I
Eur roue koz a Vreiz-Izel,
La di ri ti tra,
La li ti tra la leno,
Eur roue koz a Vreiz-Izel,
O vont gant e dud d’ar brezel,
A gavas war vordig eul lenn,
Eul loen bihan, eul loenig gwenn,
Pevarzroadek ha soun e benn,
Gwenn evel an erc’h e vleven ;
E vleven flour, e vleven dous,
Evel ar zei pe ar voulouz.
II
An Herminig ’zo net ha gwenn,
Hag an dour ’zo leun a vouilhen.
Nec’het bras eo, o vont, o tont,
Lous eo an dour, ha kuit a bont.
Gant ar c’hoant en deus da dremen,
E droad ’us d’an dour ec’h asten,
Ec’h asten hag e jach kerkent,
O c’harm gant nec’h ha gant anken,
O c’harm gant nec’h ha gant anken,
Gant aon da dapout tarchaden.
III
Kentoc’h eget eun darchaden,
E kar mervel war an dachen ;
Kentoc’h eget ’n em vastari,
Hag en em louza ’barz ar pri,
Dindan mantel vras ar roue,
En em guz en risk e vue.
Gant e vantel, ar roue mad
A zizec’h d’al loen paour e droad.
IV
’Vit derc’hel sonj eus al loenig,
E oe brodet an herminig,
War vantel roue Breiz-Izel,
War e skouejou, war e vanniel,
Hag evit skouer d’ar Vretoned
An herminig a oe roet.
« Kouean en dizenor, biken !
« Kentoc’h mervel war an dachen !
« Kentoc’h mervel war an dachen,
« Eget lakat troad er vouilhen !
« Kentoc’h menel eget pec’hi !
« Potius mori quam foedari !