Sketla Segobrani vol1/Rann 15

Prud’homme, 1923  (Kenta Kevrenn, p. 64-66)


e oa an amzerveziad ma vane Lugus ha Belisama e-touez pobl Manos. Hag e veze graet d’ezo war o c’himiad hevelep lidou ha p’edont o tigouezout.


« Ti an Daou » e Sonnoialos.


Da rei bod d’ar Breur ha d’ar C’hoar eur c’haer a di a oa bet savet e kreiz bro-Vanos. « Ti an Daou » a raed eus an ti-ze, hag edo en e sav war glazenn Sonnoialos (« frankizenn an Heol »), kaera frankizenn a oa dre goadou tachad-bro ar Sav-heol. Kelc’hiek ez oa an ti-ze ha graet en e bez a brenn kelenn lufret-mat kaeraet en-diavaez gant skeudennou livet hag aroueziou sakr en aour [1]. En diabarz ez oa golôet ar muriou anezan gant skouedou-aour, kizellet warno aroueziou ha loened sakr. Ar post-kreiz, harp warnan holl frammadur kelc’hiek an dôenn, a oa enskantet ennan war e hed trôellennou-aour. Al leurdi, e lec’h douar-pri moustret, evel ma vez en tïez-annez hag en tïez-nevedou peurliesa, a oa ouz hec’h ober klerennou prenn kelenn kompezet ha lufret-skedus, hag i bet kenstoket ha kenklotet ker reiz ken na weled etrezo grem ebet, m’az tije touet n’edo oc’h ober al leurenn nemed eur pez koad en e bez [2].

Mont e-barz an ti ha chom ennan n’oa aotreet da zen estreged an ostizidi-veur m’oa bet savet evito. Fiziet ez oa da evesaat en eur c’hoziad, mentek ha krenv, a raed anezan « evezier Ti an Daou ». Bez’ en doa gantan en e zourn tri faotr yaouank ha teir gwerc’hez diuzet. Kefridi ar c’houec’h-man ez oa derc’hel an ti kempenn ha naet-flamm, pa na dlee poultrenn ebet na koc’hienn dont da intra kannded ar muriou, al leur hag ar framm, lufr an arrebeuri, sked ar c’haeraduriou hag al listri-aour. Gwir en doa ar c’hoziad a rene warno, pa gave d’ezan e laoskent an distera war ar gefridi-ze, d’o skei ha zoken, ma adfeilhent en o gwall, d’o laza, hep m’o dije galloud o c’herent da denna dic’haou dioutan. Eur poellad all gand ar re-ze ez oa digas dour, trouc’ha keuneud ha derc’hel tan war enaou. Daoust pe aon a oa na zisleberje an traou gant glebor diwar ar c’hoadou tro-dro, pe uheloc’h abeg a zeue kentoc’h diwar ar C’hredennou, maga tan war an oaled a raed dibaouez. Ouz an teir gwerc’hez dreist d’ar re-all e selle an evesaat ouz an tan peurbad-ze. Nemet, bep seiz vloaz, da zerc’hent deiz donedigez an doueed, e veze lezet da vervel. Skuba ha peurskarza an oaled a rae ar gwerc’hezed, hag ec’h enaoue an Evezier eun tan nevez dre rimia daou brenn an eil ouz egile [3]. Ouspenn, pe evit derc’hel sec’h-mat diabarz an ti, pe e sell eus eur mennad-kredenn bennak, edo ar voaz, kellïes ha m’edo digoumoul an oabl, da zigeri frank dor an ti, evid rei digemer ennan d’an heol. Nemet pa ’z ae heman da guz ne serred ken war an ti. Digoret-frank e veze ivez an toull-moged war an dôenn anezan.

N’oa da ziwall Ti an Daou na harz na strollad brezelourien, pa n’oa ezomm ebet anezo. A-hed leoiou war leoiou gwezegou, strouezegou digenvez, stêriou ha geuniou didreuzus a zisranne, c’hoaz d’ar mare-ze, bevennou douar Manos diouz ar broiou dalc’het gant gouennou estren. Argadennou-noz ar breizerien diouto n’oa ket d’o douja. Evid ar veajourien a-ziavaez, rouez e oant, anavezet gant renerien ar boblad, ha n’en dije kredet hini anezo teurel e zourn war beadra an doueed. Ha gant diskennidi Vanos edo Ti an Daou kehelet-tre : sellet e veze outan evel kreizenn sakr ar Vro, kalon ar vrôadelez, hag ar vammenn ma teue d’ezo pep bennoz ha pep hoal-vat.


Dezrevell an nao rummad gwenvidik a ouenn Vanos.


Eun amzer a beoc’h doun, a verz dispar, a eurvad leun ez oa-hi, — a-unvan eman holl hen-zanevellou ar poblou evit hel lavarout, — p’edo mibien ha merc’hed Manos o veva e frankizennou heoliek koadou ar Sav-heol, ma vezent gweladennet eno gand an doueed. Peur-rannet ma ’z oant diouz an dud all gant gouelec’hiou ledan, n’oa ket d’ezo dizarbenn argadegou ha beza dibaouez, o armou ganto en o daouarn, war c’hed a-hed harzou o bro. Marc’hadourien estren ne weled ket c’hoaz oc’h ergerzout a-vagadou henchou ha gwenodennou, oc’h en em zila beteg er c’heriadennou pella, o weladenni ar mereriou distrôa, en eur hada e pep lec’h, a-unan gant aour, sklavezed ha traezou-micher diwar zourn estren, an dizurz hag an dizunvan, o vreina kalon ar yaouankizou dre o c’homzou hag o skoueriou, o hoala ar renerien hag an henaourien d’ar gwall-c’hoantegeziou, d’ar grezni ha d’an uhelegez, oc’h atiza an holl da c’hoantaat ez direiz kemm ha nevezinti. Pe gweladenn seiz-vloaziek an doueed vadelezus eo a reas, pe nerz kanennou galloudek Matugenos eo a gendalc’has war ziskennidi Vanos beteg an navet rummad, pe c’hoaz dre ma touje ha ma heulie an holl al lezenn rôet gant Dis Atir da Ariomanos an hini e voe ? Bepred, en holl varevez-se, a vez graet anezan gant an hen-zanevellourien Marevez an nao rummad gwenvidik a Ouenn Vanos, ne voe na klenved na merventi war al loened ; ar buoc’hed, an denved hag ar givri a rôas dizehan eur builhentez a laez. Hir ha tomm e oa an hanvou, hag i dazgleboret gant glaviou distanus. Yenien hag erc’h, da heul ar goanvou, n’oa ken anezo nemet kement hag a vije red da wellaat ar parkou ha da zigas an trevadou da vad. Druz

  1. Aroueziou sakr : stered, kreskennou, kelc’hiou, rodou, kroaziou, hevoudou, orziou, bouc’hili, skouedou, bigi, kerniel ; — loened linennekaet muioc’h pe nebeutoc’h : naered, naered kornek, naered penn-maout, erevent, elerc’h, garaned, tirvi, kirvi, kezeg, moc’h gouez. Sellout ouz Montelius-Reinach, Temps préhistoriques, p. 193 ; A. Bertrand, Religion des Gaulois, p. 140, 162, 241 ; Déchelette, Manuel, I, p. 607, 610 ; II, kenta lodenn, p. 419, 458, 473, 477 ; trede lodenn, p. 1175 ; Notennou diwar-benn ar Gelted koz, pevare pennad, p. 24, 33.
  2. Leurdi prenn, A. Bertrand, Gaule avant les Gaulois (eil mouladur), p. 135 ; Montelius-Reinach, p. 303.
  3. Lakaat e-kenver an teir vestalenn e Rom, hag an diou werc’hez gouestlet da azeulerez an heol e bro an Huperboreaned (Herodotos, IV, 33, 34, 35). Diwar-benn an talarou-tana, pe vinviou-enaoui-tan boaziet gant Hen-Europiz, sellout Déchelette, Manuel, Age du bronze, pp. 298-304 (skeudennou) ; Rev. archéol., 1921, pp. 132-5.