SON ANN DOGANED
Kenta biskoaz c’hiz da dogan.
Kamaraded, ma mignoned,
Kenta biskoaz c’hiz da dogan
Me n’am a ket a vara d’am c’hoan.
Ha breman ’m euz ha rous ha gwenn,
Hag eunn ankane d’am dougen ;
Hag eur wreg koant am euz ie
Hag a c’hone d’in eur skoed bemde ;
Ha tri a c’hone d’in d’ar sul :
Naou skoed ac’h int tro-pad ar sun.
Tri-c’houec’h dogan ha tri-ugent
E zo ’n em rancontret ’n eur c’harden ;
Ha ma lare ann eil d’egile :
— Te ’zo dogan kenkoulz ha me. —
Tri-c’houec’h gwalen a lien moan
Zo et d’ober eur boned d’ann dogan ;
C’hoaz a lere ann dogan kez
E oa manet he gorn braz emez :
M’am ije ken aliez a vuc’h korn
Hag a dogan a doug ar c’horn,
Me’m ije gret eur foar en Bre
Hag a vije hanvet ar foar neve ;
M’am ije ken aliez a vuc’h lez
Hag a dogan zo war ar mez,
Me rafe krampoez ha lez tro ;
Da gement dogan zo er vro.
M’am ije krampoez ha lez tro,
Me’dougje ezet ar c’hernio. —
|
Chanté par Jeanne Le Bornic, chiffonnière, de La Roche-Derrien.
SON ANN DOGANED
CHANSON DES COCUS
————