Sketla Segobrani vol2/Rann 27

Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 58-59)


Ar mevel Rotomagus[1].


Bez’ edo, er beurevez-se, war devenn reter Abalos ar paotr yaouank bras a oa en e gefridi ober war-dro karr ha kezeg Vissurix. Rotomagus a reer anezan hag e-touez ar baotred yaouank o servija an doueed e tenn kement ar sellou hag e c’hoar Kassia e-touez ar merc’hed. Kaera ha krenva mevel eus ar bed ez eo-hen. Adalek gwrizienn e vleo da vegou e dreid daou liou war e gorf : liou gwenn ar bara gwiniz, liou ruz evel ar ruzell-veure kent an tarz-heol. En e benn eur mouead dam-hir, teo, rodellet-kaer, ma sked pep blevenn ennan evel eur bann-heol. Kalz a verc’hed a zo trôet kenan d’e garout, hogen ne daol outo evez ebet. N’en deus ken preder er bed nemet karr bras Vissurix hag an daou jao hel laka da loc’ha. Noz-deiz eman ganto e spered, rak enno en deus dastumet holl deneridigez e galon. Bep beure e kas anezo da gouronka er mor, ha setu perak en em gav, en deiz-se, e tevenn Abalos, gwisket gantan an dilhad ma oa boas da wiska a-benn gouronkedi ar c’harr, da lavarout eo eun doneg divilgin start ouz e gorf ha bragou striz ha berr o lezel e zaoulin ez noaz[2]. Ar beure-ze, koulskoude, e-lec’h dont d’an aod digabell ha diarc’hen, en doa lakaet en e benn e dog-arem daougornek hag en e dreid e soliou-houarn.

Gwelout a eure ar morvil o neunvi eur pennad diouz an aod. Hag hen kregi en e c’harzou ha lammat en dour. Tizout a ra ar pesk, digeri d’ezan a-nerz-brec’h e c’heol ha mont e-barz etre an diou garvan. O vouta neuze ar garvan-grec’h gant kerniel e dog ha beg arem e c’harzou[3], e-keit ha ma pouez war ar garvan-draon gand e soliou-houarn, e ra d’ar mil digeri ec’hon-frank e c’heol ma teu dre an hent-se ar vag er-maez. Neuze e lez ar mevel an diou garvan d’en em adsteki hag en em gav gant Vindosêtlos war an tevenn.

« Bez deut-mat, Moridânos[4], emezan. Gwerelaouenn wenn ha devez laouen d’it ! Setu deut da benn ar risklus a verdeadenn a oa bec’hiet warnout da ober. »

  1. « Mevel ar Rod ». Kenveria e mojennou Iwerzon Mog Ruithe « servus Rotae », eun drouiz brudet a savas gant Simon Drui (Simon Drouiz) ar Rod anvet Roth Ramach « Rod Roenvek » pe Roth Fail « Rod Luc’h » a dlee lakaat Simon barrek da nijal a-dreuz d’an aer, Rhys, Celtic Heathendom, pp. 210-6. — Arabad drouk-veska magus ha magos. Magus (kenveria goteg magus « paotr ») a zo deut, e brezoneg-krenn, da mao « mevel » (ac’hano an ano gwregel maouez a dalveze, da genta, kement ha « matez » ; ac’hano ivez an anoiou diougevrennek Maodez « Mevel an Deiz », Maodoue « Mevel Doue » ). Magos a zo deut da ma « tachenn, lec’h » e geriou kenaozet evel goariva, c’hoariva « teatr », ano diou gêriadenn a vro-Wened, Rev. celt. 1891, p. 281.
  2. Hennez eo gwiskamant ar paotr yaouank a ro lusk d’ar rod war gaoter Gundestrup, A. Bertrand, Religion des Gaulois, p. 368 (skeudenn.)
  3. Garzou arem ar garrenerien er c’henta oadvez an houarn, A. Bertrand ha S. Reinach, Celtes dans les vallées du Pô et du Danube, pp. 111-5.
  4. « Ro ar mor ». Sellout Dottin, Langue gauloise, d’ar ger dâno-. Kenveria e gregach Heridanos « ro ar beure », D’Arbois, Premiers Habitants, I, p. 331.