Sketla Segobrani vol3/Rann 23

Prud'homme, 1925  (Pevare Kevrenn, p. 63-64)


Medua an Iberiadez [1].


War ar rouantelez-se e renas d’an diweza Medua an Iberiadez. Ha n’eo ket heb abeg ez oa bet anvet Medua [2], gant ker kaer ez oa he c’hened ma vezve diwarni ar baotred kerkouls ha diwar bïer pe zour-mel. Eno ez oa dalc’h he nerz, hag ivez en he strobinellou. Eun huderez dispar a oa anezi pa sente outi tan, mor hag avel. Bep bloaz e rae eul lidlazad da vammou an douar. Hag eul lidlazad disked n’oa ket hennez, o veza ma ’z oa hi eo a lazed. E kanv edo an holl vro. Hogen ne bade maro ar rouanez nemet berr-amzer. Adveva a rae eun nebeut goude, ha ganti ec’h adveve ar rouantelez. En deiz ma varvje da vat ar rouanez ez afe ar rouantelez da get [3].

Tud Iberia a lavar ez oa boas rouanez Roudon da zilenn bep bloaz da bried ar gwaz eus he rouantelez a vije an dellezeka d’he c’harantez. Diwar an enor-dreist-se ne zeue d’ar gwaz neb beli. Hag hen pried ar rouanez n’oa ket roue evit-se. Bet he doa Medua da bried lerc’h-war-lerc’h an holl wazed kaloneka, krenva ha skiantela eus he rouantelez, ne vern a be liou, ne vern a be ouenn e vijent, ha bet d’ezi diwarno holl krouadurien. Ha bep tro ma teue en he rouantelez divroïdi, hag i neuziet-dreist, e stage ar rouanez d’o arnodi e meur a stumm da c’houzout ha par ez oa d’o neuz-vat o meiz hag o c’hadarnded. Ha trec’h e teuent eus an arnodou-ze, en em unani a rae ganto da gaout diwarno mibien [4].

Medubriga, hennez ez oa ano al lec’h ma veve rouanez Roudon [5]. Eur c’hrenvlec’h-mein galloudek ez oa o sevel tost a-walc’h d’ar mor, war lein eur grec’hienn roc’hellek. An dismantrou anezan a zo bet diskouezet d’in hag em eus o gweladennet. En he sav eman bepred ar voger-dro ; steuziet, avat, an ti-meur e-kreiz ar mogeriadur. Er gompezenn, e-harz ar grec’hienn, ez oa, e grez an ti-meur, eur geoded vras anvet Tarvenna [6] a zo bet pulluc’het gand an doueed. El lec’h ma save n’eus breman nemet raden, balan ha geot-strouez. Eus an tïez anezi ne van ken nemet poullou dam-atredaouet ma ra al lern o annez enno. War-dro eno e tiskouezer c’hoaz diskaraduriou all, eur voger graet a vein bras a reer anezi « Karc’har ar ouestlidi » hag, er grec’hienn, dereziou he doa ar rouanez graet bena er roc’h, d’ezi da arvesti ac’hano ouz ar c’hoarïou hag an emgannou tirvi er gompezenn [7].


  1. Kenveria Medh (Epopée celtique, p. 109-125), « the Queen of Roy (Red) » (Banrigh na Ruaedhe), Macdougall, op. citato.
  2. Frazer, le Rameau d’Or, III (Cultes agraires et sylvestres), pp. 61-78, 127-141.
  3. Kenveria Frazer, I, p. 230.
  4. Kenveria Rev. celt, 1911, pp. 232-6.
  5. Kêr grenv eus an ano-ze (Medubriga) e Luzitania, D’Arbois, Noms gaulois, p. 126.
  6. War an ano-kêr-ze sellout D’Arbois, les Celtes, p. 50. Diwar tarvos « taro ». Diwar-benn an dilostger -enna en anoiou-kêriou, sellout Philippon, les Ibères, p. 52.
  7. Kenveria R. Dussaud, les civilisations préhelléniques, eil mouladur, p. 67 (sk. 46), p. 71, p. 72 (sk. 50), p. 394 (sk. 290), p. 395 ; Glotz, la Civilisation égéenne, Paris, 1923, p. 341, (sk. 51).