Sketla Segobrani vol1/Rann 25

Prud’homme, 1923  (Kenta Kevrenn, p. 131-132)


savet gant rouanez hag uhelidi Keltia annezlec’hiou ec’honoc’h choaz, da skouer ti Kotuatos an Arverniad, ennan hanter-kant kambr a-zor-da-zor, pe hini Eposterovidos, al Lingon, ennan pevar-ugent kambr, hep komz eus hir-di ar biturix Ambikatus, a-stroll ennan kant hanter-kant a gambchou [1].


Ermaeziadeg bagad ar Vran ha dalc’hidigez glannad an Albis gant Drutos.


Henchet gand ar vran Vesakos, Drutos, mab Karros [2], a zeuas, goude, eus ar vro-Wenn, gantan pevar mil pemp kant a baotred ha pevar mil pemp kant a blac’hed yaouank, nao mil den en holl. Treuzi an Albis a reas ar vran hag ehana war ar c’hlann-hont. War lein eun dervenn vras e kludas ha setu, rak-tal, holl vrini ar vro o tiredek a-denn-askell da c’hrounna war he zro, evel evit he saludi hag ober lorc’h d’ezi. Kluda a rejont war ar gwez tro-dro, ma teuas ar re-man, eus glas ma ’z oant diaraok, da veza du gand ar brini, ha ma vouge koagadeg an engroez-se a evned moueziadeg ar wazed hag ar maouezed, blejadeg ar saout ha c’houirinadeg ar c’hezeg. Neuze, e kemerjont o nij hag e steuzjont holl [3]. El lec’h m’he doa ehanet ar vran, eno end-eeun eta ec’h ehanas Drutos, mab Karros, gand ar bagad anezan. Hag int ha trouc’ha keuneud eno, enaoui tan, tenna dour, peuri o c’hezeg hag o oc’hen. Hag ez oa al lec’h ma tiazezjont, evel m’emoun o paouez lavarout, glann-gornog an Albis, a-us d’ar rann-dir dalc’het gant Nemetos hag e vibien.

Setu aman anoiou ar c’hêriou hag ar c’hrenvlec’hiou savet gant Drutos ha bagad ar Vran : Brannodunon « krenvlec’h ar Vran », karrodunon « krenvlec’h Karros », Drutomagos « tachenn Drutos », Sonnoduron « bourc’h an Heol », Vernoialos « frankizenn ar Wern ».


Ermaeziadeg bagad an Taro. — Dumnos a gemer glannad an Albis-Uhela. Skrapidigez Ambia ha Kinge.


Goude-ze, Dumnos, mab Bitus [4], a zeuas eus ar vro-Wenn, gantan seiz mil a baotred ha seiz mil a blac’hed yaouank. An taro Vindobennakos eo a henchas ar bagad etrezeg ar c’hornog hag a reas d’ezo tremen an Albis el lec’h m’en doa Momoros e dremenet diagent [5](2). Er gompezenn, graet enni gant Momoros e genta ehan, e vanas a-zav an taro. Dumnos, mab Bitus, hag e vagad, eo eta a adsavas dismantrou hag ano Manobriga « krenvlec’h Manos ». Int-i eo a dalvezas gwall-daol ar gizadeg a oa bet skôet ouz bagad ar Marc’h gand Erkuniz. Rak, p’oa deut ar re-man da laerez o saout, ha tizet ganto zoken skrapa diou eus o maouezed, e renas Dumnos, e penn e genvrezelourien ha brezelourien bagad ar Vran, eun argadadeg war an douarou anezo. Kement kêriadenn, kement krenvlec’h piaouet gand Erkuniz e traonienn ar Sala a voe kemeret an eil war-lerc’h egile ha pulluc’het. Ar re eus ar vroïdi n’ejont ket d’en em repui e-kreiz ar meneziou a voe devet en o c’heriou, beuzet o tremen ar stêriou pe lazet war an emgannlec’h. A-unan ganto e varvas o chatal, rak gouestlet da zoue ar brezel ez oa bet an

  1. Biturix « roue ar bed ». Ambikatus, aet en iwerzoneg da Immchath, ano brezelour. Diwar-benn tïez-meur ar Gelted, Grenier, Habitations gauloises et villas latines dans la cité des Mediomatrices (1906), pp. 28, 32 (n. 3), 42 ; Joyce, Social History, II, p. 46 ; keferata gant Paul Guiraud, Etudes économigues sur l’Antiquité (eil mouladur, 1905), pp. 29-32.
  2. Vesakos, iwerzoneg fiach « bran » (da genta « rankles »). — Drutos, kembraeg drud « kadarn, kalonek ». — Karros, iwerzoneg carr « brezelour ».
  3. G. Jullian, De la littér. poét. des Gaulois, p. 17.
  4. Dumnos, iwerzoneg domun « bed », kembraeg dwfn « doun ». — Bitus « bepred, peurbadus, bed », iwerzoneg bith, kembraeg byd « bed », iwerzoneg bith, bid, kembraeg byth « bepred » (ha brezoneg bis-, e biskoaz, bisviken, distreset e birviken), D’Arbois, Noms Gaulois, pp. 90-7.
  5. « Gwenn e gerniou », iwerzoneg Findbennach, ano eun taro brudet, D’Arbois, les Druides et les dieux celtiques à formes d’animaux (1906), p. 189-90. A vefe ger-evit-ger e brezoneg Gwennvannek.