Simon a Vontroulez/Chabistr XXXVI

Laurent de Jussieu
Simon a Vontroulez pe ar marc’hadour mercer
troet gant Aleksandr Ledan.
A. Ledan, 1834  (p. 163-177)






CHABISTR XXXVI.


Fin demeus a Histor an daou vreur Marcel, contet gant Simon a Vontroulez ; cundu vad ha prosperite eus a Louis.


Pa en em separas Louis demeus e vreur, e Qemper, eme Simon, e troas varzu Montroulez. Hed e hent, na rê nemet sònjal eus a betra e teuje Jerom ; rac aoun en devoa e vije arruet un dra benac a fall gantàn. Neuze, o tont da sònjal ennàn e-unan ivez, e lavare : Petra e zàn-me da ober ? Eus a betra e teuin-me, pa vezìn arruet e Montroulez ? Un nebeut discadurez a meus ; mes penaus e laqat da dalvezout ? Na anavezàn den eno evit va frotegi ha va sicour d’en em blaci. Ar pez a ellàn da esperi, eo da antren er servich en un ty benac, ha gouscoude, ar vicher-se na blich qet dìn nemeur. Contantoc’h e ven calz da chom var ar meaz ha da veza labourer douar. Guelet a ràn ar re o deus douarou, o chom hep tenna qement a brofit diouto evel ma ve elfet en ober. Gant an nebeudic a ouzòn, ec’h ellàn c’hoas disqi meur a dra util : gallout a ràn studia ar pez so scrifet var an avantajou bras a eller da denna eus a labouriou an douar. Ma elfen dont abenn da gresqi leve ur perc’henner mad benac, va fortun a ve gret, marteze. Guelomp, en em decidomp : arabat eo antrepreni meur a dra ; ret eo en em attachi da unan hepqen, hac en em delc’hel dezàn en antier. Ia ; mes da biou en em adressìn-me evit parveni da se ? Mes, deomp bepret en hent : bolontez Doue ra vezo grêt !

Gant ar sonjesonou mad-se, Louis a valee bepret, hac ec’h erruas e Montroulez, hep beza gallet contanti e c’hoant. En em adressi a eure da veur a autrou, evit tachout da gaout ur plaç benac ; mes inutil e voe se. Ah ! eme Louis qèz, peguen êzet eo d’an dud-mâ tenna ur buguel paour demeus ar vizer, en eur laqat anezàn da zisqi ur vicher benac ! Me so sur ma carfet qemer ar boan da interrogi meur a vuguel abandonet d’ar baourentet, e vez cavet en o zoues meur a hini a rofe satisfaction hac a rafe enor d’an dud o devefe bet ar vadelez da guemeret interest enno ; mes nan, na brizeqet sellet outo, var digarez ma zint guisqet fall. Neus forç a se ; na gollomp qet a gourach, ha sonjomp e misericord an Autrou-Doue, pehini na abandono qet ur buguel carguet demeus a volontez vad.

En ur gomz evelse dioutàn e-unan, e voe galvet e stal ur marc’hadour, pehini a c’houlennas digantàn petra a glasqe. — Autrou, eme Louis, e clasq ur plaç benac ez oun, hac e meus c’hoant bras da veza occupet ; mes gouscoude e tleàn lavaret dêc’h e vez guelloc’h ganén beza labourer douar, eguet n’eus forç petra all. — Eh bien, va buguel, eme ar marc’hadour, chom da leina ganeomp, ha goude se me a royo did ul lizer da gass da autrou person Garlan, pebini, me so sur, a rayo e bossubl evit caout did ur plaç hervez da c’hoant.

Qerqent ma voe leinet, Louis a drucarecâs ar marc’hadour, hac en em rentas e prespital Garlan ; rei a eure al lizer d’an autrou person, pehini, goude er beza lennet, coulz evel ar paperiou all en devoa digasset Louis gantàn deus e vro, a lavaras dezàn : Arça, va buguel, re divezat eo da vont e nep lec’h ; mes coannia ha cousqet a ri amàn, ha varc’hoas, goude dijuni, e teui ganén.

Antronos vintin, evel ma en devoa lavaret, ar Person ha Louis en em rentas en ur ferm vras, e Langonaval. Bonjour va zud vad, eme ar person, en eur antren ebars en ty. Lavar dìn, Bertaud, ha te a elfe rei implich d’ar pautr yaouanq-mâ. Me so sur e vezi meurbed contant dioutàn ; n’em bije qet er proposet did, anez ma zoun en em assuret, dre un examin demeus e baperou, pere a brouv ervad e zeo ur buguel a-fêçon. — Ma, autrou Person, ha pa na vez nemet evit ober plijadur dêc’h, me guemero sur anezàn. Contant e vez-te, va fautric, da veza pautr-saout ? — Oh ! ia da, eme Louis, a greiz calon ; hac e credàn ellout assuri dêc’h, dirac an autrou Person, n’ho pezo qet a gueuz d’am beza recevet en ho servich, rac me bromet e rìn va fossubl evit ober va dever ervad, hac evit plijout dêc’h. — Credi a ràn se, eme ar fermier. — Arça, eme ar Person : cede te placet e ty tud a-fêçon ; en em gundu mad, bez honest, ha na acounac’ha biqen da veza christen mad. Deus d’am guelet, pa deui d’ar bourg.

Cetu Louis eta instalet, hac o cundui e loened d’ar parq. An occupation-se ne blije qet dezàn nemeur ; mes qemer a reas e barti, en ur lavarat dioutàn e-unan : commançamant so da dout; grêt mad ameus bepret accepti, rac manqout a ren va fortun o tont da refusi. Courach, Louis ; nout qet destinet da chom pautr-saout hed da vuez ; en em rent util, hac hep dale e vezi necesser.

Ar pez en desole, e voa da nonpas caout arc’hant evit prena levriou. Sonjal a eure neuze ober ul labouric benac evit gounit, hac en devoe soign da nonpas touch eus e c’hajou, evit gallout caout peadra da brena levriou, rac var an dra-se eo e fonte un esperanç vras. Eus a lec’h all, qement a soign a guemeras eus e loened, na ellas qet ar fermier manqout d’en em appercevi eus a se. James na vije clàn ur vioc’h, ar c’hreyer a voa propr ha yac’hus, goujied mad e voa dindan an anevaled. Qer qempen e talc’he ar pez a vije confiet ennàn, ma voe meur a fermier hac a c’hoantae Louis. Mes Louis en devoa clêvet lavarat alies e zeus atao muioc’h a brofit o chom el lec’h ma zoar, eguet o redec a deo hac a gleiz. Hac ouspen se, re galon vad en devoa evit ancouat ar c’henta plaç en devoa cavet.

Qerqent ha ma ellas, e scrifas d’e dad, evit rei dezàn da anavezout e bosition. Scrifa eure ivez d’e berson venerabl, digant pehini en devoa recevet e oll descadurez, hac e confias dezàn e zesseign. Ar person carantezus-se n’en devoe qet qentoc’h recevet lizer e scolaer, m’en em hastas da laqat renta dezàn tri pe bêvar levr en devoa, var ar voyenou da denna profit bras eus an douarou. Dies bras e vez despeigni ar joa a zantas Louis en eur receo al levriou-se. En em laqat a eure do studia gant ur gourach ar vrassa ; o c’hass a rê gantàn d’ar parq, hac epad ma voa e loened o peuri, e voa azezet dindan ur vezen, hac eno e lenne, e vedite, evel un den savant en e gabinet.

Abars ur pennad amzer goude, Louis en devoe gant ar fermier ur gonversation pehini e zàn da rapporti dêc’h.

Ar Fermier Bertaud. — Louis qèz, contant bras oun diouzout. Ur pautr rar out, hac emeus calz a obligation dit, abalamour d’ar soign vras a guemeres deus va loened. Gouzout a ràn e zeus proposet dit brassoc’h gajou eguet a c’heus amàn, hac e c’heus o refuset. Qementse so mad eus da beurs, hac a brouv e zout ur pautr a-fêçon. Mes na fell qet dìn evit se e colfes, hac e pretandaàn ober did ar memes avantajou evel o deveus qinniguet re-all did.

Louis. — Anaoudec mad oun dens ho madelez, Bertaud ; mes un dra all am bez c’hoant da broposi dêc’h.

Bertaud. — Pehini eo, va mignon ?

Louis. — Confianç oc’h eus-hu ennòn ?

Bertaud. — Na ouffet qet caout muioc’h.

Louis. — Eh bien ! gouzout a ran moyenou evit cresqi calz ho tanvez. Lezit ac’hanon, e-pad ur bloa, da c’houarni al labouriou. Ne c’houlennàn gajou abet bete neuze : bevit ac’hanòn hepqen, ha ma meus isçu mad, e reot goude ar pez a guerot.

Bertaud. — Mes, va fautr-qêz, ne sonjes qet ; re yaouanq oud c’hoas evit se.

Louis. — Noc'h eus qet eta a gonfianç ennon ?

Bertaud. — Eo sur, va Doue ! mes lezel ac’hanout da gundui al labour…

Louis. — C’houi a evessao varnòn.

Bertaud. — Ah ! eleal, cede aze un dra drol ! Eh bien, neus forç, Consanti a ràn d’ar pez a c’houlennes.

Louis. — Prometti a ràn dêc’h e reot anvi d’hoc’h amezeyen abars ur bloa amâ.

Bertaud. — Allon, en em fiout ar ràn ennout ; guelet a res peguen bras eo an ompinion vad a meus demeus da ziscadurez ha demeus da verit vad.

Guelet a rit-hu ac’hallen hon pautr Louis o cundui ur ferm vras ? Me ho lèz da sònjal peguen joaüs e voe-én, o receo consantamant Bertaud ! Evelse, en ur spaç a zaou vloaz, e gundu vad en devoa en rentet er plaç important a zalc'he.

Commanc a eure eta, qerqent, da gundui douarou ar fermier Bertaud, ha da laqat e profit an anoudeguez en devoa tennet deus e studi var labouriou an douar. Ne voe mui guelet na douar hep rapport, na douar côs a voa confiet dezàn : an oll douarou a voe laqet da rapporti ; ne voe mui qestion d’o lezel da reposi hep produi netra, mes d’o labourat gant soign vras, da denna dioute ar muia profit, da implija gant ingin ar guella teillou. Louis a reas prajeyer tiryen, pere na anavezet qet nemeur er vro. Bertaud, pehini en devoa dalc’het bete neuze d’e routin ancien, na vele qet hep chagrin an experiançou deus al labourer yaouanq ; gouscoude e conte qement var e anaoudeguez, ma en leze da ober, en despet d’e oll chagrin ha demeus a voaperezou ar fermerien all deus ar c’hontre.

Mes pa velas e penn ar bloa an iscu mad eus a labouriou Louis, ha talvoudeguez e ferm cresqet eus ar c’hart pe deus an anter, e saillas gant joa vras ous gouzoug Louis, en eur boqat dezàn eus a voeled e galon. Al labourerien all, d’o zro, a sellas ous an traou-se oll gant eston vras, hac un nebeut a jalousi. — Ne zepant nemet diouzoc’h, eme ar pautr honest Louis, da ober qement all, ha da gaout ar memes avanlach. Douar mad ha pinvidic oc’h eus, hac a royo qement hac a c’houlennot outàn. Gouezit hepqen e laqat da dalvezout ar pez a dal. Ar brassa tenzor eus a Vreiz a zo en ingin al labourerien douar. Al labourerien douar eo a ell ober eus hon brô ar pinvidica eus ar bed. Ma carfe ar Vretonet beza fur aoüalc’h, e laqafent o oll soign da se, hac o defe grêt calz evit beza puissant ha pinvidic. Gouezomp laqat en rapport ar found dihep-se a offr Doue deomp ; sellaouomp ar c’honseillou fur a ro deomp an dud disqet mad, ha na reomp qet ar sacrifiç eus hon fortun da ompinionou faus ha da routinou côs.

Ar fermier Bertaud na vouie qet penaus disqeuz e anaoudeguez vad da Louis. A benn ar bloavez a essa,e voe cresqet e c’hajou dezàn, eus a bere Louis, evel ur buguel a-fêçon, a laqe da renta ul loden d’e dad venerabl. Scrifa rê dezàn bep mis, hep faut, coulz ha da berson e barros, eus a behini e talc’he ar pen-caus eus e brosperite. N’en devoa en e bosition nemet ur chagrin hepqen, pehini voa da c’houzout eus a betra e voa deut e vreur Jerom, ha gouscoude e voa ur boneur evitàn d’e ignori, pa zeo güir n’en devije bet nemet da rusia diountâ.

Gant se tout, ar fermier a c’honneze arc’hant mad, hac a brene douarou. Ur verc’h pennerez en devoa, hac a voa coant meurbet. D’ar c’houlz ma erruas Louis en he zy, e voa hi oaget a bêvarzec vloaz, ha na vanqe dezi neuze nemet un nebeud education, evit beza ur plac’h parfet. Louis a santas eviti ur panchant pehini, en e bosition, na gredas qet disqeus ; mes obten a eure digant Bertaud ar bermission da zesqi dezi lenn ha scrifa. An occupation-se a voa e vrassa plijadur, pa er permete dezàn e labour, hac an education a echuas da renta Annettic ur plac’h êmabl hac interessant. He anaoudeguez en andret he mestr yaouanq e devoa un dra benac a deneridiguez douç, a behini na elle qet en em renta cont dezi e-unan. Mes ar fermier Bertaud, pehini n’en devoa qet daoulagad fall, en em appercevas mad eus an inclination o devoa an daou zen yaouanq an eil evit eguile, hep credi dont d’en avoui.

Var dro ur pemp bloaz e voa, e laqe Louis ar ferm da brosperi, pa deuas Bertaud un devez da lavarat dezàn : arça, Louis, rentet ec’h eus calz a servich dìn ha na meus ellet o anavezout autramant nemet en eur sellet ac’hanout evel va buguel : c’hoant a pes-te d’er beza evit mad ? Va merc’h a gar ac’hanout, ha gouzout a ràn ivez e cares mad anezi : he rei a ràn dit, va fautr qez.

Ar c’homzou-se a rentas Louis cazi foll gant ar joa. Nebeut a vanqas na vougje Bertaud etre e zivrec’h, en ur boqat dezàn. N’en em bossede qet gant e voneur.

Annettic ne devoe qet a boan o consanti d’an arranjamant-se, ha na glascas qet memes cuzat peguen agreabl e voa dezi. Louis a bartias gant ur c’har goloet da guerc’hat e dad hac e berson, pere a voe en ur joa ar vrassa pa erruas Louis ganto, o c’houzout e yê da veza eurus. An daou den venerabl-se a deuas gant Louis da dy e famill nevez, accompagnet eus a berson Garlan ha Bertaud, pere a voa êt hed ul leo vad da rancontr anezo. Ar person côs a reas an eured ; hac e tremenas peb tra en ur joa ar vrassa hac evel ma zeo dleet etouez tud honest. Louis na ancounac’has qet ar beorien ebars en devez-se memes, ha qement hini en em bresantas, en devoe lec’h da reza contant. An daou berson a voe charmet o clêvet bugaligou o repeti a vemor ar Reglamant ar Furnes, pehini a gaver e fin an lnstructionou Christen evit an dud yaouanq, disqet dezo gant Louis, hac a voa bet troet e brezonec gant ur migon da Simon a Vontroulez.

Pa voe echuet tout, ar Person côs ha Marcel a falvezas dezo retorn d’o bro. Douciq, eme Louis ; gouzout a ràn, maleurusamant evidòn, ne all qet an autrou Person chom amàn, rac ezom so eus anoezàn en e barros evit cuntinui da brezeg ha da rei sqüer vad d’e barrossionis ; mes c’houi, va zad ; c’houi, va zad qer, a renq chom amâ ganeomp bete ma teuyo Doue d’ho qervel. Neo qet güir, Annettic ? En em laqat a rejot oll en dro dezàn, evit ma consantche da chom, rac c’hoant en devoa da zistrei d’e vro gant e berson venerabl. — Selaouit, tad Marcel, eme Bertaud, arabat eo ober chagrin d’ar vugale guez-mâ ; côs omp hon daou : chomomp assambles tout, evit beza testou eurus eus a voneur hor bugale guèz, O c’hlêvet a rimp o lavarat comzou douç, hac an dra-se a zigaço deomp sonch eus hor yaouanqis, hac hon divertisso, epad ma c’houlonterimp etrezomp ur podad gist, ar pez na vanq qet deomp amâ, graç da Louis ; rac ho mab eo en deus plantet an oll guez avalou a velit dre amâ. Hac a hend all, tad Marcel, n’eo qet em zy e vezot : e ty ho mab eo e vezimp, rac qement a velit amàn a apparchant da Louis ha da Annettic ; na fell dìn mui en em melli eus a netra. En un dorn mad e lezàn an oll draou-mâ, m’en assur dêc’h, ha Louis so hep e bar evit al labour hac ar merit.

An tad Marcel a vouele gant ar joa. Ne c’houlenne qet guell, evel en ententit mad, nemet da veva e velse en famill, ha calon vad Bertaud a echuas da c’hounit anezàn, ha da laqat tevel an oll rêsoniou a roe a enep o brassa desir.

Cetu eta Louis, da bemp bloaz varnuguent, ous en em gaout pried da ur plac’h coant ha fur, ar souten ous e dad, possessour demeus un tam brao a zouar mad, ha fermier demeus a ur ferm excelant.

Vardro an ampoent-se eo ec’h eprouvas varo trist Jerom a red dre oll hac a erru souden ebars an tieguez vertuzus-man. Na zespeignìn qet dêc’h ar gonsternation hac ar glac’har a accablas ar famill en antier, er moment ma hanavejont ar c’helou euzus-se. Tolomp ur voël var an daulen afflijant-se. An isçu terrubl ameus contet dêc’h divarben Jerom a voe ar gounabren uniq a droublas boneur Louis ; mes en troubli a eure en ur fêçon cruel. Tremen a ràn dindan silanç an deiziou-se a gaon hac a vez.

P’en em velas Louis mestr en oll, e credas c’hoas ober muioc’h eguet en devoa grêt diarauc ; rac certen e voa neuze da nonpas beza controliet. Na voe bloavez ebet hep na rê un experianç nevez benac, a bere an darn-vuia o devoa un isçu mad. Mont a rê ur vech an amzer da Vontroulez, e pelec’h en devoa grêt anaoudeguez eus a ur bourc’his mad benac, pere en em occupe calz eus anaoudeguez labouriou an douar. Disqi a re bepret un dra benac e conversation an dud savant-se, hac ec’h eure ivez memes dezàn e-unan, dre an essaou a rê, ur reputation enorabl a labourer habil. Ne ancounac’hâs qet ar marc’hadour a Vontroulez, pa deue en qær. Receo a rê alies en e dy tud eus ar guær hac eus e amezeguez, pere a yê gant plijadur da velet e blantationou caer, e brajeyer hac e oll labouriou, Cresqi a eure e berc’henniach dre un acqisition nevez, hac e laqas sevel un ty simpl, brao, commod, ha pourvezet mad eus an oll draou desirapl. Eno eo en em etablissas gant e vreg, e dad, e dad-caer, hac an daou vuguel en devoa dija. Dies bras e vez en em represanti ur boneur qen parfet evel hini Louis. Penaus na vije-én qet bet eurus ? Ur vreg charmant ha meurbet dign da veza caret en devoa ; pried mad, mam vad, daou vuguel yaouanq eus a bere an education a ye da zont da veza unan demeus he brassa plijadurezou ; e dad, pehini a dleye tranqilite ha consolation e gosni da galon vad e vab vertuzus ; an den honest Bertaud, pehini a jouisse e-unan deus an oll boneur-se, cazi oll e labour : caera compagnunes evit ur galon evel hini Louis ! Laqit gant an dra-se an estim hac an attachamant eus a guement en anaveze. Guelet a rê o tont d’e dy an dud puissanta eus ar vro, pere en em rê un enor da zebri gantàn ous e daul. En occasionou-se, daoust d’ar renq huel a zalc’he an Autrone-se, james Marcel gôs na Bertaud na guittaent an daou blaç a enor a voa bet choaset evito gant o bugale respectuus, ha den ebet n’en devije credet en em offansi demeus ar mercou-se a veneration eus a beurs daou vuguel evit o zadou. Louis na ancouâs biscoas ar pez e voa bet qent dont da veza pinvidiq, ha pell da guzat e baourentez tremenet, e comze eus a se d’ar re-all, evit o c’honseilli da ober evel en devoa grêt e-unan.

Michanç e zeo er bosition se oc’h eus-én en cavet, an diveza guech oc’h eus-én guelet, autrou Person ; mes, pa na ouzoc’h qet ar rest eus e histor, cetu-én amâ.

Louis a rentas calz a servich er vrô, en eur sicour, dre e instruction hac e exempl da anaoudeguez vras labouriou an douar, hac e gommun hanvet goechal Garlantic paour, a so deut da veza unan eus ar pinvidica eus a arrondissamant Montroulez, eviti da veza bian. Pa deuas plaç ar Mêr da vancout, Louis a voe hanvet a ur vouez e general, evel ar muia capabl da occupi ur plaç, qen enorabl, hac e voa qen caret gant tud e gommun, evel ma edo Guy Meriadec, e vignon bras, a behini oc’h eus clêvet comz alies, en e gommun a Ꝃgastel. Neuze en em laqas da evessa pis petra a elle da laqat ober evit prosperite e gommun, ha n’en devoa qen sourci nemet da glasq pep seurt moyen evit ober bonneur an oll. En ur guir, leal e voa en andret peb-hini ; ha dre ma zoat certen na glasqe nemet ober vad, an oll a oboisse dezàn gant calz a blijadur.

Anfin, Louis en deus obtenet neus qet pell, ar brassa enor a ouffe den da bretanti ; dign demeus a oll gonfianç electourien an departamant, e zeo bet carguet da represanti pobl ar Finistèr e cambr an deputeet, e pelec’h en deveus roet exemplou caer eus e garantez evit e vam-brô.

E vugale, savet gantàn e-unan en oll santimanchou an enor hac an honestis, pere en deveus bet én ivez e peb amzer, a ro calz da esperi. Beza e zeo tad eurus, rac bugel mad eo bed ; pinvidiq eo, rac labourer inginus eo bet ; consideret hac enoret eo, rac beza e zeo den a-fêçon hac util d’e vro.

Mont a rit, va mignonet, da lavarat e sermonàn ivez ; mes ret mad eo dìn echui evel ameus commancet, ha rentet d’am oad, n’en em gorriger mui nemeur. Na ellàn qet miret da ober c’hoas ur reflexion benac var sujet an histor-mâ. Pebes tra precius eo an education ! ha pebes maleur e zeo da veza privet diouti ! Guelit Louis ha Jerom ! prosperite unan, degradation ha fin miserabl eguile. Ah ! va mignonet qer, ma oc’h eus bugale, sònjit avichou en dra-se. Na vec’h qet excusabl da neglija education ho pugale, pa fournisser dêc’h peb seurt moyenou da laqat anezo d’e receo. Grit dezo caout doujanç Doue, respet evit al lezennou, ha carantez evit o nessa. N’en em goller qet gant ar seurt conductoret-se, hac ez eo goall dies da nonpas en em egari hepto.

Simon a Vontroulez a davas : ar gompagnunez oll, pehini e devoa roet un attantion vras d’e recit, en trugarecâs. Cauzeal a rejot c’hoas un nebeut eus a avanturiou an daou vreur Marcel ; goude se, peb-hini en em dennas d’ar guær, o caç gantàn peadra vad da ober reflexionou evit an nôs.