Sketla Segobrani vol2/Rann 16

Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 46-49)


Stêr Dumnissa.


Ez an da lavarout breman e berr-gomzou petra eo da welout stêr Dumnissa, — a ra hiniennou anezi Tollobra[1], — penaos eman doare an douarou war an diou glann anezi ha neuz an draonienn ma tremen drezi[2].

Souezusa stêr eus holl stêriou an tri bed[3] eo an Dumnissa. Er mor-Bras eman he mammenn, er mor-Bras eo e taol he douriou, hag ar mor-Bras end-eeun a dremen en e bez dre an naoz anezi. Bez’ ez eus oc’h ober ar stêr daouzek kan lerc’h-ouz-lerc’h, enno dour doun ha sioul hag etrezo, d’o ranna, daouzek treuziad froudou, trôennou ha lamm-douriou[4]. Aes merdei er c’haniou, pa n’eus enno na reuzeulenn-draez na skosell, nemet dour doun ha splann bepred. Izel ha brao da welout an douarou a-gleiz hag a-zehou, gand o bodadou gwez bras, etrezo pradennadou geot hir ha druz. Dindan eun tenn-saez diouz ar ribl, war an eil glann hag eben, e sav al leur war naou dam-blên da genta, sersoc’h da c’houde, a-hed meur a leo, ken na zeu da beus-steki ouz bolz an nenv.

An diou bantenn vras-se, a ziskenn an eil war-du eben hep dont da geja biken rannet ma ’z int gand ar stêr, a zo anezo douna traonienn ar bed-holl. Golôet int eus o zroad d’o c’hern a goadou stank ma kaver enno, war eun dro, an holl ouennou gwez o kriski en hor rann-ved hag ar gouennou a vez kavet hepken e bro ar C’hreisteiz hag ar Sav-heol. Ar balmezenn, gwernhenvel[5] ar c’hef anezi, a sav uhel-uhel a-us d’ar bodou-kelvez he fennad barrou evel pluennou gwariet-flour. Amezeien eo ar gwez aouraval ha suraval d’ar gwez kerzin ha kraon. Skourrou glas-moug ar fïezenn a gej ouz deliou flammoc’h an hiliberenn. Ar c’hlastenenn, hanv-goanv en he deil, a gresk e-tal ar vezvenn wenn. Meur a ouenn all a gaver eno ouspenn, ha n’eus ano ebet d’ezo e yez ar Gelted. War ar c’hribennou e weler kurunennad ar c’hoadou pin. E-kreiz tenvalder o glasvez e sked sae gell-ruz ar gwinver. Er pinegi-ze nes d’an nenv, bepred glas ha hesonus da c’houez an aveliou, leun a frond-balzam krenv, e kar Mamm-Veur ar Glen ober hec’h annez[6].

Ar c’hoadou, anezo holl zoareou gwez ar bed, a zo ivez o veva enno holl ouennou loened ar bed. Skrij ar bleiz hag eurc’h an arz a vez eilet eno gant yud al leon melen-gell hag an tigr briz-roudennek. An olifant hir-zentek a striv da ziskar gwez e lezenn ar frankizennou m’eman o peuri enno an ejen-meur hag an ejen-moueek. A wezenn da wezenn e lamm, a gevret gand ar gwinver, bagadou trouzus an abana denhenvel[7], e-keit ha m’eman o torc’houenia e-mesk ar geot pe e-kreiz ar rec’hier naered, anezo ker gwaz euzadennou hag ar re a vev en Afrik.

Dre ma nesaer d’ar froudou ha d’al lammdouriou e teu dishenvel an draonienn. En em dostaat a ra an daou venez. Herr bras a sav war gas an dour. An diou c’hlann, oc’h uhelaat, a zeu roc’hellek, serz, toullet a geviou tenval m’en em daol drezo an dour en eur drôenni ha ma klever o tifronkal enno lenv an Islonk. Damc’houde, da gleiz ha da zehou, e teu an diou ramzez-vaen, paket en o mantell geot ha gwez, da azeza er ribl o souba o zreid er stêr. Strisaat a reont he hent d’ezi. O skeud pounner ha divent a daolont war he douriou. Naer-zour dalc’het e doun eur sanig tenval, ar stêr a yud, en em we, en em zifret, eonennet ha kounnaret-holl. Tourtal a ra pouezus he fenn kornek[8] ouz ar speurennou roc’hek. Hogen ne glev ket an diou ramzez klemm ar strilhennig-dour a dremen etre o bizied-treid. En eur sevel da gaout an nenv o c’hougoulad glazvez, e sellont ouz ar bed hag e selaouont ouz kan an evned war o c’hern.

En tu-hont d’ar striz-odeou-ze e tigor ar meneziou, e tiskenn an diou c’hlann ; ar prajeier, ar c’hoadeier a weler o tont en-dro. E strad an draonienn ledanaet e tav tousmac’h an douriou hag ec’h adstager gand eur c’han-dour sioul.


  1. Eus *tollo-, iwerzoneg toll, brezoneg toull. Kenveria an Toulloubre, eur stêr eus ar Brovans, keo-tre an naoz anezi, Rev. des Et. anc. 1907, p. 262.
  2. D’hel lakaat e kemm gant kement-man sellout ouz an danevell gand Ejiptiz eus merdeadenn bag an heol war an Douat (Hadès), Jéquier, le Livre de ce qu’il y a dans l’Hadès (Paris, 1894), lakaet e berr e levr Naville, Religion des anciens Egyptiens (Paris, 1907), p. 77-88.
  3. Bed an doueed, bed ar re varo, bed ar re veo ?
  4. Lakaat e-kenver an daouzek eur noz a vez treuzet gant bag an heol en Douat (Hadès), Naville, p. 78.
  5. « Henvel ouz eur wern », sellout pelloc’h, p. 48, n. 2.
  6. Glen a dalv aman an « Douar » lakaet da genver an Nenv. An dalvoudegez-se eo en deus kemeret ar ger glen e brezoneg-krenn. Kenveria pez-barzoniez Jaffrennou-Taldir diwar-benn an Douar : « Traonienn c’hlac’harus, goloet. — Gant koumoul ha tevalijenn » hag all (An Hirvoudou, p. 13). Er yezou nevez-keltiek all, m’eman enno er boaz-pemdez, n’en deus ken talvoudegez nemet « traonienn ». — Diwar-benn Doueez-Veur an Douar gand ar Gelted, Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 123 ; Loth, le dieu Lug, la Terre-Mère et les Lugoves, Rev. archéol. 1914, pp. 205-28 ; Toutain, le couple Mars-Bellona, Cicolluis-Litavis, Rev. des Et. anc. 1915, pp. 60-2. Hag all.
  7. « Henvel ouz an den, furm-den, stumm-den » (diouz skouer leuhenvel « leonhenvel, henvel ouz eul leon », Loth, Chrest. bret., p, 144). — Abana « marmouz » en hen-geltieg. Eus ar c’heltieg ez eo tremenet ar ger er germaneg. Ac’hano ar saozneg ape. Amprestet digand ar saozneg eo ar c’hembraeg epa, ha neket deut war-eeun eus ar c’heltieg.
  8. Kenveria an naered kornek skeudennet war bezioü-moneiz an Europ-kreiz, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, IV, pp. 24, 33 (skeudennou). Diwar-benn rei an naer pe an aerouant da geneil d’an dourredennou ha d’ar mor, S. Reinach, Bronzes figurés, p. 160-1.