Sketla Segobrani vol2/Rann 11

Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 33-36)


C’hoarezed-laez Vindosêtlos.


Meur a vugel a voe savet e Moridunon a-unan gant Vindosêtlos. Ne livirin tra diwarno, dre n’eman ket a-unvan an danevellou diwar-benn an anoiou hag an niver anezo. Advibien a zo bet da Vissurix, eur maread, o veza ma voe fiziet ennan da ziorren ar pep muia eus bugale an doueed. E-touez an diskiblezed anezan, ar re vrudeta, moarvat, eo nao merc’h Belenos. Ne voe ket savet Vindosêtlos war eun dro ganto. Pell kent e c’hanedigez ez oa anezo merc’hed bras, bet peurgelennet, hag a rede ar bed. Boas ez oant da zont, bep bloaz, da dremen eur penn-devez en enezenn. Neket e Moridunon eo e tiskennent, hogen war glann ar vammenn-dour, e-kreiz an enezenn. Eus lein an oabl e tigouezent, en elerc’h gwenn-kann ha mentet-dreist. Eur wech en em gavet war ar c’haled, ez oa anezo merc’hed yaouank, bras ha kaer kenan. En eienenn ez aent da gouronka. Deut er-maez, e c’hoarient war ar c’hlazenn. Berzet ez oa bet gant Vissurix d’e advibien mont d’al lec’h ma ’z edont ha sellout outo. Ha n’oa den a gement a garje terri ar berz gant gwasa penn-devez e veze p’edo ar merc’hed en enezenn ! Hinoni a rae an amzer, eur bam ! ha skedus-holl e veze an heol en deiz-se ha, padal, gand an taera barrad e veze hejet ar mor hag ar c’hoadou. Kerkent ha ma veze merzet an nao alarc’h evel nao pik gwenn e-kreiz dounder glas an nenv, e weled koumm hag eon o sevel en diabell er mor. An avel a stage da c’houeza ; brevi ha diwrizienna ar gwez maro a rae-hi ha kas ganti d’o stlepel er mor an holl goad krin, an holl loened kabac’h pe glanv. Glanaat an enezenn a-bez a rae an avel-ze ! Deus eskell an nao alarc’h eo e teue, rak, kerkent ha plavet an evned d’an douar, e spanae warni. E-keit ha m’edo ar merc’hed o kouronka, span ha tav a veze e pep lec’h. Pa stagent, avat, da c’hoari pelenn war ar c’hlazenn, an douar, en dro-man, eo a grene dindan o zreid. Gand ar redadeg anezo e veze stronsadennet beteg er pella krec’hiou[1]. Damdost goude m’oant nijet kuit, e kroge ar glao[2] da goueza ha ne dave ken na dae an heol da guz.

Diwech e voe darbet-kaer da Vindosêtlos terri difenn Vissurix. An dro genta, n’oa c’hoaz nemet c’houec’h vloaz hag eun taol berrboellik eus e berz ne voe ken. Bet en doa, en derc’hent, digand e vamm, eun horellig alaouret, hag eur gammell en doa graet e-unan eus eur skoultr kerezenn-c’houez. Mall gantan o arnodi, e tiankas eus e spered edo an deiz ma tigoueze an elerc’h ; hag hen kuit kerkent hag an deiz en eur skei e horellig dirazan gand e gammell. Digouezout a reas evel-se e gwrimenn prad an eienenn. Edo o vanna e gammell da skei e horell a-dreuz d’ar prad pa zaougrommas ar gwez, pa soublas ar geot d’an douar tro-dro d’ezan gand ar barrad-avel. Nao evn bras a dremenas en eur drouzal euzik a-us d’e benn hag a blavas d’al leur e-tal an eienenn. Ha Vindosêtlos kerkent ha moucha e zaoulagad gand e zourn, gorren prim e horell, trei kein d’ar prad ha tec’hout dre ar c’hoad ! Eur c’hoarzadeg c’hoapaüs gand ar merc’hed yaouank a zirollas a-drenv d’ezan ; e c’hervel a rejont ; hen, avat, pell diouz o selaou, ne rede nemet buanoc’h a ze. Neuze oc’h unani bozou o daouarn, e taoljont a-flac’hadou dour war-du ennan. Ma c’hoarvezas eus ar stlapadeg-se eur pil-dour-beuz a gouezas war ar paotrig ken n’en devoe tremenet kleuz Moridunon. Neuze e tavas d’an dour-pil. Hag hen ha gwaska e vleo d’o dizoura ha mont d’an ti-kegin. Skourra a reas ouz ar peul-kreiz[3] ar c’hroc’henig louarn a oa gantan da wiskamant. Eno eo e kavas Velia anezan, ez noaz en e sav dirag an tan, oc’h astenn e bennig ouz ar flamm. Ha gand an aezenn-dour a save eus e vouead melen-aour edo latarennet-holl ar gegin.

C’houezek vloaz ez oa pa vennas, eun eil trôad, terri ar berz taolet gand e dad-mager. Heman en doa e gaset da gerc’hat dour d’an eienenn en deiz end-eeun ma tlee dont an elerc’h. A-ratoz en doa her graet, hogen ne ouie ket Vindosêtlos edo o deiz da zonet, luget m’oa bet d’ezan e spered gant Vissurix. Ar paotr yaouank a yeas en e raog, gantan eul lestr aour, ken na zigouezas war ribl an eienenn. A-greiz m’edo soublet a-zioc’h an dour, e savas trumm an avel hag e teraouas an eienenn birvi evel ar mor e kounnar. Ha setu nao evn gwenn o plava war ar riblenn. Teurel a reas an den yaouank e lestr er geot hag azeza war glann an dour, e zremm en e zaouarn. Kerkent-all e teuas an nao flac’h yaouank war e dro. Sellout outan a rejont, dilavar, o vama ouz e vent kaer, ouz kempouez reiz e holl izili, ouz e gerc’hen gwenn ha nerzek, ouz sked e bennad bleo rodellaouek. Komz a rejont outan ha goulenn ma tennje e zaouarn da ziskouez d’ezo e zremm. Sklintin ha flour edo o mouez, ha koant ha seven o frezeg. Dic’hallus ez oa enebi : eun taol dreist da nerz mab-den ! Enebi, koulskoude, a reas Vindosêtlos. Netra ne voe espernet gand ar merc’hed d’ober d’ezan plega[4], aner e voe d’ezo ! Ruz-tan edo aet Vindosêtlos gant fromet ez oa. Derc’hel start a eure, avat. Neuze, an hena eus an nao, Uxelia, a lavaras, fae enni :

« Eur paotr en dije a-vreman tennet e zaouarn da sellout ouzimp. Eur plac’h n’eo ken hon eus paket aze, va c’hoarezed. » Hag holl o tirolla da c’hoarzin goap ha d’ober al lu gand ar paotr yaouank. Heman a voe gwall-anwazet. Pa weljont n’hellent, na dre het na dre heg, tenna tra digantan, e paouezjont war o hegaserez. Leunia d’ezan e bicher a rejont ha mont unan d’e ambroug da wrimenn ar c’hoad.

Vindosêtlos a gerzas betek Moridunon, skanv e bicheradig en e zourn krenv, pounner, avat, e galon ha morennet-holl e ene a c’hlac’har. Tenn d’ezan distaga e dreid diouz an douar ! O tigouezout e welas Velia en he sav ouz dor an ti-forn. Distrei diwar e hent a reas da dremen dre he c’hichen. E benn a lakeas en he brennid[5], ha Velia, o tivoucha a-ziwar e dal gant he dourn e rodelladou bleo-melen, a bokas d’ezan tener. Steuziet neuze e vorennad enkrez, sardik-holl ez eas an den yaouank daved e dad-mager.

  1. Kenveria L. Léger, Mythologie slave, p. 172.
  2. Frazer, I, pp. 100, 118.
  3. En tïez kelc’hiek e veze, da harpa framm an dôenn, eur peul a save e-kreiz an ti ha, dre-ze, tostik d’an oaled.
  4. Kenveria ar roll dalc’het gant merc’hed Indra e mojennou Arianed bro-Indez ; A. Nutt, the happy Otherworld in the mythico-romantic Literature of the Irish (London, 1895), p. 324 ; L. de Milloué, Bouddhisme (Paris, 1907), p. 67.
  5. An dro-ze a gemered en Iwerzon evit diskouez azaouez ha karantez, Joyce, II, p. 490. An troiou-saludi all, e-touez Kelted Iwerzon, ez oa : — 1° sevel ha menel war-zav pa zigoueze eun den enorus ; — 2° sevel ar glin pe ar vorzed p’edod azezet ; eur merk azaouez hennez ha n’oa ket kerkouls ha sevel en e sav ; — 3° rei eur pok, pe peurliesa tri a bokou, war ar jod ; — 4° pennlina pe daoulina.