- Sonjomp, o kristenien, Ya, sonjomp, e gwirione(z),
Deut ar maro, raktal e vimp barnet gant Doue.
Diskan.
Gwerc’hez Vari, ma Mamm leun a druez,
Grit d’in douja ar varn e-pad ma ’z oun e buhez.
- Ne vo ket c’hoaz serret d’hon c’horf paour e zaoulagad,
Ma klevimp ar Barner o c’hourc’henenn d’imp tostaat.
- Ha neuze hon ene strafuilhet-holl gant ar spont,
Hep gallout ’n em guzat a dleo renta e gont
- Pa zigoro al levr a skrivomp ennan bemdez
Kement tra mat ha fall a reomp, pebez enkrez !
- Raktal ’kreiz hon ene ; e lennimp hon pec’hejou,
Nemet ar re gwalc’het gant pinijenn ha daerou.
- Pegen hir al listenn evit an dud na glaskont
Nemet o flijadur er bed-man ’pad ma vevont.
- Na sant, nag ael eno ne zeredo d’hon difenn ;
Bouzar e vo an Nenv, didalvoudus ar bedenn.
- Met an den fur ’welo, dirak e Varner ledet,
An tenzoriou gantan en amzer an eost medet.
- Fur setans a glevimp, a vuhez pe a varo ;
Hag hon stad goude se da virviken a bado.
- Pep hini ac’hanomp kerkent ’yelo d’e dachenn,
Gant aelez pe ziaoulou a zeuo d’e ziarbenn.
- Kalz war hent an Nenvou ’vo ret d’ezo dalea,
D’ober er Purgator ar binijenn galeta.
- Heuliomp hent ar furnez, sed aze ar pep gwella ;
He mouez d’imp a lavar : « karit Doue, ho nesa. »
- Skarzit diouz hoc’h ene, dre gofes, o den santel,
Holl gailhar ar pec’hed, ha grit d’ho techou brezel.
- Tremenit pep devez, evel ma rankfe beza.
Ar fin eus ho peaj, hag ho tevez diweza.
- N’eus forz pegoulz a zeuy Doue neuze d’ho kervel,
Abred pe ziwezat, e viot prest da vervel.
|