Sketla Segobrani vol2/Rann 19

Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 50-51)


Arc’houereed an draonienn.


Tremen ar gwall-froudou hep pensea n’oa nemet tec’hout diouz unan hepken eus an daou riskl o c’hortoz ar bageer en draonienn-hont. Gwasoc’h eged an daouzek karvan-vaen argadadeg an arc’houereed, daz-strolladennet ar bagadou anezo a-hed daou ribl ar stêr o tiwall ar red anezi. Tra dianat n’eo ket a be vammenn e teu an arc’houereed-ze. Bez’ ez eus anezo an êrevent o warezi ar gouennou du ha drouk eus ar bed, an anaon eus ar gouennou-ze hag eneou ar re o deus torret al Lezenn. Holl en em zastumont en draonienn-hont er C’hornog evit herzel eno an heol bep noz. Stigna rouedou a reont eus an eil menez d’egile, koulma geotennou[1], toulla trapedou, enaoui tantadou a geuneud glas ha gwall-louzeier da sevel eur moged du, teo, mougus ha flêrius. O saeziou kontammet a ziwaregont ouz evn-roue an Deiz. E c’hloaza a reont hag e ziskar d’an douar. Hag i sailha warnan hag e dacha ouz al leur gant beg o goafiou. A-zruilhad e pignont war e gorf d’e voustra dindan o zreid hag o daoulin, d’e vouga etre o daouarn. Eva e wad a reont. Ha diframma e bluennou liou tan hag aour a gasont ganto da gellïes a envorenn-drec’h. E gorf diwad ha dibourc’h a daolont er stêr hag ar stêr her c’has d’ar mor. Da viken e vanfe ar bed beuzet e tenvalijenn an noz hag ar goanv panevet d’an tri drouiz dont bep beure war varc’h a-dreuz d’ar mor. Hag i chom a-zav e-tal ar c’horf-maro bras, ha dre o c’harmou galloudek gervel en-dro e ene ennan. Gwad, anal ha gor ar vuhez a zaskoront d’ezan.


  1. Frazer, le Rameau d'or, I, p. 126-7.