Simon a Vontroulez/Chabistr XXIII

Laurent de Jussieu
Simon a Vontroulez pe ar marc’hadour mercer
troet gant Aleksandr Ledan.
A. Ledan, 1834  (p. 100-102)






CHABISTR XXIII.


Reflexionou camarad Simon a Vontroulez var ar respet a dleer da gonservation ar monumantchou public.


N’hor boa nemet neubeut a amzer da chom er Roc’h, hac ec’h ejomp varzu Landreguer. Epad ma voa Simon a Vontroulez occupet da ober e droyou, e zis da velet chapel Sant Euzen hac an ilis cathedral, eus a bere em boa clêvet comz alies. Chom a ris da gontempli hac an diabars hac an diavès, hac e santen ur joa vras o velet da viana ne voa qet bet nemeur a dra distrujet, en amzer ma zoa evel ur blijadur distruch qement a draou caër. An dra-se a zigaças sonch dìn deus ar pez en devoa guelet Simon ober en e vrô da Sant Jacqes ha da Sant Christoph, coulz evel d’ar groas huel meurbed a velet e penn ar c’hoc’hi. Daou ozac’h a deuas d’am c’haout, hac a c’houlennas ouzìn ous petra e sellen. Eleal, va mignonet, sellet a ràn eus an traou burzudus a veler dre amâ ; rac e-meur a blaç e zeus bet distrujet qement a draou caer, ma zeo ur rarentez guelet ar re so conservet. Qement e zeo afflijant guelet distruch monumantchou public, pere a apparchant d’an oll, mes da zen e particulier ; qement oll e seblant enorabl ha dign eus ur bobl sclêrigennet mad, da respecti ha da gonservi eus a bep outrach ar memes monumantchou-se, pere a attest er memes amzer, gloar, pinvidiguez hac ingin ar vrô. Guelet emeus e meur a barros e Breiz, ur c’halvar caer, ilisou distrujet ; disperset e zeus a bep tu traou precius a apparchante dezo. Eh bien ! hirio an deiz e clasqer repari an darn-vuia eus an destructionou grêt en un amzer maleurus ; peb den honest a dle eta en em ampressi da renta an disterra tam en defe, rac en interest an oll eo se. Beza e zeus ivez e meur a dy var ar meaz scrijou ancien, eus a bere na denner nep seurt parti ; Eh bien ! cassit-e d’ao A. Lédan, Imprimer e Montroulez. Neuze, mar talvezont ar boan, e vezint imprimet, hac en oll a brofito ; elec’h en eur viret anezo d’en em distruch en ho ty, na brofitont na dêc’h na da zen.

Comz a ren dêc’h eta eus ar monumantchou public. Mar deo un dra meurbed trist guelet traou caer distrujet gant dorn an amzer, e caver da viana ur seurt consolation pehini a laca carout c’hoas dont do c’hontempli ; mes ar ravach grêt gant dorn an den n’en deus netra a gaer ; oll eo horrupl ennàn e-unan. Ha n’en deo qet aoüalc’h e tistruchfe an amzer hon œuvrou bresq ? Tleout a reomp-ni e zicour en he effortchou distrujus ? Leqeomp qentoc’h hon oll soign da repari an droug a ra ? E qeit ha ma sav testou nevez evit perpetui ar sonch eus a ingin hon amzer, enoromp, respetomp, conservomp an testou ancien eus a hini hon zud côs, a bere ar gloar a so hon heritach. Hor bro a so pinvidiq e monumantchou burzudus hac a utilite public. Ra deuyo an hentchou vicinal da etablissa ur gommunication êzet etre peb commun, ha da veza antretenet dre oll en Breiz ! En interest an oll e tleer desirout qementse ; rac ar c’hiri en em gonservo guelloc’h, al loened na scuisint qet qement, hac elec’h tri varc’h a implijet guechall, e vezo gallet ober gant daou, rac essoc’h eo darempredi bremâ an hentchou-se. Anfin, nebeutoc’h a amzer a laqer da chare an hed hac an traou all, ha n’o guerzer qet nebeutoc’h.

Quittât a ris va zaou zen, hac e zis da gaout Simon a Vontroulez.