Sketla Segobrani vol2/Rann 28

Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 60-63)




Ar bir Ivos[1].


Eun nebeut deiziou goude, edo Vindosêtlos o c’hoari pelenn gand ar baotred yaouank all war c’hlazenn Moridunon, pa zeuas davetan e dad-mager. Gantan en e zourn ez oa eur saez hir ha kaer graet a goad ivin ruz.

« Setu aman, emezan, ar bir Ivos[2]. Nerz da yac’haat gouli ha klenved a zo ennan. Hogen diwall mat n’hel lakafes da ziboania ar re na vevont nemed evit drougober, rak neuze ouzit-te da-unan en em drofe ar bir ha pulluc’het e vefes gantan.

« Eun eil nerz a zo ennan c’hoaz, eme an drouiz. Hel laka etre da ziouhar. Stard krenv outan da ziouvorzed. Dont a ray da veza kement hag eur wezenn-bin ; dibrada a ray a-ziwar an douar ha mont war nij a-dreuz d’an aer. Gantan e weladenni ar bed hag ar poblou anezan. »

Diouz m’en doa lavaret an doue e c’hoarvezas. A-c’haoliad war ar bir, e peur-redas Vindosêtlos, en eur ober eur bloavez hepken, kement douar a zo kelc’hiet gand ar mor-Bras. Herrded-dreist e redadenn a dalvezas d’ezan an ano a Atextorix[3] a voe douget gantan e-keit ha ma padas an ergerz. D’e zistro e c’houlennas e dad-mager kelou digantan :

« Pe gelou a zeu ganez, va mab ? emezan. Petra ac’h eus-te gwelet dre ar bed ? Pe gentel en deus ar bed kanet d’it[4] ?

— Setu am eus-me gwelet, a suis (o fur), a druis (o gouiziek-meurbet), eme an den yaouank. Eun niver broiou, temziou-hin dishenvel a-leiz ; brôadou, pobladou, meuriadou, tïadou, kel lïes ma n’oufed o jedi. Eun nebeut gouelec’hiou hakr ha difrouez. Eun divent a dachennad gwezus, frouezus, trevadus. Ha setu ar c’helou a zigasan d’it : klemm an diou Zoueez-Veur, an hini Yaouank hag an hini Goz[5] a zo pignet beteg ennoun.

— Ha petra a lavarent-i ? eme an doue.

— Lavaret he deus an hini Yaouank : « Sell, o Atextorix, kemend-all a zouarou a zo ganen hag int dic’hounid, dilezet, diberc’henn ! Skuiz an douarou-ze dre na daolont, bep hanvez, nemet bleuniou-garo, geot d’ar c*hirvi, mez d’ar moc’h-gouez, frouez put d’an evned. C’hoant ganto da c’henel ar magadur ma teu diwarnan ar brôadou galloudek[6]. Hirvoudi a reont da flourad ar soc’h, da voustrad ar yeoad ejened, da vennoz an haeler. »

— Truezus galvadenn ar rouanez yaouank en he dilez, eme an doue. Ha petra he deus lavaret eben ?

— Lavaret he deus an hini Goz : « Ha me kehelet gand an dud am perc’henn, ne zigas ar wazoniez anezo laouenedigez ebet d’am c’halon. Gouzout ar geriou, seveni al lidou, kinnig ar rôadou, peuroberia al lidlazadou a reont ervat, ha, gant-se, e renkan daskori d’ezo trevadou ha frouez[7]. Diegi, avat, am bez ouz hen ober, rak, evit va c’harantez, n’o deus ket anezi ! Gwenn, c’houez-vat ha sked-holl ez oa ar pried deut d’in eus an nenv em yaouankiz. Int-i a zo du, tenval, flêrius ! Garo ganen senti outo ! Garo beza sklavez dindano, o Atextorix ! »

— Glac’harusoc’h c’hoaz lenv ar vamm geoet gand ar gouennou fall eget hini ar verc’h e-kreiz he gouelec’h, eme an doue. Diwar-benn an dud ma ra ano anezo petra ac’h eus-te da lavarout ?

— O tad, o mestr, eme an den yaouank, ar seurt-se eo ar brôadou na fell ket da C’hrêna sellout outo. P’eman ar Verc’h skedus o pignat gand an naou reter[8] pe o tiskenn gand an dinaou kornog, e tro he fenn, e laka he dourn dirak he daoulagad, e tastum war he dremm kizennadou flamm he bleo evit mirout d’o gwelout. Ma tro diouto eo dre ma ’z eo an dud-ze, e gwirionez, du ha drouk betek mel o eskern, daspugnet m’eman en o c’hreiz kement gwall-namm a zigas klenved, digened, dinerzded. dizunvaniez, dispac’h, brezel, sklavelez, koll-trevadou, pore-loened, kazarc’h, arne, kren-douar, dour-beuz, maro[9].

« Ez gwirion, eme an den yaouank, gwell d’an den chom e-unan-penn a-hed e vuhez eget kenveva gant seurt tud. Ma vije ganen pried ha bugale ha daoust d’in pe an eil pe egile eus an daou donkadur, e kasfen kentoc’h va zud daved loened fero ar gouelec’h eged en o zouez. Gwell d’ar re a garan amezegiez arzed, bleizi ha naered eged amezegiez ar re-ze ! »

Hag an den yaouank neuze ha staga da daolenni d’e dad-mager ar penna poblou en doa gwelet.


  1. Kenveria : a) e-touez ar C’hresianed, mojenn an Huperborean Abaris en dije ergerzet ar bed war saez Apollo, o yac’haat ha glanaat an neb ma stoke outan ar benveg doueel en eur ranna al lavarennou dleet ; b) e-touez ar Gelted, an doue heolel saezek eus al Leuked (reter Galia) : skeudennet eo ez noaz, eur gouriz en e zargreiz ha diouaskell en e choug. Eur bir teo a dremen etre e ziouhar e-kenver d’an daoulin, Anthr. 1909, p. 107, skeud. 9.
  2. Kenveria an izel-latin ivus « doare-prenn mat d’ober saeziou » (Ducange). Beza a-walc’h e teufe eus ar c’heltieg ivo-, deut d’an iwerzoneg eo, d’ar c’hembraeg yw « ivin )). A-hed-amzer, en Europ, e voe graet gand ivin da zanvez gwaregou. A brenn ivin e veze, er grenn-amzer, gwareg vras (long bow) ar Saozon. Prenn gwaregou kêriadenniz-war-zour an Europ kreiz (XXVvet-XVvet kantved kent H. S.) a zo bet diskleriet dre biz-dispennadennou eus an danvez anezo ez oa ivin (Anthr. 1909, p. 68, n. 1). Alïes a-walc’h e tigas da goun ano eur benveg an danvez ma veze graet da genta : germaneg sax « kontell », latin saxum « roc’h » ; germaneg hammer « morzol », slaveg kameni « maen » ; sanskriteg paracus, gregach pelekus « bouc’hal », kembraeg elech « roc’h » ; izel-latin (a ouenn geltiek) artavus « kanived », keltieg *arta, iwerzoneg art « maen » (kenveria brezoneg aotenn = *altina, evid *artina ? Ernault, Gloss. m. br. p.44-5) ; gregach doru « goaf », drus, makedoneg darullos « dervenn » (Rev. celt. II, p. 424) ; latin quiris « goaf », quercus « dervenn », Anthr. 1909, p. 192.
  3. « Roue ar re a gerz buan ? », D’Arbois, Etudes grammaticales sur les langues celtiques : Phonétique et Dérivation bretonnes, p. 39*, n. 7.
  4. Kentel, kembraeg cathl, hen-iwerzoneg cetal « kan », a zo furmou-breman eun hen-geltieg *kantlo-, a dalveze, moarvat, kement ha « kentel » ha « kan » war eun dro. Kenveria an daou ster eus al latin carmen (Henry, Lex. étym. du br. mod. p. 62, n. 4) Diwar-benn an hen-geltieg kantlo-, kantalo-, war enskrivaduriou Coligny hag Auxey, gwelout Rhys, the Coligny Calendar (London, 1910)), pp. 52-4. A-zivout kelennadurez war gan an drouized, D’Arbois, Intr. pp. 227-30.
  5. Frazer, III (Cultes agraires et sylvestres), pp. 210-69.
  6. Diwar-benn an trec’h eus ar pobladou gounideien war ar pobladou hemolc’herien, ar pobladou mesaerien hag ar re en em ouestlet d’ar c’henwerz hepken, sellout Demolins, Comment la route crée le type social (Didot). — Ar brezoneg ed, it en hen-vrezoneg, a zo diwar-lerc’h eur ger keltiek *itus, hen-arianeg *pitus, e teu anezan ar zendeg pitu « magadur » ; an hen-slaveg pitati a dalv kemend-all, J. Loth, Vocab. v. br. p. 169.
  7. Lidou al labour-douar unvan-doare gant dishenvela gouennou ar bed, Frazer, III, pp. 1-134.
  8. Sellet e veze bolz an nenv a-wechou evel eur menez maen-strink o sevel a-us d’an douar. — Grian « heol » en iwerzoneg a zo gwregel hag a ziskouez dont eus eur furm geltiek *grêna. E brezoneg, e henvel « heol » beza bet gwregel ivez, hag ar furm anezan en hen-geltieg Sulis a oa ano eun doueez hevelebekaet ouz Minerva er marevez kelt-ha-roman. Cf. Rhys. Celtic Heathendom, p. 572-3 ; Anderson-Leclercq, Myth. scand. p. 22.
  9. Frazer, III. pp. 257-62.