Sketla Segobrani vol2/Rann 14

Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 39-43)


Mesaer-chatal Liros.


Beuzet edo an hanter eus ar Rod er bed izela pa zigouezas Vindosêtlos en eur rannvor a oa golôet, keit ha m’helle ar sell en em astenn, gant loened-chatal Liros[1]. Eun euz ez oa ar chatal-ze da welout. Pesked a oa eno hag i kement ha krec’hiennou. Darn a oa du-peg o liou, re-all briz-marellet, re-all gwenn-erc’h[2]. Kirvi-meur ha tirvi-gouez eus ar vrasa ment o dije gallet bale en o ec’hon war ar c’hein anezo : brasoc’h eget mouilc’hi war gein eun ejen ne vijent ket da welout. Flistradennou dour-gliz a zeue er-maez eus o fronellou en eur skiltra bouzarus. Hiniennou a oa ganto e beg o fri eur c’horn olifant keit ha ker sounn ha krenva goaf eur brezelour. An dour a skôent gand o lostou hag o angellou ledan-iskis. C’hoari a raent etrezo o vont an eil war-lerc’h egile buanoc’h eged ar marc’h buana. Emaez an dour e lamment hag ec’h adkouezent ennan gand eun trouz-kurun. Kaset-digaset dre o meskadeg e hanvale ar mor beza keflusket gand eur gwall-varrad-amzer.

Re ziwezat ez oa anezi evit ma raje Vindosêtlos an dro d’ar bagad miled-ze a gaee outan eus an eil penn-dremmwel d’egile. Ha beza strafilhet an dour, e skôas, eta, etrezeg enno, hag e tizas tremen dre o c’hreiz hep goueledi. En tu-hont e welas ar mesaer Barrivindos[3]. Eur c’hoziad mentet-marzus ez oa-hen. Daou ilinad da vad ez oa an dremm anezan eus an eil skouarn d’eben, ha tri ilinad eus e elgez d’e dal[4]. Ha kevatal diouz ment e zremm ar peb-all eus an den ! E glopen, tarvoal, a oa gwenn ha lufr evel olifant, hag ouz e elgez e touge eur barvig loued. Soubet en dour edo e gorf hag, e gilpenn war goubenner glas ar c’hoummou, serret e zaoulagad ha tro e zremm ouz an nenv, e chourveze luskellet gant houlennadou e vorviled. Pa glevas trouz ar roenvad, e savas e vouez hep trei e benn, hep digeri e zaoulagad.

« A-vreman eman er porz an hini ez raog a zo henvel ouzit. Bez difre, pe tizet e vezi gand an noz e-kreiz ar mor. Da belec’h emout o vonet, moritex[5], emezan ?

— Da aber stêr Dumnissa, eme Vindosêtlos.

— N’en em gavi ket di abarz an noz mar dalc’hez da gerzout evel ma rez, eme ar mesaer. Aber ar stêr a zo dirazi eur c’haead skosellou ma tremen a-dreuz d’ezan, en eur c’hourdarza, ar mor-Bras a-bez. Kas a zo eno war an dour, eun euz her gwelout ! Ha kilredennou dreist da gement a oufes kredi. E-kreiz an denvalijenn ne vezi ket evit digouezout gand ar ganol. Brevet e vo da vag ouz ar c’herreg. Beuzet e vi er mor !

— Striva a rin da zont a-benn eus ar risklou-ze, eme an den yaouank. Kiza razo, avat, n’hellan ket ober ! Gourc’hemennet eo d’in gant va zad ma ’z afen emberr da c’henou ar stêr ha ma tiskennfen ar red anezi e-pad an noz.

— D’ar maro eo ez aez, eme an den. Re yaouank ez out ha re gaer da vervel.

— Hag hounnez eo ar gentel ac’h eus bet digand ar vuhez ? eme ar paotr e vleo melen-aour. Yaouankiz ha kened n’o deus ket d’ober aman. Gwell eo ganen kaout eur maro enorus em oad floura eget stleja war an douar, e-doug bloaveziou, eur gozni didalvez. Pe vern d’in em sammfe an Ankou eun nebeut bloaveziou abretoc’h eged ar re-all ? Holl e rankint eun deiz kemerout penn an hent am eus kemeret, tremen an treuzou am eus tremenet. Beteg an doueed hag ar ramzed a yel ebiou ! Hag e finvezo ar bed. Ar Maro, diezan e-unan, n’eus netra a euzik ennan. Breur gevell eo d’ar Vuhez : ganet int en hevelep deiz, hag i ker-kaer-ha-ker-kaer. Kazel-ha-kazel ez eont war an hent en hor raog, o wigna d’eomp dont d’o heul. An Aon, ar Vriz-kredenn hag an Diouiziegez eo a laka ar maro taer da welout d’an dud. Neb en deus trec’het d’an tri Spez-se a vezo en e gerz eur peoc’h n’oufe tra ebet strafilha ken hiviziken.

— Piou out-te, eme ar ramz, hag a belec’h e teuez ?

— Eus enez Abalos e teuan, eme an den yaouank. Me eo Tekos, mab Kintus, a ouenn Vanos, mab Belios. Eun ano all hag eun tad all am eus en enez Abalos. Eno e reer ac’hanoun Vindosêtlos, mab Vissurix.

— Da skora a rin en abeg d’az kouenn ha d’az tad-mager. Heman eo unan eus an tri drouiz a zo o harpa ar bed. »

Segons, Mogons ha Nodons[6] am eus klevet ober anezo a-wechou. Kuz ha dianat, avat, o anoiou gwirion[7]. Segons eo a vez anvet Vissurix en danevell ma ran kel anezi. Ha setu aman perak : dre ma ro ar Ouiziegez trec’h, braster ha mestroni.

Barrivindos a lakeas e zourn war ar vag hag a reas d’ezi redek a-diz. Eun arvor a savas dirazo. Tornaodou ez oa ha tornaodou c’hoaz, maen du, uhel, divent, tenval da welout, heb an distera traez da zouara en o harz, hep na derez, na trouc’h, na ravent ebet da grapat gand an tor serz anezo. An douar a zifennent, meneziek ha koadek, a ziskoueze beza digenvez ha gouez. A-zirag an tornaodou, war eur bras a ec’honder, edo gwenn-holl ar mor gant eonet ez oa. Holl goummou ar mor-Bras eo a dremene, ouz en em darza, war ar c’haead skosellou, kent mont er stêr. Hag ar c’harm a daole pep tonn en eur vont dreist ar c’haead-ze, oc’h en em unani gant garm an donn a-raok ha gant garm an donn war-lerc’h, ne oa ken anezo holl a-dreuz d’an aer nemed eur c’harmadeg unvan, bras ha didav, a lakae da vraouac’hi ar pesked hag an evned war-hed tri-ugent leo ac’hano.

Ar mesaer a chomas a-zav.

« Dirazout eman ar ganol, emezan. Ha genou ar stêr dirag ar ganol. Mont ez raog n’ec’h eus ken d’ober, ha lakaat evez ouz ar froudou. Treiz mat d’it ! Salo ma tiraezi penn ar stêr, ma weli, laouen ha dic’hloaz, heol warc’hoaz o para ! »

Hag hen kuit ! M’en em gollas ar gwel anezan er skeud-noz a denvalae ar reter. Er c’hornog, tremenvan an heol eo a c’hoarveze er c’hoadou. Heklevi a rejont gand eur c’harm skiltr ha taer a yeas d’eul lenv hag a varvas en eur ronkell. Diou askell ruz-gwad a savas a-zioc’h ar stêr. An daou benn anezo a dize an hanternoz diouz eun tu, ar c’hreisteiz diouz an tu all. Hag int menel eur pennad astennet o taskrena en nenv, ha koueza d’an douar[8].

« Evel-se eo o deus da lazet, douger al Luc’h, erer madelezus an Deiz[9] », eme an den yaouank.

En amheol glas a oa en em ledet war ar mor, m’edo gantan evel mantellet a ganv, e verzas Vindosêtlos, dirak staon e vag, dour ar ganol du da welout e-kreiz an tachadou eon. An dounded eo hel lakae da veza du. Ar vag a dremenas hep steki nag a-gleiz nag a-zehou, hag, eur wech ma voe digouezet en aber, e lec’h an amheol, e paras eun damc’houlou, henvel ouz skleur eun devez goanv.


  1. Deut da Lir en iwerzoneg, Llyr e kembraeg, ano ar mor-Bras ha penna doue ar mor-Bras. Hen eo Neptunus Kelted Enezennou ar Gwalarn.
  2. Evit gwir bronneged-mor ez oant eus gouennad ar meurviled (cetacea). E-touez ar re a glotfe evid ar vent hag al liou gant taolennad ar Sketla, ha m’edo darempredet ganto moriou Keltia, e c’heller menegi : an delfin gwenn (delphinapterus leucas), 7 metrad hed, tri metrad tro ; an delfin du (globicephalus melas), 6,60 metrad hed, 3,90 metrad tro ; an delfin frikornek (monodon monoceras), 6 metrad hed ; ar c’hrankal dentek (physeter macrocephalus), 23 metrad hed, 9 metrad tro ; krankal Boops (balaenoptera Boops), 34 metrad hed ; balum an hanternoz (balaena mysticetus), 22 metrad. Sellout ouz Brehm, les Mammifères, II, pp. 823-62.
  3. War an ano-ze sellout Rev. celt. 1901, p. 342 ; Loth, Chrest. bret., p. 42.
  4. Ilinad eus 0,44 metr ; sellout ouz an Notennou diwar-benn ar Gelted, V, p. 4 (kenta mouladur), p. 8 (eil mouladur).
  5. « Beajour war vor » e keltieg, Rev. celt., XV, p. 243 ; XXIX (1908), p. 261. Kenveria ar c’hembraeg mordaith « treiz-mor », a c’houlenn da vammenn d’ezan an hen-c’her *moristeigos, hag ivez an iwerzoneg techt « ar mont ».
  6. Hervez an notenn vrudet eus ar Senchus-Mor, an tri drouiz kenta a oa anvet Fius « gouiziegez », Eolus « skiant-desket » ha Fochmarc « enklask ». Int-i eo o deus krouet an nenv, an douar hag ar mor, an heol, al loar hag ar bed-holl. Bez’ ez oa anezo kent an doueed, pa ’z eo deut ar re-man eus an nenv hag ar mor, diou grouidigez gand an drouized (Rev. archéol. 1878, pp. 384-95). War *Segons ha Mogons sellout D’Arbois, Noms gaulois, pp. 78-82. Geriou-etre d’an amzer-vreman eo ez int, tennet eus *segu « e tiraezan, e c’hounezan », *mogu « e vrasaan ». Nodons (tro-c’henel Nodontos) a zo ivez anezan eur ger-etre a dalveze, gwirhenvel, kement hag « an hini a binvidika » pe « donezoner ar pinvidigeziou » (Rhys, Celtic Heathendom, p. 128).
  7. Ne deurveze ket d’an drouized e vije bet diskuliet d’an holl anoiou an doueed, evit na vije tud nemeto ouz o anaout, solis nosse deos, eme Lucanus, I, gwerzenn 452. Kenveria Rev. des Etudes anc., 1919, p. 146-7.
  8. Ar skeudenni an heol askellek gand ar Gelted, Anthr. 1909, p. 197, skeudenn 9. Kenveria Gaidoz, Dieu gaulois du soleil, pp. 9, 49-54.
  9. An erer hag an heol, S. Reinach, Cultes, Mythes et Religions, III (eil mouladur), pp. 74-80.