Simon a Vontroulez/Chabistr IV

Laurent de Jussieu
Simon a Vontroulez pe ar marc’hadour mercer
troet gant Aleksandr Ledan.
A. Ledan, 1834  (p. 21-24)






CHABISTR IV.


Simon a Vontroulez a so indignet a enep ar re a oüal—drêt an anevalet.


Bale a remp tranqilamant var hent Brest, pa glêvjomp en ur c’hroashent e pehini e voamp tost erru, leoudoueou spontus ha toliou bas horrubl a rê calz a drous ; mes na velemp netra. Ractal ec’h erruas-ur c’har gouall garguet, sternet eus a zaou varc’h hepqen. Ar marc’h bleyn-a voa discaret, hac evel michanç an tolliou fouet n’o devoa qet allet laqet anezàn da zevel, ar charetour brutal a guemeras ur gueneuden hac a bile var costeziou al loen paour, pehini na save qet buannoc’h evit se.

Ha foll oc’h-hu, eme Simon a Vontroulez ! c'hoant oc’h eus-hu da laza al loën maleurus-se ? Nan ? vantredie, eme ar charetour infernal, en eur leusquel bepret mallozou ; ne vanqfe dìn nemel se evit beza ur pautr-brao ! Mes ar c’hoqin marc’h-se pehini a ra dìn en em daoni un heur zo, a zo capabl da c’hoari an tol-se dìn da grevi expres. — Eleal, eme Simon, en e blaç no vanqfen qet da se ; rac guelloc’h e ve dìn beza mil guech maro, eguet servicha ur mestr brutal eveldoc’h. Reqeti a ràn dezàn a greis calon, evit e voneur hac ho punition na savo qet eus alesse. Gouscoude e zeomp d’ho sicour ; mes dre druez eo evit ho loën, ha nonpas dre interest evidoc'h. Ha forç so dìn dre bez rêson, eme ar sauvach, nemet em sicourot d’en em denn eus a ambaras !

Ober a rejomp, en effet, hon oll bossubl evit sevel ar brancardou, hac epad qementse, daoust d’ar pez a lavare Simon, ar marc’h qéz a receve bepret tolliou treid en e gosteziou digant ar charitour, en eur douet-doue. Al loën paour en em savas anfin var e ziouc’har, oc’h ober no effort diveza ; mes ne voe qet evit pell-amzer. Dielc’het oll e voa, hac e seblante souffr calz en e oll izili. Ar goad a ruille eus ar gouliou o devoa grêt an tolliou dezàn. D’ar c’henta tol fouet, e clasq ober ur pas ; brancellat a ra, hac e qüez a nevez ; mes evit ar vech-mâ e zeo inutil essât e laqat da sevel, rac mervel a reas ractal.

Ar goler hac an dispit eus ar charetour en laqe neuze da leusqel leoudoueou horrupl : A betra e teuìn-me brema, emezàn Ret eo dìn en em renta varc’hoas en Brest ; respont a ràn eus ar varc’hadoures zo em c’har. Cetu dija collet ur marc’h ganén, hac e zàn c’hoas da goll ar pez a deue dìn evit va chare, ma ne erruàn qet varc'hoas!… Ah ! coqin, fripon marc’h. — Qementse a zo caer, eme Simon : laza rit ho marc’h, hac en em glêmit c’hoas dioutàn ! Petra fell dêc’h e raje a vuioc’h eguet mervel en ho servich ? An neb zo cruel en andret al loëned, hac a ancounac'ha penaus e souffront coulz ha ni, a voal-drêt anezo hep utilite, a dlefe sonjal da viana e zeo ret menaji ar servicher eus a behini hon eus ezom. — Qementse oll zo mad ; mes penaus a rìn-me bremâ evit cuntinui va hent ? — Ar pez na ouzomp qet eo se, eme Simon ; ha qement a ellimp ober evidoc’h, e vezo digaç dêc’h qezec deus an tosta villagen. Qemeri tpaciantet da zeport ; sonjit mad er pez zo diguezet ganêc’h, ha tachit da non pas laza ivez ho marc'h all. Qen a vezo.

Dre ma pellaemp outàn, e clêvemp c’hoas anezàn o vlasfêmi. An tad Simon a voa indignet oll eus a se, hac e zaoulagad lem a luguerne dindan e valvennou guenn, en eur gauzeal dìn eus ar pez e voamp o paouez guelet. A viscoas, emezàn dìn, e meus remerqet penaus an dud a drêt ananevalet gant crueldet, a zo tud mechant. An hini a vel hep encres goal-drêti ur marc’h pe ur c’hy, n’eo qet pell da veza insansibl da boaniou e nessa ; ha pa en em accustumer da ober droug d’al loëned, e vezo grêt ive souden d’an dud. Beza e zeus broyou e pere an drêtamanchou fall grêt d’an anevalet, a zo punisset herves al lezennou. An-dra-se a seblant dìn just. Mes en Breiz-Izel, e pelec’h ne medi qet an usach-se, e carfen e vez disqeuzet gant ar bis ha livret da vepris an dud a fêçon, nep piou benac zo barbar aoüalc’h evit beza brutalliset ur marc’h pe ur c’hy, qercoulz evel evit beza scòet ur re benac fêploc’h eguetàn, na ell pe na voar qet en em difen. En em drompla a rafen calz, ma n’en deo an den-hont emedomp o paouez quittât, qen lach evel ma zeo cruel. Mes goude tout, na gomzomp mui eus anezàn, pa zeo bet punisset qen buan eus e vrutalite, dre ar feat memes eus ar brutalite-se.