Sketla Segobrani vol3/Rann 12

Prud'homme, 1925  (Pevare Kevrenn, p. 26-28)


Bro an dud Dibreder.


Glas, bleuniek ha heoliek ez oa ar c’hlann-ze, dishenvel-krenn diouz ar vro yen ma teuent. Eno edo o tiskuiza an dud deut da vat ganto treiza ar stêr hag e pareent o goulïou. Atepomaros a welas eur re anezo a oa bet dibennet gand an êrevent er c’hlann-all, ha treizet ganto ar stêr en eur zougen o fenn e pleg o brec’h. En o c’hoazez war al leton, e klaskent e adstaga ouz o gouzoug, nemet n’eo ket en taol kenta e teuent a-benn d'hen ober. Faez-divi dre an taer a emgann edont o paouez gouzanv, gwanaet gant koll o gwad, ez oa dinerz o divrec’h hag o daouarn kren-digren.

Pelloc’h e welas Atepomaros treizidi lestradou araokoc’h c’hoaz. Darn a zebre hag a eve laouen, en o fuch en-dro da dantadou karget-mat a gaoteriou hag a veriadou-kig. Re-all, bet o gwalc’h ganto, ha tommet d’ezo gand ar bïer hag an dour-mel, a gane kanaouennou-eva war an delenn. Paotred ha merc’hed a-goubladou a c’hoarie ar gwezboell [1] e disheol ar gwez. Plac’hed yaouank a-gudennadou a rae korollou-tro er pradou. Paotred yaouank a lakae da redeg o c’houn hag o c’hezeg hag a bleustre war daoliou nerz a bep doare. War ar grec’hienn hemolc’herien war varc’h a gase gedon d’o dihelc’hat gand o levrini [2]. Degaset ma ’z oant bet e ratre dre an diskuiz, an dinell-vat, kunvded ha glanded an amzer, edo an holl dud-ze hevag ha bagol, leun a nerz hag a vuhez. Aet digand o spered, diouz o gwelout, peb envor eus skuizderiou an hent, eus ar gloaziou a oa bet graet d’ezo gouzanv ! Kollet ganto koun an amzer dremenet, dieub a bep preder d’an amzer-da-zont, en em rôent en holl da laouenedigez an eurvez-se.

Pelloc’h c’hoaz war-du ar c’huz-heol ez eas Atepomaros da heul ar plac’h yaouank. Hag i en eur vro all n’oa anezi nemed eur gompezenn ec’hon-divent. Roudennet ez oa ar gompezenn-ze betek pennig an dremmwel gant klouedou kouevr melen lufr a gevrenne an douar anezi en eun niver a gloziadou ec’hon, darn anezo pevar-c’hornek, re-all kelc’hiek, re-all hir-gelc’hiek. E pep kloz o tarza teir eienenn, unan vïer, unan chufere, unan win, ha goueriadou dour boull ha distan o redek dre bep kloz. Er c’hloziou-ze paotred, merc’hed ha bugale e-leiz. D’her gwelout war o zremm nep keuz da veza klozet ; al levenez, en eneb, o para en o sellou. Gwez kaer, bras ha bodennek d’o disheolia, ha d’ezo da wele bouk ar pallennad teo a c’heot o c’holei al leurenn.

Moged an tantadou a-us da bep kloziad. C’houez ilbouedus ar c’heginou ouz en em veska gant c’houez c’houek ar bleuniou. Paotred, merc’hed ha bugale holl gand an dibri, an eva, ar c’hana, ar c’hoarzin, ar safari, an ec’hoaza. Diwar bouderez laouen ar voueziadeg anezo o sevel eur bras a hirdrouz.

Atepomaros a welas brezelourien, ganto goafiou hir-fustet, o tont a-wel er c’huz-heol. A-driou e kerzent a-hed an hentou etre ar c’hloziou. Paotred mentet-dreist ez oant hag i ken ledan ha ma ’z oant uhel. Eur berr-vouead bleo peurzu, henvel ouz reun-marc’h, war benn pep-hini. Garv ha dic’hoarz o dremm, spelc’hek o c’hroc’henn, du o armou hag o dilhad [3]. Darn anezo a yeas-tre er c’hloziou, ar re-all a zalc’has gand o hent etrezeg ar rann-vro nesa d’ar stêr. Ar re a yae er c’hloziou a lakae da zont er-maez anezo eun niver paotred, merc’hed ha bugale, hag o c’hase ganto war-du ar c’huz-heol. An dud a gased evel-se ne savent stourmad ebet. Hep tamm diegi e teuent da heul en eur c’hoarzin, en eur safari. Evid al lec’h goullo war o lerc’h, adleuniet e veze dizale dre ar baotred hag ar merc’hed degaset eus ar rann-vro nesa d’ar stêr gand ar vrezelourien all.

Atepomaros hag ar plac’h yaouank a heulias an engroez tud a gased etrezeg ar c’huz-heol, hag evel-se eo e tegouezjont en eur vro nevez.


  1. Eun doare c’hoari gant Kelted enezennou ar Gwalarn (Breiziz hag Iwerzoniz) hag a oa henvel a-walc’h ouz hon echedou.
  2. Diwar-benn mel levran ar Gelted anvet ganto vertragos « reder bras », sellout D’Arbois, Noms gaulois, pp. 161-170 ; C. Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 288. Vertragos a zo ouz hen ober ar c’hentger-krenvaat ver- « gour- » hag an ano-kadarn tragos « reder ». Diwar *tragos e teu *trages (tro-c’henidig *tragetos), aet d’an iwerzoneg traig (tro-c’hinidig traiged) ha *tragetos (tro-c’hinidig trageti) aet d’ar c’hembraeg-brezoneg troed, troad.
  3. Lakaat e kemm taolennadur an tri brezeliad piktad en Togail Bruidne Da Derga, p. 69, pennadig 82 (embannadur W. Stokes).