A. Chevalier, 1885  (p. 73-77)



SKLERIJENN



Eun taol kloc’h c’hoaz, marteze, ne ve ket fall daounet.
Kement hini zon he gloc’h gar beza enoret,
Ha lenner ha lennerez pa glevont boleat,
Pez lavar ho c’hloc’hik kez deuz gwir da intent mad.
Hogen ma zon a laro pez m’euz c’hoant da larad.


Eur c’haz, vid’oun, zo eur c’haz, eur pec’het, eur pec’het,
Hag etre ar pec’hejou ne lakan kemm ebet ;
Rag veniel ha marvel ne zint nemed komzou
Komzou gret evit lakâd e pep lec’h divizou
Gant tud zo ho vlijadur pesketa er poullou.



Ne ket me a vo tapet, e heul ar zaeou du,
O skuilla pec’hejou faoz, vel grizill a bep tu.
Tra ; stard awalc’h e kavan hent an dek gourc’hemen.
Dre gwarimou treuz, marvad, hi flourik oar tremen…
Er pinsin dour biniget, distrempet al lezen…


Ha c’houi ablamour ma rit, d’ar zul, eun obadenn ;
Krabinset kik, eur gwener ; roït eur c’hwarzadenn
D’an dousik koant, eur zac’h du ho stlapo kreiz an tan
Er purgator, en ifern, vel ma plijo gant’han !!
Hen vo ato war ar c’hlud !ha c’houi ato dindan ?..



Da betore den furik roio hen da gredi
N’euz gallout, papo fazi, d’ho netâd, d’ho koualc’hi ?
Doue hepken a hell ze, mez nikun all ébet ;
Kement ze zo ken anat eget an dour a red,
Petra benag c’hwitello kureet ha pabed.


Setu ta penoz vo kount. An noz zo tremenet.
Deut é tro ar sklerijenn. Bezit ganthi renet !
Hirie nep a choum adren red e ve pladennek.
Vit gounid eun tamm gwastel hen veler o redek,
Hag e vouzfe ouz ar waz rostet evit he vek ?



Nan, nan, ze na vezo ket ; na vezo ket laret
Chomo kristenien Tremel, Lanhuon, Plouaret..
Sklavet d’ar berniou gevier zo bet savet er vro
Gant eur vanden romaned, pa ne oé den war dro
Vit difenn ar wirione ; hogen ne ket maro.


Nan, skedi ra a nevez. Krogit en Aviel
Hag he lennit pen da ben. Vit diskar ho baniel
D’an holl tadou dizemez, d’hema tad absolver,
Da hennez rustoc’h, hanvet, vel just tad kivijer,
Gant al leor-ze n’euz netra ezetoc’h da ober.


————