Sketla Segobrani vol2/Rann 44

Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 81-85)


An noz loar-gann en enez Abalos.


An noz-se, dre e hunvre, e welas Vindosêtlos o tont da wir diougan an doue. Gwelout a reas :

— Eur niver bagou war ar mor. Eun engroez enebourien en aod. Korfou gwazed dibennet leiz an douar. Pennadou-bleo tud e-skourr ouz beg pep goaf[1]. An tan-gwall o wasta peb enezenn hag an douar-bras. Gwragez ha merc’hed yaouank stlejet war-du ar bagou. O dremmou gwenn a drôont outan, o divrec’hiou a astennont etrezeg ennan. E c’hervel a reont en o enkrez. Eus holl wazed o gouenn ne chom ken nemetan d’o difenn.

Gand an nec’h, an anken hag an droug a oa ennan e tihunas Vindosêtlos. Sevel en eul lamm a reas ha mont er-maez eus e logell. Er-maez eus kloziad Vissurix ez eas, er-maez eus mogeriad vras Moridunon, hag hen o kerzout dindan an dero hag an tilh beteg ar mor. Noz al loar-gann ez oa ha sklêr edo anezi evel war greiz an deiz. Gwenn-laez ar mor, sioul ha kompez an dour ennan evel eul lenn, eus an diabell-gweled da droad uhel-dornaodou gwenn an enezenn[2]. War gribenn an tornaod ec’h azezas Vindosêtlos, hag eno e vanas ken na vije peurdreantet gant nerz ha glanded an noz. Neuze e welas o tarza a-greiz ar mor eun dra bennak du hag euzik. Eun êrouant ez oa, pe mar deo gwell ganez, eun naer vras-divent hag a neunve, savet he fenn a-us d’an dour. He dent a lugerne en he geol damzigor ; sav-dizav edo he c’hein, hag e stoke he lost ouz an dremmwel. Eeun-tenn e skôe war-du an aod. Edo en he menoz peurzispenn an enezenn en noz-se ha laza kement a oa beo enni.

Vindosêtlos a welas eun dra all : eur c’hadour bras ha kaer ha peur-noaz o tonet a-dreist d’ar mor. Ruilha a rae diou rod e garr-emgann war c’horre an dour evel war eul leurenn galet[3]. Ken herrek hag an avel gornog e rede e gezeg ruz-tan. An naer a glevas ar c’hadour o tont. Ha hi o tistrei outan. Skei outan a eure gant he fenn war eun dro ha gant he lost, o venna e vrevi hen, e garr hag e jaoed, e gweadennou e gorf bras-iskis. Hogen, evel eur gorventenn e tremenas ar c’hadour warni. Karnou-treid ar c’hezeg a faoutas d’ezi he fenn ha gant rodou ar c’harr e voe graet pemp tamm eus he c’horf[4]. Beuzi a reas an tammou en dour hag ez ejont d’ar strad en eur ruzia ar mor. Ar c’hadour a zalc’has da vont war red etrezeg an enezenn. Vindosêtlos a glevas trouz-taran e garr hag e gezeg o pignat gand an teven. Santout a reas an enezenn o plega dindan samm ar brezelour hag ar stern anezan.

Hag hen d’o c’hlask. Diouz roudenn an hent o doa kemeret e tamgrede e pe gorn eus an enezenn o c’havje. A-bouez kerzout eur pennad e tigouezas e bevenn eur frankizenn vras e-kreiz ar fao hag an dero. Brasa frankizenn Abalos ez oa-hi ha kement loen pevarzroadek a oa en enezenn a ziskoueze beza en em zastumet eno en noz-se. Demmed, yourc’hed, kirvi, kirvi-meur o peuri geot a dorkadou ! Er vevenn edo bagadou moc’h-gouez o tibri mez ha finij. A-ziwar ker bras grounnad loened soroc’h ebet. Ar moc’h-gouez zoken a vane war dav.

Hec’h-unan-penn e-kreiz ar frankizenn e save eur wezenn[5]. Dindani e welas Vindosêtlos ar c’hadour en e goazez, kroaziet e zivesker, harp e gein ouz ar c’hef. Ar c’harr gand e zaou varc’h ne welas ket eno, hag e kavas d’ezan en doa ar c’hadour o lezet en aod.

Mont d’ar wezenn a eure Vindosêtlos. Tro-war-dro ha beteg ouz treid ar c’hadour ez oa deut da c’hourvez kirvi a beb gouenn. En tu dehou d’ezan eur penn-moc’h gouez bras, serret e zaoulagad, a ziskoueze beza kousket. D’an dourn kleiz e welas Vindosêtlos eul loen all, luc’h daou eteo-tan en e zaoulagad, ma voe souezet ouz e gavout eno. Eur bleiz eo ez oa. Hogen n’eus na bleizi, nag arzed, na naered en enez Abalos.

N’eo ket an noz loar-gann eun noz evel ar re-all. En e grenva e vez en noz-se kement beo a zo[6]. Vindosêtlos a grogas en daou zemm, unan e pep dourn, dre o diouhar a-drenv[7]. O dibrada a reas ha dre skei ganto a-zehou hag a-gleiz ar c’hirvi all e reas d’ezo sevel en o sav ha digeri hent d’ezan beteg ar c’hadour.

« Karet em bije, eme ar paotr yaouank, beza ez kichen war ar mor da vrevi penn an naer.

— Eur gefridi all am eus da fiziout ennout, Vindosêtlos, eme ar c’hadour. An naer emoun o paouez laza he deus lezet e strad ar mor re vihan stank-diniver. Brasaat a raint ha peurwalla ar bed. Red-holl e vefe kelennet eur bobl da stourm outo. Selaou am eus da lavarout, va mab-bihan. »

Trei doare a reas ar c’hadour, ha, sebezet, ar c’hirvi a savas hag a bellaas dioutan. Edo breman dre e vent par d’ar wezenn. Ar skoultrou anezi en doa pellaet a-zehou hag a-gleiz evit ober ec’hon d’ezan. En e c’houzoug tri fenn meurdezus gwisket warno talgen aour hag arc’hant ar roueed. War-dav e vane ar penn dehou hag an hini kleiz. Sellout a raent a-dreist d’ar c’hoadou ha d’ar mor, an eil oc’h evesaat ouz rouantelez an doueed, egile oc’h arvesti rouantelez ar re-varo. Hogen, war-du rouantelez ar re-veo edo tro ar penn-kreiz[8]. Heman a selle ouz Vindosêtlos hag a gomze outan.

Setu aman petra a lavare :

« E kenta yaouankiz ar bed, em eus engehentet eur ouenn evit ma kendalc’hje gant va labour dre ar bed, evit ma skarzje dioutan ar gwall-viled hag an dud fallakr, ma raje anezan douarou-ed ha peurvanou-saout, m’her poblje a dudou leun a eeunded hag a gened. Diwar ar c’houblad gevelled peur-reiz am eus engehentet, ez eus savet kant pobl o deus en em skignet war an douarou-bras hag en enezennou, adalek skournredennou an Hanternoz betek gouelec’hiou tanek ar C’hreisteiz. Addalc’het o deus gand al labour am boa boulc’het, her c’has da benn n’o deus ket graet avat. Re a zouarou o deus kemeret, d’ezo da c’hallout o fobla. Re a boblou o deus trec’het d’ezo da c’hallout o diouenna. En em skuiza o deus graet oc’h emganna hag o labourat, o laza hag o tizarbenn. Mennet o deus kaout mevelien ha sklaved, labourerien-douar ha micherourien, pa felle d’ezo tanva hep brezeli c’houekted ar peoc’h hag ober o gounid, heb en em striva, eus madou ar bed. Espernet o deus va enebourien hag o degemeret da sujidi. Dre en em veska ganto, o deus ankounac’haet va Lezenn. Gant-se al labour a oa bet boulc’het a zo bet paouezet, ha, goude, peurzilezet. Kresket d’ezo e gwarez va gouenn, setu o deus adarre ar gwall-ouennou en em skignet dre ar bed ha hizio eman pep tra da adober.

« E-touez ar bagadou e koadou an Hanternoz, a zo manet gwirion d’am Lezenn, e tilennin ar seiz kaera, ar seiz krenva, ar seiz gwella. O c’henvoda a rin en eul lec’h hag o c’henstrolla en eur bobl, ma vo ganet diouti eur ouenn nevez a adkrogo gant va labour hag a zalc’ho ganti ! Hogen, red eo d’ar ouenn-ze beza henchet d’he c’hefridi. Mat ha gwirion eo va mibien. Nemet ne ziskredont ket war an droug hag ar gwall-stignou. Hag int dougetoc’h da garout eget da gasaat, da ginnig o dourn eget da skei. Red o c’helenn ha te eo a c’halvan d’hen ober. »

Bodiakkos[9] a rôas da Vindosêtlos e gemennadur ; diskulia a reas d’ezan kement a dlee da ober. Evel-se e voe peurdremenet an nozvez, ha, d’an tarz-deiz, ez eas pep-hini anezo dioc’h e du.


  1. Diwar-benn ar « pennmoala » (decalvatio) pe ar c’higna ar c’hroc’hen-penn en Europ, sellout ouz ar Rev. celt. 1913, pennad A. J. Reinach war les têtes coupées et les trophées en Gaule. An hevelep boaz a zo bet anezan beteg an XIXvet kantved gand Indianed an Amerik. Diwar-benn dibenna an enebour lazet ha mirout ar glopenn anezan, en Azi hag er Valezi, sellout ouz an Anthr. 1921, p. 389-90.
  2. C’hoaz er XVIIvet kantved, ar steudad skosellou en em astenn er mor er reter da enez Heligoland a oa warno tornaodou kleiz, anvet Wittecliff, d’ezo 60 metrad uhelder. An enezenn, n’eus anezi breman nemet eun enk a dolzennad vaen-krag kalet, a save en-dro d’ezi, gwechall, diazezadou teo meurbet a gleiz a zo bet tamm-ha-tamm dispennet ha skubet gand an tonnou-mor. E mare Adam a Vrem (XIvet kantved goude H. S.) edo gorread Heligoland, henvel a-walc’h, kant gwech brasoc’h eget m’eman en deiz hizio, Reclus, Géogr. univers. III, pp. 733-7. War doare sakr an enezenn-ze en Hen-amzer, Jullian, Hist. de la Gaule, I, p. 421, not. 1 ; Rev. des Et. anc. 1919, p. 112, not. 2.
  3. Cf. Imram Brain, p. 16-7.
  4. Kenveria ar marc’heg o tiskar ar ramz e zibenn-korf naerek, Trévédy, le Cavalier et l’Anguipède, Laval, 1889 ; Rev. des Et. anc. 1919, p. 62.
  5. D’ar wezenn-ze eo e tlee ar frankizenn hec’h ano a Korobilion, iwerzoneg corrbile « gwezenn dibar », da lavarout eo « hec’h-unan-penn ». Sellout pelloc’h ar pennad Renadur Vindosêtlos. En hen-geltieg bilion, belion, en iwerzoneg bile « gwezenn sakr », « kef-gwez », Rev. Celt. 1914, p. 254 ; Dottin, Langue gauloise, p. 234.
  6. Frazer, III, pp. 190-7.
  7. An doue daou garo gantan er vann en e zaouarn (Apollo ?), S. Reinach, Guide illustré du Musée de Saint-Germain-en-Laye, mouladur nevez, p. 122, skeud 124 ; G. Jullian, Rev. des Et. anc. 1908, p. 73.
  8. Kenveria an diskleria a rôe beleien ar Slaved pagan diwar-benn tri fenn an doue Triglav, Léger, Mythol. slave, p. 141. Doueed trifennek ar Gelted koz, S. Reinach, Bronzes figurés, pp. 185-91 ; A. Bertrand, Religion des Gaulois, pp. 316, 319, 344, 371 (skeudennou). Maouez trifennek e lennegez Iwerzon, Rev. celt. 1892, p. 13.
  9. « An Trec’hour », lesano Belios el levr-man eus ar Sketla.