1. Me ’garfe deski eur chanson, Me ’garfe deski eur chanson, Evit he c’hana d’ar Person. Mari ’Vôn, lurettik tra-la-la, Mari ’Vôn lurett’ gé, gé, gé !
2. Ma fater am euz ankouet Son ’r c’hemenerien ’m euz desket :
3. Pere ve guel’t ont d’ar c’heariou Evel tud chentil daou ha daou.
4. E barz ma iant d’o devez Vez passeet eur c’hart devez ;
5. Ha c’hoaz e lavarfont pa vent digoued Herrio omp erruet abred.
6. Neuze e iafent da fumi Da deport o dijuni :
7. Eun a raï eun hasten d’he c’houg Evit goud ’g heon vo kig er poud,
8. Eun all eun hasten d’he gourlanchen, Evit guel ’g heon vo kig er zouben.
9. Ma ve ket e iafent er meaz ’N eur dekrial an tiegez.
10. Pa vo kestion da ober Eun habit eured eun eur gear,
11. Neuze vo guelet ar Mestr Tailler Evel eun aotrou tout e kear.
12. ’Barz ma kommanso labourad E ranko kaouet boutaillad.
13. Lavar ’ra ’r vestrez deuz an ty : Prest eo lein poent he dibri,
14. Rag pa vo eat ien ar ioud Marteze ne vo ket d'ho koud.
15. — Evit ac’han ne zavin ket Evit dibri ioud ar silet :
16. Ma vize bet ar galetez Me vize savet gant prez.
17. — Lakeet ar baz var an azen ’Vit kas lein d’ar gemenerien. —
18. Oant ket eat mad hanter d’ar porz Ma oa kouet an azen stok he gorf,
19. Oa kouet an azen barz ar foz Treuzet ar baz dindan he gof.
20. Me ho ped holl tud ar c’harter Pa gleffout trouz ar c'hemener,
21. Da zon da stanka mad ho fri, Kapat eo d’hoc’h ampoezoni,
22. Grant aoun ne zafe ’n ho penn Ar c’huez fall deuz he louadeu.
23. Biskoaz ne peuz guelet kemener, Ma ne ket bramer pe louer :
24. Ma, ne ket bramer pe louer Pe eur c’hromp braz ’n he zivisker.
25. Ha ne ket red goud ar vicher, Evit anveout eur c’hemener.
26. He zivisker ’zo goaried Hag he feskenno ’zo pladed.
|