Sketla Segobrani vol2/Rann 46

Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 87-93)


Dimezi Vindosêtlos.


A-benn eun nebeut amzer goude, e welas tud Tastris[1] eur vagig o tont war vor eus ar C’huz-heol. Enni eur paotr yaouank kaer, melen e vleo, gwenn e zilhad, eur vanal-ed gwiniz dirazan[2]. Lavarout a reas d’ezo ez oa Vindosêtlos e ano, hag hen mab d’o roue. Eun ano a gelou mat e kavas d’ezo ez oa e ano, ha, gounezet o c’halon dre e gened, e rejont d’ezan ar gwella degemer. Pa daolas e droad war an aod, e teuas laouen an douar. Eus doun o zïez a c’hlazvez e vousc’hoarzas an diou zoueez ouz ar c’hadour yaouank, ouz an den yaouank gouiziek ha fur o tont en-dro daved e bobl. En arouez a zonedigez-vat e kasjont etrezeg ennan nijadegou koulmed gwenn[3]. Betek ti e gerent e voe amheuliet ganto. Hag eno, kludet ma ’z edont war e ziouskoaz, war diouskoaz e dad hag e vamm, e vreudeur hag e c’hoarezed, war gein ar buoc’henned hag an ejened, war dôenn an ti hag al logellou, war skourrou ar gwez, e voe leun-holl ar frankizenn eus o gwennded hag o grougousadeg.

Ar gwiniz en doa digaset a voe hadet gant Vindosêtlos er gwella park a oa e Tastris. Pa voe hadet, e gwiskas Kamula he brageriziou aour. Diskoulma he bleo a eure ha, gant he diou verc’h war he lerc’h, e reas tro ar park o heulia an holl ervennou anezan. Ha setu e pe zoare e kreskas, goude-ze, ar gwiniz er park : keit ha ker stank ar soulennou anezan hag ar blevennou e penn an teir maouez, ker melen an tanvouezennou outan hag ar mouead anezo pe aour o brageriziou, ker pounner ar greun ennan hag ar gwalennou en o c’herc’henn, en o diouvrec’h, en o daou-ufern treid[4].

Da herzel ouz loened pevarzroadek ar c’hoad da zont da baoata e winizeg, e savas Vindosêtlos en-dro d’ezi eur c’harz gant diou rezad peuliou bet lemmet ar beg anezo ha lakaet d’en em groazia. En eur c’horn e reas eur c’houdorenn gant barrou-gwez hag eno e tremene an holl zevez da zifenn ar park ouz drasterez evned. Eun deiz, war-dro kreiz an deiz, moredet dre nerz an tommder, e vanas kousket war geot an dalarenn, dirak toull-dor e c’houdor-lec’h. Hag ar brini war o api er gwez nesa, ha plava kerkent er park, nemet ne zalejont ket da dec’hout diwar nij, bet eur gerseenn ganto. Edo eur plac’h yaouank o tont eus ar c’hoad d’ar park. Uhel, sounn ha krenv ez oa evel eun evlenn yaouank. E-kreiz eur vodadenn-dud e vije aet hed he fenn hag he diouskoaz dreist d’ar merc’hed all hag he dije he c’hened tennet sellou an holl. Neuz-dalc’h, kerzed ha meurdez eur rouanez a oa d’ezi. Edo gwisket en eur sae wer hag e talc’he en he dourn fust onn eun arouezinti arem. Pa c’haolias garz peuliou ar park e tronsas he sae betek he daoulin hag ar brini du-peg a evezie he finvadennou a savas rec’h enno o welout he diouhar gwenn, krenv ha neuziet-kaer. Dont a reas da dal an den yaouank ha, hep diskregi diouz hec’h arouezinti arem, e soublas outan hag e lakeas he diweuz ouz e re[5]. Skanvoc’h stokadenn diweuz ar plac’h yaouank ouz diweuz ar paotr kousket eget hini ar valafenn ouz eur vleunvenn. Hogen kizennadou alaouret a-ziwar tro penn ar plac’h a gouezas war zremm Vindosêtlos. Ker kunv ha marblunv koulm ar flouradenn anezo, ker c’houek o c’houez-vat ha frond ar c’henta bleunv melion[6]. Gant flourad ar c’hizennadou kunv e tihunas Vindosêtlos. Hag hen sevel en eul lamm, lakaat e zaouarn e dargreiz ar plac’h ha lavarout :

« Te eo, e gwirionez, ar wreg edon o c’hortoz. Ha goude ma’m eus da welet ken alïes dre va hunvreou ne ouien ket penaos ober evit da dizout. Hogen drezout-te da-unan emout deut ha ne vo ken a zisrann etrezomp. »

Mousc’hoarzin a eure ar plac’h yaouank :

« D’it-te e vezin, emezi ; nemet, mar am c’harez evel m’az karan, e lakaïmp eun diviz.

— Pe ziviz ? a eilgerias ar paotr.

— N’he deus va mamm ganti merc’h all ebet ken nemedoun. Hec’h-unan-penn e ranko menel pa zimezin. Setu aman ar feuriad a garfen sevel ganez. C’houec’h miz a dremenin ganez ha c’houec’h miz all gant va mamm.

— Pe viziou a fell d’it tremen ganen, pe viziou gant da vamm ? emezan.

— Ar c’houec’h mizvez hanv ganez er parkou, emezi, ar c’houec’h mizvez goanv er c’hoadou gant va mamm.

— Garvat, tenvalat, rec’husat penn-bloaz an hini am lezi va-unan ! eme an den vaouank. M’hen tou dre an doue en deus engehentet va gouenn, buan ez kevred e tremenfe ar goanvez. An heol, an oabl glas, geizadeg an evned, glazvez seder an deilh n’em be tamm keuz d’ezo, ma c’hellfen gwelout luc’h da zaoulagad, sked da vleo, liou da sae ha klevout da vouez, o Ategena.

— M’hen tou dre an doue en deus va engehentet, eme ar plac’h yaouank, da garout a ran kement hag e c’hall eur plac’h a ouenn-vat karout he c’hendere ; dilezel evel-se, avat, keneilez ha karantez va bugaleerez, ar vamm he deus va diorrôet ha va diwallet, n’hellan ket ober. Ne vo ket ar c’houec’h mizvez goanv-se ken tenn da dremenn ha ma toujez. Ganez ez po da dad ha da vamm, da vreudeur ha da c’hoarezed, tud da ouenn da alïa ha da warezi, ar vibien anezo da ziorren ha da zeski. Hec’h-unan avat gand al loened fero e chomo va mamm er c’hoad yen ha dizeilh, panevet ez afen daveti. Mar nac’hfes ouzin va mennad, e ranno va c’halon a c’hlac’har gand ar garantez am eus ouzit ; eur predig ouspenn ne chomin ket, avat, o kenprezeg aman ; davet va mamm e tistroïn. Ar pok a roïs d’it ergentaouïk, evel m’eo bet ar c’henta, a vezo ivez an diweza az pezo bet diganen. »

Ar paotr yaouank a savas eur vorenn war e dal hag e voe taget gand an nec’hamant.

« Da vamm, emezan, a hall kaout bugale-all. Evel-se ne vezo ket hec’h-unan.

— M’hen tou d’it, eme ar plac’h, pa c’hoarvezo kement-se, e tistroïn davedout ha n’az kuitaïn biken.

— Garo ganen rei d’it da vennad evelkent, o va c’halon, eme Vindosêtlos.

— Garo ganen her goulenn, o va ene, eme ar plac’h ; ober a-hend-all n’hellan ket avat.

— Da vamm he deus graet d’in hegarad, eme an den yaouank. P’en em gaven va-unanig ha dizarm e-touez enebourien, e teuas d’am skoazella ha d'en em ganna evidoun. Mar em eus gallet mirout va buhez, d’ezi eo hen dlean. En abeg da ze ha dre ma ’z out-te ar plac’h a garan muia, ec’h asantan ober ganez ar feur-emgleo a c’hoantaez.

— Keuz n’az po ket, Tekos, emezi. Kement a gari ma vefen evidout e vezin, hag ar feiz a rôan d’it da zen n’em eus ket her rôet c’hoaz, da zen n’her roïn ez koude ; hag ar garantez am eus ouzit den-all ebet ne ouezo petra eo, rak gand ar maro ne vo ket torret al liamm am ere ouzit[7]. »

An heol a gemerjont da dest eus o c’henemouestla. Sanka a reas ar plac’h yaouank hec’h arouezinti e talarenn c’hlas ar park. He dourn a lakeas e dourn Vindosêtlos, hag, o stoui he fenn melen, e stokas he zal ouz brennid ar paotr yaouank[8]. Heman a bokas d’ezi teir gwech war beb-unan eus he dioujod ha teir gwech war he genou. E-keit-se ez oa diskennet didrouz ar brini er c’horn-park pella diouz an hini m’en em gave an daou yaouank. Kavout a rea d’ezo na vije ket taolet evez outo gant Vindosêtlos hag Ategena. Ar re-man o gwelas koulskoude hag en em lakeas da skei ganto mein ha tammou prenn. Nijal kuit a reas ar brini adarre.

Setu war ze o tont eus ar c’hoad eur c’harr skanv diou heizez ouz her stleja[9]. Graet ez oa kastell ar c’harr a wialennou haleg melen ha ruz kenweet ampart. A-zioc’h e save eur sel plunv evned[10]. Dindanan edo en he c’hoazez rouanez-veur ar Glen. Ren a reas he c’harr a-dreist brug ha raden beteg ar park ha herzel he jaoed a-zav e-tal ar c’harziad peuliou. Hag en eur wenc’hoarzin :

« Petra a gav d’it anezi, Tekos ? emezi. Ha diouzit eman ar verc’h ? Ha lidet e vezo ganeomp hizio eured roue ar Park gant rouanez ar C’hoad ?

— O mamm, emezan, hounnez eo ar plac’h a garan ar muia. Ha bihan n’eo ket, o mamm, emezan c’hoaz, va anaoudegez ouzit, rak, goude rei d’in ar vuhez, e rôez d’in, ouspenn, ar gaera hag ar wella keneilez. »

Eun douellenn-hud a voe lakaet gand an diou zoueez war ar brini d’o mirout da vont diwar ar barrou m’edont kludet. Hag int o zri da di ar roue. Kavet-mat e voe gand an holl an diviz o doa savet kenetrezo an daou zen yaouank. Eur c’hoziad hepken a ziskouezas a-c’houez d’an holl, beza drouk-laouen hag a yeas a-eneb d’an dimezi.

« Pelec’h eman ar pennou en deus trouc’het an den yaouank ? emezan. Pelec’h eman envorennou e daoliou-trec’h o testenia e gadarnded hag e ijin er brezel ? N’en deus gwir eun den yaouank da zimezi pa n’hall rei da c’houbenner d’e gefrisa penn trouc’het eun enebour d’e ouenn[11]. »

Gand an droug a oa savet enni e ruzias ar plac’h yaouank :

« Ha diboell ha dienor plac’h ez oun-me evit karout eun digalon ? N’eo ket hep rat d’in eo em eus graet va dius ! »

Rênos, mab Liros, a lavaras d’ar c’hoziad :

« An den yaouank-man, emezan, en deus kaset da vat enorus d’ezan an arnodadou bet lakaet warnan gand an doueed. E gadarnded en deus diskouezet ha laouen ez eo an doueed outan. Ha diêsoc’h e ve tremen diouzit eget diouz an doueed ?

— Pelec’h eman testeniou e gadarnded ? eme ar c’hoziad. Diorrôet eo bet pell diouzimp, ha den aman n’en deus klevet ano eus e guriou, den ne oar petra e talv ar vrec’h anezan. Diskouezet klopennou an enebourien en deus lazet ! N’oufe dimezi den yaouank eus hor gouenn ken n’en dije gourdrec’het eun enebour. Da lezenn e talv ar boaz !

— Da lezenn e talv, a drouc’has Vindosêtlos, ha n’eo ket ganen-me eo e vezo torret ! Ar pennou a zo ezomm evid ober an dimezi ne vo na hir na diaes o medi. »

Hag hen mont en e raog, daouzek paotr yaouank war e lerc’h e sell da veza testou eus e daoliou-kaer. Tro a reas d’ar c’hornad-bro a oa e dalc’h mibien Vanos war glann mor ar Goularz ha lenn an Heol. Du-man, du-hont er vro-ze, war-du ar bevennou anezi, ez oa eun enezennad-douar bennak hag enno c’hoaz Skaled ha Sitoned. Da gavout an dud-ze, an eil re goude ar re-all, ez eas Vindosêtlos hag e rôas d’ezo da zius unan a zaou : pe mont kuit pe en em ganna. Hiniennou a voe gwell ganto mont kuit. Darnvuia anezo, avat, gand ar fizians na vije ket diaes dont a-benn eus eur paotr yaouank divarv, a zegemeras an emgann. Vindosêtlos a voe trec’h d’ezo holl. O laza a reas hag o dibenna[12]. Pa voe en-dro e ti e dad, edo e vantell drailhet, roget ha leun-wad e doneg, ha gantan en e zaouarn pennadou brevet e zaou c’hoaf, tammou e skoued, hag e gleze dentet-holl. Hag hen marnaoniet, sec’hedet, faez-divi ha gloazet. Hogen, evel diou c’houlaouenn en e benn e steredenne e zaoulagad ha war e lerc’h e teue an daouzek paotr o vleina peb a garrad pennou trouc’het. Hag hen o lavarout d’ar c’hoziad :

« Hag a-walc’h a bennou a zo aze evid eureuji eur rouanez, o den ? emezan.

— A-walc’h a zo, eme ar c’hoziad. Kadarna den yaouank ha gouesta meder-pennou eus hor gouenn ez out-te[13]. Den n’hen dislavaro. Ha ne deus den a enebfe ouz da eured gand ar plac’h yaouank-man : Ategena, merc’h Litavis. »

Hounnez eo « trôad Vindosêtlos, mab Kintus », evel ma reer anezi. Drezi e voe peurvrudet e ano dre ar vro. Dreist pep tra e pouezas an taol-ze da drei a-du gantan mibien Vanos. Didenn e voe d’ezo kredi an holl vad a ziskulias diwar e benn Rênos, mab Liros. Da ’voe ganto ivez gwelout e zimezi, neket hepken dre ma ’z oa e bried kaer hag a wad uhel, hogen ouspenn en abeg d’an dalvoudegez a zeuas d’ezo da heul : keit ha ma vanas Ategena en o zouez en em viras ar c’hirvi, an arzed[14] hag ar moc’h-gouez d’ober freuz en o edegou.


  1. Ar Jutland, Plinius, IV, p. 97 ; Rev. celt. 1891, p. 4.
  2. Sellout Rev. celt. 1913, p. 184.
  3. Kenveria Rev. des Et. anc. 1907, pp. 86 (skeudenn), 186 ; Pro Alesia, 1907, p. 221. Diwar-benn an diou zoueez-veur, ar Vamm hag ar Verc’h, gwelout Glotz la Civilisation égéenne, 1923, pp. 281-90 ; Frazer, III, pp. 210-69. Diwar-benn an dimezi etre an doue hag an doueez hag ar peziou-c’hoari santel a daolenne bep bloaz an dimezi-ze, Glotz, pp. 290-3 ; Bertha S. Phillpots, the Elder Edda and Ancient Scandinavian Drama, Cambridge, 1920. Kenveria Rev. arch. 1902, p. 257 (Dionusou pathê) ; 1921, I, p. 173 ; Rev. des Et. anc. 1920, pp. 136-7, 149-50 ; 1921, p. 150. A-zivout ar roudou manet e giziou hag e marvailhou ar bobl war-lerc’h al lidou a oa gwechall stag ouz pep rann-vloaz, sellout ouz Saintyves, Liturgies populaires, rondes enfantines et quêtes saisonnières, 1919 ; les Contes de Perrault et les récits parrallèles, leurs origines : Coutumes primitives et Liturgies populaires, 1923.
  4. Frazer, I, pp. 33-6 ; III, pp. 310-2.
  5. Frazer, III (cultes agraires et sylvestres), pp. 64-5. Kenveria Rev. arch. 1902, II. p. 257.
  6. Gand ar bleunv melion (viola odorata, L.) e raed e gouel Kala-Mae (Kintusamonios) : kaeraet e veze ganto toull-dor an tïez, Journal des Savants, 1892, p. 414-5.
  7. Kenveria ouz ar pennad-man eus ar Sketla Rev. arch. 1921, p. 173.
  8. En arouez a zoujans hag a garantez, sellout p. 36, not. 1.
  9. Kirri stlejet gant kirvi pe heizezed, Rev. celt. 1907, pp. 258-9 (Cuchulainn) ; Lefèvre, Germains et Slaves, p. 99 (Jordh).
  10. War ar sel lem-laka e plunv evned eus kirri-emgann Iwerzoniz ha war hini kirri ar Gelted peurliesa, sellout V. Tourneur, Germani-Gaesati, Musée belge, ebrel-gouhere 1902, p. 7 ha not. 5.
  11. Kenveria d’Arbois, Epopée celtique, pp. 73, 77 ; Rev. celt. 1907, pp. 251-2, 253 ; Herodotos, IV, 66, 117 ; Lefèvre, Germains et Slaves, p. 168 ; Deniker, Races et Peuples, p. 298 ; Races humaines (Hachette, 1910), p. 51-2.
  12. Lakaat e kemm gand ar pennad-se eun darn eus ar skouerioü bodet gant Jeanmaire en e labour-skrid war la cryptie lacédémonienne, Rev. des Et. grecques, 1913, pp. 121-50.
  13. Kenveria mojenn Kuknos, kar da Phaeton ha dibenner-tud. Henvelekaet e vez alïes ar vrezelerien ouz mederien e hen-varzaz Bro-Gembre ; ac’hano, e krenn-gembraeg, mid (mifed, medi) « emgann », mitlann (medlann) « tachenn-emgann », Rev. celt. 1920-1, p. 154.
  14. Drasterez arzed en edegou, Brehm, les Mammifères, I, p. 651-2.