An evned a richan, an heol a zo laouen ;
kaerat eo ar mene gant e vleuniou melen !… O ! (Diou wech)
Brao eo d’ar mesaer c’hoari war ribl ar waz,
Ha d’an alc’hweder skanv tarnijal en oabl glaz ;
Ha d’in, matez vihan, kas lein d’ar vederien,
’N eur ganan, dibreder a-hed ar wenojen.
Du-hont, er « Zouleg vras » ’man an dud oc’h êsti :
Ouz eul lommig jistr mat e c’hoarzo pep-hini.
Ma bec’h a zo pounner, mes ma zroad a zo skanv ;
Frealzus eo poanial da zastum bara gouanv.
Ha penôz e c’hallfen klemm ha fall-galoni,
Pa na strink en-dro d’in nemet c’hoarz ha dudi ?
Mignoned diskiant a lar d’in a-wecho :
— « Perak, matez vihan, n’ez ket da vale vro ?
« E Pariz ar vuhe a zo distur ha frank,
« Karget a levenez evit an dud yaouank. » —
— Miret, tudou fallakr, hoc’h aliou diboell !
Pariz eo mor islonk matezig Breiz-Izel !
Ped anê, tec’het fur ha prizet gant an holl,
’Deus beuzet o enor ’n e gwagennou diroll !…
Aman, e Breiz-Izel, gant poaniou ma diouvrec’h,
Hep bezan pinvik bras, me a vevo dinec’h.
Fe hag unvaniez, zoken er baourante,
’Zo gwell eget madou e diavêz Doue !
Aze, er « Zouleg vras », ’man ma gwella mignon,
Eur pôtr krenv e ziouvrec’h ha leal e galon.
Me ’meus tost da gant skoued, ma Yannig en deus daou ;
Pa deuy an neve-hanv ’vo diskleriet an traou…
Prenet e vo eur vioc’h ha savet eun ti plouz
Du-ze, ’tal ar feunteun, en draouiennig didrouz.
Eno, pell diouz ar bed hag holl d’he c’harante,
Matezig Breiz-Izel a gano noz ha de !… O !