Sketla Segobrani vol2/Rann 32

Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 65-66)


An diou boblad enebourez.


« Er c’hornog d’ar vro-ze em eus gwelet eur gompezenn ec’hon divent golôet a c’heot, gwezenn ebet warni. En he c’hreiz eun eienenn na darz an dour enni nemed e-doug eur pennad-amzer hepken da vare kreisteiz. E penn reter ar gompezenn ez eus eur bagad bras a chatal mesaet gand eur strollad tud war varc’h. Bihan ar vent ha disneuz ar c’horf anezo. Melen evel ler koz o c’hroc’hen, du ha diwevn o bleo, bihan hag a-dreuz o daoulagad ha tougn o fri. A-ouenn eo d’ezo beza divaro[1]. Er rann gornog eus ar gompezenn eur strollad all a varc’heien o vesa chatal. Uhel-ventet int ha neuziet ha dremmet kaer. Gwenn ar c’hroc’hen anezo, barvek o elgez ha tri liou war ar bleo en o fenn : ruz bleo eun darn, melen bleo eun eil darn, du rodellek bleo ar re-all[2]. Adalek ma tarz an deiz, dre vouta dirazo o loened, e nesa pep bagad d’an eienenn. Hen diraez a reont etro mare kreisteiz hag en em ganna neuze diwar-benn piaoua an andon. Eun deiz e trec’h tud ar reter, eun deiz all tud ar c’hornog. En endervez e pella an eil bagad diouz egile evit dont war e giz da dremen an noz e penn pella ar gompezenn.


  1. An Huned eo, Demolins, Comment la route crée le type social, I, p. 94-102 ; L. Cahun, Introduction â l’histoire de l’Asie : Turcs et Mongols des origines à 1405 (Paris, 1896), pp. 45-118.
  2. Sakoi, Massagetai, Tokhari ha pobladou all, neuz-korf Europiz warno hag o komz yezou arianek, a zalc’he ar Siberi hag an Turkestan kent argadadeg an Huned, an Durked hag ar Vongoled, Zaborowski, les Peuples aryens d’Asie et d’Europe, pp. 276-91. Diwar-benn yez an Tokhari, Rev. des Et. anc. 1909, p. 265 ; 1912, p. 443 ; Rev. arch. 1912. Tud kroc’hennet-gwenn ha neuziet evel Europiz e-metou Tibetiz, Mongoliz ha Sinaïz hon amzer, Deniker, Races et Peuples, pp.424, 443-4 ; Bonvalot, l’Asie inconnue, pp. 280-1, 283, 330 ; D’Ollone, les Derniers Barbares, pp. 264, 276, 309-10 ; Dr Legendre, Deux années au Setchouen, pp. 212-3, 248, 296-7, 303-5, hag all ; Kien-tchang et Lolotie (Paris, 1910), passim ; Au Yunnan et dans le Massif du Kin-Ho (Paris. 1913), passim.