas !
A dauliou treid, a dauliou bas,
Tauliou teod hac injuriou.
Ha calz maledictionou !
Pebes croas, ô va Doue !
Pebes rann-galon d’ar gueis-se !!
Ia, oc’h Satan caout affer
A garfen qent oc’h eur mezier.
Heneb ar bempet gourc’hemen
E pec’h ivez ar vezierrien,
Dre o c’holer, dre o c’hannou,
Dre o goal gomportamantchou,
Ha dre mil ha mil affer fall
A reont evit an ordinal ;
Eur veich savet ar güin d’o fen
Hac eat divar an arouden.
Ar c’huec’hvet tout a dransgressont
Dre’r bavardiaich a leveront,
Rac ar vezirrien peurvuya
Zo libertinet ar goassa,
A bep seurt lubriciteou
A sorti stanq deus o guinou ;
Clêvet a rear en o zoues

Eus a bep seur loudouries
A bep seurt comzou disordren,
Qen dangerus hac ar vocen ;
Rac en eneou innoçant
E c’hêlumont en un instant
Tân infam an impurete :
Tec’hit eta pell dioute.
Davantach, mezier milliguet,
E pec’hes heneb ar seizvet,
Dre an injustiçou brassa
A rês evit caout da efa.
Mar dout servicher en un ty,
Mar guelles da vestr a laeri ;
Mar dout eur penn a diegues,
Oc’h da famill tor bras a res ;
En tavargniou e verni dle,
Hac e forci da vugale
D’o faea, lounqer diveset,
Hac oll goude ma po teuzet
E chapelou ar bod illio,
Mar gueller c’hoas te a vezo
Expert var danvez ar re all,
Ha dre da droidellou fall
Mil injustiçz a gommetti
Evit qenderc’hel da roulli ;
Dioc’h an tu ma teuyo ar güin,
Te’n em gavo atao d’ar fin ;
Correttour neo qet ridicul

Ne sell james oc’h ar musul ;
Mes seulvui a ell da drompla,
Seul-brassoc’h e vez e joa.
Discurpul al lounqesennet
A viol ives an eizvet ;
Oll bepret o c’haver dispos
Da ober testeniou faus ;
Gant ma paeot dê banneou,
E raint gueyer calomniou,
Qement n’int qet eus o c’hostes
Da zua ne vanqint james
Dre ar vilim demeus o zeod
Hac e mil fêçon all mar faut.
Evel un Danvad cailliaret,
An dræsen lous ha divezet ;
Tout ar re all a sclabezo,
A frezo hac a zispenno ;
Rac collet eur veich e renom,
N’en deus qen consolation
Nemet o tiscar ar re all
Hac eveltàn o renta fall.
Heneb an naovet gourc’hemen
E pec’h ivez al lounqesen
Dre ar villa sonjesonou
Hac ar c’houpapla desirou
Excitet ennâ dre ar güin.
A heneb an decvet erfin,
O tezirout neus fors pe c’his,

Coulz a zeo evel a gleiz,
Peadra da ellout terri
E sec’het en hostaleri.
Un den techet d’an debauchou
Zo capapl a bep seurt crimou ;
Ne respet mui na Gouel na Sul,
Netra ne ra dezàn scurpul ;
Evel en davargn eur banne
E c’hef peb seurt iniqite ;
Chetu, allas ! e pe fêcon,
Auditoret, e teu’r boesson
Da daul an den en oll viçou
Hac er falla habitujou.
Petra goude da lavaret
Eus a sort al lounqesennet ?
Penaus ellout mont en hent-se
Un deiz da Varados Doue ?
Calz a leac’h zo da ziscredi,
Allas ! ha da zisesperi
Eus silvidiguez eur seurt den,
Pa ne ra eur güir binigen.
O voalc’hi dre eur môr daelou
An drouc eus e voal-exemplou ;
Rac ma ve guelet ar mezier
O chench buez gant an amzer,
Hac oc’h ober a greiz calon
Eur güir brezel d’e bassion,
Peguement benac a grimou

En deus grêt dre e zebauchou,
Hor be c’hoas an esperançz
En d’o pardon hac induljanç
Eus e habitud vicius
Hac eus e vuez scandalus
Digant un Doue leun a zouçder,
Hac a druez oc’h ar pec’her.
Mes commancet d’en em rei
A fêçon vat d’ar vesventi,
P’eur er guelor convertisset
Eus e dech côs ha milliguet ?
Allas ! sur marteze james !
E barea ne deo qet æs ;
Fae a ra var remejou
Mad da zec’ha e c’houliou,
Ha d’ar c’hraçz e serr e galon
Atao leun a bresomption.
M’ho qemer amâ, mezierrien
C’hui oc’h-unan da varnerrien ;
Pet lounqer oc’h eus-hu guelet
O renonçz d’o zech er yec’het ?
Hirio gant nerz e protestint
Penaus mezo mui ne vezint.
Oh ! va Doue, caera affer !
Convertisset crenn ar mezier !
Mes pegueit e velo an dud
En o zoues eur seurt burzud ?…
Guedomp c’hoas un occasion

Hac adieu d’e gonversion…
Ha n’oc’h eus-hu qet oll clêvet
Meur a veich epad eur retret
Furedou an hostaleri
A greiz calon o prometti
Ne vijent mui biqen mezo,
E vijent sobr var o meno ?
Mes petra int hirio an deiz ?
Evel a viscoas tud direis,
Evel a ziaguent diveset ;
Mezierrien ha mezierezet.
Ne lavaràn qet gouscoude
Ve impossubl d’ar seurt tud-se
Donet da veza reglet mat,
Hac o habitud da guittât ;
Rac beza o deus mil moyen
Da en em gonvertissa crenn
Mes, siouas ! ne fell qet dezo
Ober usaich sus anezo.
Ar volontez deo tout a vanq,
Ha nonpas ar c’hraçz puissant ;
Ar viçz eus o mesventiou
O dalc’h en o habitujou,
Ha contant en o esclavaich,
D’e guittat e zint digouraich.
Ar mezier zo eun hitropic :
Seul ma c’haval, seul an itic
A drantel en e vouzellou

Hac a c’houlen galopinou ;
Hac en oad seul mac’h avançz,
An nerz eus e intemperançz,
Maguet gant qement a sourci
Peb moment en hostaleri,
A deu da boulsa e grisiou
Seul-donnoc’h en entraillou ;
Dre-gonsecant e teu ennâ
Seul-diessoc'h da barea,
Pa vezo ar mezier scòet
Gant ar fulor eus ar c’hlénved,
Nemet chom a rae en henchou
Da vervel gant re gorfadou,
E tetesto e habitud,
Ar goal vuez a rea d’e dud,
Ar goal exempl en deus roet
Dre guement plaçz m’en deus baleet
Côves a rai e bec’hejou,
Marteze gant calz a zaelou ;
An absolven a recevo,
Ha sacramantet oll e vo,
Mes credi a raimp-ni neuze
E vo salvet var guementse ?
Petra’ sonjit-hu, christenien,
Deus sort eternel eur seurt den ?
Test oc’h bet eus e zisursiou,
E gass a reot-hu d'an êevou
Etouez ar Zent hac an Æles,

Goude un hevelep buez ?
Ah ! casi sur me lavaro
E zeo mezier bete’r maro,
Ha risqet dre ze da vervel
Coupabl eus ar pec’het marvel.
Mont a rai eta ar mezier
D’an ifern da gaout Lucifer :
Efet en deus er vesventi
Coler e Zoue betec al ly,
Ha da james ar reuseudic
E qever ar fals pinvidic
A lounco hac a zislonco
A leiz gouzouc ar vestl c’huero
Eus a arraich an diaoulou
E creiz eur bar a dourmantchou.
En eur sonjal e qementse,
Piou ne scrijo qet, va Doue !
Ha gouscoude an træsennet
Hac ivez ar meziereset,
Heb an distera tam chagrin
A veler o vont d’o zein
Qen discurpul, qen disourci
Ha pa vent sur da Bossedi
Eur gurunen tout a c’hloar
En eur vont divar an douar.
Ne sonjont nemet er voyen
(Ha ne deo qet güir, mezierrien)
Da gontanti o fassion

Hac ar youl demeus o c’halon ;
D’an ampoent ma tlefent guelet
Dorn galloudus un Doue savet
Azioc’h o fenn d’o ecrasi,
Pa na cessont d’en outraji
Dre eur chaden a zebauchou
Hac ur môr a vesventiou.
Crenit, crenit oll, mezierrien,
Car redet a rit d’an ifern,
Hac eur pas c’hoas ma c’havancit
En e greiz e precipitit
Ho corf qercoulz hac hoc’h ene
Evit an oll eternite.
Chetu penaus ar vesventi
Ho malheur eternel a rai
Goude ober deoc’h var an douar
Ha mil tourmant ha mil glac’har.





DIFINVES.


————


Ah ! mesventi, viçz detestabl !
Oh ! habitud abominabl !!
Ra zeuyo an oll gristenien
Da renonçz did a visiqen !!!
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Grit eta hirio, me ho ped,

Mezierrien ha mezierezet,
Eur sell a druez ouz hoc’h ene
Miserere animæ tuæ ;
Rac, allas ! dre ho tebauchou
E c’hassot souden d’ar flammou.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Coll ho c’henor hac ho tanves,
Coll ho yec’het hac ho puez
A zo, siouas ! nebeut a dra
Vis-a-vis d’ar maleur cris-mâ.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ma na ra qet impression
Varnoc’h eta ar rann-galon
A rit dre ho mesventiou
Hac ho tizurs d’ho familliou,
Da viana ra viot touchet
Dre an tourmantchou diremed
A breparit e creiz an tân
Evit james deoc’h oc’h-unan,
Evit ma reot ouz oc’h ene
A la fin eur sell a drue ;
Miserere animæ tuæ.

Evelse bezet grêt.


• FIN. •