Sketla Segobrani vol3/Rann 22

Prud'homme, 1925  (Pevare Kevrenn, p. 61-63)


Rouantelez-Roudon [1].


Miret eo bet e danevellou ar Gelted envor ar rouantelez c’halloudek a oa gwechall war an aod-ze eus ar mor-Bras. Piou n’en deus ket klevet ano a Roudon na anaveze ket ar maro ar roueed anezi ? Eno edo en e sav ar menez holl-vrudet anvet Argantonion [2]. Uhela kribenn ar bed-holl ez oa-hen. Ar c’henta eus meneziou ar bed e tegemere bannou an heol o sevel, an diweza-holl e tameuc’he ar skleur anezan o vont da guz.

Hogen, mar o deus an holl klevet brud a Roudon, gant he menez lugernus hag he roueed divarvel, dibaot hini a zo, avat, hag a ziskredfe ez eo aroueziet gand an ano-ze diou rouantelez, an eil en tu-man, eben en tu-hont d’ar mor-Bras. Anat hel laka ar c’hanennou hag an danevellou am eus klevet ken e Galia ken en Iberia.

« Roudon eus an tu-hont d’ar mor, eme vammou Galia d’o bugaligou, eo ar maeziou bleunvek-se m’eman o c’hoari mibien an Heol. Eno e sav an ti tôenn-aour m’eman o chom ar bried anezan. E kibellou kelc’hiet-arc’hant ec’h aoz ar rouanez an dour-mel a vo evet gant kadourien an deiz. Bemnoz e teu da ehana war ar c’hlazenn marc’hekadeg vil-goafiek ar re-man. Senodonnos a ziskenn a-ziwar e garr lenkr-e-rodou, ledan-e-c’heo [3]. Disternia a ra dioutan ar jaoed. Hag, e-keit ha ma ’z eont, en eur c’houirinat, davet saout Grêna er pradou marellet a vleuniou hanv, e kouronk an doue er feunteun Iovenkisia [4] ma ’z eus seiz kelc’hiad gwez elo en-dro d’ezi. E douriou an eienenn e laosk e skuizder hag e vorc’hed. Gren ha seder adarre e teu-tre en e di hag e kemer etre e zivrec’h e bried yaouank. »

An eil Roudon a zo meneg anezi gant beleien ha roueed ar Gelted o chom e penn pella Iberia [5] :

« Roudon an tu-man d’ar mor, emezo, eo ar rouantelez bet savet war glan ar mor-Bras gant mibien Iberos goude maro o zad. P’edo e barr he galloud en em astenne adaleg Oestrumnis betek Tingis [6], hag e paee d’ezi enezennou ar Gwalarn, Iverio hag Albio, an truach en aour hag e sklaved [7]. »

Da zigemma ar rouantelez-man dioc’h eben e reont anezi « Roudon-he-nao-gouenn :

« Roudon-he-nao-gouenn, a alavaras d’in Lambros, mab Pelendos, beleg-meur an Nemetated (Nemetati) [8], ez oa ar rouantelez m’en em unane ar wazed a ouenn-c’hlan gand ar merc’hed a ouenn dic’hlan evel ma ra ar chas gant na vern pe gïez. Ar rouantelez ez oa-hi ma pleustre enni ar merc’hed a ouenn c’hlan ar wazed a ouenn dic’hlan evel ma pleustr ar c’hïezed ne vern pe gi. Peur-ziskaret eo bet gand an doueed. An douarou anezi a zo bet rôet ganto d’hon tadou. »


  1. Kenveria « the kingdom of Roy » (Ruaidh) er marvailh a Vro-Skoz anvet Gille nan Cochla-Craicinn « the Lad of the Skin-Coverings », Macdougall, Folk and Hero Tales, pp. 35, 49, 270 (Waifs and Strays of Celtic Tradition, Argyllshire Series N° III).
  2. D’Arbois, Premiers Habitants, eil mouladur, I, p. 381-382. Kenveria Anthr. 1922, pp. 279-80.
  3. D’Arbois, Noms gaulois, pp. 60-62.
  4. Rev. celt. IV, p. 391. Senodonnos « an Aotrou koz », D’Arbois, Noms gaulois, pp. 65-8.— *Grêna, iwerzoneg grian (gg.) « heol ».
  5. A-zivout Kelted al Luzitania lenn Leite de Vasconcellos, les Celtes de la Lusitanie portugaise in Rev. celt. XXIII, pp. 74-82 ; Religiôes da Lusitania, pass. Lenn ivez al leoriou hag ar pennadou-skrid meneget er Ia kevrenn ar Sketla, p. 148.
  6. Oestrumnis, ano rak-keltiek an Arvorig ; Tingis, hirio Tanger (Marok).
  7. Kenveria Dionusios Periêgêtès, gwerzennou 563-564.
  8. Poblad keltiek al Luzitania (Portugal).