Sketla Segobrani vol2/Rann 04

Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 15-17)



Penaos edo reizet bevidigez Vindosêtlos.


Ken n’en devoe tizet e dri bloaz, e vevas Vindosêtlos diwar laez Velia hepken[1]. Gwelloc’h magadur n’hallje da gavout pa dalveze da ene ar bugel kouls ha d’e gorf. Laez eur Ouenn grenv eo laez an doueezed, eur Ouenn a-viskoaz difazi, p’o deus ar rummadou anezi kerzet dalc’hmat e roudou eeun ar sklerijenn. Eun tenv marzus eo a ra diwana ha kreski en neb a vev diwarnan ar pevar ferz-mat a ra an dud peur-reiz : nerz, glanded, furnez, madelez[2].

Pa voe dizonet Vindosêtlos e voe dalc’het d’ober eus al laez e benn-vagadur. Nemet e teue al laez-se eus nao zez an teir buoc’h a anved Vinda, Rouda, hag Udra[3]. Gwella buoc’henned laez a gement a oa e buorz[4] Vissurix ha Velia ez oant-i, ha souez n’eo ket o veza anat e raent o-zeir holl dorad Glazenn ar Gof. D’ezo ez oa peb a dri zez hag a rôe bemdez peb a nao c’helorniad laez, ar pez a rae, eus an eil abardaez d’egile, eur c’helorniad ha pevar-ugent a veze lakaet holl da vezur advibien Vissurix. Bez’ ez oa e buorz Vissurix eur plac’h yaouank. Yaouerez ez oa da Velia hag, en abeg da ze, en hec’h oad tener, e veze graet anezi gant he zad hag he mamm Alalia[5]. Hogen adalek m’oa deut d’hec’h oad-dimezi, n’oa ken ano d’ezi nemet Kassia[6] dre n’helle den, gant kaer, hegarat ha strivant ma’z oa-hi, mirout d’ober stad anezi ha d’he c’harout. N’he doa ken kefridi er buorz nemet goro an teir buoc’h hag ober amann ha keuz.

Gant laez an teir buoc’h, mesket ennan mel ha bleud heiz, e rae Velia, teir gwech an deiz, evit Vindosêtlos, eur skudellad vras a yod. Gant koavon, bleud gwiniz, viou gwazi hag amann, ec’h aoze d’ezan gwestell. Gant bleud gwiniz, goell bïer ha holen e rae d’ezan kouignou hir ha re grenn. Hennez ez oa, gant beler ha, da vare ar frouez, gand avalou, mesper, kraon, kraon-kelvez, spezad ha sivi, magadur Vindosêtlos[7]. Ken na voe deut d’an oad-gour tamm kig-loen ne stokas ouz e ziweuz[8]. Na mez, na bïer nag evadur mezvus all ebet ne dremenas dre e c’henou.

Da eva e rôe Velia d’he bugel laez pe zour kerc’het ganti eus an eienenn a darz e-kreiz enez Abalos. Puilha eienenn an enezenn eo hounnez. Ac’hano e strink eur froud vras ha herrek a red war-du ar c’hornog a-dreuz prajeier, koadeier ha brugeier, ken na zeu da lammat a-ziwar an tornaod er mor. Ha beza uhel al lammdour-ze, e tiz an eoged, d’an nevez-amzer, sailha beteg naoz-krec’h ar froud, hag e savont, en eneb d’ar red anezi, beteg an eienenn. Unan ens marziou enez Abalos eo an dra-ze ! Hevelep ano a zo d’ar wazredenn ba d’an eienenn : Glana a reer eus an eil hag eben[9]. Da vammenn ar waz-se ez ae Velia bemdez da gerc’hat dour d’hec’h advab. En eul lestr aour e punse anezan ; her sila a rae dre he lïen-gouel[10] hag her rei d’ezan da eva.


  1. Hyde-Dottin, Contes irlandais, p. 25.
  2. Diwar-benn an nerz peur-reiz a greded a oa er pevarveder, sellout Rev. des Et. anc. 1916, pp. 280-5. Kenveria ar c’hembraeg petry-wyr « brezelourien beurvat » = *petru-viroi.
  3. Doareou gwregel Vindos « gwenn » ha Roudos « ruz » eo Vinda ha Rouda. Evid Udra, kenveria an iwerzoneg odar « du », Rev. celt. 1892, p. 414.
  4. « Kloz ar saout ». En hen-vrezoneg buort, buorth, Loth, Voc. v. br. p. 62. Ger kendiveret eus bu (iwerzoneg bo) ha gort, gorth « garz » a zo aet da eil-gevrenn ar ger lïorz. Buorz a zo anezan c’hoaz e brezoneg evel ano-lec’h e kumun Lothey, pastell-vro Pleyben, Loth, Chrest. bret. p. 113. En iwerzoneg e veze graet eus ar buorz badhun pe bo-dhaingen « krenvlec’h saout ».
  5. Kenveria ar gwenedeg hag ar c’hembraeg arall, an iwerzoneg araile, a c’houlenn en o raog eur furm geltiek *alalio-, Rev. celt., 1896, p. 300.
  6. Iwerzoneg caisse, caise « karantez, bri ».
  7. Bara ar C’halated, Rev. celt., 1907, pp. 225-40 ; bara Alesia, Pro Alesia, 1907, pp. 209-23. Bara dre laez, baragwiniz ha mel, D’Arbois, Epopée celtique en Irlande, pp. 127, 147, 87. Laez, Strabon, iv, 4, 3 ; Revue de philologie, 1912, p. 162-3. Keuz, Dottin, Manuel, eil mouladur, p. 162. Amann, viou gwazi, yod dre laez ha mel, gwestell spezad, mel, beler, Joyce, Social History, pp. 136-51. — Distrei a ra ar yec’hedourien-vreman d’an doare-emveva-ze ma tlee d’ezan ar Gelted ha poblou all an Hen-Europ o yec’hed hag o nerz. Sellout, etre meur a hini all, ouz : Doktor Monteuuis, le lait caillé, élixir de longue vie et le retour à la Nature (Baillière, 1905) ; le pain blanc, ses dangers et son remède, le pain naturel (Maloine, 1912) ; Clément ha Iches, la Santé par le Miel (Librairie agricole) ; Otto Garqué, la Base de toute réforme ; santé, richesse et liberté assurées par Valimentation rationnelle (Librairie de Culture humaine P. Nyssens, Brussel).
  8. Kenveria ar pez a ziskuilh Poseidonios (kenta kantved kent H. S.) diwar-benn Musianed an Europ « pobladou peoc’hek ha doueüs en em vire, dre zoueüsted, diouz kement doare boued a oa bet buhez ennan, hag a ziouere, dre ze, kig o chatal end-eeun, evid en em voueta gant mel, laez ha keuz hepken », Strabon, VII, 3, 3.
  9. Diwar-benn an ano-stêr-ze sellout Dottin, la Langue gauloise, p. 89. Diwar-benn an en em vaga gand eog hag ar pouez en devoe ze war vuhez poblou Europ an hanternoz, sellout H. de Tourville, Histoire de la formation particulariste, p. 56-7 ; Demolins, Comment la route crée le type social, II, p. 470-1. Kement hag e c’heller merzout diouz ar genyezoniez, dianav ez oa han eog d’an hen-Arianed. Eun abeg eo bet se da ouizieien hon amzer evit lakaat ar vamm-vro anezo e kompezenn Rusia ar c’hresteiz. Ar stêriou en em daol er mor-Du n’eus nemeto, end-eeun, na ve ked a eoged enno. Zaborowski, Peuples aryens d’Asie et d’Europe (1908), p. 417. Cf. Boule, Hommes fossiles, éléments de paléontologie humaine (1921) p. 360.
  10. Kenveria d’Arbois, Epopée celtique, p. 16. Gouel an Iwerzoniadezed, Joyce, Social History, II, p. 215-6. Gouel ar Galianezed, Jullian, Hist. de la Gaule, II, p 298, notenn. En Iwerzon e veze gwisket ar ouel gand ar maouezd dimezet hepken ; penn-digabell e veze ar merc’hed yaouank, a-fuilh o bleo war o diousjoaz. Ar C’heltezed, evel Arianezed all (Germanezed, Romanezed, Gresianezed, Slavezed), n’oa ket kuzet gand ar ouel a zougent an dremm anezo ; enkelc’hiet ganti n’oa ken ; n'on ket kennebeut peurc’holôet gand ar ouel o fennad bleo (sellout, evid ar Germanezed, ar c’hizelladuriou izel-vos war golonenn Antoninus, Lefèvre, Germains et Slaves, pp. 30, 38, hag ar vaouez skeudennet gant Schumacher, Verzeichniss Germanen, p. 41). Ruz e oa gouel eured (flammeum)ar Romanezcd. Korf, aet en eskern, eur plac’h skuthiad, dizolôet en eur bez a vro Grimea, a oa ar penn warnan ha darn uhela an dremm paket en eur ouel ruz. Mar geller diwar ar c’henskoueriou-ze dastum ez oa ar c’hiz-se holl-ariek, ez eus da gredi ez oa ruz ivez gouel ar C’heltezed (kenveria mantell ruz ar C’halated). Diwar-benn ar gwiska-goueliou gand an Assiriadezed, pe vennad a oa d’ar c’hiz-se ha petra e talveze da arouczia, sellout Morris Jastrow, Veiling in Ancient Assyria, Rev. arch., 1921, II, pp. 209-38.