Sketla Segobrani vol2/Rann 17

Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 49-50)


Bageadenn Vindosêtlos war ar stêr.


Setu aman petra e voe bageadenn Vindosêtlos war ar stêr-ze. A-hed ar pevar c’han kenta eur glao-beuz a gouezas war an douar ha war an dour ma n’en devoa Vindosêtlos blevenn en e benn na neudenn en e doneg a gement na voe ket glebiet. A-hed ar pevar c’han da heul e c’houezas eun avel grenv en eneb d’an den yaouank, e doare ma teuas an holl vlevennou en e benn, an holl neudennou en e doneg da veza sec’h-tont. Hag a-hed ar pevar c’han diweza ez eas en he hent e-kreiz eur vorlusenn ken teo ken eus penn-aros e vag e-lec’h m’edo en e sav na wele ket ar paotr ar penn-staon anezi.

Er pempet kan, pa davas ar glao, e welas Vindosêtlos dirazan, en oabl, eur rod arc’hant gwenn-kann. E-kreiz eur grounnad morenn edo o ruilha. Eur c’hoziad hir-hoalet-tre, e zremm bet klanv ha manet gwan, en dije gallet para e zaoulagad war ar rod-ze, diboan-kaer, gant moug ez oa ar skleur diouti. En e c’hrounnad lusenn, evel eur c’horf-maro en e linsel[1], ene an heol tremenet eo a oa oc’h araokaat Vindosêtlos en draonienn en eur heda an holl gildrôennou anezi.


  1. War ar boaz heuliet gand ar Gelted e marevez Hallstatt, da baka ar re varo hag an holl arrebeuri-kanv anezo, kirri, listri, armou, kinklerezou e goueliou pe wiadennou bras lin, sellout Déchelette, Manuel, II, eil kevrenn, p. 638, n. 3 ; p. 832.