Digasit d’in, m’ho ped, mignoned,
Va zelenn goz evit mervel ;
Marteze, ’rôg ma ’mo peurzonet,
E teuy an Ankou d’am gervel ;
Digasit atao
Va zelennig vrao
’Meus ganti keit all c’hoariet jabadao,
Ma veulin c’hoaz, mignoned,
Jistr ar gwir Vrezoned.
An devez ma oan bet dizonet,
E oa blaz fall war va genou ;
Met eur banne jistr a oa tennet
Ha laket d’in em c’hrabanou ;
Ar werenn kerkent
’Voutis ’tre va dent,
Ar jistr a redas e-unan gant e hent ;
Biskoaz aboe, mignoned,
N’am eus fallgalonet.
E-pad va holl buhe dremenet
Netra n’ deus kanet va zelenn
Nemed Doue, Breiz hag ar Gened,
Ar bleuñ aour hag ar Jistr melen ;
Ha biskoaz n’am eus
Labeet va c’hleuz
Gant traou da gas tud korf hag ene d’an treuz,
Vel hini-kréñv alaouret
Pe kos gwin Gallaoued.
Dre ’r sort evachou ne brienter
Nemed glac’har ha fallente,
Lec’h ar jistr a brezeg ar c’huñvder,
Al levenez, ar garante ;
Rak gantan vê graet
Eur zav d’ar spered
Beteg an oabl glaz lec’h ma lugern stered ;
Diwar jistr e vê kanet
En yez ar Vrezoned.
Ar jistr an eus eur galon dener
Da gemer perz e stad an dén ;
C’hoarzin a ray pa vefet seder,
Ho frealzi mar pê anken :
Nag a zonj c’hoero
’N eus kaset en dro,
Nag a lamm rôet d’ar blanedenn garo,
Nag a daelou ’n eus sec’het
En eun derri zec’hed !
Ar jistr, evel an heol binniget,
A lak pep tra al liou gantañ ;
Dre e c’halloud e vê kinniget
D’ar paour an hunvreou koantañ :
Rei ’ra da Yann gêz
Eurusted hag aez,
Levenez, dudi, nerz ha pinvidigez,
Pa verv e-deun e volenn
Splannoc’h vid aour mélen.
Oh ! ma n’evfê ken ar Vrezoned
Netra nemed dour avalou,
Vefent barrek eun de da zonet
Da drec’hi war an holl boblou ;
Dalc’hit ’ta, potred,
Da jacha bepred,
Forz pe badeziant, pe dimei pe eured,
’N eun drinka ’tre mignoned,
War jistr ar Vrezoned.
Va mouez a glevan o c’houitellat,
Tostât a ra d’in an termen ;
Kerc’hit-hu d’in c’hoaz eur skudellad
Jistr alaouret arôg tremen ;
Dispont rak maro,
Trinkomp tro-war-dro,
Kenvo d’ac’h, va zud, va zelenn ha va bro,
Ha kement tra ’m eus kanet
Aboe m’ emon ganet !
Setu va fenn karget a dommder
Ha va c’halon leun a esper ;
Breman me c’hay dinec’h ha seder
Da glask digor digant sant Per ;
Hag hen lavaro
Kerkent ma welo
Liv ar jistr melen e korn va muzello :
« Digoromp frank adarre
« D’eur Breizad a zoare ! »
|