Simon a Vontroulez/Histor an Daou Vreur Marcel

Laurent de Jussieu
Simon a Vontroulez pe ar marc’hadour mercer
troet gant Aleksandr Ledan.
A. Ledan, 1834  (p. 145-152)



HISTOR AN DAOU VREUR MARCEL.


Na zit qet da gredi, va mignonet, e zeo ur rismadel an histor e zàn da gonta dêc’h. Güir eo, hac evit preuven eus a se, cetu amâ an A. Person, hac a anavez coulz ha me an dud eus a bere e zàn da gomz dêc’h. Hoguen, selaouit eta ac’hanon, ha grit ho profit eus ar pez a glêfot. Cundu ar re-all eo a dle hon disqi d’en em gundui hon-unan. Pa guez un den, e Zeo ret deomp dioüal da laqat hon treid er plaç ma voa e re, rac ar plaç-se so ramplus : mes sellomp ous an hini a vale eün ha ferm, ha tachomp d’e heuill ; rac en hent mad e màn. Na lavaràn qet dêc’h davantach, ha cetu ama va histor.

Gouzout a reot penaus e voa en ur bourqic bian, tost da Pontecroas, un den paour, hanvet Marcel. An den-se a voa chommet intanv abred, hac e vreg e devoa lêzet gantàn daou vuguelic yaouanq. Ar mab hena a hanvet Jerom, hac eguile Louis. Marcel en devoa ur speret mad, mes n’en devoa recevet nep education, hac e sante ur chagrin vras da nonpas gallout rei descadurez d’e zaou vab, rac re baour e voa evit se. Peguen eurus e vije en em gavet hirio, da ellout o c’hass d’ar scoliou e pere ne goust netra evit beza disqet ! Mes, ne voa qet aoüalc’h d’ar c’houlz-se evit m’en devije gallet bourg Marcel possedi unan. Dre na elle qet eta laqat disqi netra d’e zaou vab, e clasqe da viana inspira dezo principou a zevotion hac a vertuz. Gouscoude, fea na elle qet occupi anezo eus an deveriou necesser-se hed an deiz, e zoa facil d’an oësder ha d’an dissipation dont prompt da zistruch qentelliou mad o zad.

Jerom en devoa ur penn avelet hac a rede bemde gant ar vagabonet all ; mont a rê gante da laeres avalou, sailla rê dreist ar c’hleuyou, ha meur a vech e voa bet corrijet ; mes n’en em vante qet eus a se d’e dad. En em accustumi a rê ivez, dre didalvoudeguez, da voal-drêti an anevalet ; e blijadur a voa assommi ar chaç, ar c’hicher, pe da deuler mein gant ar yer, pe gant loened all. An oll habitujou fall-se a grenvae ennàn, hac e voa êzet dija guelet en avanç e tleye dont da veza ur sujet fall.

Me voa qet evelse eus a Louis : qentelliou e dad en em engrave mui-ous-mui e calon ar buguel a-fêçon-se, evitàn da veza ar yaouanca. Avichou e tigueze dezàn ober reprochou d’e vreur, pa er guele oc’h ober un action fall benac, ha meur a vech e voe scòet gant Jerom, abalamour d’ar reprochou-se. Louis en devoa naturelamant ur c’haracter laouen ; gouscoude en devoa momentchou hac en rente trist, occasionet dre ar chagrin da veza ignorant, ha da nonpas caout ur voyen benac evit ellout en em instrui. Dre forç da glasq penaus dont a benn da gontanti e c’hoant, e teuas en e speret ur sonch da behini en em arrêtas crac. Mont a ra da dy ar Person, hac e lavar dezàn : Autrou Person, me so goal maleurus ! — Perac eta, va buguel ? Clêvet emeus gouscoude lavarat a zout ur pautric mad, hac e talvezes guelloc’h eguet da vreur. — Oh ! Autrou Person, va breur zo ivez ur pautr a-fêçon, sepet ma zeo un nebeudic intourdi, — Petra eo eta a chagrin ac’hanout ? — Abalamour n’ouzon qet lenn. Oh ! ma credfen, ho pedi da zisqi dìn lenn, A. Person… Me rento dêc’h neuze an oll servichou eus a bere e ven capabl.

Ar Person a voe estonet hac anchantet eus ur seurt goulen eus a beurs ur buguel qen yaouanq, hac en devoe ompinion vad dioutàn, Consanti eure eta da zezir Louis, ha cetu én leun a joa o vont bemdez da lavaret e guentel da dy ar Person. Ne voe qet ret dezàn nemeur a amzer evit gouzout lenn, rac calz a c’hoant en devoa da veza disqet, hac e studie muia ma elle. Ar Person a gare qement anezàn, m’en em resolvas da laqet Louis da boursu e studi. Disqi a eure eta dezàn lenn, scrifa, chiffra, etc. Ne meus qet ezom da lavarat dêc’h penaus, istre an traou-se oll, e voa Louis instruct mad demeus a vouirioneou ar religion, hac en devoa un devotion vras.

Epad qementse, Jerom a voapae assiduite e vreur, hac er c’hasse da bourmen, pa lavare Louis dezàn disqi ivez un dra benac. Defautou Jerom a deue da veza viçou, dre ma vrassae. Da bêvarzec vloaz anfin, e voa dija deut a benn da laqat caout aoun dioutàn, ha da veza cassaet tro vardro ; n'en devoa mui evit camaradet nemet tri pe bêvar sujet fall eveltàn, pere na dalvezent qet nemeur a dra.

Pa voe arruet an daou vreur d’an oad a bemzec hac a c’hoezec vloaz, an tad Marcel o galvas un deiz dirazàn, hac a lavaras dezo : Va bugale guèz, cetu c’houi bremâ deut en oad da sonjal labourat d’ho fortun, ous en em rei da zisqi ober un dra benac. Na meus qet a beadra d’ho laqat da zisqi ur vicher, gouzout a rit se ervad, coulz evel ar boan ameus o veva. Cetu amâ uguent scoët, pere ameus dastumet gant calz a boan evit o c’honservi dêc’h. Rei a ràn An anter da bep-hini ac’hanoc’h. Qement a ellan ober evidoc’h eo se. Me garje ervad, va Doue ! ober muioc’h. It gant an dra-se en hent, tachit da gaout labour, da ober fortun en honestis, ha roit alies dìn eus ho qelou. Te, Louis qez, a gredàn mad, en em denno a affer. Un obligation vras ameus d’an A. Person deus an discadurez en deus bet ar vadelez da rei dit ; servicha rei se dit e peb lec’h, hac e ri da hent en ur fêçon pe en eben. Evidout-te, paour qez Jerom, neo qet hep chagrin e velàn ac’hanout o partial. Gallet e pije ober evel da vreur, ha meritout eveltàn graçou mad an A. Person ; mes neo qet falvezet se dit : preferet ec’h eus en em rei d’ar feneantis ha d’an dissipation ; aoun bras ameus e pez lec'h da gaout qeuz un deiz. Anfin, va c’halon a rayo ar memes vœuyou evidoc’h ho taou. It, va bugale guèz : Doue da rei avantur vad dêc’h.

Ar paour qèz Marcel a boqas d’e vugale, en eur vouela, hac hep sònjal e stardas Louis ous e galon gant un deneridiguez ar vrassa. An A. Person a erruas er moment-se. Ar paour qèz Louis a zaillas entre e zivrec’h, hep gallout comz, na disqeuz dezàn e anaoudeguez vad, nemet dre e zaelou. Jerom a vouelas ivez un nebeut, hac a santas ur güir glac’har e fonç e galon ; qement e zeo güir penaus ar galon memes ar muia corrompet, na ell qet renonç antieramant d’an truach a reclam an natur. Anfin, an daou vreur a sortias, ous en em delc'hel brec’h a brec’h ; an tad Marcel hac ar Person venerabl a chommas da zellet outo qen n’o gueljont mui.

Louis a voa trist meurbed. Jerom en devoa ivez an ear da sonjal epad ur pennadic amzer ; mes souden e teuas ennàn e-unan, hac e commanças da gauzeal da guenta, en eur lavaret d’e vreur : Mont a reomp da Vontroulez, neo qet güir ? — Ia. — Petra a gontes-te ober eno ? — Nouzon qet. — Ret eo gouscoude sonjal en se. — Guelet a rìn. — Evidon-me, an occasion am decido. Amzer am bezo da sonjal en se, pa n’em bezo mui a arc’hant. — An dra-se na zaleo qet, paour-qèz Jerom : lennet emeus en un tu penaus ar vugale hac an dud foll a sonch gante e tle uguent livr hac uguent vloaz padout atao. — Clêo ta, va breur, tao gant da Sermon, me ped. Bras aoüalc'h oun evit gouzout petra da ober. — Ma, na lavarìn mui netra.

Goude beza baleet mad, hon daou beacher a erruas da ser-nos e Qemper, hac e chomjont eno da loja.

Beza e voa calz a dad en hostaliri. Jerom a remercas en o zoues ur fourrier, pehini a yê da Roason da rejoigni e regimant. Ar fourrier-se n’en devoa qet fêçon ur sujet mad ; evelse ivez ne voe qet pell evit ober anaoudeguez gant Jerom. Abars un heur amzer e voent camaradet, hac e content o afferaou an eil d’eguile, evel daou gonsort ancien na dalveze qet muioc’h an eil eguet eguile. Ar fourrier o c’houzout en devoa Jerom un dec scoet en e c’hodel, a lipas e vuzellou. Ur frippon fin e voa, hac a vouie pelloc’h eguet beg e fri en tu-al d’e vignon nevez, hac en devoa disqet en e c’harnisonou troyou filout. Rei a ra da gredi da Jerom en devoa ivez arc’hant, hac e proposas dezàn c’hoari ur barti flu. Jerom ne voa qet den da refusi, hac evel an dud sot na douetont eus a netra, e vel dija en avanç e arc’hant cresqet eus an anter ebars en e yalc’h.

Louis en devoa clêvet ar broposition-se, hac en devoe aoun. Falvezout a reas dezàn prezeg d’e vreur ; mes recevet fall e voe, hac e renqas tevel.

Cetu eta hon daou c’hoarier anganjet er barti. Na badas qet pell : abars nebeut e voe disec’het yalc’h Jerom, ha dre se privet demeus e oll ressourç. Prest dìn arc’hant, emezàn da Louis, ma trappìn ar pez a meus collet. Louis a respontas fermamant nan. Neo qet falvezet dit va selaou ; bremâ e cavi mad ma vezìn bouzar d’as coulen, ha ma virìn va arc’hant.

Carantez ar fourrier a yenâs buan, pa velas n’en devoa mui Jerom a arc’hant. Quittat a reas anezàn, en eur reqeti dezàn nosves vad ha chanç en amzer da zont, hac e yas da gousqet.

Pen em gavas an daou vreur o-unan, Louis a lavaras da Jerom : Va breur, guelet a ràn ervad na ellimp qet mont assambles. Hon fêçonniou d’en em gundui n’en dint qet henvel etrezo, ha ne alfent biqen beza. Guelloc’h eo deomp calz en em separi ha clasq fortun peb-hini deus e gostez. Collet ec’h eus da arc’hant, dre n’en deo qet felvezet dit heuill un avis mad ; ne meus qet a c’hoant gouscoude da lezel ac’hanout hep liard, ous en em guittat. Varc’hoas vintin, divar va zeg scoet, e paein hor scoden, hac e partajimp ar rest evel daou vreur mad. Neuze e lavarimp adie an eit d’eguile.

An arranjamant-se a blijas calz da Jerom, pehini en acceptas gant joa vras, en eur drugarecât gant ur c’hoarz goab e vreur generus, Grêt e voe se, evel m’en devoa Louis proposet, ha da c’houlou deiz hon daou bautr yaouanq a boqas an eil d’eguile, ha pep-bini a guemeras un hent differant.

Hoguen bremâ, eme Simon a Vontroulez, pehini demeus an daou vreur a fell dac’h-hu a heuillfemp ?

Credi a ra dìn, eme ar Person, e zeo guelloc’h en em diambarrassi ractal eus a Jerom, rac guelet a ràn dija ec’h êchuo fall.

Eh bien eta, Simon, guelomp eus a betra e teuas Jerom.