Sketla Segobrani vol2/Rann 05

Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 17-20)


C’hoariou Vindosêtlos.


Hounnez e voe ar reolenn ma voe reizet diouti buhez Vindosêtlos adal ma tremenas, etre divrec’h Kênos, treuzou Vissurix beteg an deiz ma kimiadas, hag hen deut da zen yaouank, evit distrei daved e gerent. E-pad an holl varevez-se ne wiskas na botou, na bodreou, na bragou, na toneg vilginek ha kougoulek, na tro-c’houzoug, na tog na kabell ebet. Da gement-se, moarvat, e voe dleour eus e gened ker meulet, o veza na voe netra biskoaz o voustra e izili, o huala ouz e gorf d’en em astenn kaer ha kompez. War eun dro e kave nerz an tan hag an heol, an douar hag an dour, an aer hag an amzer, hent frank da dreanti e gorf ha d’hel lakaat gwevn, kalet ha start. En e oad tener ha deut da baotr yaouank, ne sante ket yenien ar goanv. Treid-noaz e kerze er gliz-noz en eur gana. Gouronkedi a rae er mor d’an noz ha d’an darzenn-veure, o walc’hi e vleo ha skraba gant traez ha grean e gerc’hen hag e izili. Evel eur gwinver e skrimpe en uhela gwez, ha neuze, skoachet e-mesk glazvez o c’hernou, e heulie dre e sell an erered hag ar guped o nijal, ar garaned, ar c’houiboned hag an elerc’h o vont hag o tont, ar gwazi gouez o tremen hag o tistremen. Evel eur c’havrig e lamme war ar rec’hier sersa, war lein ar c’hrec’hiennou hag ec’h evezie ac’hano red ar c’houmoul, finv al loar hag ar stered[1]. Gouren a rae evel eun tarvig, war glazenn Moridunon, ouz advibien all Vissurix. A-gevret gand an ein hag ar menned-gavr, gand an ebeulien hag al leueou e taoulamme e geot ar peurvanou. En em gejet er bagadou kirvi gell a bep rumm, e kevezate outo en herrder hag e skanvder, hag, o vont dre grec’hiou ha traoniou, e rede en o serr an enezenn a-bez[2].

Kerkent ha m’oa bet barrek da gerzout, ez oa aet e dad-mager da c’hovel Moridunon. Teir zolzenn en doa lakaet er fornez, unan aour, arc’hant an eil, hag arem an drede. E vab Tritios[3] eo a gase ar vegin en-dro. Eus an dolzennad aour e reas Vissurix eur c’helc’h-c’hoari lugernus gand ar vazig anezan ; eus an dolzennad arc’hant e voe oberiet gantan eur wareg hag he daouzek saez, hag eus an dolzennad arem eur re c’hoafiou-bann gant peb a envez. Tritios a drouc’has hag a liammas ouz an envez anezo al lerenn a oa d’o banna[4]. Brigia[5], merc’h da Vissurix, a wias evid ar bugel eur vanegig a oa graet holl a vailhou arc’hant, ha hi ker gwevn hag eur vaneg c’hloan. Da warega e wiske ar bugel ar vaneg-se[6]. Bemdez-c’houlou, war ar c’hlazenn kelc’hiet a wez-tilh a oa dirak toull-dor ar c’hrenvlec’h[7], e pleustre ar bugel war deurel e gelc’hig, e zaou c’hoaf hag e zaouzek saez. Trec’h e voe, na voe ket pell , evid o embreger, d’ar vugale all. Ha koulskoude nag e dad nag e vamm n’o doa goulennet digantan klask o zrec’hi. Kement-man hepmuiken o doa lavaret d’ezan : klask mont war wellaat a-zeiz-da-zeiz, ober bemdez gwell eged en derc’hent[8]. Velia, bep beure, a aoze daouzek gwastell graet a vleud gwiniz, koavon, amann ha mel, evid an daouzek gwaregerig. Kement bugel ma talveze e zeveziad-gwaregata war hini an derc’hent en doa gwir da gaout e rann-wastell. An neb, avat, na oa aet tamm war wellaat a ranke dioueri : paotr-karr Vissurix eo a zebre ar wastell en e lec’h.

Deut da benn e gelennidigez, Vindosêtlos, pa guiteas Abalos da zistrei war an douar-bras, a oa kerkouls banner-goaf ha Gaisomaros, ken ampart gwareger ha Nodons Lamargentios. Hag evit ruilha ar c’helc’h, n’en dije ket ar Stlaper-Rod e-unan gallet ober gwell[9].

  1. Jordanes, De origine actuque Getarum, IV.
  2. Kenveria Justinus, XLIV, 4 ; Rev. celt. 1907, p. 258-9.
  3. « Trede ».
  4. Amentum a veze graet gand ar Romaned eus al lerenn-ze. Stag ez oa etre kreiz ha lost ar goaf-bann. Eur biz pe zaou a dremened enni, e-pad ma talc’hed fust ar goaf etre ar bizied all. Ar re-man a ziskroged eur wech rôet d’ar goaf e genta lusk, hag e rae neuze al lerenn-vanna e doare kordenn eun dalm da astenn an taol. Anat diwar arnodennou graet e 1862 e mirdi « Saint-Germain », pa n’oufed teurel eun dared skanv gand an dourn noaz en tu-hont da 25 m d’an hira, e c’heller tizout beteg 65 m dre ober war-bouez al lerenn-vanna. En oberou eur barz kembraek eus an XIIvet kantved e kaver ar werzenn-man :

    a phareu yn phyryf hyd envys
    yn eis meiriu.

    « Ha daredou (sanket) start beteg al lerenn-vanna e kostez ar re varo. »

    Ar c’hembraeg par « dared, goaf-bann » a zo diwar an hevelep gwrizienn hag an iwerzoneg carr « goaf ». Envys a verke an envez m’edo al lerenn stag outan, hag ouspenn, da heul, al lerenn-ze end-eeun. Dournskridou eus an Xvet kantved a gaver warno ar c’henveriaduriou-geriou-man en hen-vrezoneg : a inues « amentum », innbisiou « amenta », Rev. celt., 1911, p. 301-2. En-, er geriou « envys, envez » a dalv an hen-geltieg ande- « bras », hervez Loth, op. cit.

  5. Ano-plac’h, enskrivadur Gamlitz, en Europ-kreiz, Rev. celt., 1891, p. 265.
  6. En Hen-amzer e wiske ar waregerien eur vaneg veskenek evid en em ziwall ouz stokadenn ar gordenn. Ar manegeier-ze, er brezel, a veze outo, moarvat, laonennou metal. Ac’hano mojenn maneg arem Thor gand ar Skandinaved, ha hini dourn arc’hant Nuz gant Breiziz hag Iwerzoniz, Anthropologie, 1909, p. 62-3.
  7. Diou c’hlazenn a oa dirag ar rath en Iwerzon, anvet ar genta aurla hag an eil faithche, Joyce, Social History, II, p. 61-2. Ar genta a dalveze d’ar baleadennou : « Neuze e teuas er-maez ar rouanez Medb dre zor al liss war an aurla ha ganti teir gwech hanter-kant plac’h yaouank. » A-wechou ivez e kousked eno dindan teltennou e-pad kaera amzervez ar bloaz. War an eil glazenn e raed dreist-holl troiou-nerz ha c’hoariou a bep doare. Graet e veze ganti ivez da beurvan denved.
  8. En eun tu eman doueed ar Sketla gant gwella kelennerien hon amzer-vreman evit pellaat diouz ar re a venn brouda ar bugel d’al labour dre ar c’hendamouez hag ar genstrivadeg. Fall eo ar stumm-ober-ze pa garfe harpa ar gwellaat war ar genwarizi ha neket war vouez an dlead. Dre-ze e tenn da astenn ha da grenvaat an daou bleg falla eus kalon mab-den : ar pleg da erezi ha da geveza ar re-all. Gwelout war ze menoziou reiz-tre renerien skol Abbotsholme (Breiz-Veur) ha Sant-Paol (Stadou-Unanet) e levr Demolins, A quoi tient la supériorité (sociale) des Anglo-Saxons, p. 66-7.
  9. Eun doue dianat eo Gaisomaros (Rev. celt. 1912, p, 371) d’ezan ano keltiek ar goaf-bann (gaison) da genta kevrenn e ano. Diwar-benn an doue a stlap ar Rod hag hel laka da drei, sellout Bertrand, Religion des Gaulois, p. 368. Diwar-benn Nodons (deut e brezoneg da Nuz, e kembraeg Nudd ha Ludd, en iwerzoneg Nuada), sellout Rhys, Celtic Heathendom, pp. 125-31. Ne ziskouez Nuz e neb lec’h beza gwareger. Digemeret en deus, avat, A. J. Reinach da wir a-walc’h (Anthropologie, 1909, p. 63, notenn 1) e teue d’ezan e lesano Lao-arc’hant, Llaw-Ereint, Argat-lam, eus ar vaneg a wiske an hen-waregerien. An doue Thor a wiske eur vaneg arem da embreger e vorzol ; arc’hant e vije bet hini Nuz (contra Hubert, Rev. celt. 1913, p. 3). Dre e verc’h, Nuz en deus d’ober gant kala-Mae (Celtic Heathendom, pp. 561-3), hag ouspenn dre ar walenn anvet Marc’h Malaen (p. 607). War ar maez, en Alamagn, da ouel Yann ha da oueliou ar medi, roue Mae a vez graet anezan « roue ar waregerien » (Anthr. 1909, p. 264, not. 10). E Bro-Zaoz, paeron ar waregerien hag an hemolc’herien, Robin Hood, eo ar roue Mae gand ar Maid Marian da rouanez, hag an daou zen-ze a gaver, er Grenn-amzer, e kredennou gwalarn Bro-C’hall dindan an anoiou a Robin ha Marion (ibid. p. 76). Kement-se a ziskouezfe ez oa gant hen-boblou gwalarn an Europ eun doue gwareger, hag hen keneilet da gala-Mae.