Sketla Segobrani vol2/Rann 42

Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 73-77)


Dilisma[1].


« Setu aze penna pobladou am eus gweladennet, eme an den yaouank. Hogen n’hellan ket tevel war ar pez am eus gwelet, p’ edon o tistrei aman :

« Eur strollad enezennou eo e-kreiz ar mor er rann-ved hanternoz ma vevomp enni, hag, e-kenver penn-kreisteiz an enezennou-ze, eur gompezenn ec’hon. Daoust n’em boa ket treuzet ar mor-Bras a vevenn ar bed, e kavas d’in da genta ez oan digouezet gand inizi ar re Wenvidik. Rak enezennou am eus kavet eno, hag int henvel ouz ar re ac’h eus ken alïes taolennet d’in.

« Ha n’eo ket Likkoleuka an enezenn gaer-ze a vez dameuc’het ouz an tornaodou gwenn anezi bannou an heol[2] ?

« Evel eur gedour eman en he sounn er Reter a-zirag an enezennou all. Bep beure, pa zeu bannou an heol da skei ar rec’hier m’eman diazezet warno, e sav diouto eun hesonadenn doun ha leun a veurdez[3]. En eur dridal e kan an enezenn he meul a zevez-mat d’ar Rod.

« An enezenn bleunvet-holl a zo en a-drenv hag o voudal enni, a veure da noz, kanadeg laouen ar gwenan, ha n’eo ket Medumagos ez eo-hi[4] ? Houman all, alaouret eus eun arvor d’egile gand an edegou, ha n’eo ket Itulanda[5] ? Aballomagos[6] am eus gwelet ; enni e sked dour an eienennou hag ar gouerennou evel arc’hant rik e-kreiz glasvez ar pradou, an avalenned hag an ivinenned[7]. Nes d’ezi Morividus[8], gwenn-holl dindan koabrennou arc’hant hec’h oabl, dindan deliadur finvus ha skanv he gwez evl, haleg ha bezo. Dre gant kanol e sav ar mor e-kreiz he c’hoadou, ha dre gant beg-douar e tiskenn he c’hoadou e-kreiz ar mor. En he diavaez, war an traezennou bevennet a eon-mor, e kerz bagadou kirvi[9] ; en he diabarz, e c’hourlamm an eog e-mesk deliou an haleg ; hag ar reunig, o tivora, a c’hourvez war al leton e disheol gwez he nevedenn-greiz[10].

« Nepell ac’hano em eus anavezet Dêviata[11] dre an dervennegou anezi uhel ha doun, ha Vindomagos[12] dre he c’hrenvlec’hiou gwenn gand ar vrezelourien henvel ouz doueed oc’h ober ged war ar mogeriou. Ar berlezenn a ro hec’h ano d’an holl enezeg, Dilisma, he deus, goude, displeget dirazoun he c’hrec’hiennou glas hag he hir-devennou golôet-holl a verc’hed bleo-rodellek. War ziouskoaz pep merc’h eur vantell vras, graet gant plunv ha marblunv elerc’h[13]. Kel lïes alarc’h a lavarfes, ker gwenn ha ker kaer ha ma ’z int ! Pa ziwiskont o mantell e weler neuze o sae, a zo henvel al lïesliviou anezi ouz ar re a vez o skedi, en eun devez-heol, en aezenn a sav a-ziwar al lammdouriou. Diaes lavarout pehini eo ar c’hoanta, pe ar sae sked-disked he liou a zo en o c’herc’hen, pe ar bleo melen seizhenvel a zo en o fenn.

« En distro hag ar pella war-du ar C’huz-heol, em eus gwelet Rouda ma ’z a di bep noz an heol da ziskuiza. Ruz-flamm an tornaodou maen kalet anezi, na baouez ket an tonnou-mor a skei gand o zroad nag ar fru a c’hlebia o fenn. War donenn c’hlas an enezenn-ze e weler eus a bell evel koabrennou aour en o gourvez difinv ha digemm. Koadou skao-gwrac’h[14] eo, a gredfen, o waskedi ec’hoazlec’h an heol[15].

« Beza a-walc’h e ve ar gompezenn vras er c’hreisteiz d’an enezennou-ze Magounia[16], annezlec’h an doueed. Eno e voen diskennet gand ar bir en eur frankizenn e-kreiz gwez tilh hag onn. Daou grenn-baotr, o zreid en eur waz-dour, a oa eno o kuntuilh beler. Noaz an divrec’h hag an divesker anezo. En o c’herc’hen eun doneg verr lïesliou a dize o hanter-vorzed ; stardet ez oa en o dargreiz gand eur gouriz ler. En o fenn eur bleo liou-melen-kaer na ziskenne ket izeloc’h eged ar gouzoug ; gant rodellou ar bleo-ze edo kuzet ouzin o dremm, daougrommet m’edont war an dour ma labourent ennan. Pa zeujont da zigromma e welis o dremmou. Kaer ez oant, ruspin ha her, enor hag eeunded o ene o skedi en o daoulagad glas.

« Pelloc’hik, eur frankizenn ec’hon leun a saout. En he c’hreiz eun ti bras, meur a di bihan en e dro evel m’eman he evnedigou en-dro d’eur yar. War an ti eur vat a dôenn soul nevez hag, e mogeriou anezan, eur gwiskad pri flour o luc’ha a veur a liou[17]. Diou blac’h yaouank gwisket e gwenn a zo deut emaez an ti. Mont en unan eus al logellou a rejont ha kemerout enni kelourniou, hag int da c’horo saout. Ha me war o lerc’h. Diaes, zoken er vro ma komzan, kavout merc’hed bravoc’h mentet ha kaeroc’h neuziet eged an diou-man. En o fenn o-diou eur bleo melen kaer o c’holei o diouskoaz hag o tivilha beteg o dioulez. Eur gouriz arem skedus, ledander d’ezan gant treuz an daouarn, o starda o dargreiz. Dudius o gwelout o labourat, dudius o c’hlevout o prezeg kenetrezo hag ouz o buoc’henned ; flour o mouez pa ganont ar ganaouenn-c’horo[18].

« Bet oun tre e-barz an ti bras. El lec’h-enor eur c’hadour-meur, e zaoulagad glas, neuz eur roue warnan. E-harz e dreid eun hordennad raoskl, stuc’hennou erer, eur sac’hig ler leun a vroudou saeziou arem gourdreinek, ha traezou all c’hoaz. Ar c’hadour a gemere ar raosklennou an eil war- lerc’h eben, o faoute, o askenne, o stuc’henne, o broudenne gant peb a vroudenn arem.

« War sav en e gichen eur vaouez kaer meurbet a welis, ma skede evel aour nevez-lufret ar bleo anezi plansonet en nao nac’hennad[19]. Edo gand eul loa hirdroadek o veska yod-kerc’h. Bez’ ez oa, ouspenn, war an tan eur gaoteriad kig hag eur beriad evnedigou o kraza ouz ar flamm[20].

« Seiz bugelig bleo-melen a welis war al leur-di. Edo eun eizvet gourvezet ouz ar voger. Nesaat outan am eus graet, ha dam-sevel ar c’hroc’hen louarn e c’holôe. O welout n’en doa nemed eun derzienig skanv, a oa o vont dioutan buan, n’em eus ket graet war e dro gand ar saez.

« Dont a reas neuze en-dro d’an ti an daou grennard o fakad beler ganto, ha, war o lerc’h peuz-kerkent, an diou blac’h. Ha setu an holl dïad gand o fred, an tad hag e vibien en eun tu d’an oaled, ar vamm hag he merc’hed en tu-all. Manet oun e-pad o merenn, bec’h ganen mont diouto.

— Ar gwad eo a save ennout e vouez, eme an doue. Nes d’it eo an tïad-se. An daou grenn-baotr ac’h eus gwelet o tastum beler eo da zaou vreur, Evos[21] ha Toutos[22], pemzek ha pevarzek vloaz a oad. An diou blac’h o c’horo saout eo Magala[23] ha Bodia[24], da ziou c’hoar, an nesa d’it dre an oad, p’o deus gwelet an eil hag eben c’houezek hanvez henvel ouz heman. Ar c’hadour-meur o stumma saeziou eo da dad Kintus, mab Aedoviros. Ar vaouez kaer a oa gantan eo da vamm, Kamula, merc’h Kamulos. Hag an eiz bugel war al leurdi da vreudeur ha da c’hoarezed yaouanka eo ez int !


————
  1. An hen-iwerzoneg dilem, pazenn-uhela an ano-doarea dil « dudius », a c’houlenn eur furm hen-gelttek *dilismos ; kenveria Molismos, ano-lec’h, breman Molesme, Bro-C'hall, D’Arbois, Eléments de Grammaire celtique, déclinaison, conjugaison, p. 119.
  2. Kenveria ar fundus Liccoleucus « gwenn-mein » gant Kelted an Itali, en IIvet kantved goude H. S., Rev. celt. 1890, p. 168. — Enezenn Rugen, gant he zornaodou kleiz gwenn o sevel, e lec’hiou-zo, betek da 130 metr uhelder, a ziskouezfe a-walc’h beza henvel ouz Likkoleuka ar skrid-man, Reclus, Géogr. univers. III, pp. 810-3.
  3. Kenveria « the conspicuous stone from which arise a hundred strains » licc leur asa comerig cet ceul, Kuno Meyer, Imram Brain, p. 10-1. Ivez G. Le Bon, Premières civilisations de 1’Orient, p. 97 ha taolenn-skeudenn 5 (keurzelwen Memnon) ; Livingstone, Explorations dans 1’intérieur de l’Afrique australe, p. 154.
  4. « Tachenn an dour-mel » pe « tachenn ar mel ». Kent talvout da lavarout « dour-mel », medus a dalveze « mel ».
  5. E hen-vrezoneg itlann « douar-ed », J. Loth, Vocabul. v. br. p. 169.
  6. « Tachenn an avalenned ».
  7. Sellout Rev. arch. 1914, p. 211, not. 2.
  8. « Koad ar mor ».
  9. Kenveria Tour du Monde, 1902, p. 184.
  10. Hen-geltieg medionemeton, Dottin, Manuel, IIvet mouladur, pp. 115, 434.
  11. Kenveria an iwerzoneg diada « doueel ».
  12. « An dachenn wenn », « ar Gwennva ».
  13. Gwiadou a blunv-evned en Iwerzon, Joyce, Social History, I, p. 447 ; II, pp. 30, 406 ; W. Stokes, the Colloquy of the two Sages, p. 13 ; V. Tourneur, Musée belge, ebrel-gouhere 1902, p. 7, not. 5. Diwar-benn gwiadou plunv Indianed ar Meksik hag an doare m’en em gemerent evid o sevel, Dellenbaugh, The North-Americans of yesterday (New-York, 1901, pp. 134-8, skeudenn).
  14. Skao-gwrac’h an Norvej (acer platanoïdes, L.) ma wisk an deil anezan en diskar-amzer eul liou melen flamm-tre, Bon Jardinier, 1882, eil kevrennad, p. 135. — Tornaodou maen-krag ruz, Reclus, III, p. 737.
  15. Jullian, Hist. de la Gaule, I, p. 423, not. 3.
  16. War an ano-ze, sellout Rev. celt. VI, p. 267-8.
  17. Tacitus, Germania.
  18. Diwar-benn kanaouennou-goro an Iwerzoniadezed, sellout ouz Joyce, I, p. 591.
  19. Kenveria D’Arbois, Epopée celtique, p. 425.
  20. Montelius, Temps préhistoriques, p. 245 (eur pennad diwar ar Rigsmal).
  21. Kenveria an iwerzoneg eo « mat ».
  22. « Krenv », D’Arbois, Et. gram. sur les langues celtiques, p. 30-1*.
  23. « Bras ». Diwar-benn an ano-doarea magalos hag ar roudenn anezan er yezou nevez-keltiek sellout ouz D’Arbois, Et. gram. pp. 2-4*, 13-5*.
  24. Iwerzoneg buide « melegan ».