Son ar vergerennic
1890 (Levrenn I, p. 126)
SON AR VERGERENNIG
____
O retorn deuz ar chasse,
Me a gavas (bis)
Eur plac’hic he blew melen,
Daou-lagad glaz (bis)
Hac ar plac’hic a ganè
Ewar al lann, (bis)
Gant eur vouez skeltr ha gê
Son he dous Iann. (bis)
Me o c’houlenn digant-hi,
Dre ma oa coant, (bis)
Ha hi a bocje d’in-me,
Ewit arc’hant ? (bis)
— Me n’ bocan ket, emez-hi,
Ewit arc’hant ; (bis)
Ewit neb-tra, a wechou...
Ia, p’am be c’hoant. (bis)
Me n’ risquan ket ma c’hroc’hen,
War ar ieot glaz ; (bis)
War ar plun pe ar pell,
N’laran ket c’hoas. (bis)
. . . . . . . .
______________