Selaouit gant spont hag eston

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Chilaouet gant spont hag eston.

A. Prud’homme, 1934  (p. 115-117)



N° XCII. — Selaouit gant spont hag eston.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4.=69
      \key bes \major
      \override Rest #'style = #'classical
      \time 3/8
      \partial 8*1
      d8 g4 a8 | bes4 bes8 | c( bes) c \break
      d4.~ | d8 r d | g,4 a8 | bes4 bes8 | c( bes) c \break
      d4.~ | d8 r d | d4 ees8 | d( c) d | bes4 c8 \break
      a4.~ | a8 r d | d4 ees8 | d( c) d | bes4 a8 | g4.~ | g8 r \bar "|."
    }
    \addlyrics{
       Se -- la -- ouit gant spont hag es --
       ton Ken -- tel ar rou -- e Sa -- lo --
       mon_: skri -- vit -- hi doun en ho spe --
       red ma fell d’eoc’h be -- va hep pe -- c’hed.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


  1. Selaouit gant spont hag eston
    Kentel ar roue Salomon :
    Skrivit-hi doun en ho spered
    Ma fell d’eoc’h beva hep pec’hed.

  2. Holl, emezan, rankomp mervel,
    Pa blij gant Doue hon gervel,
    Evit mont raktal dirazan,
    Da glevout hon setans gantan.

  3. Meur a zen a goll e ene,
    Ha ne rafe ket mar sonjfe
    Pegen berr eo ar vuhez-ma(n),
    Pegen tost an deiz diweza.

  4. Ar c’horf ne glask dre e natur,
    Netra nemet e blijadur ;
    Ha koulskoude prestik, hep mar,
    Ec’h ay da vreina d’an douar.

  5. Gant aon eta na grogfe re
    E siou fall war hoc’h ene,
    Grit d’ezan dre ar binijenn,
    Plega d’an holl lezenn gristen.

  6. Ar c’horf n’eo ken met eur mevel
    D’ho servija betek mervel :
    E gastizit, kuit da espern,
    Ha biken n’eot d’an ifern.

  7. Ar bed, ivez, a zo treitour,
    Evel eur planken war an dour,
    Fiziout ennan zo gwall risklus,
    Daoust d’e sellou flour ha c’hoarzus.

  8. Gaou a lavar da bep hini.
    Mont a ra betek prometi
    Eürusted, yec’hed, hir vuhez,
    D’an dud erru ’kichen o bez.

  9. Dastumit madou an ene
    N’hallit ket kaout kaeroc’h leve :
    Madou ar bed, holl en eur bern,
    Ne dint nemet moged ha spern.


  1. Eur goz linsel, pevar flanken,
    Eun dorchenn blouz dindan ho penn,
    Setu hepken ’r pez a chomo
    Ganeoc’h-c’houi goude ho maro.

  2. Ha pa vec’h yaouank pe vugel,
    N’it ket da gredi beva pell,
    Ar vered a zo leun a dud
    Skoet didruez ’kreiz o brud.

  3. Eur wech maro ha sebeliet,
    Betek ho pez c’houi ’vo douget ;
    Ho kerent eno ho lezo,
    Hak a zeuy d’ar gêr, graet o zro.

  4. Piou a sonjo neuze ennoc’h,
    Ha piou a bedo evidoc’h ?
    Poanit ’ta da veva ervat,
    Keit ha ma c’hellit labourat.

  5. Hoc’h holl oberou mat ha fall,
    Ne day ken ganeoc’h d’ar bed all ;
    Da eur ho maro ’vint pouezet
    Gant ar Barner ’n deus o gwelet.