Simon a Vontroulez/Furnez Simon a Vontroulez
A. Ledan, 1834 (p. 191-209)
Pa voan guechal o poursu va studi, e scolach
Crec’h-Joli, pehini a servich da brison
vardro un daou-uguent vloaz benac so, e tisqjot
dìn e voa bet en amzer ancien, e brô ar
Grecianet, seiz den a hanvet fur. An hano-se,
peguement benac ma zoan yaouanqiq, a gavis
goal gaer, hac a excitas ennòn ur mouvamant
a ambition, a behini, pell bras goude, n’em
eus qet bet lec’h da gaout qeuz. Fur ! a lavaren-me
diouzòn va-unan ; mar comprenàn mad ar
pez a sinifi ar gomz-se, na ell beza netra a uz
da ur fur. Petra eta a so ret evit beza ur fur ?
Ha ret e vez caout ur guinidiguez vras ? Bah !
an darn-vuia eus ar re o deus disqet dìn histor
an oll vroyou, na yoant qet muioc’h eguedòn.
Ha ret e vez beza pinvidic ? Allon ta ! Beza e
voa en o zoues da bere em bige grêt an aluzen.
Ha ret eo beza savant bras ? Eh bien ia c’hoas !
Unan eus anezo en deus lavaret e petra e consist
ar sqiant necesser : En em hanavez da-unan.
En em hanavezout hon-unan ! Seblantout a rê
dìn ne voa qet se un dra dies. Laqat a ris eta em
penn da zont da veza ur fur ; ha qendrec'het gant rêson n'em boa ezom evit se nac eus a un
hano puissant, nac eus a nep fortun nemet al
labour, e commancis d’en em studia, d’en em
observi, evit dont a ben d’en em hanavezout.
Hoguen, amâ e cavis muioc’h a zifficulteou eguet a sònjen ; ha pa velis e tisoloen bemdez ennon ur sempldet pe un defaut nevez all benac, e sonjis ervad ne voa qet an dra qen êzet evel ma voa seblantet dìn, hac e lavaris diouzòn va-unan : Oh ! oh ! cede aze ur sqiant hac a dalvez aoüalc’h un all, ha n’en deo qet marteze an hini a goust an nebeuta da acquisita. Gouscoude an dra-se oll n’am digourajas qet ; cuntinui a ris, ha, mar deo ret e lavarat dêc’h, e cuntinuàn bepret ; rac ul labour eo a behini na veler james ar fin. Mes tleout a ràn ajouti penaus, seulvui e zear, seul-nebeutoc’h eo dies ; dont a ra memes da veza un ezom, ur jouissanç. Na gredfec’h qet e zeo cazi ur blijadur evidòn, be vech ma tineizàn eus a fonç va character ur greunennic benac a galiteou fall, pere a zisc’hriennàn. Sailla ràn ractal varnezàn gant hast bras, evit en em diambarrassi prima ma zeo possubl, evel dious un amprevan noazus ; hac en em lavaràn gant joa vras : adare, unan a nebeutoc’h.
En despet d’am oll soign, a hend all, e santàn re, va mignonet qer, peguen pell bras oun c’hoas diouc’h ar but da behini e voan en em broposet da dizout ; mes, da viana, erruet oun da c’houzout ar pez a vanq dìn, hac an nebeudic a dalvezàn. Hoguen, clêvet ameus lavaret penaus ar gonscianç-se a so dija ur gommançamant a furnes ; rac se, o veza bet grêt qement a voa possubl dìn, mar marvàn qent beza meritet en oll an hano a fur, e vezo se bolontez Doue, ha nonpas va faut ; mes assuri a ràn dêc’h em bezo bepret gounezet calz, ha ne zeus netra a gollet en un antreprenanç evel va hini.
E qen-câs ma teufe ar memes ambition da unan benac ac’hanoc’h, e zàn da glasq espera dezàn un nebeut a boan, en eur rei dêc’h da anavezout ar principou pere o deveus cunduet va observationou varnòn va-unan, hac ar reflexionou o deveus inspiret dìn. N’oc’h eus nemet presta dìn un nebeut a attantion, ha mar fell dêc’h profita dious va experianç, ec’h ellot mont goude se calz pelloc’h eguedòn-me en hent mad-se. An dra-se a vezo evel ma em bije ho touguet var va c’hein betec an anter eus an hent, hac ho pezo ho tiouar discuis mad evit peur-achui ho peach.
Ar c’henta cavaden a ris ennòn, goude beza
qemeret ar resolution a behini ez onn o paouez
comz, a voe hini ur c’hreunennic ambition a
voa en em risclet em ene : cetu amâ penaus.
Ret eo da guenta lavarat dêc’h penaus etoues ar c’hamaradet yaouanq am boa e Montroulez, na gontet qet nemeur o devije grêt qencoulz studi ha me, en hevelep fêçon m’en en gaven caout var ar re-all ur superiolach a anaoudeguez, pehini, gant ar facilite a anavezet atao ennòn evit parlant en public, a rê dìn beza sellet gant an oll evel ur seurt oracl. Meur a sermoner en em gafe eurus da veza selaouet gant an attantion a accordet dìn, pa guemeren ar gomz e creiz va c’hamaraded, ar pez, tleout a ràn en anzav, a errue ganen aliessoc’h eguet ma presten va diouscouarn d’o discoursiou. An homach-se pehini a rentet dìn gant madelez, a gontante va vanite, ha n’em boa qet ur merit bras da veza ur buguel mad, pa zeo güir ne grede den en em avisa d’am c’hontrolia na d’am dislavarat, hac e clasqet oll va c’hompagnunez cazi evel un enor. Gouscoude e zeo güir lavarat en devoe an dra-se grêt dìn qemer a nebeudou an habitud da zevel va fenn, en hevelep fêçon, peguen berric benac ma voan a daill, em bije gallet êzet aoüalc’h douguen cravaten un tabouriner-major.
An dra-mâ na voa nemet ur Vanite sot ; mes an hini en em sell adreus dre e vanite, a sell ur pez a bêvar real adreus dre ul lunedou melen, hac er c’hemer evit ul louis aour, pe, mar qirit guelloc’h , gant ar seurt lunedou-se en em veler a aour hac ar re-all a guëvr. Se eo justamant ar pez a erruas ganén ; ous en em gomparachi d’ar re-all gant ar gomplêsanç-se evidòn va-unan, en em accustumen, hep sònjal, d’ar c’hoant da zont da veza ur personach important. Ma sònjeu er stat a vêleg, pehini a voa c’hoant em bije bet, en em bermetten da humvreal em amzer da zont e pehini e vijen escop ; mes evel gant an dra-se tout na santen nep vocation evit an Ilis, ne sonjen qet da viana e stat all ebet, hep clasq ennàn ur poent meurbet huel, e pehini e crede va zamic orgouill sevel. En oll bretantion-se, na anconac’haen nemet ar vicher honest ha modest eus va zad, dre voyen pehini gouscoude en devoa savet hac antretenet e famill. Gant se e voan oll occupet, pa reas va zad dìn mont gantàn da Guemper, e pelec’h en devoa un affer benac. Epad ma voen er guær-se, e voe ur gouel caer, e pehini ec’h asistas an escop hac un nombr bras eus a veleyen an escopti, an autoriteou hac an trouplou. Ar guriosite am boe da vont da velet ar pez n’em boa guelet biscoas.
Edo voe afat e teuas ar reflexionou d’am sclerigenna var va dallentez ! « Cede aze evit güir, a lavaren diouzon va-unan, un escop gant ur mitr, ur c’hroç, un aub dantelezet superb ; mes endro dezàn, nac a vêleyen simpl gant o surpilisou modest ! hep conta va faour-qèz cure a Vontroulez hac an oll vêleyen all deus ar vro ! Cede aont barnerien gant o robeou goarnisset a foureürou caer ; mes pel int, e comparêson d’an dud maleurus a lez, greffierien, hucherien, scrifannierien, recordet, ha re all pere a vev sec’h aoüalc’h eus a chican hac a broces ? Cede aze duont ur general hac un officer benac gant epauletennou aour ; mes petra eo an dra-se e qever an nombr qen bras eus a soudarded a obois dezo ? hac evit ma ello unan hepqen eus ar soudardet-se parveni da chench e sabren dious ur c’hleze, pet eus anezo a renqo beza lazet ? ha piou eo an hini a ell lavarat : me eo a chommo ? Cede aze c’hoas un trêgont benac, gant o habijou brodet a aour hac a arc’hant ; mes cede amâ hac aont ur foul immanç, hep conta an nombr bras a so chommet er guêr, demeus a bere an darn-vuia eus anezo n’e dint nemet lapousset trist eveldòn-me ivez. Beva reont gouscoude, hac e tisqeuzont caout muioc’h a blijadur amâ eguet ar re-hont gant o habijou caer.
Ah ! Simon, va mignon, na sonch mui sailla huelloc’h eguet na elles tapout ; risq a rafes terri brec’h ha gar. Ar societe so evel ur biramiden : ar rencou huella so stris, ne zeus plaç nemet evit nebeut a dud ; en em starda a rear, ne zoar qet êzet, alies e titiruiller d’an traòn, ha pa glasqer arruout er beg diouc’h an traòn, e rear ur c’hoari d’en em fricqa. En traòn, er c’hontrel, e zeus plaç evit an oll, ec’h eller trei ha distrei, ec’h eller en em gaout êzet mad, peb-hini herves e daill hac e vent. Allòn, Simon, peoc’h d’an orgouill ha d’an ambition vean ; goëz en em delc’hel el lec’h m’en deveus Doue laqet ac’hanout, ha prepar da ziou scoas evit douguen ar zamm en deveus douguet da dad.
Evelse eo, va mignonet, e qemeris va c’henta resolution a enep dìn va-unan ; ar resolution-se a voa dija un act a furnez ; rac, ret e voa, evit e furmi hac e delc’hel, prudanç, nerz ha moderation.
Sellit mad endro dêc’h, hac en em evessait
gant soign oc’h-unan, na zaleot qet d’en em
appercevi penaus, cazi qement drouc a erru
ganeomp pe a reomp d’ar re-all, a broven,
d’an oll vuia, demeus hon dievestet. Me bari,
ma elfen beza epad un devez a gostez dêc’h
va mignon lenner, e trapfen ac’hanoc’h ouspen
ur vech o varni adreus demeus an dud ha demeus
a veur a dra, o comz drouc-apropos,
oc’h agissa a enep ar pez a vez ret, ha se oll,
evit nonpas beza sònjet aoüalc’h d’ar gonsecanç
demeus ho sònjesonou, demeus ho comzou
ha demeus hoc’h actionou.
Dabord dious ar mintin, pa ziroc’hit c’hoas, pell goude cân ar c’hôq, pe pa en em droit ha distroit lachamant epad un heur qent saillat ermeaz eus ho quele : Var zao ! var zao ! a lavarfen dêc’h ; an amzer a dremen hac an hostillou en em vergl. Na vec’h-hu qet desolet, ha na hirvoudfec’h-hu qet, da veza condaonet da ober bep bloaz ur c’hlénved a bempzec deiz, pehini a brife ac’hanoc’h eus a c’hajou ? Contit mad, hac e cavot penaus un heur collet bep mintin, a dalvez e penn ar bloa d’ar maleur-se. Collit unan c’hoas deus an nôs, en ur avanç heur ar repos hep necessite, hac en em reot a volontez vad ar memes gaou evel a rae ur c’hlénved a ur mis. An deveziou so moneiz ar vuez : an heuriou, moneiz an deveziou ; gant liarded e rêr pevar-realet, gant pevar-realet e rêr louiset-aour ; mes ar pez a so dissipet na antre mui er gont, ha na ra mui netra. An amzer dremenet ne zeu mui var e c’his, rac ar pez so tremenet a so un isfond demeus a behini na eller tenna netra ; gâr eta d’ar pez a vezo lêzet da gueza ennàn ! Me zeus ouvrier ebet a vouife accommodi a nevez un devez implijet fall, na qy disqet capabl da drappout un heur collet. Agissa gant prudanç eo eta nonpas lezel achappi an amzer, hep beza tennet dioutàn ar profit a ell da rei.
Manificq, cetu c’houi o labourat ; mes, perac ne ma qet ho hostillou ha qement oc’h eus ezom dindan ho torn ? Guelet a ràn ac’hanoc’h oblijet da sevel, da vont, da zont da glasq hep-cess ; ha goude se na gavit qet ar pez oc’h eus ezom ; ha neuze ec’h erru an impaciantet. Ma ve tout an dra-se en urz, e vec’h quittes deus an tracaç-se. Ma ouzoc’h qet eta ar princip : Ur plaç evit peb tra, ha peb tra en e blaç. Ar voyen eo, va mignon, d’en em espern fatic ha goal humor. Dioüallit mad da gredi penaus an amzer a dremener da arrengi a vez amzer gollet ; gounit a ra, er c’hontrel, cant evit cant ; rac, an anter nebeutoc’h so ret evit rengi eguet evit clasq. Ar pez so en e blaç na ell qet en em goll ; ar pez a drein a so dija cazi egaret ; ha demeus a egaret da gollet, an hent n’eo qet hir.
Mes cetu n’oc’h eus qet cavet hoc’h affer, hac e qemerit al labour dre ar penn all. Er fêçon-se un dizurz a drein un all var e lerc’h. Na hanavezit qet eta c’hoas ar princip : Peb tra a dle beza grêt en e amzer ? Pa ve maniet mad ar c’hartou, ar figuriou n’en em heuillont qet. Mar qemerit d’an hazard al lodennou deus ho labour, el lec’h en ober diouc’h-tu, e vezot digoncertet oll o velet goude-se n’en em ajustint qet mad assambles. Meuze e rancfot ober a nevez, ha n’ho pezo achuet nemet ul loden, d’an ampoent ec’h eljec’h beza echuet tout.
He bien ! petra êru ganeoc’h ? Bremaic e canec’h, ha bremâ e zoc’h contristet ha digourajet. Ha se a vez abalamour ma velit an dud didalvez-ont o pourmen hac e rafent deoc’h ober sonjesonou trist ? Mes qent c’hoantât o doare, e vez ret d’an nebeuta en hanavezout ; rac peb-hini a voar, evel a leverer, e pe blaç e ra poan e voutez dezàn ; peb-hini a zant ar galeden en deus en e droad ; mes nonpas ar goutou a dourmant un all. Piou a lavar dêc’h penaus hen-a-hen neo qet devoret dre ur chagrin bras benac, pe anfin gant un dra benac all ? Unan marteze a red da glasq ur sicour benac en deus ezom ; eguile marteze a so oll boulverset gant an dispit, pehini n’en deus qet roet dezàn ur moment a repos etro pad an nôs ; ennont all, peguen fier benac a seblant beza eus e zanvez, en em gavo marteze varc’hoas maleürus bras. Qement a vrill neo qet aour ; al lapous-nôs a goez var ar preòn luguernus, ha nonpas var ar scrillic bian. An den pinvidic na bouez qet muioc’h eguet un den all, ha mar ranq caout qezeg, e zeo ret e vez ar sourciou pounner bras da zouguen. Cousqet mad oc’h eus tranqil ; gounit a rit ho tevez en peoc’h. Suffisant eo se d’hoc’h ezommou ; n’en doc’h-hu qet eta qen pinvidiq hac an darn-vuia eus ar re na gavont james o deus aoüalc’h ? Sellit dious ar vreg paour-se, carguet a vugale, hac a c’houlen an aluzen : mar qirit eva ur bannac’hic nebeutoc’h, ec’h ellit c’hoas rei dezi un tam bara evit hirio. Eus a betra en em glêmit-hu eta ? Un den a so pinvidiq, va mignon, hac a dle en em estimout eurus, pa ell, goude beza en em bourvezet eus an traou necesser, caout ur guenneguic benac gounezet gantàn. Mar deus unan benac na ellit qet sellet a faç, e clêmàn ac’hanoc’h ; mes ma n’en deus den ar pouvoar d’ho laqat da stoui ho taoulagad, e lavarìn e zeo d’ar re-all da avia ho stat.
Rac se eta e tepant diouzoc’h da excita an avi ha da veza exant eus a se. Bezit prudant bremâ hac en amzer da zont ; da lavaret eo, menagi mad implich hoc’h amzer, evit tenna ar muia profit dioutàn ; ha menagit ivez ho counideguez, evit beza en musur vad a enep ar pez a elfe c’hoarvezout.
Varc’hoas eo deiz ar repos : penaus e zit-hu d’en implija ? Sonjit ervad penaus ar repos hac an didalvoudeguez, n’en dint qet ar memes tra. Ar repos a so util ha necesser ; beza didalvez ne deo james mad da netra, hac a denn mil droug. En em discuiza rear en eur varia an occupationou, ous en em rei d’ar jeuyou a exerç ar c’horf hac ar speret ; mes o chom da ober netra, en em scuizer, hac ar scuisder a so an dra ar muia fatigus eus ar bed. Ur vech ma vez produet ar scuizder gant an enouë, ar pez so a oas, e zeo ma zeus gounezet despit evit ar remed uniq d’an droug-se, evit al labour. Petra a rear neuze evit suporti ar boez eus an amzer ? C’hoari a rear, dibri a rear, eva a rear, en em mêli a rear eus afferaou ar re-all, e pere ne zeus netra da velet, hac e troug-prezeguer ous an nessa. An hini a zemez d’an didalvoudeguez a guemer en carg pemp buguel he deus dija, pere na guittaont qet anezi : ar c’hoari, an intemperanç, ar guriosite, an dievestet hac ar vedisanç. Marteze e royo c’hoas re-all, ha na dalvezint qet davantach ; mes deus ar re-mâ hepqen, ar bec’h a so pounner aoüalc’h. Unan hepqen a suffis evit laqat e dad adoptif dindan ar voraillou, pe d’an nebeuta en hospital ; rac eno eo e za ar re foll, an dud lach hac ar re vechant. Ha n’en deo qet ur foll an hini a gonfi d’an hazard ar pez en deus gounezet dre e c’huezen ? Ha n’en deo qet ul lach an hini a zeport eus an hazard an danvez a elfe gounit gant e zaouarn hac e volontez ? Ha n’en deo qet ur foll an hini pehini, hep naoun na sec’hed, a ya da gonsomi, divar goust e yec’hed hac e rêson, ar pez a hirvoudo da nonpas caout mui, pa en em royo an naoun hac ar sec’hed dezàn da zantout ? Ha n’en deo qet ur foll hac ur mechant an hini a zevor dezàn e-unan, en ur moment, ar voyen a elfe maga epad meur a zevez e vreg hac e vugale, pe a elfe o zomma hac o guiqa ? Ha n’en deo qet ur foll an hini a ancounac’ha e labour hac e afferaou evit en em melli hep utilite en afferaou ar re-all ? Ha n’en deo qet ul lach an hini a glasq surpren secret e amezec ? Ha n’en deo qet ur mechant an hini a ya da bublia ar pez eo devije caret un all delc’hel cuzet, pe en em blich o publia an drouc en deveus disoloet ?
Ha ma heuillomp un nebeut pelloc’h ar raç eus ar vam re strujus-se a hanver didalvoudeguez ; ma fell deomp anavezout bugale he bugale, cetu ma za ur raç hep fin eus a viçou da dremen dindan hon daoulagad. Cetu aze ar c’hoari oc’h anjandri ar feiz fall, al laeronci, ar muntrerez ; rac an hini a so en em gonfiet d’an hazard hac a so trahisset gant an hazard, n’en em fi mui nemet er flauderez hac er preyserez, pe n’en deus enep an disenor qent seurt ressourç, nemet an disesper. Cetu an didemperanç o c’henel ar goler hac an impudicite ; rac an didemperanç a laqa ar rêson da guittât volonteramant ; ha pa e deus e goliet, e voall-drêt, ec’h opprim ar pez a dle da garout ha da brotegi, ec’h outrach ar pez a dle da respecti. Cetu ar guriosite o rei ar guenel d’ar finessa ha d’ar guevier ; rac ar c’hurius a vev eus a vyster hac eus a dromplerez. Cetu an dievestet hac ar vedisanç o tont hep dale da brodui ar falsentes cassaüs ; rac an hini a fell dezàn absolumant lavarat drouc, a echu dre e velet el lec’h ne ma qet, ha dre invanti pa na ell qet cavont. Cetu anfin ar bosterite miserabl-se ous en em groasi assambles evit anjandri ar gassoni, ar venjanç, ha mil goalen all pere hor bije pellet diouzomp gant prudanç, moderation, hac en eur evita dreist oll da chom didalvoudeg.
Mes n’en deo qet tout, va mignonet, caout
ar brudanç a ra evitout an drouguiou demeus
a bere e zòn o paouez comz ; evit beza fur, e
zeo ret c’hoas caout an nerz a brodu ar mad
hac a zisq supporti an drouc na ellomp qet
da ampech.
An nerz a so ur geant pehini en deveus tri vrec’h : ar gourach, ar berseveranç, hac ar baciantet ; agissa ra gant ar c’henta, en em gramponi a ra gant an eil, hac en em harp gant an drivet.
Ar gourach ! a lavarot-hu ; mes se eo vertuz ar soudard pehini a ya da affronti an dangeriou, ar fatig eus ar brezel ha canoniou an enemiet. Güir eo ; ezom en deveus, ha dre c’hraç Doue, n’eo qet én a vanq en hor brô. Mes, examinomp, mignon lenner, ma n’en deo qet un nebeut necesser deomp ebars en hor gondition humbl, ha ni a so pourvezet mad eus anezàn. Me bari, hep mont pelloc’h hac hep sortial diouzomp hon-unan, e cavimp en hor c’hreiz adversourien aoüalc’h, evit hon oblija da veur a gombat pere a rayo eprouvi hon c’hourach.
Ha dabord, ne cetu qet aze hon feneantis ous en em bresanti evit barri deomp an hent en hon oll antreprenanc ? Ha ne vale-hi qet dioüallet gant e c’honsortet, hon vanite. hac hon dissipation ? Ne deveus-hi qet ivez evit sicour un drouc-speret benac eus a vrô an obstination pe demeus a hini an intourdiri ? Evit nebeut ma clasqin c’hoas, em bezo cavet hep dale un arme pehini a rinqimp da gombati, evit antrepren pet tach mad hac util.
Neuze e teuyo an difficulteou, brassoc’h pe biannoc’h eus an tach memes ; hac e zeo amâ e zeo necesser ar berseveranç, evit nonpas en em rebuti hac evit nonpas mont betec ar but. Guelet a meus meur a hini o commanç, nebeut a meus guelet oc’h echui. An hini a entam tout ha na echu netra, a zo evel ar c’hy a abandon hep cess un tress evit heuill un all ; ne chench qet a ziouc’har, ha peb loen nevez en deus e fresq ; en em epuisa ra e vean, hac e tistro fatic bras, hep beza qemeret netra. Er memes tra eo demeus an inconstant, rac e peb antreprenanç ar gommançamant eo an diessa ; n’en deveus demeus a bep-hini nemet an degout, ha james ar profit ; en em difreza ra evit tenna ar spern, hac e coll ar blijadur da zastum ar fleur. Ur boan inutil eo labourat ur parq, ma na stlaper qet goude greun en erven. Ret eo d’ar prenv neza e glozen, evit ma sortio ar balaven. Mar scuis ar yar da c’hôri, ar re vian na ellint qet diglora.
Ennes a deu a benn eus e dach ; pehini qent en antrepren, en deus examinet mad hac én a voa possubl, hac en deveus en em lavaret fermamant : Me fell dìn en accomplissa. Gouzout a rit-hu pehini eo ar puissanta eus an oll linvierou ? ar volontez vad eo. Ganti, ar pez na vouiet qet, en desqer ; ar pez na ellet qet, er grêr. Ur vouialen anchanter eo, a laqa parissa peb ressourç, ha disparissa an ampechamanchou nontec ha pevar-uguent guech var gant, en traou ordinal ar vuez, an impossibilite ne deo nemet sempldet ar volonlez. Gouezit eta falvezout, hac ec’h ellot ; mes gouezit falvezout bepret ha betec ar fin ; rac mar leusqit al linvier, ar roc’hel a flastro ac’hanoc’h. Un dra gaer eo un debut mad ; perac ? abalamour na promet froues mad. Mes bezit sonch mad ous un dra, penaus ar froues-se na deuont da veza meür aoüalc’h, ha ne dint ar pez a dleont beza, nemet e qement ha ma en em formont hac en em disoloont naturelamant hac hep artifiç. Rac-se, evit ma vezo mad ho labour, e renq ho polontez, ho courach hac ho constanç beza güirion, naturel, hac e teufent diouzoc’h oc’h-unan. Ma en em relachit, ma oc’h eus ezom da veza poulset en ho labour, ec'h avançot fall hac adreus ; rac ar marc’h a zeport ar guentr, na c’hounit qet pris ar redaden.
Songit en se oll, hac agissit en consecanç ; guelet a reot neuze penaus e plenayo an difficulteou dirazoc’h. Sepet gouscoude na vez qet ordrenet ar c’hontrel en decrejou an hini a zispanç an drouc hac ar mad ; rac, va mignonet, ma en deus desseign ar Brovidanç d’hon eprouvi, peb resistanç violant eus hon peurs a vez impuissant ha coupapl dirazàn. An nerz, er c’hâs-se, eo ar baciantet. Petra falvefe dêc’h opposi d’ar c’hlénved, d’ar boan ? Mar oc’h eus, dre ho faut, meritet ur bunition eus a beurs ar magistratourien, pe deus a beurs ar re o deus an droat d’o inflija dêc’h, petra c'honessot-hu ous en em revolti a eneb puissantoc’h eguedoc’h ? Mar teu ar fortun da refusi dêc’h e faveuriou, peguement benac oc’h eus grêt ho possubl evit e renta favorabl dêc’h, da betra e servicho hoc’h amportamant a enep dezi ? Amâ eo e zeo ret stoua ar penn ; rac ar rausqlen e deveus pleguet en em sav goude an tempest, e qeit a ma zeo bet disc’hriziennet an derven nerzus, pehini n’en em sav mui. Piou benac en em obstino da grêgui gant e zent en ur vilien, na barveno nemet da frailla e zent. Pa na c’hoes qet an avel var eün, ar vatimant a ell choas avanç en ur redet bordeadou gant perseveranç ; mes en ur c’halm plat, e vean e teu da vanoeuvri ha da zisplega e voeliou. Paciantet ! esperomp e savo an avel a nevez. — Mes, a lavarit-hu, mar dale, e zeomp da vervel gant an naoun, rac ar bourvisionou a vanq deomp. — Respont a rin dêc’h : Paciantet c’hoas ! ha mar bez ret, en em resinomp, pa na ellomp qet commandi d’an elemanchou.
Disqeuzet emeus dêc’h penaus ar viçou a deu da c’henel ar viçou ; guelet a reomp bremàn penaus ar vertuziou a deu ivez da c’henel ar vertuziou ; rac cetu aze merc’h an nerz, ar baciantet, pehini a deu e-unan mam d’an esperanç ha d’ar resination. An esperanç ! ô va mignonet, beza e zeo bet alies hep douet ho refuch, evel hini an oll dud ; mes, sonjet oc’h eus-hu ervad biscoas petra eo an esperanç ? Ur planqen er pence, ur sqleur en devaligen, ur vouez humen en desert, sonjeson ur mignon en un deiz a valeur, ur muz c’hoarzic demeus hon buguelic paour ebars en e angoni, ha dreist oll, ar sonjeson demeus a un Doue just ha meurbed carantezus var guele ar maro ; cetu aze an esperanç, cetu aze ar c’hompagnun diseparabl demeus an den, eus a behini en deus qement a ezom en e amzeriou a vizer, ha pehini a so bet savet e renq ar vertuziou gant ar religion ar muia consolant evel ar gaera : ar güir religion enfin. Mes, er memes amzer e deveus grêt un dever demeus ar resination ; rac, pa zeo infirm ha marvel an den, e zeo ret dezàn gouzout souffr hac accomplissa e zestinadur. Ar Brovidanç e deveus lavaret : En em sicour, ha me a sicouro ac’hanout ; evelse eo ec’h angach ac’hanomp d’ar gourach ha d’ar berseveranç. Mes lavaret e deus ivez : Gouëz anduri ar pez na elles qet ampech ; evelse eo e prezeg deomp ar baciantet.
Ha remerqit ervad penaus, er baciantet, qement en em gav a so profit. Ar boan supportet gant rêson ha douçder, a so dija diminuet eus an anter ; elec’h ma teu an impaciantet da redoubli ar bouez eus ar zamm ha da ampoesoni an oll gouliou. Ar marc’h a fell dezàn hija e zamm, ne ra nemet e zirengi, ha caout muioc’h a boan ; ar c’hanval paciant pehini a dreuz an dezertjou en eur douguen commod e garg, en em accustum da se evel da un tort ouspen. Ar c’hlanvour n’en em yac’ha qet, en eur leusqel mallosou var e boan ; an dranqilite eo a ell en douçât. Paciantet eta, c’hoas ur vech, el lec’h ne zeus qet guelloc’h da ober.
Cetu petra eo, va mignonet qer ; Ma ouzomp
beza prudant en hon sonjesonou, en hor
c’homzou hac en hon actionou, moderet en
hon deziriou, sobr en hor plijadurezou, ec’h
ellomp evita an darn-vuia eus ar boanniou a
accabl qement all a dud ; mar domp ferm en
hor bolontez, courajus en hon antreprenanç,
actif ha perseverant en hon labour, e tleomp
obten estim ha satisfaction ; mar domp paciant
er boan hac en adversite, e touçaimp da viana
ar boan na ellomp qet da evita ; an esperanç
a souten ac’hanomp, ha Doue a zalc’ho deomp
comt demeus hon resination.
An dra-se so güirioneou meurbed simpl ; ha gouscoude e meus ranqet, evit o anavezout, caout bloaveziou a observation hac a reflexion varnòn ha var ar re-all. An experianç pehini a meus grêt, ne deveus qet lezet da goustout dìn avichou un nebeut qer ; rac, mar talvez an experianç an aour, e laqa alies en em baea mad ar pez a dalvez ; evelse ivez e vez ur follentez nonpas profita eus a hini ar re-all, pehini a eller caout evit netra. Ma lavarfen dec’h : « Va mignon, cetu aze un ty a metus savet, e rêi a ràn dêc’h ; » na vec’h-hu qet charmet ec’h espernfen dêc’h evelse an ambarras hac an dispign da laqat batissa oc’h-unan ? He bien, ar presant demeus un experianç acquisitet oll a ell espern dêc’h c’hoas muioc’h a soign, a amzer hac a arc’hant. Na zisprizit qet eta anezàn, va mignon lenner, ha divezatoc’h ec’h anavezot e talveze aoüalc’h ar presant-mâ un all.
Simon a Vontroulez.